Iskisat da welet eo Gwele ar Ramzed
Gant dent lemm an avel, ar glao, ar skorn kleuzet !
Krenvoc’h eget ar maen eo, eta, an amzer
P’eo gwir e teu a-benn da renvia ar reier,
D’o lakat da ruilha tamm-ha-tamm er ganien,
Da stanka al lennou, da stouva pep lagenn.
Koulskoude, ar vuhez n’eo ket hepken garo :
Krouïdigez dalc’h-mat ’gaver ’tal ar maro ;
Ma ’z a kalz traou da get ’n em ziskouez re nevez ;
Bepred e korn pe gorn e sav talvoudelez.
Pleget dindan an oad, deut gwezen dizeliet,
Na glemmomp ket eta ; gant re-all ’vimp heuliet.
Nerzek, gwanik, toc’hor, greomp diouz hon doare,
Ha lakomp hon fizians e Madelez Doue.
Setu va menoziou e Gwele ar Ramzed,
’N eur adkemer va hent, tost an heol da guzet ;
War dorgenn Sant-Mikael e tarze ken dispar
Ma chomis gourzavet, diskabell, dilavar.