E Menez Arre ha war hor maeziou/a-bezh

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Imprimerie Francisque Guyon, 1922
Skrid a-bezh


Ivonig PICARD


E Menez Arre


ha


war hor maeziou


« Éclaire les esprits sans dessécher les âmes ».

« Sklerijennomp ar sperejou
Hep dizec’ha an eneou. »


————
Prix : 3 fr. 50
————



SAINT-BRIEUC
imprimerie francisque guyon, libraire-éditeur
Rue Saint-Gilles, 4

1922


D’AN AOTROU DUPARC,
Eskob a Gemper hag a Leon, Gwir-Vreizad, Mirour ar Brezoneg,
Testeni a drugarez hag a zoujans.

Ivonig Picard.




————


I.


E MENEZ ARRE


D’AM MENEZ
————


O va menez benniget,
Va menez muia-karet,
Test eus va c’henta sellou
Ha va c’henta kammejou,
Ouz da droad, em yaouankiz,
Nerz an Awen [1] a zantis
O redek en istoriou,
Rimadellou ha soniou,
Kontet pe ganet da noz,
A-raok mare ar repoz,
’Pad ma trôe an hinkin
E skleur ar goulou-rousin.
Tost d’it e veven eürus,
Pep tra d’in ’oa talvoudus ;
E ti kement amezeg
An darempred a oa c’houek ;
Holl ’tremenent o buhez
Pinvidik ’n o faourentez.

Aboue m’am eus da guitêt,
Da wel a gavan kaerêt.
Da noz, pa blegez da chouk,
Pa ’n em c’hrounnez a liou moug ;
E tommder an heol bervet
Pa vez da lann alaouret ;
Pa zigouez c’hoaz an erc’h gwenn
Da c’harlantezia da benn,
Em c’hreiz e tason eur c’han
Skiltrus ha doun ha ledan,
Eur vouez na vez nepred mud :

Komz a ra en avel yud,
Hag en distera aezenn
E klemm en huanadenn.
N’oufe kana telenn aour
Skleroc’h ton d’am skouarn baour !
Bez’ eo mouez ar Gelted koz
A gar boudal o menoz
En Arre, o minihi,
Pa rankjont lezel o zi
Rag ar gwall-ziaveziad [2]
A vac’has douar o zad.

Ennoun en em led da vouez
’Vel al lano war an traez,
O va menez benniget,
Va menez muia-karet !



E goudor Roc’h ar Feunteun e Menez Arre
————

D’an Aotrou Vallaux

N’oufed tremen aman hep sonjal en enkrez,
En dudi bet ’n hon raog aboue ma ’z eus buhez.
N’em zislavari ket, Roc’h koz, rak da-unan,
Moarvat, en em blijes o welet oc’h ehan,
Gourvezet ouz da droad, en o limouzinen,
Mesaerien ar menez, o denved ’n o c’hichen.
O hun ne veze ket atao didrouz ha c’houek :
Dindan skleur ar stered koublou bleizi naonek
Gant o sell lugernus ’dostae a-wechou
Oaz al loened tener, bodet er riboulou.
Ar chas a razailhe ha mouez ar c’herniel-bout
Diwar veg ar reier a rôe da c’houzout
E rede, tro-war-dro, spouronus d’ar maeziou,
Drastus d’an tropellou, preizerien, gwir-diaoulou.
Ha daoust d’an holl zifenn, pet mintin ’zo bet test
Eus maro einigou ’doa talvezet da fest
Da vleizi digouezet gant harp sioulik an noz,
Pa vez pep krouadur en douar o repoz !

Gwelet ho peus ivez ar pez na welomp ken,
Marradegou strivus, ha poelladou an den
E gwaremmou Flagouz [3] pa gaved en tiez
Irc’hier leun a zegal ’vit bevans ar bloavez.
Pebez gouel dirazout, touzet pep lodenn-var,
Pa veze ar gouren etre gwazed dispar
Evit gounit ar maout a rôed d’ar gwella,
D’an hini a varre en eur c’hrog buana
Pemzek, ugent troatad a-hed, a ledanded,
Rannet, er mintivez, gant kouerien dibabet !

Ez kichen, o Roc’h koz, ken ne gaver marrer ;
E lec’h ’zo kemeret gant an trouc’her gouzer.
War nebeutât ez a o-unan an denved…
Ne chom ken en o zav nemet da vein kalet !
An tremeniad diouzit a zistro hep sellout…
Leal, me ne fell d’in dont d’az tianzavout,
Ha, pa na gouezo ken e kleuz da ziskouarn
Nemet lenvou skrijus sutell [4] an hent-houarn,
E mordrouz an avel em c’hlevi o kana
Ez meuleudi, o Roc’h, an toniou ar brava…
Ar brug, al lanneier a gemmesko o mouez
Evit lavaret d’it ez out eus hon lignez.


YUN ELEZ
————

D’an Aotrou Fanch Dagorn

Liven-gein Breiz-Izel, e-kreiz menez Arrez,
E-kichen Sant-Mikel ’n eur poull a ziazez ;
Ha sed aman ar yun, tachen distro, moeltr, yen,
E-lec’h gant levenez n’en em avantur den.

O dremwel kudennek, douar fraost ha gwenvet,
Bro an touarc’hennou, a raden marellet,
Atao ez out digor da hirvoud an avel
Ha d’an houidi gouez a zeu a denn-askell !
D’an amzer vrumennet war da stankou chaget
E lugern misterius taniou-noz drouk-livet ;
Eneou ’zo e poan, hervez eul lavar koz,
O c’hortoz er c’horn-man tremen d’ar Baradoz ;
’Pad ma tomm en oaled ’n eur gana kantikou
Mesaerien denved ’n o dourn chapeledou.



E GWELE AR RAMZED
pe Stankenn an aod [5]
————

D’an Doktor Coquil.

Iskisat da welet eo Gwele ar Ramzed
Gant dent lemm an avel, ar glao, ar skorn kleuzet !
Krenvoc’h eget ar maen eo, eta, an amzer
P’eo gwir e teu a-benn da renvia ar reier,
D’o lakat da ruilha tamm-ha-tamm er ganien,
Da stanka al lennou, da stouva pep lagenn.

Koulskoude, ar vuhez n’eo ket hepken garo :
Krouïdigez dalc’h-mat ’gaver ’tal ar maro ;
Ma ’z a kalz traou da get ’n em ziskouez re nevez ;
Bepred e korn pe gorn e sav talvoudelez.

Pleget dindan an oad, deut gwezen dizeliet,
Na glemmomp ket eta ; gant re-all ’vimp heuliet.
Nerzek, gwanik, toc’hor, greomp diouz hon doare,
Ha lakomp hon fizians e Madelez Doue.

Setu va menoziou e Gwele ar Ramzed,
’N eur adkemer va hent, tost an heol da guzet ;
War dorgenn Sant-Mikael e tarze ken dispar
Ma chomis gourzavet, diskabell, dilavar.



Galv mesaer menez Arre
————

D’am nizez J. Grall.

O lo le, o lo le, o lo le, o lo le
O lo, breudeur, deut d’am c’hichen ;
O lo le, o lo le, o lo le, o lo le,
Selaouit va c’hanaouen.
O lo lo. O !

O lo le, o lo le, o lo le, o lo le,
Va-unan el lann divuzul,
O lo le, o lo le, o lo le, o lo le,
’Renkan chom pemde ha sul,
O lo lo. O !

O lo le, o lo le, o lo le, o lo le,
En eur welet ’c’h en em astenn,
O lo le, o lo le, o lo le, o lo le,
Askell ar skoul ’us d’am fenn,
O lo lo. O !

O lo le, o lo le, o lo le, o lo le,
Ha klujet ar vran velkonius,
O lo le, o lo le, o lo le, o lo le,
D’am c’halon gwall-ankenius.
O lo lo. O !

O lo le, o lo le, o lo le, o lo le,
Er pellder mouez ar gornigel,
O lo le, o lo le, o lo le, o lo le,
A c’hournij ’barz an avel.
O lo lo. O !

O lo le, o lo le, o lo le, o lo le,
E-pad ma seblant va ene
O lo le, o lo le, o lo le, o lo le,
’N em leda war ar mene.
O lo lo. O !


O lo le, o lo le, o lo le, o lo le,
Va-unan el lann divuzul,
O lo le, o lo le, o lo le, o lo le,
’Renkan chom pemde ha sul.
O lo lo. O !

O lo le, o lo le, o lo le, o lo le,
O lo, breudeur, deut d’am c’hichen.
O lo le, o lo le, o lo le, o lo le,
Selaouit va c’hanaouen.
O lo lo. O !



\score {
 \version "2.18.2"
 \new Staff {
  \relative c'{
    \clef treble
    \key c \major
    \tempo \markup {"M"} 4= 72
    \override Staff.TimeSignature #'style = #'single-digit
    \autoBeamOff
    d2. d8. d16 | \time 3/4 f4( e) d | \time 5/4 d4( c) a8 b \bar "!" c4 a8 b | \break
    c2.~ \bar "!" c4~ c8 r | \time 4/4 f2 e4 d8. c16 | \time 3/4 f4. e8 d c | \break
    \time 5/4 d2.( \bar "!" a4)~ a8 r | \time 2/4 d8. d16 d8 d | \time 5/4 d4( c) a8 b \bar "!" c4 a8 b | \break
    \time 4/4 c2~ c4~ c8 r | \time 5/4 c4 c8 c \bar "!" c4 b8 c d4 | \time 4/4 f4 e d8( c4.) | \break
    \time 5/4 d2( \bar "!" a)~ a8 r \bar "|."
  }
  \addlyrics {
    \override LyricText #'font-shape = #'italic O lo le, O lo le, o lo le, o lo
    le O lo breu -- deur, deut d’am c’hi -- chen
    O lo le, o lo le, o lo le, o lo
    le Se -- la -- ouit va c’ha -- na -- ouen O lo lo
    O!
  }
 }
 \layout {
   indent = #00
   line-width = #125
   ragged-last = ##t
 }
 \midi { }
}
\header { tagline = ##f }


ER MENEZ
————

D’an Aotrou Fransez Vallée.

Setu me, va mignon, e-kreiz menez Arre,
E parrez Lennedern, kousket en eur gwele
War ar plouz hag ar pell, ostiziad eun den mat,
’Vel gwechall er Fouilhez pa oan e ti va zad.

War leur-vaen an oaled, e kichenig an tan,
Ar c’hizier o soroc’h, ’n eur denna o alan,
Tik-tak ar momeder o skei en horolaj
A zigas d’in sonjou eus va bugaleaj.
Dirazoun ’n em ziskouez neuze nozveziou kaer,
Pa laremp, goude koan, a-gevret ar bater,
Heuliet gant lennadur burzudou hon Zent koz
’Veze kavet ’n eul levr a lezed deiz ha noz
War eur planken dero a-us d’ar siminal,
A rumm-da-rumm, hep mar, ’boe an amzer gwechall.

E peurrest an nozvez ’konted rimadellou,
Ha ’kemmesked zoken gwerziou ha kantikou…
Moueziou hon gourdadou, kanaouennou neve
’Rae tregerni neuze pep tôenn e Kerne.



MADOBER AR MENEZ
————

D’an Aotrou Ernault.

Goude eun endervez tremenet er mene,
E tistroït d’ar gêr, barret a levene ;
’N em zastumit ’n ho ti e sklerder ar goulou,
Hoc’h ene sioulaet, dieub diouz hualou.

Bez’ ho po marteze deveziou ankeniet,
Glac’har, tristidigez pe nebeut a yec’hed,
Ezomm da bellaat diouz pep sort enkreziou…
O, neuze, kemerit ravent ar meneziou !
’N o c’halon e kavoc’h gwell eget e lec’h-all :
Dudi an daoulagad, paouez evit ho tal,
Eul louzou d’ho poaniou, krenvder e pep ezel,
Ha damant d’ho preudeur a c’houlenn ho skoazell.
Eno, war barr al lann, ’kreiz ar roz digenvez,
En ec’honder divent ’santit ho tistervez ;
Diskennet er blênenn e varnit dic’harvoc’h
Ha gant eun dremm habask ar re ’zo dindanoc’h.



AN ANJELUS ER MENEZ
————

D’an Aotrou Quemener, Kuzulier-meur en Drew-Nevez.

Plouneour, Kommana, eur bagad parreziou
E skleur ruz an dremmwel a ziskouez o zouriou ;
Pep trouz ha pep soroc’h el lanneg ’zo tavet ;
Derou-noz a dosta ; gortoz ’rêr ar stered.
Setu an Anjelus o tinsal tro-war-dro,
Moueziou skiltr ar c’hleier o luskellat ar vro.

O bouderez hoalus a vrava pep pardaez,
A beurc’hra an devez er parkou war ar maez !
Eur mor a venoziou a lakez da c’henel
E doun kalon an den pa vez ’n heol o vervel :
Sonj e vugaleaj, envor e yaouankiz,
Gwir frealzidigez evit an ene skuiz
Gourzavet eur wech c’hoaz dre ma verz en dremwel,
Tre, du-hont er C’hornog war-zu Brest, pell, pell, pell,
Eur wagen goumoulus ’c’hourvez war ar blênenn
Kent d’ar menez steuzia ’kreiz an denvalijenn.



Pa dinto ar c’hleier
————

D’an itron Carrer.

Pell diouz tourni ar bed, diwar Roc’h Stumenven [6]
Edon oc’h evezia, e dinaou ar zaven,
Ouz poelladou an den e lannou Breiz-Izel,
Evit kreski e vad ha rei d’e Vro skoazell,
Pa glevis, d’ar pardaez, e parroz Sant-Riwall,
Eur c’hloc’hig o son glas d’eur vaouez didamall,
Marvet ’n eur wilioudi daou vugelig gevell,
An naovet ha dekvet a lakas da c’henel.

Raktal en em sinas kement a laboure
E-kreiz o douarou, war gostez ar mene ;
Hag a-unvan gante e laren eur bater
’Vid ar vamm dremenet, merzerez d’he dever.

Evel ma tostae an arched d’an iliz,
E stoue d’an daoulin pep maeziad ha bourc’hiz,
Deuet d’e ziambroug, hag en hent ar baotred
A daoliou gwialenn a harze o loened.

Ar c’hleier a dinto eun devez evidomp
Pa zeuio an Ankou da chervel ac’hanomp.
Ra zantor en eur-ze eun daskren tro-war-dro,
Ra bedo unanet holl Gristenien ar Vro !



SANT YANN E MENEZ ARRE
————

D’an Aotrou Moré, Person.

1. Menec’h, beleien,
Darn bet merzerien,
Pa deujont ’n hon bro
Ne weljont tro-dro
Nemet tud diroll,
Dare d’en em goll.

2. Sant Yann Badezour
’C’halvjont d’o sikour
’Vit lakat da ren
Al lezenn gristen
E-lec’h oa gwechall
Hepken techou fall.
Diskan :
Gloar d’hon Aotrou,
’Barr an Nenvou !
Ra vo pedet,
Ra vo meulet,
En hon parroz,
Deiz ha noz !

3. Skoazellet gantan
’Vel m’emomp breman,
E savjont o mouez,
Nerzus ’n hon touez,
Hag eun heol neve
’Luc’has er mene.

4. ’Vel ed en ero
E pep korn ar vro,
’Tiwan Kristenien ;
Hag ar veleien
’Veul hano Doue
War Venez Arre.


5. A-us e sanker
Start Kroaz ar Zalver :
E-kreiz an oabl splan
Hi ’voe an tour-tan
A deuzas an noz
’Gelc’hie bon Tud Koz.

6. Mibien ar Mene
A garas aboe
Sant Yann Badezour,
D’an holl melezour,
D’ar Gwir difenner
Hag ouspenn merzer.

7. Evel hon Patrom,
Pa vezo ezomm,
Enep pep gwallour
Ha pep touellour,
Harzomp, tud divrall,
Dispont ouz ar Fall.



SAPIN AR GWAREMMOU KOMPEZ
————


Greomp eur zell, kenvreudeur, ouz ar wezenn sapin
’Weljomp o tiouana en amzer hon mintin.

Dre zigouez e savas hec’h-unan er menez,
’Vel eur paour hep goudor, sioc’han en he buhez ;
Kannet gant an avel e kreskas disterik
E-pad ma vrasaemp e sioulder hon c’hêrig.
Digenvez war he c’hleuz he deus-hi gouzanvet
Morglao ha kaouadou, dindan eun oabl louet.
Tommder meur a hanvez he lakas da zec’ha,
Ha garventez ar goanv ken ’lies da skoana.

Greomp eur zell, Kenvreudeur, ouz ar wezenn sapin
’Weljomp o tiouana en amzer hon mintin.

Diouz he reuziou, deskomp ez eo mat er bed-ma
An eil war egile gallout en em harpa.
Unvaniez a zo nerz, eun dra ken talvoudek,
Dreist-holl en hon maeziou, evit peb amezeg.
Etrezomp, kenvroïz, penaos rei kaeroc’h skouer
Eget kengarantez ? Piou ’garfe he diouer ?
Ra bado keit ha ni ! P’hon diskaro an oad,
He c’houn a c’halvimp c’hoaz da zont d’hon luskellat.

Padus e voe hon zell ouz ar wezenn sapin
’Weljomp o tiouana en amzer hon mintin.



EN NOZ
————


Ar rec’hier ’zo kuzet war gein menez Arre,
Dindan ar c’houmoul teo, ledet war o gorre.
An noz maro a ren ; ne wel mann al lagad,
’Met en denvalijen ’klever lern o c’harmat.

