Penaos karet Jezus-Krist/a-bezh
Jezus-Krist a dle beza karet evit ar garantez en deuz bet o c’houzanv evid-omp kemend-all a boaniou war ar groaz.
|
1. — Karet Jezus-Krist hon Doue, hor Zalver, hor mad dreist pep mad, setu ar zantèlez holl, n’euz guelloc’h na santeloc’h stad. « Piou-bennag a gar ac’hanoun, eme Jezus-Krist, a vezo karet gant va Zad : Va Zad a gar ac’hanoc’h, o veza ma ho peuz karet ac’hanoun-me. » — « Darn zo, eme Zant Fransez a Zal, hag a gav d’ezho en em gastiza a zo ar zantèlez vrasa ; darn all a gav d’ezho pedi eo ; lod a laka tostaat aliez oc’h ar zakramanchou eo ha lod all ober aluzen : fazia a reont ; ar zantela stad a zo karet Doue euz a greiz ar galoun. Ar garantez, eme an Abostol sant Paol, a laka an holl vertusiou enn unan hag a vir mad anezho, hi a laka an den da veza santel. Karit Doue, a lavar sant Augustin, ha grit a garoc’h ; ar garantez, oc’h ho kelenn, a viro er-vad na reoc’h netra a-gement a zisplichfe d’ezhan ; lakaat ac’hanoc’h a raio da ober kement tra a gar Doue. »
2. — Ha penaos e vemp-ni evit miret na ve Doue karet gan-e-omp euz a greiz hor c’haloun ? A-viskoaz en deuz karet ac’hanomp. « Bugale an dud, eme an Aotrou-Doue, gwezit er-vad eo me am beuz karet ac’hanoc’h da genta. Ne voa ket c’hoaz ac’hanoc’h, ar bed-man holl zo-ken ne voa netra anezhan, hag evelato me a gare ac’hanoc’h. Ho karet a ran abaoe ma ’z oun Doue ; karet em beuz ac’hanoc’h abaoe m’am beuz en em garet va-unan. » Ne d-eo ket eta heb abek e lavare santez Agnez, pa voe kinniget eur pried d’ezhi : « Kement tra a zo krouet n’ho deuz gwir e-bed war va c’haloun ha netra da c’hortoz digan-en ; da Zoue, va Aotrou, en deuz va c’haret da genta, en deuz karet ac’hanoun a-viskoaz, d’ezhan hep-ken eo va holl c’harantez. »
3. — An Aotrou-Doue, o welet e vez gounezet kaloun an den gant ar madelesiou, a falvezaz d’ezhan rei kement anezho d’e-omp ma savche rag-êeun hor c’haloun war-zu enn-han. Setu perak e lavar : « Me a stage an den gant liammou ar garantez », hag al liammou-ze a zo ar vad a skuill war an dud. Digant Doue en deuz bet an den eun ene great hevel oc’h Doue he-unan, eun ene hag a c’hell kaout sonj, en deuz skiant ha gwesiegez. Digant Doue c’hoaz en deuz bet an den eur c’horf hag a zo skiantchou enn-han. Dre garantez oc’h an den eo ez eo bet great gant an Aotrou-Doue an nev, an douar, ar mor, ar menesiou, an traoniennou, ar c’hompezennou, ar veingleusiou, ar gwez, al louzeier, al loened a hep rumm, enn eur ger, kement tra a zo ; hag evit kemend-all a vadelesiou en deuz great e-kever an den, an Aotrou-Doue ne c’houlen digant-han nemet anaoudegez vad, me lavar, karantez he galoun.
« O va Doue ha va Aotrou,eme zant Augustin, kement tra a welan, kement tra a zo a gomz ouz-in hag a gelenn ac’hanoun da garet ac’hanoc’h-c’houi, o veza ma lavar pep tra d’in ez eo dre garantez ouz-in ez int bet great gan-e-hoc’h. » An Tad abad Ranse, an hini a zavaz da genta leandi an Drapisted, pep gweach ma selle oc’h an torgennou, oc’h an eienennou, oc’h al laboused, oc’h ar bokedou, oc’h ar stered hag oc’h an nev, a groge enn he galoun evel eun tan kre, tan karantez Doue.
4. — Santez Madalen a Bazzi, pa zelle oc’h eur boked, a zante karantez Doue o tomma he c’haloun hag a lavare : « O veza m’en deuz Doue karet ac’hanoun, eo bet a-viskoaz he vennoz da ober ar boked-man. » Kement-se a ioa evit-hi evel eur flamm-tan a garantez a iea doun enn he c’haloun hag a lakea anezhi da veza muioc’h-mui a-unan gant Doue.
Santez Thereza, pa wele eur wezen, eur c’houer, eur prad, eun eienen, ne gave ket d’ezhi e devoa a-walc’h a garantez ouz Doue, pa en devoa great an holl draou kaer-ze evit beza karet gant hi. — Eun ermit santel a gave d’ezhan e klève mouez ar ieod hag ar bokedou a wele o rebechi d’ezhan ne gare ket a-walc’h an Aotrou-Doue, hag e lavare d’ezho : roit peoc’h ; dizanaoudek oun, ,eme c’houi, ha lavaret a rit d’in ez eo dre garantez ouz-in eo en deuz Doue krouet ac’hanoc’h ha ne garan ket anezhan e kement-se ; ia, klevet mad a ran ac’hanoc’h : roit peoc’h, ha n’am zamallit ken !
5. — Evit beza karet gan-e-omp euz a greiz hor c’haloun, an Aotrou-Doue he-unan a zo en em roet holl d’e-omp ; Doue, an Tad, a zo a-viskoaz da viken, en deuz roet d’e-omp he Vap ker, he Vap he-unan. Dre ar pèc’hed, e voamp maro holl, ne voa mui gras e-bed evid-omp ; neuze, evit lavaret evel an Abostol sant Paol, an Aotrou-Doue, dre garet ac’hanomp muioc’h eget na voa dleet d’ezhan, a zigasas d’e-omp he Vap ker-meurbed, evit paea hon dle ha rei d’e-omp buez ar c’hras, kollet dre ar pec’hed. Rei a ra d’e-omp he Vap, ha n’en deuz trugarez e-bed out-han, evit beza trugarezuz enn hor c’hever-ni ; gant Map-Doue, Doue ha den he-unan, ez eo deut d’e-omp ar c’hras, ar garantez hag ar Baradoz. Evelato an holl vadou-ze, peger braz-bennag int, a zo koulz ha netra e-skoaz Jezus-Krist, Map-Doue.
6. — Jezus-Krist, Map-Doue, a zo ive en
em roet holl d’e-omp, dre garantez ouz-omp,
evit prena ac’hanomp dioc’h ar maro da-viken ;
evit gounit d’e-omp a-nevez ar c’hras hag ar
Baradoz a ioa eat da goll, ez eo en em c’hreat
den hag ez eo eat evel da netra. Mestr ar bed
a zo en em izeleat bete dont da veza hevel oc’h
eur sklaf, bete gouzanv ar poaniou a stag oc’h
an dud war an douar.
7. — Eun dra souezusoc’h a zo c’hoaz : Jezus a c’helle savetei ac’hanomp hep mervel hag hep gouzanv poan e-bed. Evelato, gwell eo bet gant-han kaout poan, beza goapeat ha disprizet, mervel zo-ken dre eur maro kriz ha mezuz, mervel war eur groaz evel eun den fallakr hag eun torfedour braz. Ha perak eta, pa ne voa ket red, ez eo bet falvezet d’ezhan kaout kemend-all a boaniou ? O veza ma kare ac’hanomp ha ma falveze d’ezhan diskouez d’e-omp peger braz e voa he garantez, o c’houzanv evid-omp ar pez n’en divije gouzanvet den birviken.
