Mont d’an endalc’had

An avel

Eus Wikimammenn
Imprimerie Francisque Guyon, 1922  (p. 89)



AN AVEL
————

D’an Aotrou J. Philippe.

Karout ’ran an avel pa c’houez dre ar gwez bras,
Pa lak war va zôenn da zansal ar mein glas,
Pa storlok dor va zi ; pa gren gwer va frenestr
’Vel, e tremen ar Raz, gwern ha kerdenn eul lestr ;

Pa welan oc’h heja ar skourrou war ar c’hleuz,
An ed e-barz ar park ’giz eun aber e reuz ;
Pa zao, pa ziazez ar wagenn war al lenn ;
Pa bleg, el lanneier, ar brug hag ar raden ;

Pa vez ’us d’ar reier ar c’hoabr o c’haoliata
’Vel eur stroll marc’heien a-du d’en em ganna ;
Bran, pig, kement a nij, douget e-barz ar vann ;
Kerzet ’ra va spered war o lerc’h en aer splann.

Dreist-holl epad an noz e plij d’in an avel
Pa ven ’korn an oaled o tomma em skabel ;
O selaou he c’hlemmou, gourvezet em gwele :
’Karfen gwelet evrus neb a zo war vale.

’Vid ar vartoloded, evid an divrôad,
A-wechou dic’houdor, evit ar paour hep koad,
’C’houlennan gant Doue skoazell en o buhez ;
Evit va c’henvroïz e kresk va c’harantez.

Evel-se an avel a ro d’in da c’houzout
’Tlean d’ar pez a vev gouestla va holl c’halloud :
Ne deus gwir levenez pa c’houzanv mab an den
E korn pe gorn ar vro dienez pe anken.