Me ’n em gav a-unvan gant dremwel du ar roz :
Karout ’ran ’n em sonjal, aman, ’barz va farroz.
Azezet em oaled, e sioulder an nozvez,
C’hortozan ma sono ar c’hloc’h eur ar paouez.

Warc’hoaz beure, an noz gant an deiz bet trec’het,
Ha war an douarou, splan an heol benniget,
E santin en va c’hreiz nerz eur vuhez neve :
Goude tristidigez e par al levene.



DISKAR-AMZER
————


An diskar-amzer a goueze
Trist ha kudennek er mene,
Ha golei a rê war eun dro
Kouls ar c’halonou hag ar vro.

Dre gerzet ’hed an henchou-treuz,
Pa zaven va fenn ’us d’ar c’hleuz,
E welen kouerien er parkou :
N’anavezen ken o dremmou.

Ha dirazoun ’heje eun neiz
Goullo e-mesk ar skourrou leiz :
Al lapoused en doa maget
Diouzimp, ’m eus aon, o doa pellaet !

An diskar-amzer a goueze
Trist ha kudennek er mene,
O son kanv, anken ha dilez
A laka pep tra en enkrez.



Pedenn d’am Menez
————


P’eo gwir, o va menez, c’houi ho peus rôet d’in
Ar galloud, an Awen da ganan bep mintin
Ho tremwelou ec’hon, grit m’hellin echui
Al levr ’m eus digoret a-ratoz ’vidoc’h-c’hui !

Roït d’in an amzer d’e skriva penn-da-benn
’Vit ma kavor ennan e pep gwerz ha linenn,
’Keit ma komzor hor yez, ’pad m’he lennor ive,
Karantez sakr ar Vro a c’hoursao va ene !

O va leuskit, Menez, eur pennad c’hoaz dihun :
Me guzul ar fizians, ne c’hlac’haran nikun.
Eun deiz da zont, moarvat, Spered Breiz war ho lein
A vo d’am c’henvroïz ar Steredenn a vlein !

Peurc’hraet va holl labour ha dor va zi prennet,
Me a yelo hep keuz da c’hourvez er vered,
Evurus o selaou, dindan ar gwez ivin,
Evn ar Vro o richan, e splannder ar mintin.



II.


WAR HOR MAEZIOU


KOUKOUG !
————

D’am mignon ha kenvreur René Villard.

Da boent an neizeta, gant va zad, goude Pask,
Eur zulvez d’abardaez, e rean eün enklask.
Sonj am eus e touge er mereuriou pep kleuz
Eur bod pin pe lore, pe c’hoaz eur brankig beuz.
En henchou e santemp, e pep lec’h, ’us d’hon penn,
Ezennou flour ar plant, ha dreist-holl ar spern gwenn.
Seder ez oa ar c’houer, ken pinvidik ken paour,
O welet ar girzier, al lanneg melen-aour,
An ed o tiwana, ar prajou o c’hlaza,
Ha war ar gwez-frouez an deliou o vrousta.
En-dro d’an douarou, kerkouls hag er c’hoajou,
Mil mouez a richane, a veule an Nenvou…
Pa c’hoantas d’ar goukoug meska he c’hanaouenn,
’Vel da gaerât ar vro a gavemp ken laouen…
Neuze, en e c’hodell va zad a gemeras
Daou wenneg evidoun, ha fraez e lavaras :
« ’Traou Doue, grit, mar plij, na renkfe va bugel
Diouerout e vara, glebia e ziwaskell !… »

Ze ’zo eun dra zister ; c’houek eo da vihana
Hen klevet er galon, c’houekoc’h c’hoaz hen kana.



Goude eur barrad-glao
————


An oabl ’oa entanet, ken sklêr ha ken skedus,
Pa zavas, d’an enderv, eun amzer arneüs !
Prest ’n eur glogorenni eur glao pil a gouezas,
Hag al labourerien ker buan a dec’has
Evid en em zastum e kostez ar c’hleuziou,
’Vel ma ra an denved pa gurun er maeziou.

Pa ehanas ar glao, pebez freskadurez,
Ha d’an holl douarou gwellat magadurez !
Pebez sioulder ive ! Gant va divrec’h kroazet
Ouz an Hend-Izella [7] e sellan sebezet.
An heol splann war ar vro ’lugernas a neve ;
Pep tra a advevas. Ar golvaned [8] ’heje
O diwaskell glepiet araok mont da enklask
O boued war al leuriou. ’N eur wezenn eur vondrask
A gane ken nerzus en eun ton ken sklintin
Ma sonjen na voe bet biskoaz kaeroc’h mintin.

D’an hevelep euriou, an holl draou war ar bed
’Dle santout en o c’hreiz buhez hag eurusted.



MOUEZ AN DORNEREZ
————

Da F.-M. Bothorel.

Pegen laouen e oamp e-barz va ziegez
O welet war al leur o trei an dornerez !

E-kichen an oaled, ar merc’hed a dride ;
’N eur ober ar bern plouz va zad a vousc’hoarze ;

An eil hag egile, diredet d’hor zikour,
’Gaved atao seder ’pad an euriou labour.

Da noz, ’vit ar peurzorn, « marc’harit » [9] war an dôl,
Ar wazed a lare : « Yec’hed, eost mat d’eomp holl ! »

Da benn eun deiz skuizus, eur banne gwin-ardant
Ne ra droug da nikun ’met d’an den diskiant.

Lakaet tan er c’horn, ar re goz a gomze ;
Neuze an dud yaouank buan en em vode,

Hag a lamme er-maez, er Porz-Kloz da zansal ;
Den ne zonje, moarvat, o gourdrouz, o zamall.

O deveziou eürus, re vuan tremenet,
Na pell oun-me breman, pell diouzoc’h tec’het !


Beb bloaz ’karan distrei e miz eost d’am mene,
’Vit kaout paouez d’am c’horf hag ehan d’am ene.

Ac’hane pa glevan mouez ar mekanikou
’N eun draonienn, da zerr-noz, e sioulder ar maeziou,

E welan a spered va gwella mignoned,
Aet, aman ha du-hont, kalz, siouaz ! d’ar vered…

Va c’halon velkoniet ’n em garg a enkreziou ;
Trist ’ve va daoulagad, ’wechou leun a zaerou.

Mouez va bugaleach a glevan e pep son,
Hekleo va yaouankiz e pep lec’h a ziston.

Eur vorenn c’hlac’harus a ziskenn war va fenn ;
Gounid a ran ar gêr, trec’het gant an anken.


AR FREILHOU KOZ
————


A-greiz bale war ar maez
E kavis ’n eun tiegez
’Korn al leur, en eul lochenn,
Eur bern freilhou digempenn.
Poultrennet ’oa o fustou,
Kinviet o gwalennou ;
O c’habou ’oa prenvedet
Evel binviou dilezet.
Outo ne daolen evez,
Ha warno kizellerez,
Pa welis e staen teuzet
Eun hano ’n eur fust skrivet.

Goulenn ’ris ouz ar perc’hen
Piou e oa Yann ar Seac’hen.
— « Va mevel bras en ampoent
« Ma lojemp an ed ’vel kent ;
« Gwella dourner ’valee
« ’Tre ar mor hag ar mene. »
Ha keflusk e vuzellou
A greskas a-nebeudou.

Daskren mestr an tiegez
'Vidoun n’oa ket eur souez.
War eul leur eun dournadeg,
’N he fenn daou waz kalonek
A skôe an taol a-raok
’Vel m’en em vroud daou gilhog,
En eur lakat da dremen
O nerz e kerc’ben pep den,
’Oa ebad tud ar maeziou,
O levenez er poaniou.


’Traou Doue ! O freilhou koz,
Evidoc’h eo deut an noz ;
En aner e c’hortozoc’h
Brec’hiou da gregi ennoc’h ;
Breman ’ren mekanikou
En hor bro war al leuriou.
Loued oc’h en em astenn,
Sed ho tarvoud da viken !
Kenna vec’h taolet en tan
En deiz ’vo graet ouzoc’h van.

Da vihana, ’n ho tilez
Ho peus va anaoudegez :
Bevet em eus en amzer
’Rec’h tregerni pep penn-kêr,
Birvi pennou ar baotred
Ha kalonou ar merc’hed.



PEURZORN
————

D’an Aotrou Jaffrennou (Taldir).

Kent [10] terri al linen eus an diou gostezen
O deus, a-hed an deiz, dalc’het d’en em zouten
Ar freilhou war al leur, gant an taol diweza,
A lakay an douar, ar c’hranjou da grena.
En desped d’ar skuizder, da verka ar peurzorn,
’Vo graet eur youc’hadeg. Goude, e-barz eur c’horn,
E sec’hor ar c’houezen ’pad ma tired founnus
An Itron eus an ti, en he dorn jistr bervus,
’Vit treuzi al leuriad da leunia ar weren
A ro kalon d’an den, ’neta ar c’hourlanchen.

Ar merc’hed a dosta gant o ferc’hier en aer
Da gempen ar c’holo ’vel en-dro d’an aoter,
E Rom, ar Vestaled, p’en dije ar roue
Renet al lidou sakr en enor da Zoue.

Neuze, holl a vesko c’hoarz ha kanaouennou
Ken na baro en oabl skleur ar steredennou.



Bara nevez
————


Merc’h ha paotrig, dorn-ouz-dorn,
A yae war-zu an ti-forn
Da glask ar guchenn vara
Aozet gant an ed kenta.

War o hent da zont d’ar gêr
’N eur ruza o bouteier
Ec’h azezjont ’tal eur groaz
O leuskel o zreid en noaz.

Ken mat ’oa c’houez ar guchenn,
Hec’h afedenn ken melen
Ma c’hoanteas d’ê tanva
Heb dale ar pez bara.

Kalonek e voe boulc’het
Heman gant ar bizïed
Pa weljont o tont o mamm
Goustad en eur ober stamm.

Ar verc’h a bedas he breur
Da ziskleria war an eur
Penaos en devoa bet naon,…
Rak rebechou he doa aon.

Ar vamm ne laras netra
Diwar-benn stumm ar bara ;
Gant ar mall ’doa d’her blazat,
’Kemeras eur genaouad.

D’ar vugale dizoaniet
Peb a damm a voe rôet.
M’ho pije gwel’t o sellou
Pa lakejont o boutou,

Ec’h anzavfec’h ganin-me
Ar gomz a lennoc’h fete :
N’eus ket c’houekoc’h levenez
’Get dibri bara nevez !



AN ARC’H KOZ
————

D’an Aotrou abad Fransès.

Pep tra, pep brud, eta, a dremen er bed-man :
Er solier, o arc’h koz, breman eo da gavan,
E kostez ar c’heuneud pe dindan ar c’holo,
Golôet a boultren, prenvedet, divalo,
Ha nann, evel gwechall, e goulou-dor an ti,
’Kichen ar pep brava eus an arrebeuri.
Ne c’houler ken gwelet da botailh gofeliet,
Torret, debret a vergl, ha da goad kizellet,
Kollet gantan e goar, ne deo mui lugernus.
O izelidigez, na pegen damantus !
Ankounac’haet, siouaz ! egiz kalz a draou koz,
Warnout, paour kêzik arc’h, ez eo kouezet an noz.
Pep tra a dle mervel… Uzan ’ra an arem.
War-lerc’h da oberour ne jom hano. Na glemm !
Evit gwir, da zoare ha ne deo ket hor stad,
Pa zarc’hao ar gozni war hor bloaveziou mat ?



AN DEN EVURUS
————

E koun va zad-kaer, Per Grall.

Eun den evurus
’Zo eun dra souezus…

Koulskoude am c’hredit me am eus e gavet,
’Vel gwechall hor Zalver en eur c’hraouiad loened.
Ni a gar ar re-man, hor breudeur izella :
Met al labourer-hen, o c’har, sur, ar gwella.

Deut an diskar-amzer, e-pad miziou ar goan,
A-raok mont da gousket, e weler anezan.
Aketus, bep nozvez, d’ober en-dro d’e zaout ;
N’am eus ket d’hon maeziou d’her rei d’anavezout.

Eur c’houlaouen rousin a zev er waskerez
’Keit ma leun o rastell gant kempennadurez.
Goude-se ’kreiz ar c’hraou, sounn, e zirec’h kroazet
Amlavar e chomo, e zaoulagad paret
War e brenadennou a wel o tont da vad :
Santout a ra outo gwir garantez eun tad.

Bremaik en e wele e kavo ar repoz.
Pa vano moredet, pa hunvreo en noz,
E welo e ounner tostaet d’he zermen,
Ar c’hole war ar poent d’ober lamm-chouk-e-benn [11].
A bep eil e spered dre e gousk a nijo
D’e wreg, d’e vugale, d’e loened tro-ha-tro !


Eul Leonad koz en e zouarou
————


Eur zulvez d’abardaez, e maeziou Sant-Kadou,
E-tal ar mengleuziou, e gorre ar madou [12],
Gant eul Leonad koz, e raen eun dro-vale.
Va faeron, den a bouez, a gare kalz dale :
Douar, loen, amezeg, ’oa vitan digarez
Da ober eun ehan it meuli e barrez.
War dailher e gazeg, lorc’hek ’taole e zorn,
Hag an oc’hen oazus ’zirede a bep kom ;
Er parkou ed ha kaol en eur vralla e benn,
E pare e lagad war drevad an ervenn.
Kemend a levenez en e gêr a gave
Ken n’oa den eürusoc’h egetan er mene.



KLOC’H AN HAILHONED
————


Kuzet a-dreg eur c’hleuz, he c’houef rouz war he fenn,
Eur wreg ’zo o c’hedal, gwastet gant an anken,
He gwaz da zont er-maez eus an ostaliri
E-lec’h m’eman breman oc’h eva cholori,
Dibreder diouz e zaout, hep nec’h ouz e dïad,
O c’hoarzin, o krozal, oc’h ober e govad.

E-pad an amzer-ze, er ger e vugale,
Hag ar re goz gant doan a c’hortoz fin an de.
Da zerr-noz, dizeblant, e kemeront o c’hoan ;
Sell trist ar gozidi, sioulder ar re vihan
A zo eur rann-galon evit an neb o c’har,
Pa zant krizder ar boan o laka dilavar.

’N eur chechat war e gorn, e weler ar sakris
O kuitât e lojeiz, o pignat d’an iliz,
Nao pe zek eur sonet, hervez mare ar bloaz…
Bralla a ra ar c’hloc’h ’n eur blega e ziskoaz.
A-us d’an holl gêriou e klever e vouez don,
E notennou klemmus ’ziskenn e pep kalon.
Poent eo mont d’ar gwele, deut eo eur ar bedenn
War hor maeziou didrouz, e kement ti kristen…

Re alïes, siouaz ! em eus gwelet neuze
Ar vezvierien hanvet e Breiz « al lostou loue »,
Karget a win-ardant, o trei du-man, du-hont,
Hag o treuzigella evel ma c’hellont mont,
Eus an tu deou da gleiz, evit gounit ar gêr,
Pa na zastum anê « Beg-e-dog » [13] en ti-kêr ;
O sikanat o zud, o gwella mignoned…
Ma na vez chachadeg, Doue ra vo meulet !

An tan a vo lazet. Er c’hrevier, war ar plouz,
Al loened a ehan. Ouz an daol, ’n e glabouz,
Pe o roc’hal kousket an ozac’h, mezo-dall,
A ro en-dro d’ezan ar vezusa skouer-fall.
Keit ma ouel e wreg paour, hep serri he lagad,
D’he stad ken truezus, a wel o kaletât…


AL LABOURER KOZ
————

D’am c’henderv F. Cloarec.

Bemde, deut ar pardaez, renket en-dro d’ar c’homm,
Ar wazed a bile al lann o doa ezomm
Ar c’hezeg ’vit askoan, ganto en o daouarn
Mellou horziou dero, enveziet a houarn.

Eur wech, war e dreuzou, harpet war eur penn-baz,
Gant an heol o kuizat sklerijennet e fas,
Eul labourer uzet a seblante bomma
Ar muzul [14] d’an taoliou ’barz ar c’homm o koueza,
P’e weljod o tostât daved ar bilerien
Ha rei d’ê dai c’houzout kouls ha d’ar zellerien
N’oa netra er bed-main poaniusoc’h er gozni
’Get beza dic’halloud da zikour tad e di…
Hag al labourer koz, brevet gant ar glac’har,
Gwanet ha damantus, a chomas dilavar.



Er Prajou da vare ar ragain
————

D’an Aotrou Moal.

E miz eost, d’ar beure, e renken diblouza,
Eur fouet lemm war va brec’h, em dom eun tamm bara,
’Vit mont gant va loened da beuri er prajou
Dre henchou doun ha lous, bevennet a bonchou.

’Pa em beze, c’hoantek, va bara echuet,
Hekleo va mouez skiltrus e oad sur da glevet.
Eus ar c’hlizenn dener, eus a skignou an heol
Ne raen muioc’h a van eged eun oan eus teol.

Ma savfen diwezat, an anevaled kêz
O deve kalz taodiou abalamour d’ar brez
Da gommans ar c’hoariou : piked-round, nao-bugel,
Redadeg, lostig-louam, dreist pep tra bransigell.

Miz gwengolo deuet, krennet an deveziou,
Eus ar beure d’an noz e chomed er prajou ;
Ganeomp, mesaenen, ar c’hiz a oa neuze
Kas ar merc’hed d’ar gêr, war-dro eur ar c’hreiste,
Da gerc’hat podou youd, bouedig laez pe zouben
En desped d’o vender atao debret kempenn.

’Vit berrât an amzer, da goulz mern alïes,
E laeremp, er parkou, patatez, karotez…
Keusteuren ’veze graet ; amann ne vanke ket,
Ha, me hen lavar d’eoc’h, an diweuz a liped.