8. — Evel-se sant Paol, an Abostol braz, leun a garantez ouz Jezus-Krist, en deuz lavaret : « Karantez Jezus a c’hwask, a vroud ac’hanomp, evit rei d’e-omp da anaout ez omp dalc’het da garet muioc’h Jezus-Krist, evit ar garantez en deuz diskouezet o c’houzanv evid-omp, eget evit ar poaniou braz en deuz bet. » Sant Fransez a Zal a lavar war gement-man : « Gouzout en deuz Jezus-Krist, hon Doue, karet ac’hanomp bete mervel evid-omp war ar groaz, ha ne d-eo ket a-walc’h evit lakaat hor c’halounou evel dindan gwask, ha santout eun dra o voustra war-n-ezho hag o lakaat ar garantez da strinka anezho seul-vui ma vezont gwasket startoc’h ? » Kemeromp eta ar groaz, briataomp anezhi ha dalc’homp mad d’ezhi beteg ar maro, evit ma varvimp gant an Hini a zo falvezet d’ezhan rei he vuez dre garantez ouz-omp. Ia, briataat va c’hroaz a rin, a dlefe lavaret pep-hini ac’hanomp, ha birviken ne zilezin ar groaz-se ; war-n-ezhi e varvin, evel ma ’z eo marvet va Doue. Eun tan hep-ken a losko ar c’hrouer hag he grouadur dister ; netra e-bed birviken ne raio d’in mont diout-han. o karantez Doue, va ene a glask hag a ziviz ac’hanoc’h evit-han da virviken ; deut, Spered-Santel, deut ha krogit em c’haloun tan glan ha santel ho karantez. Pe garet pe mervel, mervel da bep karantez all, evit beva gant karantez Salver an eneou. Grit ma kanin da virviken : bevet Jezus, Jezus a garan ! bevet Jezus va c’harantez ! Karet a ran Jezus a zo beo a-viskoaz da virviken.
9. — Jezus-Krist a gare kement an dud, ma en devoa mall da welet o tont an amzer ma varvche, evit diskouez d’ar bed peger braz e voa he garantez. Epad he vuez e lavare : bez’ e tlean beza badezet em goad, ha mall am beuz e ve deuet va amzer da vervel, evit ma roin da anaout d’an dud pegement e karan anezho. Evit-se sant Iann, o komz diwar-benn an nosvez ma ’z eaz hor Zalver enn he Basion, a lavar e c’halve Jezus ar mare-ze he amzer, o veza ne c’hoantea netra e-bed kement hag ar mare ma tlie mervel, evit rei d’an dud ar merk diveza euz he garantez, o vervel evit-ho war ar groaz, he ene beuzet enn eur mor a c’hlac’har.
10. — Ha petra a ioa eta o lakaat eun Doue da gaout c’hoant da vervel stag oc’h eur groaz, e-kreiz etre daou laer hag enn eun doare ker mezuz, enn noaz koulz lavaret ? Ar garantez. Ar garantez-se ne zell ket piou eo an hini a zo karet gant-hi, ne glask nemet beza anavezet. Ne d-eo ket eta heb abek e lavare aliez sant Fransèz a Baol, dre ma selle oc’h ar groaz : « O karantez ! o karantez ! o karantez ! » Evel-d-han, ni holl a dlefe lavaret ive, pa welomp Jezus stag oc’h ar groaz : o karantez ! o karantez hep ment e-bed !
11. — Ma na ve ket ar feiz o teski kement-se d’e-omp, piou a ve evit kredi e ve bet falvezet gant eun Doue Holl-C’halloudek, eun Doue euruz-meurbed ha mestr war gement so, karet an den gant eur garantez ker braz ma’z eo bet eat evel er meaz anezhan he-unan. « Gwelet hor beuz ar Furnez he-unan, ar Verb a zo hag a vezo, evel kollet he skiant gant-han dre garet re an dud, eme zant Laurans Justinien. » Evel-d-han ive a lavare, eun deiz, santez Mari Madalen a Bazzi, eat a spered enn nev ha krog enn eur groaz koat : « Va Zalver Jezus, ho karantez ouz-omp a zo ker braz, ma kollit ho skiant. » Ia, va Jezus, lavaret a ran ha lavaret a rin ez oc’h deut diskiant, dre ar garantez ho peuz ouz-omp. « Nan, nan, ne d-eo diskiant Jezus, eme sant Denez, diskiant ne d-eo ket, o veza ne d-eo ket karantez Doue evit miret d’en em rei holl d’an hini a zo karet gant-han. »
12. — Ma sellfe piz an dud oc’h Jezus stag oc’h ar groaz, mac’h evesafent er-vad peger braz eo he garantez ouz pep-hini anezho, e tommfe ho c’halounou, eme zant Fransèz a Zal, oc’h tan-flamm ar garantez a zo kroget evit-ho e kaloun hor Zalver. Ha pegen euruz ne vent-hi kot neuze o welet enn ho c’haloun an tan hag a zo e kaloun Doue ! Pegel laouen ne vent-hi ket o veza a-unan gant Doue dre liammou ar garantez !
Sant Bonavantur a lavare ez ea gouliou Jezus-Krist dre greiz ar c’halounou kaleta hag e lakeant da domma an eneou iena. Gwir a lavare : peger kre eo ar garantez a strink euz a c’houliou Jezus, pa c’houliont ive ar c’halounou ar re galeta ! Hag a dan hag a fô a zo enn-ho, pa dommont an eneou iena ! Hag a liammou, enn eur ger, a ia euz a gostez hor Zalver da staga kalounou ar bèc’herien !
13. — An den mad Iann Avila a gare kement Jezus-Krist, ne voa ket evit prezeg gweach ebed hep komz euz ar garantez en devoa Jezus-Krist ouz an dud. Lakeat en deuz dre skrid, enn eul levr a zo he hano Karantez hor Zalver, traou ker kaer ma kav d’in ez eo mad lavaret ama darn anezho. Setu eta.
14. — Va Zalver ha va Doue, c’houi ho peuz karet an den gant kement a garantez ma ’z eo en tu all d’am nerz miret na ven evit karet ac’hanoc’h. Ho karantez a gamer ar c’halounou dre nerz, eme an Abostol sant Paol : karantez Jezus-Krist a stard war-n-omp. Ar garantez vras-se en deuz Jezus-Krist oc’h an dud a ziouan hag a zired euz ar garantez en deuz oc’h Doue, he Dad. Da ziskouez kement-se e lavaraz goude ar Goan-Fask : « Evit mac’h anavezo ar bed holl e karan va Zad, savit ha deomp. — Da be-leac’h, eme he ziskiblien ? — Da vervel war ar groaz evit an dud. »
15. — Den ne ve evit kredi peger flamm ha peger kre eo tan ar garantez a zo e kaloun Jezus. Ma vije bet eur gourc’hemen d’ezhan mervel kant gweach el leac’h eur weach, kant gweach e vije bet marvet evit an dud, kement e kare anezho ; hag el leac’h mervel eur weach hep-ken evit an holl, ma vije bet eur gourc’hemen d’ezhan mervel evit pep-hini anezho, evit pep-hini e vije bet marvet. El leac’h choum beo epad teir heur oc’h ar groaz, ma vije bet red d’ezhan choum out-hi bete deiz ar varn, enn he galoun e voa a-walc’h a garantez evit gouzanv epad keid-all a amzer. Bez’ e c’heller eta lavaret e voa kalz brasoc’h karantez Doue evit na voa he boaniou. O karantez va Doue, ha c’houi a zo braz, ha brasoc’h zo-ken evit na c’houfe den kredi, o welet ac’hanoc’h, va Jezus ! Ho koad hag ho kouliou, evit-ho da ziskouez anat ez eo braz ho karantez, ne ziskouezont ket e gwirionez petra eo hed-da-hed ; ar gouliou-ze a ziaveaz ne d-int netra e-skoaz da dan-flamm ar garantez a zo diabarz ho Kaloun Zakr. Rei ar vuez evit eur mignoun a zo diskouez d’ezhan ar garantez vrasa ; kement-se ne d-eo ket c’hoaz a-walc’h da Jezus-Krist evit diskouez he holl garantez.
16. — Ar garantez-se a zistag an holl eneou mad dioc’h an traou krouet hag ho c’has er-meaz anezho ho-unan. Ac’hano e teu d’ezho an er-ze, ar garantez vras-se hag ar c’hoant ho deuz da veza merzeriet, an dudi ho deuz e-kreiz ho foaniou, ar mall ho deuz da gaout ha da c’houzanv ar pez a laka nec’h ha spount e kaloun tud ar bed. Sant Amgroaz a lavar : gloar ar c’hristen mad a zo o tougenn war-n-ez-han he-unan merkou kroaz Doue.
