Mont d’an endalc’had

Diskar-Amzer

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Diskar-Amzer (Ar Garrec).

Imprimerie Francisque Guyon, 1922  (p. 26)



DISKAR-AMZER
————

An diskar-amzer a goueze
Trist ha kudennek er mene,
Ha golei a rê war eun dro
Kouls ar c’halonou hag ar vro.

Dre gerzet ’hed an henchou-treuz,
Pa zaven va fenn ’us d’ar c’hleuz,
E welen kouerien er parkou :
N’anavezen ken o dremmou.

Ha dirazoun ’heje eun neiz
Goullo e-mesk ar skourrou leiz :
Al lapoused en doa maget
Diouzimp, ’m eus aon, o doa pellaet !

An diskar-amzer a goueze
Trist ha kudennek er mene,
O son kanv, anken ha dilez
A laka pep tra en enkrez.