Marc’h Salomon

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Imprimerie Francisque Guyon, 1922  (p. 125-126)



Marc’h Salomon
————

Da Salomonig Laniel.

’Vit pep loen ’vel pep den ez eus ’pad ar vuhez,
A-berz e zant patrom dishenveledigez :
Heman a zo karget da zervija ’n aotrou,
Hennez da labourat ’liesa er parkou :
’Vel-se marc’h Salomon [1], dre geinenn sant Herbot,
’Zikoure er maeziou, a rae enno e lod.
E hano ’oa Moji : livet ez oa e gwenn :
Beza ez oa tolpez hag ouspenn korbezenn.
M’am eus eun envor vat, e teue eus Landi
’Lec’h m’e werzas e vestr, koueriad e Ploudiri.
Met petra a ra ze ? Em bro eo e renkit
Gwelet Moji er stern vit gouzout e zellid :
E Kerberou-da-Nec’h, ’pad tri bloaz warn-ugent,
Er memes mereuri e kerzas war bep hent ;
Zoken n’oa er barrez na bourc’hiz na tieg
N’en doa e implijet ’vit eur chareadeg.
Ar parkou, da genta, a jomche sebezet.
Ma na glevjent : « Moji ! » e tu pe du hopet.
Kerkouls ne gerc’hed maerl ha ne raed douar koz
Hep na veze Moji ’n abaden bete noz.
Moarvat ec’h anave e holl dalvoudegez,
Rak, pa stanke eur marc’h e Sao-Bras ar menez.
Moji a zistaged da lakal en e blas,
Ha ma taolfec’h evez, — n’eo ket me hen kavas, —
Ez oac’h sur da intent en e c’hrizinkaden :
« Petra ’z oc’h, kezeg keiz ? Netra en va chichen ! »
Neuze ar vugale ’rôe d’han tammou kreun ;
Evitan, ’n o zogou e klaskent dour feunteun.
Ken habask ’oa outo m’o douge daou-ha-daou.
Sonj, o Salomonig ! pignemp warnan er c’hraou !
Sonj c’hoaz penaos, eur wech, bleinet gant da dad-koz,
’Tiskenne er roudou ’keit ma oad o c’hortoz,
« Hast affo, momeder ! » a laras da yontr Yann.
— « Ro peoc’h, ’ta, glabouser ! » a glevas ker buan.
Muioc’h-mui an tad-koz e loen mat a gare ;
Leun pe c’houllo e garr, morse n’hen re-gasje.

’N eur goza a-gevret e voe eur gwir zudi
O c’havout o kerc’hat e parkou tost d’an ti
Legumaj pe velchon, en hanv, evit ar zaout.
Tro-ha-tro e kleved : « Chom ’ta, va breur, va maout !…
Hag, en e garantez, hen loske d’ober droug,
Da zivega ar c’haol a zamme war e choug,
Ar pez a lakae atao, ar baotredou,
Pa zistrôent d’ar gêr, da gonta kalz bourdou.
An tad-koz da respont, en eur vont d’e wele :
« Pa wennao ho pleo ’furaot marteze.... »


Er maeziou, hen gouter, pa ve oajet an den,
’Vit al labouriou bras n’hen goulenner mui ken.
Er c’hiz-se an tad-koz hag e vignon Moji
Ne raent, eun tamm ’zo, ’met traou en-dro d’an ti.
Dinerzet ha treutêt, kollet gantan e vrud,
Moji a dremene, melkonius, difounn, mud…
Evel eur penedour… Kamma a rae gwasoc’h,
Diesoc’h e vouete, hag ivez nebeutoc’h.
N’ouzon perak eur wech e komzed, goude koan,
D’e gas d’ar c’hivijer da echui e boan.
Kerkent ha ma klevas an tad-koz ’zalc’has penn :
« O la, va zud, goustad ! ’Vit kaout, priz eur c’hroc’hen
« Me a rofe ma marc’h da gontell eur c’higer !…
« An dra-ze, kredit mat, ne vo graet em amzer.
« Bevet en deus aman : aman ’vo douaret,
« Pe me ne vin doujet !… Klevet ho peus, paotred ? »


Diwar an devez-se, en eur park, ’tal an ti,
’C’helled en eur dremen gwel’t Moji o peuri,
Gwall-gastiz, hir-vlevek, nemet war e fesken :
Enni ’doa ar zugell merket doun he rouden.
’N e gichen ma savjed hep sonj divrec’h eur c’har,
Raktal en em lake ’lec’h n’en doa bet e bar…
En eur gerzet d’ar skol hen galve pep paotrig,
Hag outo al loen paour a zelle klanvidig.
Eur mintin her c’havjod en ode o peukat…
Dirag e vestr mantret e serras e lagad.


Antronoz, er c’hovel, ne gomzed ’met a ze :
Holl o doa ’vit Moji eur ger a garante.

  1. Merour e Kerberou-da-Nec’h er Fouilhez, marvet er bloavez 1890.