Dont a rae da goulz koan, skoazellet gant e vaz,
E dreid pounner a-stlej, eur bisac’h war e skoaz,
Da domma ’tal an tan o c’hedal ar zouben
A zebre gwall-ziaes, kement ’krene e benn.
Peurvuia e chome dic’her war e skabell
Beteg eur ar c’housked, pa zave ar mevel
Evid e gas d’ar c’hraou e-lec’h e rêr e fled [2]
Gant gwiskadou kolo a deil daou-gemented.
Antronoz, mintin-mat, hep laret grik, didrouz,
Da ergerzout ar vro e kuitae e blouz.
Eun dervez, er menez, azêt war lez an hent,
E chapeled ’n e zourn, e varvas ’vel ar zent.
Eno, n’eus ket pell c’hoaz, ’n eur waremm waskedet,
Eun tammig kroaz sapin, gant e gerent laket,
A zigase da zonj eus eun ene kristen
Galvet gant e Varnour pa oa deut e dermen.
N’her c’havan ken breman...... O envor ar Bleo koz,
Warnout ’vel war bep tra e kouez linsel an noz !