Sant Koz ar Feunteun
————
D’an Aotrou Com, person Lennon.
O tremeniad, salud, en de evel en noz,
Ar feunteun ’lec’h e vez unan eus hon zent koz.
Eno, tost d’an elestr, e sav e zremm varvek ;
Da dud ar maeziou eo ar gwella amezeg.
’Keit ma reno warno, en o c’hreiz, ’n o spered,
Ar reol heuliet gantan ne vo ket dilezet.
E-barz en e neiz maen, dindan ar wall-amzer,
’Giz eur c’houer [1] e c’houzanv glao, skorn, erc’h ha tommder.
Henvel outan, eo bet eun den a galon aour
’Vevas en izelder, peurvuia ’n eur stad paour.
Gant-se, dirag Doue, eo krenv da rei sikour
D’an holl diegeziou ha da bep tamm labour.
⁂
Aotrou Person, c’houi ’oar, e-barz e ti Doue
Pep kristen a zeraou [2], a echu e vuhe,
Hag emoc’h o tastum hon zent koz prenvedet
E palez an Hini o deveus azeulet [3].
Ken galloudus ez int e gloar e Varadoz
Ma hen digorint d’eoc’h gant o gwella bennoz.
Da c’hedal, e kouskfet e-kichen ho kavell
’Lec’h ez oc’h bet ganet, e-kreiz Kerne-Uhel,
’Lech m’eo ganet ho re, ’lec’h m’eo marvet ho tud,
’Lec’h ma vevit karet, ’lec’h ma talc’hor ho prud.
|
■