Penaos tremen heb doan finvez an abardaez ?…
O lakat da emgann loened dianavez !
Pebez dispac’h, Jezus ! am eus gwelet ’vel-se
Gant eul lagad seder, eur galon didrue !

Koueza ’rae gliz pe c’hlao ; neuze ’barz eul lochen
Graet gant skourrou haleg, golôet a raden,
En, em vodemp peurvuia, da zelaou eun den koz
O konta marvailhou a bade bete noz.

N’eus stad ebet gwelloc’h,
N’eus amzer eurusoc’h,
N’eo ket gwir, bugale ?
Respontit heb dale.


DIZROUGIEZ
————

D’am Breur-Kaer, P.-M. Grall.

D’an Diskibien a bellae
Diwar e dro ar vugale
E laras, eun deiz, hor Zalver :
« Na zisprizit neb ’zo dister.
« Hag aotreït d’ar vugale
« Dont ha nesaat ouzin-me. »
Ar vugale glan ha gwirion
A oa an tosta d’e galon !

Mistri, lakaet ho preder
D’ober diouz kentel hor Zalver ;
Mistri, lakaet da dalvout
Ar gentel-ze dioc’h ho kalloud.
Grit karantezus d’ar bugel
’Zo fiziet einnoc’b da zevel.
Gwella hent da vont d’o ene
Karout da vad ar vugale !
Kement-se a reas em bro
Eur mestr anavezet tro-dro.


Neuze, eta, warlene,
Da wengolo pe here,
D’ar skol ’teuas paotrigou
Eus an holl gouinananchou.
O mestr, p’o gwel goude lein
Ous ar c’hleuz harpet o c’hein,
Gwall-dristik evel oaned
O deus o mammig kollet,

A ziskouez e gunvelez,
Kerkouls hag e vadelez,
Dre gregi en o daouarn
’Vit c’hoari Lostig-louarn.
Kerkent ar vugale ger
’Vel pinted a voe seder.

Antronoz, unan anê
D’ar skolaer a dostae ;
Hag hep distro e laras
Ar geriou-man ken dinoaz :
« Deus adarre ganimp-ni
« Deus, eta, paotr, da c’hoari !… »



Sant Koz ar Feunteun
————

D’an Aotrou Com, person Lennon.

O tremeniad, salud, en de evel en noz,
Ar feunteun ’lec’h e vez unan eus hon zent koz.
Eno, tost d’an elestr, e sav e zremm varvek ;
Da dud ar maeziou eo ar gwella amezeg.
’Keit ma reno warno, en o c’hreiz, ’n o spered,
Ar reol heuliet gantan ne vo ket dilezet.
E-barz en e neiz maen, dindan ar wall-amzer,
’Giz eur c’houer [15] e c’houzanv glao, skorn, erc’h ha tommder.
Henvel outan, eo bet eun den a galon aour
’Vevas en izelder, peurvuia ’n eur stad paour.
Gant-se, dirag Doue, eo krenv da rei sikour
D’an holl diegeziou ha da bep tamm labour.


Aotrou Person, c’houi ’oar, e-barz e ti Doue
Pep kristen a zeraou [16], a echu e vuhe,
Hag emoc’h o tastum hon zent koz prenvedet
E palez an Hini o deveus azeulet [17].
Ken galloudus ez int e gloar e Varadoz
Ma hen digorint d’eoc’h gant o gwella bennoz.
Da c’hedal, e kouskfet e-kichen ho kavell
’Lec’h ez oc’h bet ganet, e-kreiz Kerne-Uhel,
’Lech m’eo ganet ho re, ’lec’h m’eo marvet ho tud,
’Lec’h ma vevit karet, ’lec’h ma talc’hor ho prud.



III.


MICHERIOU


Ar Mansoner
————

D’an Aotrou Mocaer.

A-ispilh ’harz e voger
E klever ar mansoner,
D’ar beure ’kana hep mank
'Vel eur pintig war e vrank.

Penaos na ve ket seder
O sonjal ’man oc’h ober
Da zaou zen nevez o neiz
Pe d’eur rummad o lojeis ?

Bena a ra ar mein rous
Gant e vorzol dibikous,
Hag o bernia ’n eur leda
Pri pe raz gant kil e loa.

Da reiza e damm labour
En deus, evit e zikour,
E skouer, e blomm, e neudenn,
Ha, pa vez red, e reolenn.

Mên, ha mên ’kresk e voger,
Dizamant d’an darbarer :
Ar paotrig n’en deus paouez
Ken na ve fin d’an dervez.

Sammet gant bec’h e sparfell
’Renk kaout kalon ar bugel ;
Peur eta en devezo
Eur mevel ivez d’e dro ?

Distroomp d’hon mansoner :
Pa vez koulz ar peur-ober
E stag ’beg ar siminal
Eur barr fao pe eur skour all.


Laouen, a-us d’an douar,
E-giz eur zant en e c’hloar,
D’e zavadenn ’taol evez,
Mat ’kav e grouidigez.

Neuze ’ever eur banne
En enor d’an ti neve.
Ra vo bennoz hon Zalver
War ober ar mansoner !



AN TÔER
————


Savet ez oun bet e Kerne
E-tal mengleuziou ar mene.
Yaouankik ez oan darbarer
Ha da bevarzek vloaz tôer.
Biskoaz n’ez oun bet laouenoc’h,
E renkan hel lavaret d’oc’h,
’Get pa lakis va zavancher,
Eur morzol en va gouriz-ler.

Aboue ’m eus graet meur a dôenn,
D’eleiz didoullet o lochenn ;
Pignet em eus war vaneriou,
Kempennet d’ezo o zouriou !
Iliz va farroz hec’h-unan
He deus bet ezomm eus va foan !
Tal an tïez hag o fignon,
Dreist-oll araok sul ar pardon.
Hag a-wechou ar goueliou bras,
Am eus gwennaet gant laez-raz.

Ha, koulskoude, o va breudeur,
Va leve n’eo kresket nemeur.
Paour oun ganet, paour e choman.
Setu va flanedenn aman !
Eun devez michans, ma ve red
D’in ganec’h goulenm va zamm boued,
Ho po sonj mat eus ho tôer
Ho tiwalle diouz gwall-amzer.



AR MILINER
————


War lez ar roz, e-mesk ar gwez,
E-pad ar bloaz ’vevan kompez.
Va milin a zo er gwasked,
Enni ’kavan an eürusted,
Dreist-oll pa ven war ar chaoser,
Va c’hein harpet er sklotouer,
O welet e rod penn an ti
An dour o ruilh ’n eur eonenni ;
A-bell o tont ar portezer
O c’houibanat dre peb amzer
’N eur zigas d’in greun ar maeziad
Da vala evit an tïad ;
O sevel, pa deu an tommder,
Er prajou gleb ar foenneier ;
Oc’h en em garga a vleuniou,
Er gwaremmou, kein ar c’hleuziou ;
Pa deu mare ar yenïen,
Ar reo gwenn e strad an draonien ;
War nij strolladou houïdi
O tiskenn em lenn da c’hoanvi.
Lod a gavfe hir an amzer
Ma rankfent ober va micher.
An dour a dremen heb ehan
Dre ar paliou e-barz ar c’han
A gemenn d’in karout va stad,
Ober gant kendalc’h va zac’had.
Evel-se me ’stag d’am labour,
A-hed an de a ra bleud flour.
Pa ziskouez an noz hec’h askell,
Pa zao ar stered en dremwel,
E kouskan, e peoc’h va ene,
E goudor reier ar mene.


AR FORNIER
————


Ar fornier a zeu a-zâ
Evit mont da geuneuta,
’N eur zerc’hel eur forc’h houarn
En e zaouarn.

Hag e-pad ma c’hor e forn,
War an taoliou e pep korn,
Ar merc’hed, hervez ar voaz,
A vesk o zoaz.

Kerkent ma vez an oaled
Ha rozellet ha skubet,
Wami ’teu d’en em renka
Torziou bara.

Laret ’vefe en eur c’hiz
Menec’h gwenn en o iliz
Oc’h azeuli o C’hrouer
’Harz an aoter.

Prim ar maen-forn ’vez priet,
’Keit ma weler ar merc’hed
O heja o zavancher
’Benn mont d’ar gêr.

Da c’hortoz ar boazadenn,
Ar fornier ’ra e gempenn,
Pa na zeu tommder e di
D’e voredi.

E labour a ra er bed
Hep skuiza e damm spered :
Red eo d’in, o va mignon,
Beza gwirion.


AR C’HARRER
————


E penn e di ’tal al leur-gêr,
Dindan e lochen ar c’harrer
A c’hortoz, dibres ha dizoan,
Ma sono ar c’hloc’h eur e goan.
Neuze, pa dan e gorn-butun,
Evitan ar vourc’h a zihun.
Klevet a ra war an henchou
Kirri a storlok o rojou.
Kilviziet en deus o danvez ;
D’o stumm, d’o oad e taol evez.

Eun de, ’n e gichen azezet,
E voen gantan gwall-zebezet
— « Selaou o ruilh karr Per Mevel,
« O krozal hini Fanch Kabel,
« Me a zo sur ’man en Dour-Bras
« O pignat kezeg an Ti-Glas,
« Hag o cherra en Hent-Haleg
« Ahel merour Yann Lagadeg.

« Dec’h e strakate bete noz
« Er Vier kibou ar Porz-Kloz,
« Ha diwezatoc’h, er Groaz-Hir,
« Moellou pounner Ivon ar Gwir.
« Paotrig, evidon pebez joa
« Gallout bevan a-hed ar bloa,
« Ha zoken e-pad va amzer,
« Gant holl oberou va micher !
« Hep o heulia atao, m’o gwel ;
« Morse ne zilezan bugel !
« Skoazella a ran pep-hini
« Pa zeu toc’hor o izili. »


AR GLAOUER
————


« Pell e vevan diouz ar bed,
Peurliesa hep gwreg ebet,
Er c’hoajou teun a sioulder ;
Setu va stad a c’hlaouer.

N’em eus nemet eur mignon,
Pa lavarin ez gwirion :
Va c’hi bihan Fistoulig,
Diwaller va lochennig.

Ganen e kousk, e tihun,
Hep ma c’houitfe eur zizun ;
Pa renko va dilezel,
E vo, sur, evit mervel.

Diouz ar beure pa zavan,
Va foullad a gempennan
Gant keuneud ha mouded kign,
Ken na ve round ’vel eur gouign.

Souden ’weler ar moged,
Evel hini eun oaled,
Er c’hoad o pignat uhel
O renta an oabl tenvel.

’Keit ha ma c’hor va labour
Em lavarfec’h c’houitellour,
Kaner soniou dudïus ;
Alïes melkonïus,

Rak râl e kouez em diskouarn
Ouspenn speuniadur al louarn,
Pe hopadenn ar gaouen
Klemmus a-us d’am zôenn.


An evned ’ra o neiziou
Peurvuia war ar maeziou ;
Doue n’en deus o c’hrouet
’Vit ma vent er c’hoad kuzet.

Ral eta en nevez-han
’Teu an eostig da ganan,
Da lakat ar c’hêz glaouer
Da zont laouen ha seder.

Beva ’ran bepred sioulik,
Tremen a rin didrouzik
Ha d’am c’herent ha d’an holl ;
Den… den ne ouelo d’am c’holl.

En eur c’hornig, er vered
E-lec’h e vin douaret,
Ne glevin nemeur pedenn
Digant eneou kristen. »

Met gwez bras ar c’hoajou don
A oa d’ezan ker mignon,
Dero, pin ha brugeier,
A zalc’ho sonj ar glaouer !



AN TROUC’HER GOUZER E MENEZ ARRE
————


Eur c’hroc’hen maout war choug e gein
Hag en eur podig pri e lein,
Eman war e droad
En e voutou koad
Gant e falz war goubl e vrec’h,
O vont war e bouez d’an nec’h,
Er beure,
D’ar mene
’Lec’h ma renk ober
E garrad gouzer.


Dioc’h-tu e krog en e labour
E giz ar gwella devezour,
Ken e welit an drammou
oc’h ’n em astenn a renkadou.
’Vel ’n aotrou Doue pa grouas ar bed
E laka eur c’horniad etre pep pred ;
Skei a ra war e vên
Gant e ziren
O pebez eur dispar !
E-unan hel lavar :
Neuze,
Er mene.
Hen eo ar roue !
Evel-se e zevez a dremen
Hep ma loskfe eur glemmaden.

Paour kêz trouc’her gouzer !
’N em ober d’e vicher
Eo dlead an den fur....
Te hen goar, m’hen assur ! ! !


TENNER MOUDED YUN ELEZ
————

D’an Aotrou Joncour, skeudenner.

Da viz mae, mintin mad, en e veg eur c’hornig,
Ha dindan e gazell peurvuia eur balig,
Alïes diarc’hen, e kerz war-zu ar yun
E-lec’h ma vez kavet bep devez eus ar zun
En eun toull kailharek, kuzet beteg e choug :
A-wechou ne weler nag e benn nag e c’houg.

Eun dro, en eur zistrei a vale e Forc’hen [18],
Anavezet e Breiz en abeg d’e dorgen,
E c’hoantais klevet gant eun tenner brudet
E petra e sonje en e boullig moudet :
« — Me a vefe eurus m’em befe mignoniez.
« Perag eta ez oun gwelet fall alïes.
« Kemeret ’vit eun teuz, eur morian, eun touseg,
« Gwall-gaset gant e-leiz, gant meur a vabouseg,
« Beteg da eur va fred, pa zebran va zamm kreun,
« War vord va zoull mouded pe e penn eur feunteun ?
« En eur vro paour e koad, pet hebdoun, er goan,
« A varvfe gant ar riou, ne boazfe ket o c’hoan ?
« Me a garfe beva e-touêz ar-re-all,
« Vel eun den a zoare ha nann eun aneval…
« Breman n’em eus, siouaz !
« Met dispriz, eur wech c’hoaz,
« Ha ’vit kompagnunez ar sparfilli treitour
« O plava misterius, pe evel eur barnour
« Ar gerc’heiz dianket oc’h ehan war eun troad ;
« O yudal en oabl briz eul lapouz divroad…
« ’Vel-se, pa gouez an noz war gribenn ar mein glas,
« ’Tilezan va labour evit mont d’an hent bras ;
« Ha bep gwech ’n eur bellât gant mall diouz Yun Elez,
« ’N em gavan dizammet ha leun a levenez ;
« Drant, va fenn a zavan ; c’huitellat ’ran d’ar bed,
« Kana a ran d’an nenv, mousc’hoarzin d’ar stered ! »


Fanch an Tachaouer
————


Eur wech ar miz, dre Gerne
Ez a Fanch war vale.

diskan :


Hop, hop, hopik, tra la la,
Tra la la dira la !

Pep kêr ’glev an hopadenn
Grêt gantan a-bouez penn :

« Dastumit d’in ho hern koz,
« Hag ho po va menoz ! »

War vrec’h e garr e tistro,
P’eman echu e dro ;

En e zorn eur wialen,
Freo, freo ’ra e azen.


Toull he dor ’n em gav Janig
’Vit reseo he Fanchig ;

Janig, e wregig tener,
’N he lochen ken seder !

Raktal e lavar he gwaz :
« Dibri bara ’raimp c’hoaz ! »

— « Prim ouz taol deuomp eta,
« Da brenou ’vit konta !

« Breman selaou, va den ker :
« Tachou ’c’houler e kêr ! » —


Antronoz, mintin abred,
’Sav Fanch, leun a aked,

Tammou houarn kempennet
’Zo en tan tremenet ;

Ha gret anezo bizier,
Renket ouz ar voger.

Laket e vezint kerkent
E tachou a bep ment :

Tachou round hag a zaou daol,
Evit servij an holl ;

Da werza d’an ostizien…
’Vito ’vo gwenneien !


D’ar zadorn en o lojeiz
E kontont ar moneiz.

Prometi a ra Janig
Ober souben ar c’hig !

Tridal ’ra an daou bried
En eur vont da gousket.

Ra vo benniget o stad,
Ma pado o eurvad ;

Ma savint o bugale
E gwir doujans Doue !



AR C’HEREOUR
————


Em bourc’h ez eus eur c’hereour
A grog abred gant e labour
E-barz solier e di bihan
’Lec’h ’vez peurvuia e-unan.

E zervez ’dremen war e skaon,
Ral e chom da baouez en traon ;
Pa renk lezel e vinaoued
Eo ’vit dont da zibri e voued.

E lunedou war veg e fri,
Ha divorzet e izili,
M’en deus neuze eur chikadenn,
E kerz an neud en enebenn.

Eus peb ezomm ’oar an ampoent,
N’eus troad na anavez e vent ;
Ken brudet eo ’vid e ijin
Ma ’z eo leshanvet sant Krepin !…

E vrasa joa war an douar
Eo, echuet diou votez par,
O lakat war dreuzou e di
E gwel an holl da luc’hedi.

Kemer a ra, n’eo ket iskis,
Eur werennad gant e ostiz,
Ha ma teu ar gwin d’e domma,
E kav kalz, neuze, da gonta.

Sonj en deus eus e vignoned,
Ha, ma ’z int d’ar vered kaset,
’Welit e lagad o kwilc’hat
Hag e galon o tenerât.

Mar deu da glemm eus e vicher
’Balamour ma kera al ler,
E chal dreist-holl d’ar c’hiz nevez
A dro penn meur a ostizez.

C’hoantout ’ra d’ê beza gwisket
Evel ma ouzoc’h, va faotred !…
Bale breman war vranellou
Henvel ouz kerc’heized poullou.


N’eont da stal ar c’hereour,
Ne c’houlennont gantan sikour,
Nemet da aoza talonou,
Pe nebeutoc’h c’hoaz a-wechou.