17. — Ha penaos, o va Doue, e c’hallin-me rei d’e-hoc’h netra hag a dalfe ho karantez vraz-meurbed ? Dleet e ve rei goad evit goad. Plijet gan-e-hoc’h eta e c’hallfen-me skuilla va goad evid-hoc’h war ar groaz a vriataan ! O kroaz sakr, digemerit ac’hanoun etre ho tivreac’h ! Kurunen galet, digorit, digorit frank evit ma c’hellin lakaat va fenn e-kichen penn va Zalver ! Ha c’houi, tachou lemm ha kriz, deut buan er meaz euz a zaouarn glan va Doue, deut d’am zoulla bete poull va c’haloun, evit ma ’z aïo doun enn-hi ar c’hlac’har hag ar garantez ! Marvet oc’h, eme zant Paol, evit beza Roue dre ar garantez war ar re veo ha war ar re varo.
18. — An nerz euz ho karantez, an nerz-se a zistag ar c’halounou diout-ho ho-unan, bez’ e deuz ive torret ha teuzet ar skourn a ioa enn hor c’halounou-ni, va Doue ! ha breman eo beo enn-ho tan ho karantez. Mesvit, mesvit anezho gant gwin ho koad sakr, kreskit enn-ho ho tan amm, evit ma vezint teuzet gant ho karantez. Ho kroaz, Aotrou va Doue, a zo rouanez ar c’halounou : grit mac’h anavezo an holl eo perc’hen va c’haloun-me. O va Jezus ha va fl c’harantez, ha petra hoc’h euz-hu great ? Deuet oc’h evit va farea, ha setu em oun evel pa em be bet eun taol digan-e-hoc’h em c’haloun ; deut oc’h evit deski d’in beva er-vad, ha setu em beuz evel kollet va spered. o ! mar d-eo ho karantez eo am laka evel fall ha diskiant, eurusa follentez ! fura follentez ! Grit, Aotrou va Doue, ma vezin evel-se epad va buez hed-da-hed ! Kement tra a welan oc’h ar groaz a lavar d’in karet ac’hanoc’h, o va Jezus ! ar c’hoat, gouliou ho korf sakr, ha dreïst pep tra ho karantez a zesk d’in karet ac’hanoc’h muioc’h-mui, ho karet hep ankounac’haat ac’hanoc’h birviken.
19. — A-raok karet Jezus gant eur wir garantez, ez eo red klask an hent mad, ha setu penaos, eme zant Thomaz, e teuimp a-benn da gemeret an hent-se. Da genta, ez eo red e ve atao dirak hon daoulagad madelesiou Doue e-kever an holl hag enn hor c’hever hon-unan ; d’an eil, lakaat evez ema an Aotrou-Doue bepred o c’hober d’e-omp eur vad-bennag, ne baouez da garet ac’hanomp hag e fell d’ezhan, d’he dro, e ve karet ive gan-e-omp ; d’an trede, diouall mad ouz an distera tra a ve da zisplijout d’ezhan ; d’ar pevare, dilèzel holl draou an douar : ar madou, an enoriou hag holl c’hoantegesiou fall ar galoun. An tad Tauler a lavar c’hoaz : « Kaera a zo evit karet Jezus-Krist gant eur wir garantez eo lakaat ar spered da choum hep distrei diwar he boaniou evid-omp. »
20. — Trei hor spered war boaniou hor Zalver a zo, e-touez an oll bedennou santel, ar wella, an denerusa, an hini a blij muia da Zoue, hag a re ar muia laouenedigez da galoun ar pèc’her hag ar muia karantez d’ar c’halounou tener. Euz a be-leac’h e teu d’e-omp-ni kement vad hor beuz, nemet euz a groaz hor Zalver ? Euz a be-leac’h hor beuz-ni fisianz e vezo lamet hor pec’hejou hag ez aïmp d’ar Baradoz ? Euz a be-leac’h e teu d’e-omp nerz a-eneb an temptasionou, euz a be-leac’h ar sklerijen, ar garantez hag ar c’hoant hor beuz da zistrei oc’h Doue nemet euz a boaniou hor Zalver ? Abek en doa eta an Abostol sant Paol da lavaret ez eo eskumunuget an hini ne gar ket Jezus-Krist.
21. — N’euz netra hag a ve ker mad da lakaat eun ene da zont da veza santel, eme sant Bonavantur, evel ma’z eo pedi a galoun ha gant preder war Jezus-Krist stag oc’h ar groaz ; alia a ra ac’hanomp da bedi bemdez evel-se, mar fell d’e-omp e kreskfe karantez Doue enn-omp ; sant Augustin a gred e kresk muioc’h dirak Doue ar mad a zo enn-omp, o skuilla eur berad daelou hep-ken war maro ha gloasiou hor Zalver, eget na greskfe o iun bemdez diwar bara ha dour. Dre-ze e welomp n’ho deveuz bet ar zent ken preder nemet da bedi ha da ouela e-c’harz treid ar groaz. Setu penaos ez eo deut sant Fransez Asiz da veza evel eun eal war an douar. Eun dervez ma rede stank an daelou euz he zaoulagad, unan-bennag a c’houlennaz out-han perak e ouele :
« Gouela a ran, eme ar zant, war ar poaniou hag ar vez en deuz bet va Zalver da c’houzanv ; hag ar pez a c’hlac’har muia va c’haloun eo gwelet ez eo ankounac’heat gant an dud, gant ar re en deveuz bet kemend-all a boaniou evit-ho. »
Neuze he zaelou a ziredaz ker stank, ma lakeaz ive da ouela an hini en devoa goulennet an dra-ze out-han. Ar zant-se a ouele o klèvet eun eon o klemm war-lerc’h he vamm, pe evit eun dra-bennag all disteroc’h c’hoaz ; neuze e teue da zonj d’ezhan euz a boaniou Jezus-Krist. Bez’ e voa klanv eun dervez, pa voe lavaret d’ezhan lenn eul levr mad-bennag. Va levr, emez-han, a zo Jezus oc’h ar groaz. Setu perak e kelenne atao ar re a ioa dindan-han da zonjal bepred e poaniou hor Zalver, rak piou-bennag ne deu ket he galoun da domma gant karantez, o welet Jezus oc’h ar groaz, hen-nez, eme-z-han, ne garo Doue birviken.
Jezus va Doue, tremenet ho peuz tri bloaz ha tregont e-kreiz al labourou hag ar poaniou, roet ho peuz ho koad hag ho puez evit savetei an holl dud, enn eur ger, ne d-euz netra na vent bet great gan-e-hoc’h evit beza karet gant an dud. Hag hi o c’houzout an dra-ze, penaoz e c’hellont-hi c’hoaz choum hep karet ac’hanoc’h ? An dud-ze dizanaoudek a zo anezho evelato, ha me zo-ken a zo gant unan anezho. Keuz am beuz, o va Jezus ; bezit truez ouz-in ! Va c’haloun a roan d’e-hoc’h evit an droug am beuz great enn ho kever ; kinnig ha rei a ran anezhi d’e-hoc’h, o va Doue. Mar d-oun bet dizanaoudek, hag ez oun ’bet, keuz ha glac’har am beuz brema. Ia, keuz am beuz, hag ho karet a ran euz a greiz va c’haloun. O va ene, kar eun Doue a zo bet liammet evel eun torfedour, skourjezet, goapeat ha staget oc’h eur groaz evit da zilvidigez. Ia, va Zalver ha va Doue, karet a ran ha karet ac’hanoc’h a fell d’in da virviken ; grit ma talc’hinn sonj mad euz ar poaniou ho peuz gouzanvet evid-oun ha na ankounac’haïn ket ive dont d’ho karet.
Liammou sakr, c’houi ho peuz staget Jezus, va Zalver, stagit ac’hanoun ive stard oc’h Jezus ; drein spern a ioa eat e penn Jezus tro-war-dro, toullit doun va c’haloun ha grit ma karin Jezus evit mad ; tachou kalet a dreuzas treid ha daouarn Jezus, stagit ac’hanoun oc’h ar groaz, evit ma vevin ha ma varvin a-unan gant Jezus. Goad sakr Jezus, mesvit ac’hanoun gant karantez va Doue ; maro Jezus, grit ma varvin da c’hoantegèsiou an douar. Treid va Zalver, briataat a ran ac’hanoc’h, tennit ac’hanoun euz an ifern, rak eno, siouaz ! ne ven mui evit karet ac’hanoc’h, o va Jezus, c’houi a zo ker mad ; saveteit ac’hanoun ha grit ma vezin atao a-unan gan-e-hoc’h, mirit na bellaïn morse diouz-hoc’h. Gwerc’hez Vari, mamm va Zalver, astennit ho tourn da eur pèc’her paour en deuz c’hoant da garet he Zoue ; en em erbedi a ran ouz-hoc’h, roit nerz d’in dre ar garantez ho peuz oc’h Jezus.
