E Berrien

Eus Wikimammenn
Imprimerie Francisque Guyon, 1922  (p. 106)



E BERRIEN
————

Da Lôeiz Guyomarc’h.

N’eus e menez Arre gwelloc’h labourerien
Eget ar re a vev e-barz parroz Berrien.
Eun dudi eo o gwel’t, e-kreiz ar gwaremmou,
O trei douarou koz, o lifrsmma bommou !
Lavaret e vefe Booz gant e dïad,
Dindan lagad Doue, en e bark oc’h arat.
Ar wazed lezirek ’zo dibaot [1] en o mesk,
Dibaot c’hoaz ar beorien, ha n’eont ket war gresk.
E pep ti e vagont oc’hen ha kezeg mailt,
N’eo ket int-i a werz an dra a-berz o zad.
C’houek e kavont o bro ha c’houekoc’h c’hoaz o c’hlud :
Evito n’eus eurvad ’met e-kichen o zud.


Eno, evel gwechall, e virer ar giziou,
Ha dre gant ha dre vil, da niver a c’houeliou,
En em vod kenvroïz ’vid azeza ouz taol :
Pedomp n’ez afe ket ar voaz-se war zistaol !

Pa veves gant da rumm, e brud da yaouankiz,
E rene e pep kêr, e pep lec’h, ar seurt giz,
Er Reuniou, Gêr-Nevez, bete Pont-ar-C’houzig [2].
A-gevret e tebre ha paour ha pinvidig.
Evel-se en da vro etre an holl dïez
Kerkouls hag er maeziou e weler unvaniez.

Envor an Amzer-goz a zo fur he derc’hel ;
Bez’ ez eo evidomp eur skouer hag eur gentel,
Eur gwir leve zoken, herez hon gourdadou ;
Me hen laka e renk ar prizeta madou.

  1. Ral
  2. Maeziou eus Berrien