Trist eo d’an hini ’n deus laket,
’Pad hir-vloaveziou hed-ha-bed,
E damm poan da wellât e stad,
Gwelet e labour ’tisterât.

’Vid e eurvad va den poellek
A lez an deiziou da redek :
En em ober diouz ar vuhez,
Setu, m’hen tou, ar wir furnez !


————


Martolod koz Menez Arre
————


Karout a rae mont d’ar mene
D’ober eun tammig tro-vale
’N eur vralla, ’n eur dreuzigellat
Evel pa glaskje roud d’e droad.

War eur roc’h ’vane azezet,
E zell ouz mor Leon staget ;
Ha klevet a rae er pellder
Trouz koummou o tremen en aer ?…

En deiz, pa jome ’n e diig,
E rae mil ha mil micherig :
’Vel-se e oa mailh da aoza
’Barz eur vereuri meur a dra.
Digaset e veze d’ezan
Pennadou korden kouezet klanv,
Ar funiou hag ar sugellou,
Ar c’habestrou hag an naskou.
Enno e rae forz skoulmou krenn
Ne doamp ’vit lakat en hon penn.
Eur banne pe gwerz ar butun
Ne douche ken a-berz nikun.

Envor dispar, kerkouls teodet,
War ar marvailhou ’oa tûet :
’Vel-se, pa gonte ’tal e di,
E tostae meur a hini,
Dreist-holl ar vugale vihan
’Zalc’he dirazan o alan…
Gantan em eus graet tro ar bed
A-gevret gant va mignoned,
War ar mor Gwenn hag ar mor Du,
Ar moriou Bras hag ar mor Ru,
Pet gwech ejomp da Drafalgar,
D’an Indez, da Vadagaskar !
Singapour, striz-mor Majellan
’Anavezen kouls ha breman.


Evitan hon doa holl doujans,
Diwall a raemp diouz e zroulans.
Yac’h ha seder evel eur pesk,
Burzudus e oa en hon mesk.
Ar pez a genboueze, me ’gred,
D’e uhelât en hon spered
’Oa ’n e ziskouarn diou ruilhenn
A lugerne ’vel arc’hant gwenn.
War e veno ’oant eun diwall
Ouz pep klenved hag ouz pep gwall…

’Vit kaout e batrom penn-da-benn
’Renkan komz eus e chikadenn.
Adalek beure betek koan
E jaoge butun heb ehan ;
Ha ni ’yae dre-holl ’n eur laret
E oa eur c’horf krenv ha kalet.
Gant fouge hen kleve bep gwech :
Se, va zud, n’eo ket eur gwall-dech.



AR ZAKRIST KOZ
————


En eur zistrei war va c’hiz,
E welan kalz kenvroïz,
Hag etrezo ar zakrist
’N doa va furmet da gorist,
A ziske d’in ’pad ar goan,
Katekiz goude va c’hoan.
« Tonton Laou » ez oa hanvet
Gant kement ’oa badezet,
Dougen ’rê eur bragou-berr,
Gwech chupen, gwech kroc’hen ler.
A hend-all, e oa bihan,
Hag e vouez dinerz ha moan.
E oad a oa ar penn-kôz
M’hen c’halved « ar zakrist-koz ».
Daoust d’e lagad berr-welet.
Lunedou ne lake ket.
Souezus ’oa e vemor :
Alïes, en e gador,
’Lare d’eomp kentel ar feiz
’N eun doare ken piz ha reiz
Ma chomemp holl estlammet,
Dirag kement a spered.


Neuze ’ta, da di va veont,
Deut an noz, e tleemp mont.
Ni a oa bugale dous,
Morze ne veze gourdrous ;
Diskouez ’remp d’hon mestr karet
Sujidigez ha respet.
Pa deue d’ober e gest,
E pep tïad a oa gouest
E oa digemeret mat,
Hag ive trugarekât.


Koulskoude an den kaez se.
Atao e peoc’h ne veve :
Eur vandennad hailhoned,
Pa veze an oabl goloet,
’Bigne war c’horre e di
Da ober jilivari
Dre leuskel diwar al lein
Da zizac’ha, berniou mein
Hon lakae da grena,
Meur a hini da ouela
Kredi a rae hon mestr kaez
Ez oa an anaon er maez,
Hag e lare gant kredans :
« Goullomp eur o delivrans ! »


Evid ar vad graet gantan,
Epad m’eo bet er bed-man,
Ez eo michans gopraet :
’Vit-se ’m eus kement pedet !


————


AR « FACTEUR »
————


Ne harz na yenïen na glao
D’ober d’ar memes eur e dro.
Kerzeta ra en henchou moan,
Araozan eun tamm ki bihan.
Meur a wech heman dre jilpat
A ro d’anaout ’man o tostât.
Oc’h ober van dont da vale
Ouspenn eur plac’h yaouank neuze
A gemer he stamm ’n he daouarn,
Met he lagad hag he skouarn
A daol evez ouz al leur-gêr
Dre belec’h ’teuio al lizer.
Ar « facteur », eun den avizet,
A oar petra ’zo gortozet :
En eur dremen hep tamm paouez
Her roio sioulik d’ar plac’h kaez.

Er « facteur » ’laker ar fizians,
Eeun ’renk beza e goustians,
Rak, en despet d’an holl skoliou
D’e-leiz ’tle lenn o lizerou.
Ezomm anezan alïes
En devez neb ’vev war ar maez :
Ar c’heleier, .. beteg an eur,
Hebdan, sur, ne ouife nemeur ;
Priz ar viou, kouls hag an amann
’C’houlenner e pep lec’h outan.
N’eus deiz na vez pedet d’ober
Kommisionou e kêr pe gêr.
Peurvuia ’vit bennoz-Doue :
Piou en hon touez ne oar ze ?
Gwir eo e pep fest e tanva,
Ha d’ar bloaz nevez ’c’hell eva.


Gwelet eo ’vel eun den a di,
Zoken er vrasa mereuri ;
Eus pep rumm ’anavez ar stad,
Kemer ’ra lod eus o eurvad ;
Pa deuont da goueza e poan,
Atao ganto ’vez a-unvan.
Gwell, moarvat, eget an noter
E oar ezomm al labourer ;
D’hen gouzout pisoc’h, ez gwirion,
N'eus er barrez ’met ar person.

Pet gwech em eus kavet em bro
Ar « facteur », da zibenn e dro,
’Harz eur c’hleuz o reiza timbchou,
Moneiz, paperou ha konchou,
A-barz ’n em ziskouez en emgleo
Merket gant reolenn e vureo !

Bale bemdez, dre beb amzer,
Eo ar gwasa en e vicher ;
’Vel se ’teu abred da ruza,
Zoken a-wechou da gamma.
Met, pa renk goulenn chom d’ehan
Evit lakat termen d’e boan,
An holl a het d’o « facteur » koz
Kaout, eun deiz, plas er baradoz.



Klemmou ar C’hantonier
————


Gwechall me a veve em aez
Gant nebeut a c’hounidegez ;
Prizet ’oan gant tud va farroz,
Ne gleven eur ger dibropos.
D’am amezeien ’rôen dorn
Evit an eost e korn pe gorn,
War an hent ne valee den
Hep kaozeal en eur dremen.
Breman ’sell ouzin va nesa
Gant eul lagad yen peurvuia.
Râl e kavan eur vouez klouar
An dishegar ’ren en douar…
Ne baouezer ken da ehan
’Boe m’eo deut ar c’hirri dre dan ;
Evelto kerz pep marc’h-houarn,
Ha gwech e kouez em diskouarn
Komzou displijus, sotoni,
Gwasoc’h eget ’n eur marchosi.
An dereadegez ’n hon mesk,
D’an meno, ne da ket war gresk.
Daoust d’in da veza aketus,
’Renkan gouzanv geriou flemmus.
Va hent ’zo ’giz eur melezour,
Ken kompez ha strad eur c’han-dour.
Warnan pep stern a c’hell ruilha
Hep kaout tamm aon da re-stronsa.
Ez gwir, va stad n’ eo ket uhel,
Met atao e vo tud izel…
Hor Mestr d’eomp holl hel lavaras,
Jezus, hor Zalver, da Judas.
Er bed-man, eun dra a zere :
Labourat hervez hon dere.
Karr ha karrigell ha ki kêz,
Va c’hompagnunez er vuhez,
Greomp fae war gement den sot
Ha dreist-holl war al lakepot,
A c’hoapa va c’heiz kenseurted,
Bep tro p’ o devez re garget !…


Kimiad ar Pilhaouer
————


« Dornet, krazet, en arc’h laket (Diou wec’h),
« Va zamm eost ’zo dastumet ;
« Bara o do va bugale,
« Mont a c’hellan war vale.

Diskan


« Tra la la, la la la, la la la,
« Tra la la, la la la, la la la.

« Me a zammo arc’hoaz vintin
« War va marc’h diou vaninkin ;
« Abred, en hent me a yelo
« Daoust d’an de, avel pe c’hlô. »

Pa voe savet ar pilhaouer,
E lakas e voutou-ler ;
Gant e vaz dindan e gazell,
’Laras : « yô ! » d’e gomper « Yell » [19].

Ar beure a oa trist ha treut,
Met ar paotr ’vit ken nebeut
A gane kerkouls ha nikun
’N eur garga e gorn-butun :

« Ac’han da goulz Kalagoän,
« Petra ’rafen er vro-man ?
« Trouc’ha tammou lann er menez,
« A-wechou mont war zevez.

« A-hend-all, stanka an tïer ;
« Ze ’vat, n’eo ket eur vicher,
« Ha goulskoude, va breudeur kez,
« M’em bije ’n distera aez,


« Ne dajen ket da bilhaoua,
« Gwelloc’h eo kaout peadra !
« Met perag eta damanti ?
« Bevomp bepred dizoursi !… »

Neuze e weler va den mat
War gein e loen o pignat,
Oc’h ober sin ar groaz buan :
E wreg ’bedo evitan.

E keit-se ’c’hrizinke Yellig.
’Lïez e Leon [20] birvidig ;
Mont a reas d’an inkane :
Da noz ’oa e Landerne.



Mengleuzier Sant-Kadou hag ar Gannerez-dour
————

D’an Aotrou F.-M. Bléas

Da c’houlou-deiz, bep beure,
Ez an e dounder Arre
Dre eur garr-hent moan ha treuz,
Toullet e-barz va mengleuz.

Kentoc’h ’vidoun e vez c’hoaz
War ribl ar poullou demc’hlas,
Ar gannerez hegarat
O prederia he neizad.

Heman, er bloaz tremenet,
’N em gave ’n eur bern atred :
Difenn ’raen e re vihan
Ouz pep nec’hamant ha poan.

Tristik ar vamm da genta
’Nije en-dro ’n eur grena,
Nemet va damant d’he neiz
’Greskas em c’henver he feiz.

Hag heb-dale, bep mintin,
E veze laouen ouzin.
’Boe ’vevomp ’vel mignoned,
A-hed an de a-gevret.

A-us d’hon penn ar sparfell
A blav war he diwaskell ;
Nemet me ’oar gant evez
Diwall va c’hompagnunez

’Benn bloaz, mar plij da Zoue,
’Raimp tiegez adarre,
Ha ma pella ’pad ar goanv,
D’ezi me a zougo kanv.


GANT AR VOUTAOUERIEN
————


Tremeniad dibreder, atao gant eun troad skanv,
Em eus balêt em bro e-pad ar miziou hanv,
D’an avantur Doue, em dorn eun tammig baz.
Eun nozvez e kouskis e goueled eur c’hoad bras,
War eur gwele skolpad, e ti boutaouerien.
’Tronoz, da darz an deiz, an holl vicherourien,
E-pad ma kempennent pe zivouedent ar fao
A weled a dammou ha renket en o zao,
A gleven o c’hoarzin, kanan pe c’houibanat.
« Kenavo, mignoned ! » a rean ’n eur bellât ;
Ha, ’lïes, en eur vont ’hed an hent e lâren :
« An eurvad, marteze, a zo en eul lochenn... »



AR C’HOVEL
————


Gwelet a ran va amezeg
O c’houezi ’r vegin ’n eur brezeg,
Peurvuia e vanchou tronset
War e zivrec’h gwaziennet,
En-dro d’e gorf eun tavancher
Penseliet, graet a bell amzer ;
Na bihan, na bras, stummet start,
En eur ger eun doare krennard,
Sed aze an envor am eus
Eus eun den yac’h evel ar beuz.
Eus ar boan d’ezan am eus graet
C’houlennan beza pardonet.


Bugel, ’laren en eur dremen
’Tal e c’hovel pe ’n he c’hichen :
« Gwigour, gwigour, begin dorret !
Gwigour, gwigour, begin bourset ! »
Neuze, ar paour kêz marichal,
Karget a zroug, leun a wad fall,
War e dreuzou deut gant rezon,
A doue, a grie : « Fripon ! »


D’ar c’hog kerkent ha ma kane,
E anvez prest a responte ;
Leshanvet e oa « Kloc’h an deiz » ;
Diêzet en deus meur a neiz,
Rak gwaz ’n e wele ’dlee chom
Pa zeraoue [21] skei war an tomm.


’Pad an hanv, e zouben lonket,
Alïes e tebre e bred
E kostez e di war eur mên :
Hep kaozeal ’dremenje den ;
Ha, da eun eur, pa ’c’h aen d’ar skol,
’Oan sur da glevet e vorzol.

’Ti ar marichal e kaved.
Pa veze glao, tud dastumet,
Renket darn eus e ostizien,
Niver eus e amezeien,
E-barz ’n o bruched o daouarn,
Pe o tana gant eun houarn.
An teodou, avat, ’yê en dro
Diwar-benn kelachou ar vro.
Ma tibun ar merc’hed er stêr,
Ar c’hovel ivez ’glev traou kaer :
Bommou demeus ar re vrasa,
Marvailhou ar re fentusa,
Rimadellou ha lavariou,
Prijou ar marc’had, ar foariou,
Stumm ar c’hezeg, ar zaouteier,
Stad ar prajou, ar parkeier.


E wreg a oa e holl sikour
Met ’lïes er-maez ’doa labour.
Neuze, ’vit rei dao war an tomm
Da c’hortoz n’en doa ket ezomm :
Nebeut pe nebeut er penn-kêr
Pep-hini diouzomp ’oa skôer.


Sklerijennet ’weled ar c’hôl
Pa vezed e lec’h all ouz taol.
Ar goanv deut, e-barz e di kloz
An anvez sklintine bemnoz.
Sonj am eus penôs, d’ar zadorn,
Yaouank ’roen d’ezan an dorn
’Vit lemma e filzier-aoten
Klasket ’balamour d’o neuden.


Konter dre natur, d’ar mignon
E tizolôe e galon.
Evel-se e klevis gantan
Ar pez a ziskuilhan aman :
O tec’het ’oa diouz e vestrez
P’e gavas e foar ar Fouilhez ;
Eur chechadig war e chupenn
A droas tu ’vit tu e benn.
Kinnig a reas eur banne :
Hi hag hen mat en em gare.
Eur miz goude, stag da viken,
E kouskent dindan he zôen.

Dre veva en eur aer noazus,
Pell diouz an heol madelezus,
En e wella brud e klanvas
Ha meur a viz en em stlejas,
Tenval e benn, holl dinerzet,
Aman hag ahont azezet…
Eun devez d’in e lavaras :
« Na glemm morse war an trabas.
Trist eo chom hep ober netra,
Hep gallout gounit e vara.
Er bed ne deus ’met eun tenzour :
Her c’havout a ri el labour…
Ma vije va ziad savet,
Me ’c’houlennfe beza sammet. »


Ar maro ’skoas war e zor ;
Abaoe eo chomet digor.


’Lec’h, bihanik, war ar skabell,
’Sec’hen ’wechou va diwaskell,
Ez eus breman eun ti bennak ;
N’oufen ’ve outan den gwall-stag.
Met ar c’hovel, bet dilezet,
D’in priz ar vuhez ’deus desket.
Marteze meur a hini all
’Deus miret da drei en hent fall.


————


AN TI-MENGLEUZ DILEZET
————

D’an Itron Yann ar Born.

Adreon torgenn Sant-Mikêl,
’Welit a-hont en dremwel
Eun ti-mengleuz dilezet,
E dôenn hanter-gouezet ;
E zoriou a zo dister
Hag e brenestou hep gwer :
Outo ma taolit evez,
’Sellint ouzoc’h divuhez.
Koulskoude e tostaït,
Ha roudou treid a gavit :
Ennan pa vez gwall-amzer
’N em c’houdor eur mesaer
A glever o c’houibanat »
E-keit ma peur e zanvad.
Ar paour kaez den n’eman ket
Hep gouzout ar pez ’zo bet
El lojeiz e-lec’h ma vez
’Pad ar bloaz meur a zervez :
« Aman, a lavaras d’in,
« ’Vevas gwechall Kaourintin,
« Mestr-mengleuzier Sant-Riwall
« Brudet e meur a gêr-all,
« A dennas kement tamm mên
« ’Ra mogeriou pep lochenn.
« E vugale p’oa marvet
« Da foeta bro a oa aet.
« Petra bennak na skrivont
« Ger na d’heman na d’hen-hont,
« D’o hano ’chomin leal,
« M’hen tou, beteg ar bed-all !
« Penaos o ankounac’hfen ?
« Ar c’hosa ’zeskas d'in lenn ;
« Gant an hini yaouanka
« Ez ean da neizeta ;
« O c’hoar ’garen a galon :
« Klask ’rên beza he mignon…

« Lavaret ’rafec’h ganin
« Eur bater ’vit Kaourintin !… »


AR GEMENEREZ
————


Gwelit anezi oc’h astenn
Eur goz torchenn
E kuz an daol, a-hed eur bank
E-lec’h hep mank
Ar vamm, ar verc’h hag ar vatez
Prim a azez
En eur zisplega hep termen
O gourc’hemenn.
Etrezo ne ren ket atao
Eur gwir emgleo :
Alïes e savont o mouez
A-benn paouez.