Pegement e tleomp karet Jezus evit ar garantez en deuz diskouezet d’e-omp o lakaat ar Zakramant Santel euz an Aoter.
|
1. — Hor Zalver, o c’houzout e voa deut he amzer, a falvezaz d’ezhan, a-raok mervel, lezel war he lerc’h ar merk brasa a gavaz da ziskouez he garantez enn hor c’hever. Setu perak e lakaaz Jezus Sakramant Santel an Aoter. Sant Bernardin a Zièn a lavar : « Ar merkou euz ar garantez a vez roet enn amzer zivèza a zo ar re a ia douna er galoun hag ar re a zo lakeat, gant gwir abek, e-touez ar re wella. » Dre-ze eo e roer, peur-vuÏa, a-raok mervel, eun dra-bennag d’ar vignouned wella, evit na ankounac’haint ket pegement ez int bet karet. c’houi a-vad, o va Jezus, a-raok mont diwar ar bed, petra ho peuz-hu roet d’e-omp evit ma talc’hjemp sonj ac’hanoc’h, hag euz ho karantez enn hor c’hever ? En em roet holl oc’h hoc’h-unan, lezet ho peuz gan-e-omp ho korf, ho koad, hoc’h ene, hag ar pez ma z-oc’h, Doue enn eur ger, c’houi hoc’h-unan holl, hep derc’hel gan-e-hoc’h netra e-bed.
2. — E Sakramant an Aoter, eme ar c’honsil a Drant, Jezus-Krist a ziskouezaz peger pinvidik o voa he garantez enn hor c’hever ; hag evel a lavar an Abostol sant Paol, en em rei a c’heureu d’an dud enn nosves-se zo-ken ma kuzulient etre-z-ho diwar-benn lakaat anezhan d’ar maro. « Hor Zalver, eme zant Bernard, dre gaout re-vras karantez evit hor silvidigez, a falvezaz d’ezhan c’hoaz, a-raok mervel, ober ar c’haera tra a c’helle, o rei d’e-omp he gorf da vagadurez. »
3. — N’eo ket heb abek eta e c’halve sant Thomaz ar Zakramant-se Sakramant ar garantez, pa’z eo Jezus, hor Zalver, en em roet d’e-omp er Zakramant-se dre ar garantez hep-ken. Bez’ ez eo c’hoaz, eme ar zant-se, eur merk a garantez evit ar re n’ho divije ket anavezet petra voa hag evit ma kavchent ar merk anezhi er Zakramant-se. Evel m’en divije lavaret Jezus eo : eneou kristen, ma ne c’houzoc’h ket petra eo va c’harantez enn ho kever, sellit oc’h Sakramant an Aoter, eno ec’h en em roan holl d’e-hoc’h ; gant ar merk-se n’hoc’h mui evit lavaret ne garan ket ac’hanoc’h gant eur garantez ar vrasa. Sant Bernard a c’halv Sakramant an Aoter penn-kenta ar garantez, karantez an holl garantesiou, o veza ma ’z ema er Zakramant sakr-ze holl vadelesiou hor Zalver, abaoe ma’z omp krouet bete ma’z omp bet prenet ha galvet da vont gant-han d’he c’hloar ; rak Sakramant an Aoter ne d-eo ket hep-ken eur merk euz a garantez Jezus-Krist, beza ez eo, evel ma lavarfac’h, ho kred da vont rag-êeun d’ar Baradoz, a fell da Zoue rei d’e-hoc’h, eme an Iliz. Sant filib a Neri ne voa ket evit henvel Jezus-Krist e Sakramant Santel an Aoter nemet dre an hano a garantez, ha pa voe digaset an nouen d’ezhan e lavaraz a-bouez he benn : « Setu va c’harantez, roit d’in va c’harantez ! »
4. — Ar profed Izaï a falveze d’ezhan e vije embannet dre ar bed holl kement tra en devoa great Doue evit dont da veza karet gant an dud. Piou en divije kredet birviken e vije Verb-Doue en em c’hreat den, en em lakeat dindan ar spesou a vara hag a win, evit dont da veza hor magadurez ? « Petra ! eme zant Augustin, ha ne gav ket d’e-hoc’h e voa eur perz diskiant lavaret : drebit va c’hik, efit va goad ! » Ar weach kenta ma voe hano gant Jezus euz ar zakramant-se, he ziskiblien ne voent ket evit kredi anezhan ; mont kuit a rejont enn eur lavaret : ha penaos e c’hell rei d’e-omp he gorf da zibri ? Setu ! Ar pez ne voa ket an dud evit sonjal enn-han, na kredi e c’helle beza, Jezus-Krist, dre he garantez vraz-meurbed, a zonjaz hag a reaz. Kemerit ha debrit, eme-z-han, d’he ziskiblien ha d’e-omp-ni holl ive drez-ho. Ha petra eo ar boed a fell d’e-hoc’h da rei d’e-omp-ni, Salver ar bed, a-raok ma varvimp ? Va c’horf, eme-z-han ; ne ket eur boed diwar an douar eo, me eo va-unan hag en em rei holl a ran d’e-hoc’h.
5. — Ha pegement a c’hoant n’en deveuz ket Jezus-Krist d’en em rei d’e-omp er gommunion zantel ! « Mall braz am boa da zibri ar pask-se gan-e-hoc’h, » a lavare enn nosvez ma lakaaz ar zakramant-se a garantez. «Ar c’homzou-ze, evel ma ro d’e-omp da anaout sant Lauranz Justinien, ar c’homzou-ze a ziskouez anat ar garantez vraz en devoa Jezus ouz-omp. Evit ma c’hellje pep-unan kaout perz er zakramant-se e lakaaz anezhan dindan ar spesou a vara hag a win. Ma vije bet lakeat dindan spesou boed ker ha diez da gaout e peb bro, ar re baour n’ho divije ket gellet kaout anezhan. Ne ket evel-se eo a falveze da Jezus : gwelloc’h e kavaz lakaat anezhan dindan bara a zèbrer e pep leac’h, evit ma vije easoc’h d’an hell tostaat oc’h ar zakramant-se. »
6. — Jezus-Krist evit lakaat enn hon ene ar c’hoant da dostaat oc’h an daol zantel, ouc’h-penn ma kelenn ac’hanomp o lavaret : « Deut, va mignouned, debrit hag efit », a ra d’e-omp c’hoaz ar gourc’hemen da zont da zibri ha da efa oc’h he daol zakr ; hag evit lakaat ac’hanomp da zont buanoc’h e lavar hon devezo ar Baradoz : « An hini a zèbr va c’hik, en devezo ar vuez a bado da viken. Enn eur ger, d’an ifern ez aio, eme-z-han, nep piou-bennag ne fell ket d’ezhan digemeret ac’hanoun enn he ene. » Ar pedennou-ze, ar gourc’hemennou-ze, ar gourdrouzou-ze holl a deu euz ar c’hoant en deuz Jezus d’en em rei holl d’e-omp e Sakramant an Aoter.
7. — Ha brema, perak en deuz Jezus kemend-all a c’hoant e kemerfemp anezhan er gommunion ? Dre m’ema atao ar garantez o c’hoantaat hag o klask beza a-unan gant an hini a zo karet gant-hi. Ar vignouned vad a garfe beza atao an eil gant egile, kement na vent lakeat nemet eun den hep-ken. Karantez Doue ouz-omp a zo ive ker braz, ma ’z eo falvezet gant-han ez afemp d’an nev, goude beza bet a-unan gant-han war an douar dre ar garantez ar vrasa, ha dindan spesou ar bara e Sakramant an Aoter. Evit gwir, ne welomp ket hon Doue, hen a-vad a-wel ac’hanomp hag a zo gan-e-omp evel hon tra ; en em guzet a ra ouz-omp evit ma c’hoantaimp kaout anezhan muioc’h aze, ha ken na vezimp enn hor bro, a zo an nev, Jezus-Krist a fell d’ezhan beza holl d’e-omp hag a-unan gan-e-omp.
