Gwelet a ran va amezeg
O c’houezi ’r vegin ’n eur brezeg,
Peurvuia e vanchou tronset
War e zivrec’h gwaziennet,
En-dro d’e gorf eun tavancher
Penseliet, graet a bell amzer ;
Na bihan, na bras, stummet start,
En eur ger eun doare krennard,
Sed aze an envor am eus
Eus eun den yac’h evel ar beuz.
Eus ar boan d’ezan am eus graet
C’houlennan beza pardonet.
⁂
Bugel, ’laren en eur dremen
’Tal e c’hovel pe ’n he c’hichen :
« Gwigour, gwigour, begin dorret !
Gwigour, gwigour, begin bourset ! »
Neuze, ar paour kêz marichal,
Karget a zroug, leun a wad fall,
War e dreuzou deut gant rezon,
A doue, a grie : « Fripon ! »
⁂
D’ar c’hog kerkent ha ma kane,
E anvez prest a responte ;
Leshanvet e oa « Kloc’h an deiz » ;
Diêzet en deus meur a neiz,
Rak gwaz ’n e wele ’dlee chom
Pa zeraoue [1] skei war an tomm.
⁂
’Pad an hanv, e zouben lonket,
Alïes e tebre e bred
E kostez e di war eur mên :
Hep kaozeal ’dremenje den ;
Ha, da eun eur, pa ’c’h aen d’ar skol,
’Oan sur da glevet e vorzol.
’Ti ar marichal e kaved.
Pa veze glao, tud dastumet,
Renket darn eus e ostizien,
Niver eus e amezeien,
E-barz ’n o bruched o daouarn,
Pe o tana gant eun houarn.
An teodou, avat, ’yê en dro
Diwar-benn kelachou ar vro.
Ma tibun ar merc’hed er stêr,
Ar c’hovel ivez ’glev traou kaer :
Bommou demeus ar re vrasa,
Marvailhou ar re fentusa,
Rimadellou ha lavariou,
Prijou ar marc’had, ar foariou,
Stumm ar c’hezeg, ar zaouteier,
Stad ar prajou, ar parkeier.
⁂
E wreg a oa e holl sikour
Met ’lïes er-maez ’doa labour.
Neuze, ’vit rei dao war an tomm
Da c’hortoz n’en doa ket ezomm :
Nebeut pe nebeut er penn-kêr
Pep-hini diouzomp ’oa skôer.
⁂
Sklerijennet ’weled ar c’hôl
Pa vezed e lec’h all ouz taol.
Ar goanv deut, e-barz e di kloz
An anvez sklintine bemnoz.
Sonj am eus penôs, d’ar zadorn,
Yaouank ’roen d’ezan an dorn
’Vit lemma e filzier-aoten
Klasket ’balamour d’o neuden.
⁂
Konter dre natur, d’ar mignon
E tizolôe e galon.
Evel-se e klevis gantan
Ar pez a ziskuilhan aman :
O tec’het ’oa diouz e vestrez
P’e gavas e foar ar Fouilhez ;
Eur chechadig war e chupenn
A droas tu ’vit tu e benn.
Kinnig a reas eur banne :
Hi hag hen mat en em gare.
Eur miz goude, stag da viken,
E kouskent dindan he zôen.
Dre veva en eur aer noazus,
Pell diouz an heol madelezus,
En e wella brud e klanvas
Ha meur a viz en em stlejas,
Tenval e benn, holl dinerzet,
Aman hag ahont azezet…
Eun devez d’in e lavaras :
« Na glemm morse war an trabas.
Trist eo chom hep ober netra,
Hep gallout gounit e vara.
Er bed ne deus ’met eun tenzour :
Her c’havout a ri el labour…
Ma vije va ziad savet,
Me ’c’houlennfe beza sammet. »
⁂
Ar maro ’skoas war e zor ;
Abaoe eo chomet digor.
⁂
’Lec’h, bihanik, war ar skabell,
’Sec’hen ’wechou va diwaskell,
Ez eus breman eun ti bennak ;
N’oufen ’ve outan den gwall-stag.
Met ar c’hovel, bet dilezet,
D’in priz ar vuhez ’deus desket.
Marteze meur a hini all
’Deus miret da drei en hent fall.
|