Goude ’walenner ar mezer
Hag hen trouc’her.
Peurvuia ’vit se ’vez ezomm
Eus eur patrom,
Chupenn, jiletenn, bragou berr,
Diouz ’pez a rêr.

Graet ’vez d’ar verc’h dilhad nevez
Pebez evez !
Dek gwech e prederier pep tra
Da nebeuta ;
Pe anez e klevfec’h o klemm
Muzellou lemm.

Evit kaout d’ar paper espern
Deomp d’an advern,
Pred ar c’hafe, gwella kavet
Gant ar merc’hed.
Neuze ’vat ar gemenerez,
War he c’hoazez,
’Vel eur rouanez war he zron,
A ra eur pron :
He zeod ’n he genou o kerzet
Ne skuizo ket.
Buan ’tremeno ar pardaez,
Ha traou, souez !
A vezo kontet bete koan,
Hep tamm ehan.


Ar vicher a gemenerez
N’eo ket diaes.
Gant m’he do bizïed dillo
Ha ma poanio
Ne gavo ’ti hec’h ostizien
Nep yenïen ;
Hag, evel ma ’z eo eur plac’h flour
Abalamour
Ma vev pell diouz pep gwall-amzer
Ha pep krizder,
Eviti e tiwan abred
Eur gwir bried.



Eur Gannerez
————


Mar deo gwir lavar levriou koz,
War ribl an dour d’abardaez-noz,
Boudiged ha kannerezed
En o c’hoariou ’vez kavet.
Diouto n’eo stumm va c’hannerez,
Bez’ eo kentoc’h eur vamm a bouez.

Pa ’z a da zevezia d’eun ti,
Ma n’eo ket prest he dijuni,
’Raio tra pe dra ’vit sikour
Mestr pe vestrez en o labour.

Gwelit breman he bouteg gwenn
A zoug kompez war eun dorchenn :
Sioulik e tremen el leur-gêr
Ha ken didrouz e vo er stêr ;
Rak, ma vez ar c’hannerezed
Peurvuia fistilherezed,
Va hini ’zalc’h he genou kloz
Deus ar sav-heol beteg an noz.

Pe glouar pe yen an amzer,
Laouen atao e teu d’ar gêr ;
N’he do ket neuz eur zonerez
N’ehan da glemm eus he devez,
Da chala dalc’h-mat war he stad,
O lakat an holl d’he c’hasât.

Da zibri e vez gortozet :
Gant pep-hini ez eo karet ;
Ki ar vereuri e-unan,
Ma wel anezi ’tont d’he c’hoan,
Evel ’vit lida he distro,
Prim d’he diambroug a yelo.


Goude ar pred e vez pedet
D’azeza ’kichen an oaled.
Eno ’paouez eur pennad mat
’Vel holl izili an tïad.
C’houek e klevit he zrugarez
Pa vez paeet d’ei he devez ;
Koulskoude, n’eo ket heb gouzout
Eo gwall-ziaes breman kavout
D’hoc’h eila gwir zervicherien,
Zoken ’vit ’leiz a wenneien.
Met hi ’vir ar gwella spered
Demeus an amzer dremenet :
Leal e chom d’an tiegez
Hec’h implije pa oa dibrez.

Ar ouenn-ze ne da ket war gresk.
He meulomp p’en em gav ’n hon mesk.
Evidoun-me va c’hannerez
A zo eur skouer a vadelez.
Mar he barnit eun tredemarz,
Gouezit eo hanvet Soaz Roparz.



KRAMPOESA
————

D’an Aotrou Even, Noter e Landreger.

’Us da vouded ha keuneud moan
’Tomm ar pilligou war an tan.

An toaz a zo war al leur-zi,
’N eur vasin gouevr pe bodez pri.

Ne labour ket ar rozell c’hoaz ;
An hanaf a zamm ar c’hravaz.

E tu pe du eus an oaled
Lard ha larderez ’vez gwelet.

En eur c’hornig war eur skabell
Eman o c’hortoz ar spanell.

Met perag da ze taol evez ?
Sellomp ’ta ouz an aozerez.

’Barz an tommder n’eo ket iskis
E vefe e korf he hiviz ;

Na zougfe ’met he broz dindan :
He micher ’zo eur stad a boan.

Ha, va zud paour, ar rumm nevez
Ne gar ket kaer aoza krampoez ;

Aon ’deus da veza mogedet,
P’ eo gwir her renkan lavaret.

Ha muioc’h-mui ’mesk an hern koz
’Kaver pilligou o repoz.

E gaou ez afemp d’en em glemm :
Dalc’homp drant ha lirzin hon dremm.


Petra ’dalv termal hep termen ?
Gwell eo tanva eur grampoezen.

Evel-se ’ra ar mevel bras,
Ha, war e lerc’h, kalz re-all c’hoaz :

Ar bugel o tont eus ar skol,
Kement ’vez bemde ouz an daol ;

Marteze meur a amezeg ;
Enno ne gavin ket abeg,

Rak ’vidoun ’lipen va mourrou
En deiz ’tomme ar pilligou.

Mat ’veze dreist-holl ar c’hrampoez
Servijet e ti va mestrez.

’Trezomp hon daou ’vezent rannet,
Er memes asïet debret.



AN TORRER-MEIN
————


Gwel’t e vezan da c’houlou-deiz
O kuitât didrouzik va neiz
Evit mont da vordig an hent
Da derri kailhastr a bep ment.

Ne ra nikun van d’am morzol,
Ne ra mouezig hekleo d’e dôl,
Hiboud va c’hunuc’henn hepken
Ouz va harpa em flanedenn.

Dirazoun ma jom eun bennak,
Eo eur bugel pe eun den vag ;
A bed hini pa dremenont
Stlap ouzin sellou divergont !

Rak va micher, piou n’her goar ket ?
Gant an holl a zo disprizet,
Lakaet ’vez er renk diweza :
Eun denig an hini her gra !

Padal er bed-man ’vit pep stad
Eo red kaout tud a gaion vat ;
Jezus e-unan hen diskouez :
’N e yaouankiz e voe kalvez.

’Vel ma ’z eus paour ha pinvidik,
Re eurus ha re reuzeudik
Atao ’welomp ’heul re uhel
Tud keiz a zo o stad izel.

An droug n’eo ket ar baourentez
Met an dispi bag an dilez ;
Da c’hortoz ma reno ar Gwir,
Ho pet dalc’hegez eur menhir.

Er vuhez ’z oc’h eur pirc’hirin
’Dle bale adal ar mintin
Oc’h en em ouestla d’e labour
Ha pedi Doue d’e sikour.


IV.


EM BRO HA WAR-DRO


GOULOU-DEIZ
————

D’an Aotrou Pennkêr.

Ar spern a-hed an hent ’lede o skourrou gwenn,
Ar parkou ’oa bleuniet dirazoun hep termen ;
Er pellder e kleved o tihun ar maeziou,
An deiz o klask sevel ’oa leun a hunvreou.

Eurus e tremenen war garbont eur stêrig,
Penn ha dremm distanet gant c’houez an êzennig ;
Nepred n’em eus merzet kement ’hed va buhez
Kaerded eur mintinvez ’pad an amzer-nevez.

Biskdaz bugel laouen n’eo bet muioc’h boemet ;
Va c’horf ha va spered holl ennoun ’oa lusket,
Pa zeuas ’n eur vodenn eun evn kaez da gana :
C’hoant^t a reas d’in youc’hal : Alleluia !

O mouez digevatal o saludi an de
Ez een va-unan da c’hortoz er mene,
Nag ar bleun, nag ar gliz, nag an dour o sourral
’Vel da notenn dic’hed n’em lakas da dridal ;
Enni ’felle d’in gwel’t gwelloc’h ’vit na glasken,
Ar pez am eus aboue poelladet da gelenn :
O tiarogi an heol d’an tïeg e teskez
Na c’houfed re abred staga gant an devez.



GLAO SANT-MIKAEL
————


Pa weler ar c’houmoul war duchenn Sant-Mikael
O redek heb ehan, douget gant an avel,
Hag oc’h en em leda a-us da Yun-Elez
Evit gounit buan Botmeur hag ar Fouilhez,
Sur ar glao a gouezo, eur glao lous ha foetet…
N’oufen netra tristoc’h em c’horn-douar karet !

Glep-teil e teu an dud demeus ar parkeier
Ha prim ar vugale ’zastum ar zaouteier.
Dour a ruilh er porziou. Ar yer en em vodet
’Zo dindan ar c’hirri, o askellou kouezet ;
Ar c’haz ’kichen an tan ; war an treuzou, ar c’hi,
Pa c’hoanta mont er-maez ’c’houesa savet e fri…
Ar wazed, petra ’reont ? kempenn binviachou,
Drailha legumachou er c’hrevier, er c’hranjou ;
Ar re aketusa, o chorfou daoubleget,
Da zoura o frajou ’ya buan, en eur red.

Tro-war dro d’an oaled, egiz evned eun neiz,
Pa zeu ar freskadur pe an deveziou leiz,
Ar wreg, ar vugale a c’hortoz poent ar goan.
Goude ’vo d’o gwele kaset ar re vihan,
D’ê o mamm a laro : « Klevet war ar prenestr
Ar glao o tivera. Ma vefec’h en eul lestr
Brallet war ar mor doun, kaletoc’h ’ve ho stad.
’Vit hon martoloded, pedomp Doue an Tad. »

Neuze an dudigou d’o mamm en em unan
Da c’houlenn o zikour gant Jezuz ha sant Yann.



AN AVEL
————

D’an Aotrou J. Philippe.

Karout ’ran an avel pa c’houez dre ar gwez bras,
Pa lak war va zôenn da zansal ar mein glas,
Pa storlok dor va zi ; pa gren gwer va frenestr
’Vel, e tremen ar Raz, gwern ha kerdenn eul lestr ;

Pa welan oc’h heja ar skourrou war ar c’hleuz,
An ed e-barz ar park ’giz eun aber e reuz ;
Pa zao, pa ziazez ar wagenn war al lenn ;
Pa bleg, el lanneier, ar brug hag ar raden ;

Pa vez ’us d’ar reier ar c’hoabr o c’haoliata
’Vel eur stroll marc’heien a-du d’en em ganna ;
Bran, pig, kement a nij, douget e-barz ar vann ;
Kerzet ’ra va spered war o lerc’h en aer splann.

Dreist-holl epad an noz e plij d’in an avel
Pa ven ’korn an oaled o tomma em skabel ;
O selaou he c’hlemmou, gourvezet em gwele :
’Karfen gwelet evrus neb a zo war vale.

’Vid ar vartoloded, evid an divrôad,
A-wechou dic’houdor, evit ar paour hep koad,
’C’houlennan gant Doue skoazell en o buhez ;
Evit va c’henvroïz e kresk va c’harantez.

Evel-se an avel a ro d’in da c’houzout
’Tlean d’ar pez a vev gouestla va holl c’halloud :
Ne deus gwir levenez pa c’houzanv mab an den
E korn pe gorn ar vro dienez pe anken.


ERC’H
————

D’an Aotrou Monfort.

Skleur ar mintin a luc’h war liven-gein Arre,
Golôet gant an erc’h kouezet a-raok au de.
Den er-maez, er menez ; ar saout ’lezer er c’hraou.
Ar parkou a chom mud, digeflusk an holl draou.
An oabl gwer a hinon ; ne c’houez banne avel.
Er pellder ne glever ’met lenv ar gornigell.
Hiboud an dour er waz ’ziskouez hepken buhez ;
War veg ar bodou lann e kaver, o truez !
Al lapouz enkrezet o krena gant an naon.
Ar bed ’zo sebeliet ’vel pa vefe e kaon.
En tu-hont d’ar c’hoajou ar brini a vandenn
War o eskell pounner a weler o tremen,
O vont war-zu ar Yun ’vit kavout da zibri
’N eur furchal en toullou prenved ha loustoni.
Difoun war goad Mokun e sav eun heol gorrek
A ra steredenni kribenn ar Roc’h Vechek.
Ar c’hloc’h bihan en tour en deus toniou klemmus
A zins en eur vervel e mouez an Anjelus.



AR C’HENTA BRAGOU
————


Er mene, ar c’henta bragez,
E pep parrez,
A vez graet d’ar bugel bihan
’Tro gouel sant Yann.
Neuze ’kaver ebad en ti
Gant pep-hini.

Gwisket a-nevez ar paotrig,
E c’hoarezig
En e zourn buan a grogo
Hag e gaso
Da wel’t an holl amezeien,
Ha gwenneien
A gouezo stank e godellou
An dudigou.

Lorc’hus ha drantik ha seder
’Teuont d’ar gêr.
Morse ne vez ’mesk ar rummad
Muioc’h a stad.



DINDAN AR GWEZ DERO
————


Gwechall, en va bourc’hig, e oa war ar leur-gêr
Pemp dervenn gantvloaziek karget a skourrou kaer:
D’an hanv, en o disheol, e weled merc’hed koz ;
D’ar zul, c’hoari boulou eus a lein bete noz.

Dindane d’ar pardon, da goulz ar foariou bras
Evel d’an eureujou ha da veur a c’houel c’hoaz,
Tud yaouank a gaved en o c’huzuligou,
Skoulmet o biz bihan, hervez boaz hon tadou.

N’oa ket neuze ar c’hiz mont d’an ostaliri
Da gemer bannac’hou ’vid en em regali ;
Dirag ar meneziou, e frankiz an dachen,
Eur garantez parfet ’n em doued da viken.

Pa zone kloc’h nav eur en horolach an tour,
Eur c’henavo tener, eur ger plijus ha flour
A zistone leal e don ar c’halonou
Ha d’ar gêr e tec’hed leuniet a hunvreou.


Pep tra a dremen er bed-man, siouaz ! Eur gwall varrad avel c’houezas war ar vro hag a bilas teir eus ar gwezennou koz. Gwerzet voe ar pemp dervenn. Va c’hoar garet, evit kaout eun envor anezo a rank ober tumen siminal he zi nevez gant eun tamm koad trouc’het e dero unan eus ar gwezennou.



EN-DRO D’EUN TANTAD
————


War gribenn ar menez, ar roc’h ’zo morgousket ;
En eun oabl digoumoul e lugern ar stered,
Hag aman, ’n eur gêrig, en dro d’eun tantad-tan,
Kouërien daoulinet ’veul an Aotrou Sant-Yann.
« Me ho salud, Mari », lavar eur vaouez koz :
Holl gêriz a respont e sioulder ar peuz-noz.

O klevit, va Jezus, selaouit gant true
Ar bedenn a ziwan eus a greiz o ene,
Ha grit ma kendalc’hint e pep lec’h da zevel
O c’halon hag o brec'h war-zu ho tron nenvel !

Lod a glask an eurvat er skïant, en danvez :
Va c’henvroïz her c’hav en eur c’horn er menez,
E touëz tud o c’hêr, izellek ’velto paour,
Met laouen en o stad, daoust d’an diouer a aour ;
E bolontez Doue e lakont o fizians,
Didamall a bep droug ha glan o c’houstians.

O feiz hon Gourdadou ! diouzit perak tec’het ?
Ar re deus da viret ne vezont ket nec’het.
’Vito galv an Ankou n’eo ket eun eur a spont :
Bevaa reont er peoc’h hag er peoc’h e varvont.



AR PLANTER GWEZ
————

D’am breur-kaer, P.-M. Grall, mestr-skol er Fouilhez, eur planter eus ar re wella, en anaoudegez eus e vad-oberiou d’ar Vro.

Lavariou hon Tadou a ziskouez Breiz-Izel
Golôet a lann bras hag a goajou uhel,
He c’hêriou, he maeziou, kloz ha dizavelet,
Henvel ouz bokedou en eul lïorz savet.

Dizamant ouz o mad, perc’hennet lezirek
O deus pilet o gwez e-giz tud ezommek ; _
Ha ne gaver breman, e plas ar brouskoajou,
Nemet kefiou dister en-dro d’an douarou,
Difalbalennou trist ha sin a baourentez,
E lec’h ma oa gwechall bras ar binvidigez…

Eun oan touzet, ’michans, ne gar ket er menez
Chom, ha pa na ve ken, er-maez hed eun devez ;
Penaos hon parkeier, hep o c’hleuziou koadet,
A vefe ouz ar skorn er goanvou gwaskedet ?

Ar planter her goar sur.... ’Vel-se eo aketus,
Pa drouc’h eur wezen goz, o tra kriz ha poanius !
Da lakat en he foull eur blantennig yaonank
A welit o kreski hag o tigemer brank.

’Lec’h m’eo ral ar c’heuneud ’tisplij d’ezan bale :
E blijadur eo kaout e pep hent eun ale,
Hag, en dro d’e barkou, gwez dero, pin ha fao,
War e brajou haleg, gwial, elo ha skao.
Pe geriou a c’hellfe komz evel an deliou,
Ha diski ar furnez ’gaver ’n o c’huzuliou ?
Planta a ra eta, rei a ra ali mat.
E labour hag e skouer a zo da heuilh moarvat !


Koulskoude, en eur-man, e klevjed trei da fall
E ober talvoudek, gounidus, didamall ;
Ha n’eo ket lavaret ’n defe ’pad e vuhez
Digant e genvroïz kalz anaoudegez.