8. — Nebeud a dra e voa evit Jezus-Krist en em ober den ha mervel evit ar bed holl : he garantez a gavaz c’hoaz d’en em rei holl da bep-hini ac’hanomp, ha setu perak e lakaaz ar Zakramant euz an Aoter. Dre ar gommunion zantel, Jezus en em laka unan gant an ene a den da veza unan gant Jezus ; neuze int unan ho daou, ne d-eo ket a-vad dre ar garantez hep-ken, dre eur garantez wirion ha beo eo a-vad. Setu ama petra lavar sant Fransez a Zal diwar-benn ar garantez-se : « Hor Zalver, eme-z-han, ne d-eo e nep leac’h ken tener ha ker karantezuz, evel ma ’z eo e Sakramant an Aoter. » Eno ez a da netra, koulz lavaret ; eno, e teu da veza eur boed evit gellout mont enn eneou ha beza e-kreiz kalounou ar gristenien vad. Ker flamm e voa karantez Jezus ouz-omp, ma falvezaz d’ezhan e vijemp unanet gant-han, na vijemp mui, ni hag hen, nemet unan hep-ken.
9. — « O Doue, pried an eneou, eme zant Lauranz Justinien, falvezet eo bet gan-e-hoc’h ne vije ho kaloun hag hor c’haloun-ni nemet eur galoun hep-ken dre Zakramant ar garantez. » Sant Bernardin a Zien a lavar ouc’h-penn e kasaz Jezus-Krist he garantez da benn, oc’h en em rei d’e-omp-ni er Zakramant, pa ’z eo gwir ec’h en em roaz evit beza holl unan gan-e-omp, evel ma ’z eo ar boed unan gant an hini a zebr anezhan. Pegement eta e kar Jezus beza unan gant an eneou ! Lavaret a reaz eun deiz d’he zervicherez vad Mac’harid a Iprèz, goude eur gommunion e devoa great : « Gwelit, va merc’h, peger kaer omp-ni, o veza evel unan, c’houi ha me ; karit eta ac’hanoun ; bezomp atao unan, dre ar garantez, ha n’en em zizunanomp mui. »
10. — Ne vec’h ket evit ober netra a gement a ve kaeroc’h dirak Doue evit kommunia, e stad ma tere oc’h pep kristen beza, a-raok ober eun dra hag a zo ker braz, a-raok beza unan gant Jezus, hervez he c’hoant karantezuz. Lavaret em beuz : ar stad ma tere oc’h pep kristen. evit diskouez ne ve den evit beza er stad vad da gommunia, ma ve sellet piz gant Doue oc’h ar pez a dalv, rak ne d-euz nemet eun Doue hag a zigemerfe mad eun Doue. Dre ar geriou-ze ar stad a zere oc’h eur c’hristen, me lavar stad eur c’hrouadur reuzeudik ganet euz a Adam. A-walc’h eo, a lavarer, kommunia e stad a c’hras, o kaout c’hoant da lakaat karantez Doue da greski enn hon ene. «Dre garantez hep-ken eo e tleer kemeret Jezus-Krist er gommunion, eme zant Fransez a Zal, pa ’z eo dre ar garantez hep-ken ec’h en em ro Jezus d’e-omp. » Ha dleet eo d’e-omp kommunia aliez ? War gement-man e tleer ober dioc’h lavar an tad kovesour, rak gouzout a dleomp ne d-euz stad a vuez e-bed, ar briedelez na stad all, evit miret ouz-omp na gommunifemp aliez, mar kav mad hon tad kovesour e rafemp : an dra-man a zo bet lavaret gant an Tad Santel ar Pap Innosant unnekved.
11. — N’euz netra a gement a ve ken talvouduz hag ar gommunion d’eur c’hristen mad er bed-man. Doue, an Tad, en deuz roet he holl vadou da Jezus-Krist. Dre-ze, pa deu Jezus enn ene dre ar gommunion zantel, e tigas eant-han an tenzoriou braz-meurbed euz he holl c’hrasou. Goude beza bet ar gommunion, e c’heller lavaret eta : digant va Doue em beuz bet an holl vadou. Sant Denez a zesk ez eo Sakramant an Aoter an hent eêuna ha gwella evit kas an eneou d’ar zantèlez. Sant Visant Fevier a lavar ive e talvez muioc’h eur gommunion vad hep-ken eget na ve iun epad eur zizunvez diwar bara ha dour.
12. — Ar gommunion, eme ar c’honsil a Drant, a bella diouz-omp ar pèc’hejou veniel hag a vir na gouesfemp er pèc’hejou marvel. Pellaat a ra ar pèc’hejou veniel, rak dre Zakramant an Aoter, an den a zo douget da ober aktou a garantez, an aktou-ze a lam ar pèc’hejou veniel. Miret a ra ar gommunion oc’h ar pèc’hejou marvel, o veza ma kresk ar c’hras enn ene ha ma tiouall anezhan dioc’h faziou brasoc’h. Ar Pap Innosant, trede euz an hano, a lavar ive en deuz Jezus-Krist, o vervel evid-omp, lamet ac’hanomp euz a c’halloud ar pèc’hed hag e lam digan-e-omp, dre Zakramant an Aoter, ar galloud da bèc’hi.
13. — Sakramant an Aoter a laka dreist pep tra karantez Doue da c’houeza flamm enn eneou. Doue a zo karantez, hag ar garantez-se a zo eun tan hag a zev, enn hor c’haloun, holl c’hoantegèsiou an douar. Jezus-Krist a zo deut he-unan da zigas war an douar tan ar garantez-se ; he vrasa c’hoant a zo gwelet anezhan o krègi enn hon ene. Peger flamm ne vezo ket tan karantez Doue e kaloun ar c’hristen a gemer Jezus er gommunion ! Santez Katharina a Zien a welaz eun dervez, epad ar gorreou, Jezus e doare eur voul-dan, ha kement-se a vire out-hi da gredi e c’helle kaloun an holl dud war an douar choum hep birvi gant tan karantez Doue. Santez Roza euz a Lima, goude kommunia, a deue da veza ruz-glaou ken na lugerne. Ar gommunion a laka kement a garantez Doue enn ene mad, ma ’z eo eur spount evit an ifern, pa zistro dioc’h an daol zantel.
14. — Dre ar gommunion, karantez Doue a c’hell beza ker braz, ma teu neuze an ene d’en em ankounac’haat he-unan ha da veza, koulz lavaret, dall dirak an holl draou krouet. Hogen, eme unan-bennag marteze, me me gommunian nemet eur weach an amzer, o veza ne gav ket d’in ez eo kre a-walc’h va c’harantez ouz Doue. « Petra ! a lavar Jerson, o veza ma ’z oc’h skournet gant ar riou e fell d’e-hoc’h pellaat dioc’h an tan ? o veza ma welit ez eo ien ho kaloun, e tlefac’h kentoc’h a-ze tostaat oc’h Sakramant an Aoter, mar fell d’e-hoc’h e gwirionez karet Jezus-Krist ; rak seul-vui ez oc’h klanv, seul gentoc’h a-ze ho peuz ezomm da veza pare. » Sant Fransèz a Zal a zesk da zaou rumm dud e tlefent kommunia aliez ; d’ar re vad evit kenderc’hel er zantelez hag enn hent an nev, d’ar re lezirek, evit gellout kerzet war-zu ar mad dre an hent-se ive. Ar gristenien a ia aliez da gommunia a dle c’hoantaat dreist pep tra beza sent ha kreski bepred er mad enn eur garet Jezus-Krist muioc’h-mui. « Pa ’z eoc’h da gommunia, a lavaraz Jezus da zantez Mathild, grit ma c’hoantaio hoc’h ene kaout ouz-in ar vrasa karantez a c’hell eur galoun da gaout, hag ar garantez ho pezo a vezo kavet ker mad gan-en ha ma fell d’e-hoc’h e ve. »
Doue mad ha karantezuz, Doue a dlefe beza karet gant eur garantez hep ment e-bed, lavarit d’in petra a rafac’h-hu ken evit gellout beza karet gan-e-omp-ni ? Ne d-eo ket bet a-walc’h d’e-hoc’h en em ober den ha plega da holl boaniou an douar evel-d-omp ; no voa ket a-walc’h d’e-hoc’h skuilla evid-omp ho koad e-kreiz ar poaniou brasa, ne voa ket a-woalc’h d’e-hoc’h mervel gant anken war eur groaz evel eun torfedour fallakr : falvezet eo bet c’hoaz gan-e-hoc’h en em lakaat dindan ar spesou a vara hag a win, evit hor maga hag evit beza unan gan-e-omp. Lavarit eta d’in, lavarit petra vec’h evit ober c’hoaz da lakaat ho karet ? Siouaz ! Siouaz d’e-omp ! ma n’ho karomp ket er bed-ma ! Hag a rebechou a gavo hon ene da damall d’e-omp er bed-all da viken, ma ne garomp ket ac’hanoc’h war an douar ? O va Jezus ha va Doue, me ne fell ket d’in mervel hep karet ac’hanoc’h euz a holl nerz va c’haloun. Keuz am beuz da veza pèc’het, keuz am beuz ha mervel gant glac’har d’am fec’hejou a garfen. Evit brema e karan ac’hanoc’h dreist pep tra, ho karet. a ran muioc’h eget n’en em garan va-unan ha d’e-hoc’h-hu, a vrema, e roan holl deneridigez va c’haloun. Digan-e-hoc’h eo em beuz bet ar c’hoant-se, grit, va Jezus, m’am bezo an nerz da ober mad pep tra dioc’h ar c’hoant am beuz ! O va Jezus tener ha mad, c’houi hep-ken a zo a-walc’h d’am ene ! Brema eta pa ho peuz va c’haset d’hoc’h heul ha d’ho karet, brema e tilezan pep tra evit beza d’e-hoc’h-hu hep-ken, c’houi hep-ken a zo a-walc’h d’in. Gwerc’hez Vari, mamm va Doue, pedit evid-oun ho Map Jezus, ha grit ma vezin santel er bed-man ha sant er Baradoz. Rouanez an nev, c’houi a ra ken aliez a vurzud, c’houi a laka ar bec’hèrien da veza sent, grit, me ho ped, ma vezin unan anezho.
