Boc’hig-ruz skol Mousteruz

Eus Wikimammenn
Imprimerie Francisque Guyon, 1922  (p. 129-130)



BOC’HIG-RUZ SKOL MOUSTERUZ
————

D’an Itron Mocaer.

E skol merc’hed Mousteruz,
’Weler eun dra souezus :
Eur boc’hig-ruz, noz ha deiz,
A ra enni e lojeiz.

D’ar beure, pa gav digor
Ar prenestrou pe an nor,
E nijo e-barz ar porz
Pe war douar al lïorz.

Echu gantan klask e voued,
E klujo war ar gloued,
Hag e kano, peurvuia.
O bravat alleluia !

Meur a wech e-pad ar skol
’N em lako war benn eur zol ;
Mud e jomo da selaou
Ar vestrez o konta traou.

O pigosat eur werenn
’Vit ’vo lezet da dremen,
E vez er-maez ar mignon
Pa glever gervel : « Itron ! »

Da vare ar yenïen,
Pep bugel a dap kelien,
Prenved, buzug munudik
Evit maga al loenig.

E kalon ar skolaerez
E sav ive levenez,
O c’houzout ’man al lapouz
E-pad an noz kousket dous.


Neuze ’lïes e lavar
Ar geriou-man ken hegar
A ziskouez d’ar vugale
Eur skouer vat, e gwirione :

« Gwechall e voe ken tener
« Ouz korf Jezus, hor Zalver,
« Ma tlefe beza meulet
« E kement korn ’zo er bed ». [1]


  1. Diouz m’ eman brud, en dije gwechall eur boc’hig-ruz sec’het e vruched gwad hor Zalver astennet war ar groaz.