Petra ’ra ze d’eun den a zelaou e goustians
O tisklêria d’ezan : « Kendalc’h ha bez fizians !
Atao gra da zlead… Eun deiz e vo rentet
Deus hon mad, deus hon droug eur gont sklêr ha pouezet. »


E defot d’e nesa, ar vugaligou-noz,
En o c’hoari ouz troad pe e kleuz ar gwez koz,
Ar gaouenn dihunet hag an hoper klemmus,
P’en em c’halvont d’an noz, goude an Anjelus.
Evnedigou an hanv, o kana kantikou
War vegou ar gwez bras pe dindan o brankou.
An holl grouaduriou, seder, laouenaet
Dre m’o deus adkavet ar c’hoajou teo-wisket,
En em glevo hep mar [22], unano o moueziou
’Vit goulen gant Doue, tener d’ar pedennou,
Digeri d’ezan frank dor santel e Balez,
E reseo kalonek en e Rouantelez.


En disheol da skourrou ar pin hag an ivin,
’Lec’h ma teuv mignoned da blega o daoulin,
Da c’hortoz, e kousko ’kreiz bered e barroz,
En e gêr, tost d’e di, e-kichen e dud koz.
Eno, ha deiz ha noz, a bep tu, war e vez
E kouezo goustadig alanou flour ar gwez !



MIGNONIEZ
————

Da Fanch-Mari Bothorel.

Pelec’h ’man an amzer ma vevemp er Porz-Kloz [23]
Bugale a-gevret ’hed an de, ’hed an noz ?

Pelec’h ’man an amzer ma tiwallemp ar zaout
E gwaremou Flagous gant peb a groc’hen maout ?

Pa c’hoariemp el leur, pa ’z aemp hon-daou d’ar skol,
Ha, da goulz an neiziou, d’ar parkou, ken diroll ?

Pelec’h ’man an amzer ma ’z oa leun hon c’halon
A ganaouennou kaer, a zudi hag a zon,

Ma redemp pell du-hont, da Vrenniliz, Botmeur,
Sant-Herbot ha lec’h all, unanet ’vel daou vreur,

Ma tremenemp ’n hon bourc’h hon miziou hanv ken vag,
Laouen ha dibreder ha diouz pep nec’h distag ?

Ouzimp-ni hon c’herent ’oa ken madelezus !…
Ha diskouez Vaemp atao ez oamp trugarezus ?

Pelec’h ’man an amzer ma na oa ’n hon buhez
Nemet joa da veva, heb anken, heb enkrez,

Ma pellae diouzimp, evel eur vogedenn
Kement menoz tenval a ziouane ’n hon penn ?

Met perak hirvoudi ?… Ha n’hon defe abeg
Da gerzet dizere, dizaon, sart ha nerzek ?

Ni a dle kentelia neb a deu war hon lerc’h,
E gelenn, e zevel en eur stad krenv ha gwerc’h ;

Kaout ’vid ar vignoned, tremenet araozomp
Ar zell a garantez o deus bet evidomp.

Dalc’homp ’ta ’n hon c’hozni, beteg eur hon maro,
D’ar c’halonder a ra enor mibien hon Bro !

Mignon, bepred war-zao ! ’vel rec’hier hon mene,
Digeflusk ha fiziek e bolontez Doue !…


Kêr-Rolland e Brenniliz
————

D’am c’henvrôad Yann Saliou.

Kêr Rolland, o kêrig, sonj ho peus eus an deiz,
Eun abardaez evel na gavin ken e Breiz,
E teuas d’am ambroug bete hent va farrez
Eur plac’hig skanv ha flour, flamm ’vel ar Wirionez,
A luc’he he lagad e-giz eur stereden,
A ruilhe war he c’hein rodellou bleo melen ?

Dic’houzvez a zafar ha pell diouz ar gevier,
Genel ha beva ’rês e c’houez al lanneier,
Bleunenn menez Arre soun ha soubl, krennardez,
’N he stumm, en he giziou, eur wir Gernevadez.

Bale a rên ganti a-hed ar menez Gwenn,
Luskellet dre he mouez, goustad, pleget va fenn,
’Pad ma koueze warnomp bannou heol Gwengolo
A roudenne al lann a liou hanter-varo,
Ma seblante plega d’ober d’ei allazig
Bodou brug ha raden, kouls bras ha bihanik.
— « Karantez eun devez ! » — ’zonjen ’n eur gimiadi,
Hag e wasken he dorn ’barz ma tec’hen diouti.
Mui n’he gwelis,
O tra griz !
A-boan he doa
Seitek vloa.....
Paouez, va fluenn,
En anken !
Gouelvan a druez,
Sav da vouez !…

Tud ha traou a gaver ha na dlefent tremen,
Met para war ar bed hep diskar na termen.
Yaouank, me o c’hrede krouet evit padout,
Beza atao karet, gallout atao karout !
Alas ! en douar-man, zoken e pep buhez,
Ne deus hep drouk-kemmesk eun eur a levenez.


PICREL GOZ O KEUNEUTA
————


Dre eun hent leun a bri e-lec’h ma peg e droad
E tistro gant e zamm, goustadik, eus ar c’hoad.
A-boan e vez gwelet ken hir eo ar brankou
A bouez a-hed e gein betek kleuz e voutou.
’Barz e horden geuneut e kerz evel eur vaot [24]
Pe eul lestr o tostât gant evez ouz an aod.

P’eo pignet al leur-gêr, arru tost d’e lochen,
E tired re vihan a c’hoarie laouen
Da zikour o zad-koz da zizamma e vec’h
A gasont dre dammou en o c’hambrig d’an nec’h.

Eno eman ar vamm o poazat patatez
’Vo debret bremaïk gant eur skudellad laez.
Da c’hortoz ar c’hoziad a dan e gorn-butun :
Evel-se, ’pad ar bloaz, e tremen ar zizun,
Evurus o sonjal ’c’hell skoazella e di
Ha beza ’vid an holl eur skouer vat ’n e gozni.

’Keit m’edo yac’h ha gren ’pilhaoue e Treger ;
Breman, alas ! dinerz, e renk chom ’tro ar gêr.
Met direbech e kousk ’n e wele dero koz…
Labouromp eveltan beteg eur ar repoz.


AR VERED KOZ
————


Sed aze ar vered ’lec’h yaouank e peden…
Petra am eus kavet enni en eur dremen ?
Toullou digor euzus hâ beziou digompez,
Mein a-hed ar voger renket war o c’hostez ;
Geot evel er prajou ; ar bodadou linad
Ba kalz a louzou fall bemde o ledanât…

Obeziou dilezet, ne weloc’h mui biken
En amzeriou da zont o plega daoulin den,
Rak dindan eur bloavez ’vezoc’h lod eul leur-gêr
’Lec’h eo mestr ar boullou, ’lec’h e ren an danser !…

Ar groaz-veur hec’h-unan diouzoc’h a bellaor ;
Netra ne zigaso meneg eus hoc’h envor.
Met kredi ’ran ho po gant hor Zalver Jezuz,
A-bell evel a-dost, eur zell karantezus.
Ha, ma vezit er vro buan ankounac’haet,
Mab Doue, e-giz kent, ’gendalc’ho d’ho karet.



WAR VEZ EUR C’HREG YAOUANK
————

Da envor Mari-Anna G.

Petra eo ar vuhez ’met dispartiou garo
Da c’hortoz ma tinto son lezou ar maro ?

Lennit, eta, kentoc’h ! En va bourc’h, eur bloavez,
E laren kenavo, breman ’zo dek hanvez,
Pa gemeras va dourn eur c’hreg yaouank eurus,
Gwir vestrez-vereuri, karet, karantezus :
« Ma varvan araozout, deus d’am c’has d’ar vered ;
Piou, eta, am heulio ’met ar re ’m eus karet ?
Me ’yelo d’az ambroug mar fellfe da Zoue
E teufes da dremen e-keit m’am bo buhe !.... »

Daou viz diwezatoc’h e rôer d’in d’anaout
Eur maro glac’harus o paouez c’hoarvezout :
Va c’henvrôadez kaez, enor, skouer e fennkêr,
Joa he zud, he farroz, d’ar vered a zouger.
Ganti, em c’horn-douar, e varve eul lignez
Anvet a hir-amzer e kreisteiz ar menez…

’N eur bedi war he bez, e kleven goustadik
O son eur vouez krenus, hiboudus, disterik.
Me ’gred e lavare : « Doun ez oa da c’hlac’har
Pa deuas d’it kelou ’oan kaset d’an douar.
O ! kendalc’h da zonet, bep bloaz da vihana,
Pa zistroï er vro, aman da zaoulina.
Pell eo aet va c’herent. Pa vêr bet mignoned
N’ez eus netra tristoc’h ’get beza dilezet.
D’in ar vuhez ’oa c’houek ! Du-man, e ti va zad,
Ne gaven ’n e genver ’met amezien vat.
Gant feiz en deiz-da-zont ha kalon e pep tra
E klaskis penn-da-benn ober ’vit ar gwella,
Oc’h esperout eur mab gant va spered c’hoantêt.
Perak e barr va oad ez oun-me bet falc’het ?
Va daoulagad serret ’welint mui an deiz sklêr :
Evidoun da viken ’reno an tenvalder,
Ar venien, al latar, kement direizamant
’Ra d’an den sebeliet kavout nec’h ha damant.
Evidout pa chomez war va lerc’h er bed-man,
Bev pell c’hoaz gant da re… Pegement o c’haran !
Ar vuhez a zo mat… Ra vo miret da dud !
Klemm ac’hanon ! marvet ! disher ! e-kreiz va brud !… »


AR C’HOZIAD
————

D’an Aotrou Leon ar Berr.

Bemdez, goude e lein, azezet hen gweler
War ar genta pazenn eus kalvar al leur-gêr,
Hag ar bedenn a zav eus dounder e ene
’Seblant tremen er mein, divorfila Doue.
Met prim ar paour kaez koz a zerr e zaoulagad,
A vorgousk ’vel gwechall p’edo fin d’e dachad.
’N e boelladou louc’het [25] e douarou bro Vreiz,
E kendalc’h da zonjal o c’hortoz lost an deiz.
Ha pa deu ar mare d’ezan da vont d’e goan,
E tiloc’h goustadik en eur stleja e boan,
Kroummet war e benn-haz, skuiz o veza bevet
Eur vuhez a labour he deus e dal krizet.
Ne zigemm er zizun ar yaou diouz ar gwener,
N’en deus evit warc’hoaz ’met sellou dibreder.



Person Brenniliz [26]
————

D’an Aotrou abad Désiré Goaziou.

E-mesk ar skeudennou a gaera peb iliz,
Bravoc’h n’em eus kavet ’get person Bresnniliz,
Den sounn ha galloudus gant eur c’horf kevatal,
Eur bleo hir ha melen, rouesaet war e dal,
A goueze en e choug ’n eur ober rodellou ;
Eun dremm flamm ha livrin, ken tener ’n e zellou
Ma kreded war an neo lagad Doue paret
P’e weled en aoter, e zivrec’h astennet.
Er gador, ’vid ar pron, e vouez veulodïus
A zigase da zonj eus hon Zalver Jezus
O kentelia ar bobl war venez ar Jude,
Hervez ma tispleg d’eomp aviel sant Vaze.


Harpet war eur penn-baz, peurvuia diskabell,
Goustadik ez ea, eur breviel ’n e gazel,
Etrezeg ar maeziou, war henchou ar barroz,
Ha d’ar gêr e teue, laouen, d’ar pardaez-noz.
Dreist pep tra e kare paouez er menez Gwenn,
Evel gwechall sant Loeiz en disheol d’e zervenn ;
Eno en em rôe da c’houekter ar zelled,
Kollet en e zonjou war levr digor ar Bed.
Dirazan ’tirede en eur fichal o lost
Chas-denved ar grec’hien rak-tal m’e welent tost.
Ar maout, kouls hag ar c’havr, en o mouez enkrezus,
’Wazonie en o c’hiz da zervicher Jezuz,

Hag a bep tu ha korn an diwallerien zaout
’Zileze o farkou evit donet d’e gaout.
Bepred eur gontadenn ’zic’haoue o resped :
Hini eur c’hole du o lake da daol pled :
Al loen kaez a goueze bep eil deiz e droug-zant ;
Er prajou, eur mesaer, diskiant ha dizamant,
P’e zantas o klenvel, e gasas d’eur wagren
’Lec’h en em zifrete, ledan e vlejaden…
Ar person ’echue ’n eur boueza war bep ger :
« Diwar seurt c’hoariou ne zeu netra d’ar gêr…


Eur wech e tiskouezas, dre skei gant eur spilhen,
Ar zon o vont a-hed nervennou eur pilpren ;
Eun dro-all gant e vontr e klaske pep penn-deiz :
Ar Reter, ar C’huz-heol, Hanternoz ha Kreisteiz.
Istoriou ar seurt-se a blije, mar kredit.
Hag atao e kleved, a-barz ma ’z ae kuit :
« Ar Feiz hag ar Skianchou a zeu a-berz Doue ;
« O studia a renker an eil hag egile. »


Parfeted e ene, kunvelez e spered,
E vrud, e zantelez ’oa ken anavezet
Ma n’oa kel souezus gwelet mammou kristen.
’N o divrec’h bugale, digantan o c’houlen
Evito e vennoz e pardoniou ar Vro.
D’an dud koz e rente skanvoc’h eur ar maro.
Ar paour en e enkrez ’ankounac’hê e boan,
P’e gave war e hent, habask evel eun oan,
E zourn bepred dare da furchal en e yalc’h.
Nec’het p’en dije ket enni arc’hant a-walc’h.
’Vit an dud ezommek, ar re ’weladenne,
E aluzenn a oa eun « akt a Garante » !
Pet gwech re binvidik ’n o diêzamanchou
’Dremenas e dreuzou ’vit kavout alïou !
E gwirion, ne oa rumm e parroz Brenniliz
Na geuzias d’e varo evel d’eur c’holl iskiz.


An Ankou e c’halvas e-pad eun amzer sioul,
Eun oabl sklerijennet, eun dremwel digoumoul,
Eun dervez dereat ’vit beach eun ene
Sur da reseo du-hont gwel an Aotrou Doue.
Da veure, antronoz, e holl barrozianiz,
Kement e ambrouge, o kuitât an iliz,
A glevas en avel a-us da Yun-Elez,
Da goajou Kergeven, da reier ar Menez,
Eur voubouenn glemmus o lake a-unvan
Gant ar gerent galvet evit e dremenvan.
Ar Bed hag an Nenvou, ’n eun huanaden hir,
A veske o glac’har ’vit gouela d’eun den gwir.


————


SANT-HERBOT
————


En eur pleg er menez e-lec’h hiboud an dour
Chapel gaer Sant-Herbot a ziskouez d’eomp be zour,
Kare evel hini kalz a ilizou-meur,
Gant prenestrou livet o tamouezi ar skleur.

Pe seurt hunvre a rez, o patrom al loened,
Pa zeu tud a labour, ’harz da vez kizellet,
Da zigas d’it o frof ’n eur laret eur bedenn
Eün evel o c’halon ha glan ’vel eur c’hlizenn ?

Kousket ’m eus ez kichen, en disheol d’an deliou,
Dindan ar gwez bodek, meur a wech en hanvou.
Ganez e c’houlennan, pa vezin tremenet,
Eun hunig dibreder. Plij, Aotrou, va c'hlevet !



E BERRIEN
————

Da Lôeiz Guyomarc’h.

N’eus e menez Arre gwelloc’h labourerien
Eget ar re a vev e-barz parroz Berrien.
Eun dudi eo o gwel’t, e-kreiz ar gwaremmou,
O trei douarou koz, o lifrsmma bommou !
Lavaret e vefe Booz gant e dïad,
Dindan lagad Doue, en e bark oc’h arat.
Ar wazed lezirek ’zo dibaot [27] en o mesk,
Dibaot c’hoaz ar beorien, ha n’eont ket war gresk.
E pep ti e vagont oc’hen ha kezeg mailt,
N’eo ket int-i a werz an dra a-berz o zad.
C’houek e kavont o bro ha c’houekoc’h c’hoaz o c’hlud :
Evito n’eus eurvad ’met e-kichen o zud.


Eno, evel gwechall, e virer ar giziou,
Ha dre gant ha dre vil, da niver a c’houeliou,
En em vod kenvroïz ’vid azeza ouz taol :
Pedomp n’ez afe ket ar voaz-se war zistaol !

Pa veves gant da rumm, e brud da yaouankiz,
E rene e pep kêr, e pep lec’h, ar seurt giz,
Er Reuniou, Gêr-Nevez, bete Pont-ar-C’houzig [28].
A-gevret e tebre ha paour ha pinvidig.
Evel-se en da vro etre an holl dïez
Kerkouls hag er maeziou e weler unvaniez.

Envor an Amzer-goz a zo fur he derc’hel ;
Bez’ ez eo evidomp eur skouer hag eur gentel,
Eur gwir leve zoken, herez hon gourdadou ;
Me hen laka e renk ar prizeta madou.


AR GROAZ TEO [29]
————

D’an Itron J. ar Gac.

’Kreiz an devalijen he gwelis er pellder,
Eur wech, en eur zistrei eus Berrien d’ar gêr.
Goude d’in beza gwaz ha dibreder a-walc’h,
E chomis sebezet ac’hano da Ginoualc’h.

Na piou ’ta, o kavout, en eul lanneg da noz,
Dasprenour ar pec’her war c’horre eul lec’h [30] koz.
A gredfe mont e-biou ’n eur gana pe c’hoarzin ?
Gwechall ne oa kristen na blegje e zaoulin.


————


DOUAR PANEZ
————

D’an Aotrou Yann ar Born.