1. — Pell a-raok ma voa deut hor Zalver war an douar, ar roue David a lakea he holl fisianz enn-han, o lavaret : « Me laka va ene etre ho taouarn, c’houi ho peuz prenet ac’hanoun, o Doue ar Wirionez ! » Muioc’h a dro hor beuz-ni, kristenien, da gaout fisianz e Jezus-Krist evit n’en devoa ar roue David ; rak ni a c’hoar ez eo deut var an douar hag en deuz great al labour a ioa lavaret, evit prena ac’hanomp dioc’h maro an ifern. Lavaromp eta dalc’h-mad komzou ar roue David.
2. — Mar hor beuz tro da gaout aoun rak
maro an ifern gant hor pec’hejou, ar grasou
en deuz gounezet d’e-omp Jezus-Krist a dle
lakaat ac’hanomp da gaout muioc’h a fisianz
e Doue, ar grasou-ze a zo madou braz-meurbed ;
krevoc’h int evit hor savetei eget na d-eo
hor pec’hejou evit hor c’has da goll. Enn eur
bèc’hi e tigoromp an ifern, hor Zalver a-vad a
zo deut da zamma beac’h hor pèc’hejou ha da
walc’hi hon ene enn he c’hoad sakr.
3. — Enn amzer ma tigwezaz d’e-omp pèc’hi, Doue hor barnaz da vervel evit mad. Petra reaz neuze Jezus-Krist ? Krègi er varn-ze a reaz hag o veza staget anezhi oc’h ar groaz, ez eaz da netra e-touez he c’hoad. Dre-ze, n’omp ket evit gwelet barnedigez Doue hep gwelet ive ar groaz a zo warn-n-hi ar varn-ze kaset da netra gant Jezus-Krist, hep kaout fisianz ez eo taolet hor pec’hejou divar-n-omp hag e vezimp salvet da viken.
4. — Peger kre eo goad Jezus-Krist evit tenna war-n-omp trugarez an Aotrou-Doue ! Goad Abel o tamall Kain gwechall ne voe netra e-skoaz d’ezhan. Ha c’houi zo euruz, pèc’herien baour, c’houi a c’hell en em erbedi oc’h Jezus stag oc’h ar groaz, oc’h Jezus en deuz skuillet beteg ar berad divèza euz he c’hoad evit gellout en em lakaat etre Doue, he Dad, hag ar bèc’herien, evit ma vezo lamet ho fèc’hejou diwar-n-ezho. Gwir eo, ho pèc’hejou, kristenien, a zao hag a gri enn hoc’h enep ; evelato, goad hor Zalver a zao hueloc’h c’hoaz hag a erbed evid-hoc’h ; neuze dourn Doue a sko a-biou, o veza ma teu mouez he Vap ha goad Jezus da derri nerz an droug a ioa savet enn-han, dre ho pèc’hejou.
5. — Red eo hen anzao, striz e vezo war-n-omp, pa rankimp anaout ha niveri hor pèc’hejou dirak Doue. Hogen, me her goulenn, piou a varno ac’hanomp ? Bezomp fisianz ! Hor Zalver a vezo hor barner, rak digant Doue he-unan en deuz bet karg a gement-se. Setu perak e lavar an Abostol sant Paol ez eo arabad d’e-omp koll kaloun enn eur lavaret : Piou a zo galvet da veza hor barner ? Hor Zalver he-unan eo. Evit miret na vezimp barnet da vervel da virviken ez eo en em varnet he-unan da vervel evid-omp ; ha setu a zo c’hoaz : ouc’h-penn ar vadelez vraz-se en deuz bet, bepred ema dirak Doue, he Dad, oc’h erbedi evit ma vezimp salvet. Rak petra eta ho peuz-hu aoun, pèc’her paour, eme zant Thomaz a Vilneuf ? Mar ho peuz keuz ha glac’har d’ho pèc’hed, mac’h anzavit anezhan, mar ho peuz kaz ha droug out-han brema, penaoz e c’hellfe barn ac’hanoc’h eun Doue a zo maro evit ho savetei ? Penaoz e ve Jezus evit ho kas diout-han mar tistroit d’en em daol e-c’harz he dreid ? Ha ne d-eo ket diskennet euz an nev evit ho klask, pa redac’h enn he raok ?
6. — Mar hor beuz aoun na gouesfemp divezatoc’h dre hor sempladurez enn eun demptasion-bennag, setu ar gentel a re d’e-omp an Abostol sant Paol evit miret na blegfemp gant hini e-bed. Deomp d’ar brezel hep distrei hon daoulagad diwar Jezus stag oc’h ar groaz ; diwar-n-ezhi e kinnig de-omp an nerz a zo red, dre-z-hi e vezimp treac’h hag hor bevezo ar gurunen. Mar d-omp kouezet, amzer a zo bet, ez eo dre n’hor beuz ket eveseat a-walc’h oc’h gouliou hag oc’h mez hor Zalver, dre n’hor beuz ket goulennet nerz out-han. Hiviziken a-vad mar sonjomp a-zrèvi er poaniou en deuz gouzanvet dre garantez ouz-omp, mar taolomp evez piz oc’h ar mall en deuz da astenn d’e-omp he zourn pa c’halvomp anezhan, neuze, e gwirionez, ne vezimp trec’het birviken gant hon enebourien. Santez Thereza a lavare : « N’oun ket evit anaout penaos ho defe an dud kement a aoun rak an droug-spered evel ho deuz, pa ’z eo gwir n’euz nemet lavaret hano santel Jezus evit lakaat anezhan da grena. » Goude-ze evelato ar zantez-ma a lavare c’hoaz : « Hon holl nerz ne dalvez netra, ma ne gasomp ket a-biou d’e-omp ar fisianz hor heuz enn-omp hon-unan, ha ma ne lakeomp hon holl fisianz e Doue hep-ken. »
7. — Maro hor Zalver ha Sakramant an Aoter a zo evid-omp daou vister braz a fisianz hag a garantez : misteriou int ne gredfe den anezho, ma ne deufe ket ar feiz da lavaret d’e-omp ez int gwirion. Petra ! eun Doue holl-c’halloudek a zo en em c’hreat den, en deuz skuillet he c’hoad hag a zo marvet e-kreiz ar poaniou hag an anken war eur groaz ! Evit petra en deuz-hen great kement-se ? Evit gwalc’hi hor pèc’hejou enn he c’hoad, evit savetei ac’hanomp, ni douar ha ludu, ni prenved-douar savet a-eneb hon Doue ; setu ! Ne d-eo c’hoaz nemet nebeud a dra. Evesait, tud kristen, evesait oc’h ar c’horf sakr-se, staget e sakrifiz evid-hoc’h oc’h ar groaz ! lavarit : ha perak ez eo roet d’e-omp evit hor maga, evit na vezimp nemet unan gant-han ? O va Jezus, an daou vister bras-se a dlefe lakaat tan ho karantez da gregi e pep kaloun kristen ! Piou eo brema ar pèc’her, piou an torfedour braz ha n’en defe ket a fisianz e vezo taolet he bèc’hejou a-biou d’ezhan, mar en deuz keuz ha glac’har o welet eun Doue a zo karantez holl, eun Doue ken douget da ober vad d’an dud ? An dra-ze eo a zigase kemend a fisianz da zant Bonavantur hag a rea d’ezhan lavaret : « Penaoz ne rofe ket d’in ar grasou am beuz izomm da gaout an hini en deuz great kemend-all a draou, gouzanvet kemend-all a boaniou evit savetei ac’hanoun ? »
8. — Deomp eta gant fisianz war-zu tron ar c’hras, evit ma hor bezo trugarez digant Doue. Tron ar c’hras a zo ar groaz ; out-hi eo stag Jezus ; diwar-n-hi eo e skuill he c’hras hag he drugarez war ar re a bed hag a c’halv anezhan. Red eo he c’hervel, ar c’henta ar gwella, epad ma c’hellomp c’hoaz kaout diganthan an nerz hor beuz izomm evit ober hor silvidigez : marteze divezatoc’h n’hor bezo mui a amzer. Deomp eta gant mall, da vriataat kroaz Jezus-Krist, deomp gant fizianz d’he c’haout, arabad eo d’e-omp choum a zav, peger paour-bennag e vemp. Kaout a raimp e Jezus-Krist ar madou hag ar grasou hor beuz diènez anezho ; he vadèlez e deuz digoret tenzor an Aotrou-Doue ha roet d’e-omp perz er grasou hor beuz izomm da gaout.
