Mont d’an endalc’had

Eul Leonad koz en e zouarou

Eus Wikimammenn
Imprimerie Francisque Guyon, 1922  (p. 40)



Eul Leonad koz en e zouarou
————

Eur zulvez d’abardaez, e maeziou Sant-Kadou,
E-tal ar mengleuziou, e gorre ar madou [1],
Gant eul Leonad koz, e raen eun dro-vale.
Va faeron, den a bouez, a gare kalz dale :
Douar, loen, amezeg, ’oa vitan digarez
Da ober eun ehan it meuli e barrez.
War dailher e gazeg, lorc’hek ’taole e zorn,
Hag an oc’hen oazus ’zirede a bep kom ;
Er parkou ed ha kaol en eur vralla e benn,
E pare e lagad war drevad an ervenn.
Kemend a levenez en e gêr a gave
Ken n’oa den eürusoc’h egetan er mene.


  1. Em bro, an holl douarou.