Pelec’h ’man an amzer ma vevemp er Porz-Kloz [1]
Bugale a-gevret ’hed an de, ’hed an noz ?
Pelec’h ’man an amzer ma tiwallemp ar zaout
E gwaremou Flagous gant peb a groc’hen maout ?
Pa c’hoariemp el leur, pa ’z aemp hon-daou d’ar skol,
Ha, da goulz an neiziou, d’ar parkou, ken diroll ?
Pelec’h ’man an amzer ma ’z oa leun hon c’halon
A ganaouennou kaer, a zudi hag a zon,
Ma redemp pell du-hont, da Vrenniliz, Botmeur,
Sant-Herbot ha lec’h all, unanet ’vel daou vreur,
Ma tremenemp ’n hon bourc’h hon miziou hanv ken vag,
Laouen ha dibreder ha diouz pep nec’h distag ?
Ouzimp-ni hon c’herent ’oa ken madelezus !…
Ha diskouez Vaemp atao ez oamp trugarezus ?
Pelec’h ’man an amzer ma na oa ’n hon buhez
Nemet joa da veva, heb anken, heb enkrez,
Ma pellae diouzimp, evel eur vogedenn
Kement menoz tenval a ziouane ’n hon penn ?
Met perak hirvoudi ?… Ha n’hon defe abeg
Da gerzet dizere, dizaon, sart ha nerzek ?
Ni a dle kentelia neb a deu war hon lerc’h,
E gelenn, e zevel en eur stad krenv ha gwerc’h ;
Kaout ’vid ar vignoned, tremenet araozomp
Ar zell a garantez o deus bet evidomp.
Dalc’homp ’ta ’n hon c’hozni, beteg eur hon maro,
D’ar c’halonder a ra enor mibien hon Bro !
Mignon, bepred war-zao ! ’vel rec’hier hon mene,
Digeflusk ha fiziek e bolontez Doue !…