9. — Jezus-Krist enn eur vervel war ar groaz en deuz prenet d’e-omp madou hag a zo pell enn tu all d’ar gaou a reaz an droug-spered dre ar pèc’hed. Kement-se a zo gwir, hag evel a lavar an Abostol sant Paol, el leac’h ma voa pèc’hejou a-leiz, ar c’hras a zo bet eat dreist c’hoaz. Perak eta n’hor be-ni ket a fisianz hor bezo kement tra hor beuz izomm dre vadelez grasou hor Zalver, Jezus ? Hen he-unan a lavar e vezo roet d’e-omp kement a c’houlennimp enn hano Doue, he Dad. Penaos ive ne rofe ket Doue, an Tad, d’e-omp ar pez a c’houlennimp, pa en deuz roet he Vap Jezus, ar Map n’en doa nemet-han, ar Map a zo ker karet gant-han ha m’en em gar he-unan ? An Abostol a lavar c’hoaz en deuz Poet d’e-omp pep gras gant Jezus, hogen e pep gras ema ar grasou hell, da lavaret eo, ne d-euz gras e-bed er meaz ; enn ho zouez ema ar c’hras a neta hon ene euz a hep pèc’hed, ar c’hras da genderc’hel er mad bete mervel, ar c’hras da gaout karantez Doue, da veza e stad vad ha da vont rag-êeun d’ar baradoz. Evit kaout ar grasou-ze a-vad, ez eo red e pedfemp an Aotrou-Doue, ha Doue a zo leun a vadelez e-kever ar re a bed anezhan, Doue a roio d’e-omp hervez hor peden hag hor goulenn.
10. — Evit lakaat da greski ar fisianz a zo red da gaout e madelesiou Jezus-Krist, me a ia da lavaret ama war-lerc’h eun darn euz a gomzou kaera an tad Avila.
11. — Na ankounac’hait ket, kristenien, ema Jezus-Krist, a zo Doue ive, etre Doue an Tad ha ni, pèc’herien ma’z omp ; oc’h Jezus omp stag ker stard gant liammou kre ar garantez ne d-euz netra e-bed, nemet ar pèc’hed, siouaz ! a gement a ve evit dont a-benn da derri, na zo-ken da zistarda anezho. Goad Jezus a gri-forz o c’houlenn trugarez evid-omp. Krial a ra ken estlammuz, na vez ket klevet trouz hor pèc’hed. Jezus-Krist, o vervel, en deuz kaset hor pèc’hejou da netra. Mar d-a eta an den da goll, ne d-eo ket o veza ne d-eo ket paet ar boan a zo dleet d’he bec’hejou ; da goll ez a, dre ne fell ket d’ezhan gounit, dre ar zakramanchou, ar pez a zo bet paet evit-han ha roet d’ezhan gant Jezus-Krist.
12. — Jezus-Krist en deuz kemeret ar garg da barea hor poaniou, e c’hiz ma vije bet kement-se he dra he-unan ; kemeret en deuz hor pèc’hejou, evel pa vijent bet he bèc’hejou he-unan ; goulennet en deuz ma vijent taolet diout-han gant Doue, ha pedet en deuz Doue, gant kement a garantez ouz-omp holl, n’en divije ket pedet muioc’h ha pa vije bet red evit-han he-unan ; pedet en deuz Doue, he Dad, da garet ar re a felle d’ezho tostaat outhan.
Doue neuze en deuz selaouet pedennou he Vap, enn eur lavaret e vijemp hiviziken, Jezus ha ni, evel unan hep-ken, hag e vijemp dre-ze ive, evel Jezus, karet pe gaseet gant-han. Hogen, dre ne d-eo ket Jezus kaseet nag evit beza kaseet gant he Dad, mar choumomp unan gant-han dre ar garantez, e vezimp ive karet atao ; rak Jezus-Krist o veza karet gant Doue, ni a vezo karet ive, pa c’hell muioc’h Jezus lakaat Doue d’hor c’haret eget na c’hellomp-ni, dre ar pèc’hed, lakaat Doue da gaout droug ouz-omp, pa ’z eo gwir en deuz an Aotrou-Doue, an Tad, muioc’h a garantez ouz he Vap eget n’en deuz kasouni oc’h ar bèc’herien.
13. — Jezus en deuz lavaret d’he Dad : Va Zad, me a fell d’in e ve ar re ho peuz roet d’in el leac’h m’emaoun va-unan. Ar garantez a voe treac’h d’an droug. Jezus, o lakaat hor pèc’hejou da vont diwar-n-omp, en deuz roet d’eomp ive ar fisianz ne vezimp dilézet birviken gant-han ; eur fisianz eo hag a zo kre ha mad, pa ’z eo harp war ar garantez en deuz Doue ouz-omp.
Eur vamm, lavarit, hag hi a c’hell ankounac’haat he Map ? Mad ! mo ive a lavar d’e-hoc’h, eme an Aotrou-Doue da Izaï, ha pa deufe eur vamm da ankounac’haat he map, evid-oun-me, ne ankounac’hain ket ac’hanoc’h, o veza ma ’z eo skrifet hoc’h hano em daouarn. Ia, gwir eo, Jezus, hon Aotrou hag hor Zalver, en deuz skrifet hon hano enn he zaouarn sakr gant he c’hoad he-unan. Dre-ze eta, arabad eo hor be nec’h gant netra ; kement zo a zo douget diwar-bouez daouarn Jezus stag oc’h ar groaz evid-omp, evit diskouez bete pegeid ez a he garantez enn hor c’hever.
14. — Netra na dle enkrezi ac’hanomp, pa c’hell Jezus hon diboania. Pa grenin gant spount evit va fèc’hejou tremenet ha gant aoun rag ar re da zont, gant aoun rak troidellou an aerouant, neuze e troin oc’h va Zalver trugarezuz, oc’h Jezus en deuz va c’haret bete mervel evid-oun ; neuze e lakiin enn-han va holl fisianz. Derc’hel stad a ra ac’hanoun emichans, pa ’z eo en em roet holl evit va zavetei.
O va Jezus, porz kaer ha mad ar re a glask ac’hanoc’h enn ho izommou, Doue hon ene, skei a ra war an hent fall piou-bennag n’en deuz ket a fisianz enn-hoc’h, hag hen c’hoant d’ezhan da zistrei d’ar mad ha d’ar furnez. Lavaret ho peuz : me a zo an Aotrou, n’ho pezet ket aoun, me a ro d’e-hoc’h dizoan hag anken pep eil. Digas a ran peb enn amzer d’am zervicherien wella enkresiou kriz ha kalet evel poaniou ifern ; goude-ze a-vad e tennan anezho euz ho foan. Me a gomzo evid-hoc’h dirak Doue ; ho tra a zo va zra-me. Me a zo kred evid-hoc’h hag a zo deut da baea ho tle. Me am beuz da welet war-n-hoc’h, rak prenet hoc’h bet gant va goad, ha p’am beuz prenet ac’hanoc’h ne d-eo ket evit ho tilezel, evit ho pinvidikaat eo a-vad, koustet ker a-walc’h oc’h d’in.