An oabl a oa izel, al lanneier tenval,
Da vare ar c’huz-heol, e parroz Sant-Riwall ;
Hag ar voren ledet a rae d’an douarou
’Vel d’eun den sebeliet eul linser a zaerou.

Koulskoude, e kleven endanoun kanaouenn,
Toniou frank pe seder ha meur a vouc’haden…
Petra en em gave e dinaou ar menez ?
Peurc’hraet ’oa al labour en ervennou panez.

Heb dale, ’tal ar vourc’h e welen war an hent
Labourerien o tont gant paliou a bep ment,
Pevar a drenv pevar, evel hor zoudarded
Pa valeont dre urz gant o mistri renket.

Dre o c’han o tason ouz riblou ar reier,
Hag o redek laouenn e-mesk al lanneier,
E santis dirazoun o tremen ar Ouenn-dud
A vevas her em Bro, hag a zalc’ho d’he brud !



FEUNTEUN SANT KADOU
————

D’an Aotrou Baron.

Sant Kadou a vousc’hoarz a-us d’e velezour
D’an dud e zarempred, ’c’houlenn gantan sikour,
Dreist-oll d’ar plac’h yaouank pa stlap eur goz spilhenn
’Vit gouzout, moarvat, lod eus he flanedenn.
Da biou dre e hunvre gant esperans pe spont
Ne deus ket c’hoarvezet goût an amzer da zont ?

Eur baourez daoulinet o laret he fedenn
A ginnig an dour sakr a bare pep terzienn,
A ro d’ar baotredou nerz en o izili ;
’Vit he zrugarekât ha kent kimiadi
E roïs eur gwenneg. Goullo e oa va yalc’h.
Kavit, Aotrou Kadou, va aluzenn awalc’h,
Ha diouz va ziegez harzit ar wall-avel,
Ar c’hanv, ar c’hlenvejou. Graet ma chomo santel !



LENNON
————

D’an Aotrou Henry, maer.

« Aman, pell diouz an trouz
« Hag holl safar ar bed,
.......................
« Me a wel ar gwenan
« Savet da c’houlou-de… »

A ganed, eur sulvez, e-barz iliz Lennon,
Da ziwez an ofern laret gant ar Person,
E-pad m’en em stigne, skeuden hon Esperans,
Eus an aoter d’ar volz kounabren an ezans
Ha ma veske o zon evid an anjelus
Ar c’hleier skiltr en tour da vouez eur bobl doujus.
Hag ar peoc’h a renas er vourc’h ’hed ar zizun…

O sioulder diskuizus ! Dudiusoc’h n’eus nikun !
Azêt e-mesk ar c’hoad, pell diouz pep hent nevez,
Lennon a zo savet e-kichen ar menez.
’N he harz en em gaver a-wechou tremenet,
Hep sonjal eman tost, na zoken he gwelet.
En em guzat a ra. Pet n’ouzont he hano !
Lavaret e vefe eun aod gwerc’h heb lano.
N’he deus istor ebet. Graet eo he laouender
Gant tommder eur bann-heol ha kan an alc’houeder.
Enni c’hoaz merc’hed koz ’welan o kegeliat
Gloan pe ganab tilhet ’vid ezomm an tïad.
Bugale a c’hoari ’n eur prad war ziribin :
Daou anê a zo stag en eur c’hrogad gourin.
War ar c’hleuziou koadet ar gudon a c’hrougouz ;
Avalou ’ra al lez [31] da veur a c’hrac’hell blouz.
Leun a binvidigez eo he douarou tomm ;
Dirazo, souezet, oun bet gwelet o chom.
Setu perak ’ve d’in Lennon o vousc’hoarzin ;
Adveva ’ran eno va deveziou mintin.
Buan ’teuio an eur n’ez kwelin ken ’lïes,
Met atao, o Kêrig, ez po va c’harantez !


Ar Bleo Koz [32]
————


Dont a rae da goulz koan, skoazellet gant e vaz,
E dreid pounner a-stlej, eur bisac’h war e skoaz,
Da domma ’tal an tan o c’hedal ar zouben
A zebre gwall-ziaes, kement ’krene e benn.
Peurvuia e chome dic’her war e skabell
Beteg eur ar c’housked, pa zave ar mevel
Evid e gas d’ar c’hraou e-lec’h e rêr e fled [33]
Gant gwiskadou kolo a deil daou-gemented.
Antronoz, mintin-mat, hep laret grik, didrouz,
Da ergerzout ar vro e kuitae e blouz.
Eun dervez, er menez, azêt war lez an hent,
E chapeled ’n e zourn, e varvas ’vel ar zent.
Eno, n’eus ket pell c’hoaz, ’n eur waremm waskedet,
Eun tammig kroaz sapin, gant e gerent laket,
A zigase da zonj eus eun ene kristen
Galvet gant e Varnour pa oa deut e dermen.
N’her c’havan ken breman...... O envor ar Bleo koz,
Warnout ’vel war bep tra e kouez linsel an noz !


————


GWESTELL AN NEDELEG
————


Er Menez eman ar c’hiz
Da derri gwestell gwiniz
’Tre mignoned ha kerent
Da nozvez gouel ar Pellgent.

N’eo ket en ostaliri
E vez neuze ar c’hoari,
Met ouz taoliou an ti-forn,
’Tro e dan hag e pep korn.

War bankou ar gweleou kloz
’Vez azezet kalz tud koz :
Deut int da brena gwestell
’Rento laouen pep bugel.

Ganto ’vo goueliet er gêr
Ginivelez hor Zalver ;
Den n’he c’hredfe peurlidet
Ma n’en defe kouign tanvet.

’Toull ar forn ar re yaouank
A dor gwestell stank ha stank :
An hini ’deus ar bizenn
A bê hervez al lezenn.

Ar paotr ampart ne vank ket
Da fazïa ar merc’hed :
’Vel-se ’vez taoliou digouez
’Lak da c’hoarzin alïes.

Direbech ’kavan an dra ;
Se eo o joa da veva.
Hetomp ’chomfe buhezeg
’N hor bro gwestell Nedeleg.


AN DISTRO D’AR VRO
————

D’am Mignoned divroet.

O tremen er bed-man hon eus plijaduriou
Er c’horn douar m’emomp mesk ar c’hrouaduriou,
Met nikun anezo ne dalvez an distro
A reomp bep hanvez da goulz an eost d’ar vro.
En hon Arre garo e-kenver ar rec’hier
’N em gavomp a unvan gant dremm al lanneier.
’Vidomp e van digemm : gwelit er gwaremmou
Ar gouzer, ’vel gwechall, astennet a zrammou ;
Aman bidebou friant ; du-hont, bandennou saout,
’N o c’hichen o peuri tri pe bevar benn maout.
Dalc’helez an Amzer ne verzit gwell ’nep lec’h :
D’o holl enebourien hon lorgennou ’zo trec’h ;
Evel-se o skeudenn ’jom e deun hor c’halon ;
Ar boud ’zav diwarno ’n hon c’herc’hen a zason.
Penn-da-benn d’hon buhez ar mene hon luskell,
Moarvat muioc’h breman eget pa ’z oamp bugel.
E wel, a-dost, a-bell, a ra d’eomp lenerât :
Warnan ne gouez morse dizeblant hon lagad,
Ha, michans, mignoned, ho peus ’lïes laret :
« Eurus an den a c’hell beva ’lec’h m’eo ganet !… »


————


Roc’h sant Yann [34]
————


Beza emout atao, aze e lein ar c’hoad,
Nemet ne welan mui ez kichen roudou troad,
Bep bloaz barrou ilio a bign war da vemprou,
An dero hag an drez da guz ouz ar zellou.

War da zouar santel hemolc’hidi hepken
A glask kefeleged dre an amzeriou yen,
Met hini en o mesk ne venn stoui e c’hlin ;
Kentoc’h e c’hoantafent tremen en eur c’hoarzin.

Evidoun e fell d’in klevet mouez ar re goz,
Beza leal ’n o c’henver, kenderc’hel o menoz.
Ar pez a ra, Breiziz va breudeur, nerz hon gouenn.

Eo e kaver bepred e goueled hon c’herc’hen
Spered hon gourdadou hag ene ar Gelted
Evel eur pilprenn beuz er garreg diwanet.


————


DIRAG MÊNHIR AR C’HLOASTR [35]
————

D’an mignon ker, G. Fauré.

« J’ai visité la pointe de Penhir, formée de prodigieux pans de falaises de granit, pleine de rochers grandioses et déchiquetés, paysage sévère, rude et sauvage, qui parle à mon coeur. Point de déceptions, point de heurts ou de froissements comme avec les hommes, dans cet incomparable commerce avec la nature. »

16 novembre 1920.

War an douar-labour e save an avel
Pa zellen ouz an heol goustadik o vervel,
Goude eun hir-vale en eur vro digenvez,
Goloët a reier, a goad, ’harz ar menez.

Etre ar bed ha me en em gave kenson :
Netra e deun va c’hreiz ne gleven o tason,
Ar mênhir ’zeblante eun teuz-noz o paouez :
Dindan an nenv nep kan, er parkeier neb mouez.


Endra m’en em rôen ’velse d’ar zebezenn,
Serr-noz a dostaas ’vel ’ra eun hunvreenn ;
An heol a ziskennas ; al loar e-giz eur voul
A rede morlivet a-dreon eur stign koumoul.
Pa blavas dre he nij war eur skourr eur gudon
O heja war he c’hlud ’vel manac’h o sarmon,
Hag o sellet outi e kaven eun eurvad
Beva pell diouz an dud en eun hevelep stad.


A-greiz-holl, er pellder eur vouez dous a gleven :
He galv doun ha klemmus a oa ’vel eun daskren.
Ha n’oa ket ar vouez-se mouez eur barez doaniet
A rôe da veiza ez oa ankounac’hêt ?…


War e askellou flour e nijas al lapouz
Da belec’h ez ae ’ta ker prim ha ken didrouz ?…

War an taol ’n em gavis neuze re unanik ;
Ha piou ’kreiz eur gouelec’h [36] n’en em varn disterik

An den n’eo ket krouet ’vit beva e-unan ;
Lezenn Doue ez eo : er Skritur hel lennan.
Ha kaer e vez eul lec’h er bed ma tremenomp
Kaeraat a ra c’hoaz, ennan pa ’n em vodomp ;


————


DA ZERR-NOZ E HUELGOAT
————

D’an Aotrou Herry.

A-raok mont da veuzi er moriou islonkus,
An heol ruz er pellder a weler lugernus,
Dindan ar c’houmoul du ; hag an avel c’haro
A fourgas en henchou strollou deliou maro.

Setu eman an deiz aet da guz e Huelgoat…
Difoun ha trist an Noz ’zo diskennet er c’hoad ;
En eur dremen, gorrek, e klev bod, plantennig,
Gwezen ha doureier o hiboudi sioulik.
Eus dounder ar stanken, linseliet a latar,
E sav an hirnez c’houerv a vez gant pep diskar.

O mare melkonius, da skleurennou toc’hor
D’an Noz, en despet d’it, a beurzigor an nor !
Da varo ’zo henvel ouz kimiad an ene :
Pa vez sonet e eur, e vennfe dont a dre,
’N em staga en hor c’hreiz, derc’hel start d’ar madou
Na gar ket kuitaat…, hag hen tra an Ankou !


————


V.


AN ANEVALED


War o Gwalc’h
————

D’an mignon kalonek E. Thibault.

An ode digoret, ar biou, an oc’hen bras.
War eur linen renket, o bruched er yeot glas,
A beur en eur bignat, sioul, da c’horre ar prad ;
Hag al loened bihan, pep-hini dioc’h e oad,
A heuilh ar re gosa, evel ar vugale
O zadou, o mammou, pa grogont da vale.
Pa zavont o fennou, glizen war o muzell.
An aezen o koueza eus toullou o fronell.
E larfec’h, en o gloar, roue ha rouanez,
O paouez, eur pennad, e-tal dor o falez.

Dindan an oabl skedus, pa dosta da greiste,
Gwrezus eo an tommder : bras ha bihan neuze
E troad eur c’harz haleg a weler o c’hourvez
’Vit daskiriat goustad, e peoc’h gant ar vuhez ;
O lagad hunvreüs, kollet en o zonjou,
Al loened dirazo a zell ouz an nenvou.

E-keit-se, en disheol, eur paotr hanter-wisket,
Didog ha divotez, ouz ar c’hleuz astennet,
C’hoantek ha kalonek a zebr e damm bara…
Pegen eürus e oan pa rên ar pez a ra !


————


Va Buc’h Velen
————


Eur pennad roït d’in va zelenn adstignet
Vit kana meuleudi d’am buc’h velen garet:
Ar c’haera aneval gant he c’herniel uhel,
He bleo flour, he zroad skanv ’vel hini eur gaerell !

Ar zaout laosket er-maez, penn-da-benn en henchou
E vleine ar vandenn betek kled ar parkou,
Ma c’houeze avel dreut, d’an hini gwasketa
’Kerze, pleget he fenn, dizehan da voueta.

En deiziou brumennet, dreist-oll pa goueze glô,
E welen anezi, ken trist hag ar maro,
O vont dre harz ar c’hleuz d’eur wrimenn c’holôet
Evit kavout an tu da veza disglavet.

Ped gwech, pa oan paotrig, ’vit senti ouz va zad,
’M eus he dizarbennet, o kredi ober mat ?
Neuze va loen feuket en e zao a chome
’Vel da glemm war e stad… E petra e sonje ?

Piou ive ’laro d’in perak, da boent an êst,
Em c’hase d’ar ragain ? Eus an dra-ze ’oun test,
Pell-zo, gant ar maro eo aet va buc’h velen,
Ha koulskoude he neuz ’zo engravet em penn.


————


An Oc’hen er Feunteun
————


Heuliet gant eun den koz pevar ejen melen
A welis er garhent goustadik o tiskenn
Evit dont da zoura ’goueled penn-kêr al Lab [37],
’Lec’h e vez alïes gant al loened diskrab.

An amzer a oa yen ; an oc’hen morzennet
A zoube dïegus o muzell en dour-red ;
Koulskoude, ’vel kustum, o mestr karantezus
A c’houibane d’ezo war eun ton aketus.

Pa zavjont ’n eur c’houeza o genou glaourek,
Pa ziskouezjont d’ar chleuz o fennou fronellek,
E klevis an den koz sioulik o laouenât
Dre ma wele, moarvat, e loened o wellât.

An eil hag egile, goude meur a ehan,
A zistrôas d’ar c’hraou… Deuet e oa poent koan.


————


DISTRO AR ZAOUT
————


Pa weler ar moged
Astennet
’Us da diegeziou
Ar maeziou,
Ar zaout a zigaser
Da bep kêr.

Oc’hen ha biou teziek
Ha korniek,
Kouls ha leueou bihan
A ehan
’Vit doura e poullou
Ar streajou.

War-lerc’h ’vez eur plac’hig
Yaouankik,
Pe, a-wechou, ar vamm
Gant he stamm.
Ha, keit-se, en oaled
Lugernet
Gant eun geuneuden-dan,
E poaz koan.



Marc’h Salomon
————

Da Salomonig Laniel.

’Vit pep loen ’vel pep den ez eus ’pad ar vuhez,
A-berz e zant patrom dishenveledigez :
Heman a zo karget da zervija ’n aotrou,
Hennez da labourat ’liesa er parkou :
’Vel-se marc’h Salomon [38], dre geinenn sant Herbot,
’Zikoure er maeziou, a rae enno e lod.
E hano ’oa Moji : livet ez oa e gwenn :
Beza ez oa tolpez hag ouspenn korbezenn.
M’am eus eun envor vat, e teue eus Landi
’Lec’h m’e werzas e vestr, koueriad e Ploudiri.
Met petra a ra ze ? Em bro eo e renkit
Gwelet Moji er stern vit gouzout e zellid :
E Kerberou-da-Nec’h, ’pad tri bloaz warn-ugent,
Er memes mereuri e kerzas war bep hent ;
Zoken n’oa er barrez na bourc’hiz na tieg
N’en doa e implijet ’vit eur chareadeg.
Ar parkou, da genta, a jomche sebezet.
Ma na glevjent : « Moji ! » e tu pe du hopet.
Kerkouls ne gerc’hed maerl ha ne raed douar koz
Hep na veze Moji ’n abaden bete noz.
Moarvat ec’h anave e holl dalvoudegez,
Rak, pa stanke eur marc’h e Sao-Bras ar menez.
Moji a zistaged da lakal en e blas,
Ha ma taolfec’h evez, — n’eo ket me hen kavas, —
Ez oac’h sur da intent en e c’hrizinkaden :
« Petra ’z oc’h, kezeg keiz ? Netra en va chichen ! »
Neuze ar vugale ’rôe d’han tammou kreun ;
Evitan, ’n o zogou e klaskent dour feunteun.
Ken habask ’oa outo m’o douge daou-ha-daou.
Sonj, o Salomonig ! pignemp warnan er c’hraou !
Sonj c’hoaz penaos, eur wech, bleinet gant da dad-koz,
’Tiskenne er roudou ’keit ma oad o c’hortoz,
« Hast affo, momeder ! » a laras da yontr Yann.
— « Ro peoc’h, ’ta, glabouser ! » a glevas ker buan.
Muioc’h-mui an tad-koz e loen mat a gare ;
Leun pe c’houllo e garr, morse n’hen re-gasje.

