Kêr Rolland, o kêrig, sonj ho peus eus an deiz,
Eun abardaez evel na gavin ken e Breiz,
E teuas d’am ambroug bete hent va farrez
Eur plac’hig skanv ha flour, flamm ’vel ar Wirionez,
A luc’he he lagad e-giz eur stereden,
A ruilhe war he c’hein rodellou bleo melen ?
Dic’houzvez a zafar ha pell diouz ar gevier,
Genel ha beva ’rês e c’houez al lanneier,
Bleunenn menez Arre soun ha soubl, krennardez,
’N he stumm, en he giziou, eur wir Gernevadez.
Bale a rên ganti a-hed ar menez Gwenn,
Luskellet dre he mouez, goustad, pleget va fenn,
’Pad ma koueze warnomp bannou heol Gwengolo
A roudenne al lann a liou hanter-varo,
Ma seblante plega d’ober d’ei allazig
Bodou brug ha raden, kouls bras ha bihanik.
— « Karantez eun devez ! » — ’zonjen ’n eur gimiadi,
Hag e wasken he dorn ’barz ma tec’hen diouti.
Mui n’he gwelis,
O tra griz !
A-boan he doa
Seitek vloa.....
Paouez, va fluenn,
En anken !
Gouelvan a druez,
Sav da vouez !…
Tud ha traou a gaver ha na dlefent tremen,
Met para war ar bed hep diskar na termen.
Yaouank, me o c’hrede krouet evit padout,
Beza atao karet, gallout atao karout !
Alas ! en douar-man, zoken e pep buhez,
Ne deus hep drouk-kemmesk eun eur a levenez.