DOUAR PANEZ
————
D’an Aotrou Yann ar Born.
An oabl a oa izel, al lanneier tenval,
Da vare ar c’huz-heol, e parroz Sant-Riwall ;
Hag ar voren ledet a rae d’an douarou
’Vel d’eun den sebeliet eul linser a zaerou.
Koulskoude, e kleven endanoun kanaouenn,
Toniou frank pe seder ha meur a vouc’haden…
Petra en em gave e dinaou ar menez ?
Peurc’hraet ’oa al labour en ervennou panez.
Heb dale, ’tal ar vourc’h e welen war an hent
Labourerien o tont gant paliou a bep ment,
Pevar a drenv pevar, evel hor zoudarded
Pa valeont dre urz gant o mistri renket.
Dre o c’han o tason ouz riblou ar reier,
Hag o redek laouenn e-mesk al lanneier,
E santis dirazoun o tremen ar Ouenn-dud
A vevas her em Bro, hag a zalc’ho d’he brud !
|
■