’N eur goza a-gevret e voe eur gwir zudi
O c’havout o kerc’hat e parkou tost d’an ti
Legumaj pe velchon, en hanv, evit ar zaout.
Tro-ha-tro e kleved : « Chom ’ta, va breur, va maout !…
Hag, en e garantez, hen loske d’ober droug,
Da zivega ar c’haol a zamme war e choug,
Ar pez a lakae atao, ar baotredou,
Pa zistrôent d’ar gêr, da gonta kalz bourdou.
An tad-koz da respont, en eur vont d’e wele :
« Pa wennao ho pleo ’furaot marteze.... »


Er maeziou, hen gouter, pa ve oajet an den,
’Vit al labouriou bras n’hen goulenner mui ken.
Er c’hiz-se an tad-koz hag e vignon Moji
Ne raent, eun tamm ’zo, ’met traou en-dro d’an ti.
Dinerzet ha treutêt, kollet gantan e vrud,
Moji a dremene, melkonius, difounn, mud…
Evel eur penedour… Kamma a rae gwasoc’h,
Diesoc’h e vouete, hag ivez nebeutoc’h.
N’ouzon perak eur wech e komzed, goude koan,
D’e gas d’ar c’hivijer da echui e boan.
Kerkent ha ma klevas an tad-koz ’zalc’has penn :
« O la, va zud, goustad ! ’Vit kaout, priz eur c’hroc’hen
« Me a rofe ma marc’h da gontell eur c’higer !…
« An dra-ze, kredit mat, ne vo graet em amzer.
« Bevet en deus aman : aman ’vo douaret,
« Pe me ne vin doujet !… Klevet ho peus, paotred ? »


Diwar an devez-se, en eur park, ’tal an ti,
’C’helled en eur dremen gwel’t Moji o peuri,
Gwall-gastiz, hir-vlevek, nemet war e fesken :
Enni ’doa ar zugell merket doun he rouden.
’N e gichen ma savjed hep sonj divrec’h eur c’har,
Raktal en em lake ’lec’h n’en doa bet e bar…
En eur gerzet d’ar skol hen galve pep paotrig,
Hag outo al loen paour a zelle klanvidig.
Eur mintin her c’havjod en ode o peukat…
Dirag e vestr mantret e serras e lagad.


Antronoz, er c’hovel, ne gomzed ’met a ze :
Holl o doa ’vit Moji eur ger a garante.


AR VRAN GOZ
————


An dremwel a oa glas, an amzer a oa yen
Pa welis o nijal, ’us d’an hent o tremen
War e eskell pounner, eur wech, da ziskar-deiz,
Eur malvran koz louet a vê da glask e neiz.
Pa ’n em gavas ’n o zouez, laouen e genseurted
’Zaludas e zistro ’n eur goagal unanet.

Kousket a rênt goude evel an evnigou
E goudor an avel a zec’he ar skourrou,
Hejet ha kemmesket… O kuzat eun heol gwenn
A vougas eun oabl trist ’barz an denvalijenn.

Eno ’plij d’in gwelet stroll eun tiegez mad
’Ziskouez e levenez, deuet d’ar gêr an tad,
Pa vez peurc’hrêt gantan, e labour talvoudus,
Hadet an ervennou ’n eun douar frouezus
Hag a gemer war-lerc’h en o gweleou kloz.
Er peoc’h hag er gwasked, eun nozvez a repoz.


————


Ar Gerc’heiz
————

Da Yvon Joncour.

Kerc’heiz, war ribl an dour, difinv hag enkrezet,
Ha da vuhez ’vefe beza atao e ged,
Heb esperans da gaout eur c’horn douar dister
E-lec’h ma tiskuizi da eskell, dibreder ?

A-boan ’vez diskennet war c’horre eur palud
M’hen dilezez affo en abeg m’az kwel tud,
Evit nijal a-bell ha zoken hep paouez ;
Koulskoude n’ez out ket, ’gredan, divrôadez.

Gwir eo, an hemolc’her a zo d’az re trubard,
Hag outan alïes ec’h eus da ziwall start.
Peur, eta, loen aonik, e welimp er bed-man
Espern an dinoazder ’vuntrer kement breman ?

Da lod a zo beva er yuniou digenvez,
Ha c’hoaz ’renkez eno bepred teurel evez ;
Evidout tost d’an den n’eus ’met deiziou garo
Ken ’deuio d’az samma Perc’hen treut ar Maro.


————


BOC’HIG-RUZ SKOL MOUSTERUZ
————

D’an Itron Mocaer.

E skol merc’hed Mousteruz,
’Weler eun dra souezus :
Eur boc’hig-ruz, noz ha deiz,
A ra enni e lojeiz.

D’ar beure, pa gav digor
Ar prenestrou pe an nor,
E nijo e-barz ar porz
Pe war douar al lïorz.

Echu gantan klask e voued,
E klujo war ar gloued,
Hag e kano, peurvuia.
O bravat alleluia !

Meur a wech e-pad ar skol
’N em lako war benn eur zol ;
Mud e jomo da selaou
Ar vestrez o konta traou.

O pigosat eur werenn
’Vit ’vo lezet da dremen,
E vez er-maez ar mignon
Pa glever gervel : « Itron ! »

Da vare ar yenïen,
Pep bugel a dap kelien,
Prenved, buzug munudik
Evit maga al loenig.

E kalon ar skolaerez
E sav ive levenez,
O c’houzout ’man al lapouz
E-pad an noz kousket dous.


Neuze ’lïes e lavar
Ar geriou-man ken hegar
A ziskouez d’ar vugale
Eur skouer vat, e gwirione :

« Gwechall e voe ken tener
« Ouz korf Jezus, hor Zalver,
« Ma tlefe beza meulet
« E kement korn ’zo er bed ». [39]



VA C’HI FISTOULIG
————


Ha bez’ e oa va c’hi eus eur ouenn vat pe fall ?
N’oufen hen diskulia, pe ra vezin-me dall !
Kentoc’h e oa bihan, etre melen ha gwenn,
Gant diskouarn bechek [40] hag eul lost bigornen.
Ar pez a ouzon sur, e oa eur gwall-skraper,
Doujabl d’e genseurted, enebour d’ar c’hicher,
Boued ar gorden, fallakr, danjerus d’an estren.
Hep beza lamm deut-mat gant an amezeien.
Ouspenn-zé, dic’hailher, dantet er c’hoariou ;
Pel bragou ne fregas en hor plijaduriou ?
Evit se e tapas kalz a daoliou botez ;
Ha ganen-me, goude, ’voe fest ar skuberez…
Ar mammou a glemme, alïes hep rezon !
Gant an holl dorfejou e samment va mignon :
Mar kaved, e penn-ker Fistoulig ar Porz Kloz [41],
Eur chupen dibastel, Fistoulig ’vije kaoz.


Bloaz dek ha tri-ugent, o bloavez a anken,
A erc’h, a frim, a skorn, n’az ankouaïn bihen !
Ar Brusïaned fall a zismantre va bro ;
Hepken e kleved komz eus gwastadur tro-dro,
D’ar beure ’hed an deiz, e-pad an nozveziou,
En tïez, er c’hêriou, kouls ha war ar maeziou.
Dioueret a beuri, hep foenn, kolo, en noz,
Al loened o-unan n’o doa ket a repos :
Evit o distruja er parkou, er prajou,
Ar bleizi treut naonek ’zileze ar c’hoajou,
A viz du da c’houevrer, va c’hi tamm ne gouskas ;
Er porz, er prad, el leur, a bep tu e harzas.
Eun nozvez, goude koan, e c’hromellas meurbed.
’Lïes e voe klevet o tont d’e graou ’n eur red.
Antronoz n’her gwelis.... En deveziou war-lerc’h,
E kavjod e groc’hen er c’hoad e-mesk an erc’h.


Mervel ’vit difenn
Madou e berc’hen
A zo eur skouer-vat
Da heuilh e pep stad !


VI.


NOUEL HA GALV


NOUEL LORANZA VIHAN
————

D’an dimezell Coroller.

diskan

« Kanomp nouel, nouel, nouel !
« Kanomp nouel, nouel, nouel !
« Ganet eo Jezuz, hor Zalver,
« Ganet eo Jezuz, hor Zalver ! »

A gane Loranza seder,
Pa ’n em gavas he gwaz er gêr ;

« Laou Vras », devechour eus e stad,
Met pell, siouaz ! eus eun den mad !

Dreist pep tra d’ar zadorn da noz,
Pe derc’hent eur Gouel a repoz ;

Touchet gantan e damm moneiz,
En davarn hen laoske e-leiz.

Er gêr e veze ’vel eur c’hi,
Pa na gouske war al leur-zi.

… « Kanomp nouel, nouel, nouel !
« Kanomp nouel, nouel, nouel !
« Ganet eo Jezuz, hor Zalver,
« Ganet eo Jezuz, hor Zalver !

A gane Loranza seder,
Pa ’n em gavas he gwaz er gêr.


O welet ken bras levene,
E wad a drôas beh dale,

Ha d’e vaouez kez Loranza
E rês eur zabad ar gwasa :

… « ’Pad ma tigorez da c’henou,
« Me a dorr ma c’horf er parkou !

« Goulou ha tan a fell d’in-me
« Kent evit ma ’z in d’am gwele ;


« Ma n’em eus dioustu eul lipad,
« Bremaik, truilhen, ez po bac’had !… »

Kerkent hag en devoe komzet,
Ar wregig paour a zo lopet,

Ha stlapet war ar pondale,
Kerkouls hag he holl vugale.


Kalz, en he lec’h, ’dije klemmet ;
Met e toull he dor e kleved :

… « Kanomp nouel, nouel, nouel !
« Kanomp nouel, nouel, nouel !
« Ganet eo Jezuz, hor Zalver !
« Ganet eo Jezuz, hor Zalver ! »

En eur zellet war-zu ar Groaz,
Ar re vihan a ziskanas :

« O gwir Doue, Mabig Jezuz,
« Ouzimp bezit karantezuz !… »


A-boan m’oa echu o feden,
E peur-dremenas o anken ;

Skôet betek fonz e galon,
« Laou Vras » a c’houlennas pardon !

War dreuzou e di, diskabell,
Tenerêt evel eur bugel,

E zaoulagad leun a zaerou,
E laras dirag an Nenvou :

« Va Doue, me am eus pec’het…
« Da viken ra vezoc’h meulet !
« M’hen tou da Noz an Nedeleg :
« ’N do ken « Laou vras » droug ouz e wreg.


————


Chom e Breiz-Izel
————

Da L. Lalouet.

Pa gousk ar c’han en neiz, pa zon ar c’hloc’h en tour,
An heol ’welan a-bell war-nes kuzat en dour,
Ar blênen vorennet, ar roc’h gwisket e moug,
Ar c’houmoul o redek ’vel oc’h en em ambroug ;

Er menez e klevan ar baotred o youc’hal,
E-giz ar Gelted koz, en amzeriou gwechall ;
En-dro d’an torgennou, mouez al lern o c’hannat
O kas ar c’honifed pe war roudou eur c’had.

Me a zant an avel c’houez an douarou koz
A ra pep tra gwelloc’h, a lavar d’in en noz :
« Er-maez eus Breiz-Izel ’vi atao eun estren
Dilezet, divrôad, hirnezus da viken ! »


————


VII.


HUNVRE HA GWIRIONEZ


VA HUNVRE
————

D’an abad Nicolas Mevel.

Eun ti koant, er gwasked, e strad eun draoniennig,
E-lec’h o hiboudi e klever eur wazig,
Hag o kana lirzin an evned er glazur,
Eo hunvre meur a varz. Va hini n’eo kel sur !…
D’in eun dachenn izel, golôet gant ar gwez.
Diwallet gant kleuziou, plantet a zrein, a zrez,
A zo pouezus meurbet… eun ere d’am spered ;
Enni en em zantan evel en eur gaoued.


Me a garfe beva e gorre ar Fouilhez
Evit gwelet bemde, da beb eur, va menez,
Va bourc’h, he zour, he c’hoad, koumoul o kuruni
Kribell an torgennou ; an heol o lugerni
War vrug ar gwaremmou ; ar moged o pignat
’Us d’an tiegeziou ; an den o labourat ;
Sao mintinoc’h an, deiz ; eun gridienn doun da noz ;
Dindan an oabl hedro kenvroïz o repos.


Eno e ve brao d’in beza ’korn an oaled
O selaou ’vel gwechall rimadellou oadet,
Kontet gant ar re goz ’n eur jestraoui goustad
’Pad ma kouezo warno tro-dro sell pep lagad.

Daoust d’ar glao, d’ar yender hag ivez d’an avel,
Da e vo d’in kavout, azêt en eur skabell,
D’abardaez va buhez, eurvad war an douar,
Gant gwir beoc’h an ene, sonjezonou dispar.


————


VA EC’HOAZ DIWEZA [42]
————

D’am Mignoned.

Eurus ’z oun er bed-man, c’houek ’kavan ar vuhez,
Kalz levenez am eus o veva ’n ho touez ;
Koulskoude pa varvin, p’ho kuitaïn, tud ker,
E tec’hin hep nep klemm, fiziek ha seder ;
Rag ’vidoun ar maro n’eo met eun disparti [43]
Ken na zeuio an deiz d’eomp d’en em unani.
Da eur va zremenvan, ’vezin eta dispont.
E Doue e kredan hag er vuhez da zont.

Va lakit da ec’hoaz e bered va farroz :
Em menez ken karet mat e vo ar gortoz…
Pa gouezo va fried ken tener evidon,
He ledet em c’hichen, m’ho ped a greiz kalon…
Savit hepken warnomp eur groazig keltiek,
Benet e mein ar vro en eur roc’h kantvloaziek.


————


POANIOMP !
————

D’an Aotrou Guillerm, Pontivy.

Alïes e sonjan en Amzer dremenet,
Ha n’eo ket ’vit keina ha beza enkrezet,
Hogen ’vit klask enni danvez eun nerz nevez
Da ober gwelloc’h-gwell, e-keit em bo buhez,
Da heuilh ar gourc’hemen rôet d’eomp gant Doue,
Pa lavaras d’ Adam n’hallche dibri bemde
Nemet dre c’houez e dal betek pred ar maro…
Eul lezenn dalvoudus, dispar war va meno !
Rak, e pep karg hag oad er glac’har hag en doan,
El labour ’m eus kavet eul louzou trec’h d’am poan
Paouez da boelladi ’pad ma c’hellomp ober
’Zo tec’hout ’raog an eur, bout dleour d’an amzer.
Tenzor sakr ha prizius da viret gant aked,
Ma c’hoantaer beva atao en eürusted.
Seul startoc’h eo an deiz, seul vui ’renkomp harza :
Koueza el laoskentez eo ar skouer ar falla !
Gwir herez eur penn-ti hag e wella kentel
Eo deski d’e holl dud, servijer ha bugel,
N’eus trevad dre zilez. A hend-all, e pep stad,
Pegen c’houek eo klevet o lavaret eun tad :
« ’N eur dremen er bed-man em eus graet va dever :
« En tu-hont d’ar maro r’am bo peoc’h ar Zalver !


————


TAOLENN
————


Préface 
 3
Dédicace 
 6
Paroles a méditer 
 7
I. — 
E Menez Arre 
 9
 11
  
 14
  
 18
  
 25
 26
II. — 
War hor maeziou 
 29
  
 31
 34
  
 36
 37
 38
 39
 42
 44
III. — 
Micheriou 
 9
 49
  
 49
 52
 53
 54
 55
 61
 65
 74
 78
 80
  
 82
 84
IV. — 
Em bro ha war-dro 
 85
 87
  
 89
  
 90
 94
  
 96
 99
 101
 102
 105
  
 106
 107
 108
  
 110
 111
V. — 
An anevaled 
 119
 121
 122
 124
 125
 127
 128
VI. — 
Nouel ha Galv 
 138
VII. — 
Hunvre ha Gwirionez 
 139
  
 141
 143


DIWEZ


————

  1. Inspiration poétique
  2. Da lavaret eo ar Zaozon a reas da Vreiziz tec’hout diouz Breiz-Veur, o bro genta.
  3. Traon ar menez
  4. Digoret e 1913
  5. E menez Braspartz.
  6. E menez Braspartz.
  7. Er Fouilhez.
  8. Filiped.
  9. Glac’harig eo ar ger reiz.
  10. A-raok
  11. Eul loen a ra lamm-chouk-e-benn pa wella buan ha pa zeu da dalvout diou wech ar priz ma ’z eo bet paeet.
  12. Em bro, an holl douarou.
  13. Leshano an archer
  14. Bomma ar muzul, battre la mesure
  15. Eur payzant
  16. A gommans
  17. Adoret
  18. E Brenniliz.
  19. Hano e varc’h
  20. Bro ar c’hezekenned
  21. Pa gomanse
  22. Moarvat
  23. Er Fouilhez
  24. Tortue
  25. Empreint
  26. An Aot C.
  27. Ral
  28. Maeziou eus Berrien
  29. E Berrien
  30. Maen soun m’edo ar c’hiz gant Breiziz koz sevel anezan war ar beziou. Da genta e verked warno eur groaz. Diwezatoc’h e voe savet ar groaz war benn al « lec’h », hag e teuas ac’hane ar « Groaz keltiek ».
  31. E Lennon, ar gwez-avalou a zo stank en-dro d’al leuriou, heg a led o brankou a-us d’ar berniou plouz.
  32. Les-hano eur paour eus Kommana.
  33. Gwele rez, « grabat » e galleg.
  34. E koad ar Fouilhez.
  35. En Uhelgoad.
  36. Solitude
  37. Er Fouilhez.
  38. Merour e Kerberou-da-Nec’h er Fouilhez, marvet er bloavez 1890.
  39. Diouz m’ eman brud, en dije gwechall eur boc’hig-ruz sec’het e vruched gwad hor Zalver astennet war ar groaz.
  40. Begek.
  41. Va ziegez.
  42. Ar repoz diweza.
  43. « Kreiz ar vuhez » a lavare ar Gelted.