« Aman, pell diouz an trouz
« Hag holl safar ar bed,
.......................
« Me a wel ar gwenan
« Savet da c’houlou-de… »
A ganed, eur sulvez, e-barz iliz Lennon,
Da ziwez an ofern laret gant ar Person,
E-pad m’en em stigne, skeuden hon Esperans,
Eus an aoter d’ar volz kounabren an ezans
Ha ma veske o zon evid an anjelus
Ar c’hleier skiltr en tour da vouez eur bobl doujus.
Hag ar peoc’h a renas er vourc’h ’hed ar zizun…
O sioulder diskuizus ! Dudiusoc’h n’eus nikun !
Azêt e-mesk ar c’hoad, pell diouz pep hent nevez,
Lennon a zo savet e-kichen ar menez.
’N he harz en em gaver a-wechou tremenet,
Hep sonjal eman tost, na zoken he gwelet.
En em guzat a ra. Pet n’ouzont he hano !
Lavaret e vefe eun aod gwerc’h heb lano.
N’he deus istor ebet. Graet eo he laouender
Gant tommder eur bann-heol ha kan an alc’houeder.
Enni c’hoaz merc’hed koz ’welan o kegeliat
Gloan pe ganab tilhet ’vid ezomm an tïad.
Bugale a c’hoari ’n eur prad war ziribin :
Daou anê a zo stag en eur c’hrogad gourin.
War ar c’hleuziou koadet ar gudon a c’hrougouz ;
Avalou ’ra al lez [1] da veur a c’hrac’hell blouz.
Leun a binvidigez eo he douarou tomm ;
Dirazo, souezet, oun bet gwelet o chom.
Setu perak ’ve d’in Lennon o vousc’hoarzin ;
Adveva ’ran eno va deveziou mintin.
Buan ’teuio an eur n’ez kwelin ken ’lïes,
Met atao, o Kêrig, ez po va c’harantez !