SAPIN AR GWAREMMOU KOMPEZ
————
Greomp eur zell, kenvreudeur, ouz ar wezenn sapin
’Weljomp o tiouana en amzer hon mintin.
Dre zigouez e savas hec’h-unan er menez,
’Vel eur paour hep goudor, sioc’han en he buhez ;
Kannet gant an avel e kreskas disterik
E-pad ma vrasaemp e sioulder hon c’hêrig.
Digenvez war he c’hleuz he deus-hi gouzanvet
Morglao ha kaouadou, dindan eun oabl louet.
Tommder meur a hanvez he lakas da zec’ha,
Ha garventez ar goanv ken ’lies da skoana.
Greomp eur zell, Kenvreudeur, ouz ar wezenn sapin
’Weljomp o tiouana en amzer hon mintin.
Diouz he reuziou, deskomp ez eo mat er bed-ma
An eil war egile gallout en em harpa.
Unvaniez a zo nerz, eun dra ken talvoudek,
Dreist-holl en hon maeziou, evit peb amezeg.
Etrezomp, kenvroïz, penaos rei kaeroc’h skouer
Eget kengarantez ? Piou ’garfe he diouer ?
Ra bado keit ha ni ! P’hon diskaro an oad,
He c’houn a c’halvimp c’hoaz da zont d’hon luskellat.
Padus e voe hon zell ouz ar wezenn sapin
’Weljomp o tiouana en amzer hon mintin.
|
∞