Mont d’an endalc’had

Ar Groaz Teo

Eus Wikimammenn
Imprimerie Francisque Guyon, 1922  (p. 107)



AR GROAZ TEO [1]
————

D’an Itron J. ar Gac.

’Kreiz an devalijen he gwelis er pellder,
Eur wech, en eur zistrei eus Berrien d’ar gêr.
Goude d’in beza gwaz ha dibreder a-walc’h,
E chomis sebezet ac’hano da Ginoualc’h.

Na piou ’ta, o kavout, en eul lanneg da noz,
Dasprenour ar pec’her war c’horre eul lec’h [2] koz.
A gredfe mont e-biou ’n eur gana pe c’hoarzin ?
Gwechall ne oa kristen na blegje e zaoulin.


————
  1. E Berrien
  2. Maen soun m’edo ar c’hiz gant Breiziz koz sevel anezan war ar beziou. Da genta e verked warno eur groaz. Diwezatoc’h e voe savet ar groaz war benn al « lec’h », hag e teuas ac’hane ar « Groaz keltiek ».