Petra eo ar vuhez ’met dispartiou garo
Da c’hortoz ma tinto son lezou ar maro ?
Lennit, eta, kentoc’h ! En va bourc’h, eur bloavez,
E laren kenavo, breman ’zo dek hanvez,
Pa gemeras va dourn eur c’hreg yaouank eurus,
Gwir vestrez-vereuri, karet, karantezus :
« Ma varvan araozout, deus d’am c’has d’ar vered ;
Piou, eta, am heulio ’met ar re ’m eus karet ?
Me ’yelo d’az ambroug mar fellfe da Zoue
E teufes da dremen e-keit m’am bo buhe !.... »
Daou viz diwezatoc’h e rôer d’in d’anaout
Eur maro glac’harus o paouez c’hoarvezout :
Va c’henvrôadez kaez, enor, skouer e fennkêr,
Joa he zud, he farroz, d’ar vered a zouger.
Ganti, em c’horn-douar, e varve eul lignez
Anvet a hir-amzer e kreisteiz ar menez…
’N eur bedi war he bez, e kleven goustadik
O son eur vouez krenus, hiboudus, disterik.
Me ’gred e lavare : « Doun ez oa da c’hlac’har
Pa deuas d’it kelou ’oan kaset d’an douar.
O ! kendalc’h da zonet, bep bloaz da vihana,
Pa zistroï er vro, aman da zaoulina.
Pell eo aet va c’herent. Pa vêr bet mignoned
N’ez eus netra tristoc’h ’get beza dilezet.
D’in ar vuhez ’oa c’houek ! Du-man, e ti va zad,
Ne gaven ’n e genver ’met amezien vat.
Gant feiz en deiz-da-zont ha kalon e pep tra
E klaskis penn-da-benn ober ’vit ar gwella,
Oc’h esperout eur mab gant va spered c’hoantêt.
Perak e barr va oad ez oun-me bet falc’het ?
Va daoulagad serret ’welint mui an deiz sklêr :
Evidoun da viken ’reno an tenvalder,
Ar venien, al latar, kement direizamant
’Ra d’an den sebeliet kavout nec’h ha damant.
Evidout pa chomez war va lerc’h er bed-man,
Bev pell c’hoaz gant da re… Pegement o c’haran !
Ar vuhez a zo mat… Ra vo miret da dud !
Klemm ac’hanon ! marvet ! disher ! e-kreiz va brud !… »