Sant Kadou a vousc’hoarz a-us d’e velezour
D’an dud e zarempred, ’c’houlenn gantan sikour,
Dreist-oll d’ar plac’h yaouank pa stlap eur goz spilhenn
’Vit gouzout, moarvat, lod eus he flanedenn.
Da biou dre e hunvre gant esperans pe spont
Ne deus ket c’hoarvezet goût an amzer da zont ?
Eur baourez daoulinet o laret he fedenn
A ginnig an dour sakr a bare pep terzienn,
A ro d’ar baotredou nerz en o izili ;
’Vit he zrugarekât ha kent kimiadi
E roïs eur gwenneg. Goullo e oa va yalc’h.
Kavit, Aotrou Kadou, va aluzenn awalc’h,
Ha diouz va ziegez harzit ar wall-avel,
Ar c’hanv, ar c’hlenvejou. Graet ma chomo santel !