Penaos eta, eme Jezus, e c’hellfen-me pellaat dioc’h an hini a glask ac’hanoun gant kement a garantez, me an hini a zo bet eat a-benn kaer da gaout ar re a deue da ober d’in pep seurt dismegans ? N’em beuz ket distroet va fenn dioc’h ar re a skoe gan-en, hag e tistrofen dioc’h an hini a fell d’ezhan va c’haret ha va azeuli ? Penaos e c’hellit-hu kredi n’oc’h ket karet gan-en, ha c’houi o welet emaoun etre daouarn va enebourien dre garantez ouz-hoc’h ? Ha disprizet em beuz-me biskoaz an hini a gare ac’hanoun ? Ha dilezet em beuz-me gweach e-bed an hini am galve da rei nerz d’ezhan, pa ’z an dre an hentchou da glask ar re zo-ken a bella diouz-in ?
15. — Mar kredit en deuz Doue, an Tad, a zo a-viskoaz da-viken, roet d’e-hoc’h he Vap, Jezus, kredit ive e roio d’e-hoc’h pep tra ouc’hpenn, rak kement so goude ne d-int netra e-skoaz Jezus. Arabad eo d’e-hoc’h kredi ken nebeud e vec’h ankounac’heat gant Jezus, pa ziskouez bemdez d’e-hoc’h he garantez, p’en deuz lèzet gan-e-hoc’h he gorf hag he c’hoad, enn eur ger, hen he-unan holl er Zakramant euz an Aoter.
O va Jezus, c’houi a zo va c’harantez, nag a fisianz am beuz-me enn ho maro ! Hag aoun a c’hellfen-me da gaout n’am be ket gras evit. va fèc’hejou, hag ive an holl grasou am beuz izomm evit mont d’ar Baradoz, goude ma ho peuz-hu, Doue holl-c’halloudek, skuillet ho koad evid-oun ? O va Jezus, va fisianz ha va c’harantez, falvezet eo bet gan-e-hoc’h koll ho puez evit miret na vijen-me kollet ! Ho karet a ran, va Zalver ha va Doue, ho karet a ran dreist pep tra. En em roet oc’h holl d’in-me, ha me ive a fell d’in en em rei holl d’e-hoc’h. Digemerit mad ar c’hoant hag ar garantez a zo em c’haloun, her lavaret a ran eur weach c’hoaz gant kant gweach all : me a gar ac’hanoc’h hag ho karet a fell d’in da-viken. Grit na baouezin morse da lavaret an tri c’her-ze : me a gar ac’hanoc’h ! Grit ma vezint ar c’homzou divèza a lavarin, evit na baouezin d’ho karet da-viken !
Ho karet a ran, ha dre ma karan ac’hanoc’h, em beuz keuz ha glac’har da veza, enn eur bec’hi, droug-c’hreat enn ho kever. Me, an den reuzeudik, allaz ! kollet em beuz ac’hanoc’h, va Doue, c’houi ar mad dreist pep mad, evit eur c’hoantegez an distera. Muioc’h a geuz am beuz evit kement-se eget evit kement droug all a zo ; hogen, ar pez a re dudi d’am c’haloun eo ez oc’h mad dreist pep mad, ha n’oc’h ket evit disprizout eur galoun e deuz karantez ouz-hoc’h. Ha perak, va Doue, n’oun-me ket evit mervel evid-hoc’h, pa ’z oc’h marvet evid-oun, va Zalver ? Fisianz am beuz e vezin saveteat da-viken ; grit ma kendalc’hin d’ho karet da-viken. Roit d’in ar c’hras, dre nerz ho maro, va Zalver, da zerc’hel mad d’ho pedi atao ha c’houi ive, Gwerc’hez Vari ; fisianz am beuz e savo ho peden gant Va hini-me hag ez aio dre ho taouarn dirak Jezus, ho Map karet, evit m’am bezo ar c’hras a c’houlennan.
1. — Da Jezus-Krist, dre ma ’z eo Doue, e tle beza hor c’harantez. Dre ar garantez en deuz bet Jezus ouz-omp ez eo falvezet d’ezhan beza ker madelezuz enn hor c’hever, ma ’z eo rankout d’e-omp he garet ha pa na ve nemet dre anaoudegez vad. Jezus en deuz karet-meurbed ac’hanomp, evit ma vije karet-meurbed gan-e-omp ive, eme zant Bernard, ha Moizez enn he raok. Ha diskouez a c’helle gwelloc’h e falveze d’ezhan beza karet, eget n’en deuz great o lakaat d’e-omp ar gourc’hemen d’he garet.
2. — Sant Paol, Abostol, a lavar ez eo ar garantez al lezen hed-da-hed. Piou, o welet eun Doue stag oc’h ar groaz hag o vervel eno dre garantez, piou eo an den hag a ve evit choum hep karet anezhan ? Petra lavar d’e-omp ar spern, an tachou, ar groaz, ar gouliou hag ar goad, nemet ez eo red d’e-omp karet an Hini en deuz hor c’haret bete mervel evid-omp ? Ha ne d-eo ket re striz kaloun an den, evit karet kement ha ma ’z eo dleet, eun Doue ker karantezuz ? Evit kaout eur garantez par da garantez Jezus, e ve red da eun Doue all mervel dre garantez out-han. « Perak, a lavare sant Fransèz a Zal, perak n’en em daolomp-ni ket war groaz Jezus, evit mervel eno gant-han, pa ’z eo bet falvezet d’ezhan mervel warn-n-ezhi dre garantez ouz-omp ? » An Abostol sant Paol a lavar ez eo marvet Jezus evid-omp, evit miret na vevimp mui evid-omp hon-unan, evit ma vevimp a-vad evit-han hep-ken eo.
3. — Lenn a reomp e levr an Eklesiastik : « N’ankounac’hait ket an Hini a zo bet kred evid-hoc’h hag en deuz roet he vuez evit paea ar boan dleet d’ho pèc’hejou. » Jezus-Krist a gar gwelet an dud o kaout sonj euz he varo, hag eur boan vraz eo d’ezhan gwelet ez eo ankounac’heat gant-ho. An hini a ve gwall-gaset, skoet ha lakeat enn eun toull bac’h dindan an douar evit he vignoun, ha ne ve ket eun doan vraz d’ezhan, pa deufe da anaout ne fell ket d’he vignoun diskouez neb anaoudegez vad, na zo-ken kleVet hano e-bed anezhan ? A-hent-all, peger laouen ne ve ket o klevet ema atao he vignoun o komz anezhan gant eun deneridigez ar vrasa, hag ez eo anaoudek enn he gever ! Evel-se ive Jezus-Krist a gar gwelet hor beuz-ni sonj anezhan, ez omp anaoudek enn he gever, hag e karomp anezhan evit kement en deuz gouzanvet o vervel evid-omp. Araok ma teuaz Jezus war an douar, ar batriarched, ar brofeded hag an holl boblou euz ar bed he deuz bet c’hoant da welet anezhan. Brema a-vad pa ’z eo deut, brema pa c’houzomp ar pez en deuz great ha gouzanvet dre garantez ouz-omp, bete mervel war ar groaz, ha ne dleomp-ni ket, dreist ar re-ze, kaout muioc’h a c’hoant da gaout ha da garet anezhan ?
4. — Evit ar c’hoant-se, a dleomp da gaout, eo en deuz Jezus-Krist, enn nosvez a-raok ma varvaz, lakeat Sakramant an Aoter, enn eur bedi ac’hanomp da gaout sonj euz he varo hag euz he boaniou, pa dostajemp oc’h an daol zantel. Red eo eta, dre-ze, e c’houfemp pegement a garantez en deuz hor Zalver ouz ar re a laka ho spered da bleustri war he varo ha war he boaniou, pa ’z eo falvezet d’ezhan choum war an Aoter, evit ma c’helljemp sonjal atao er poaniou en deuz gouzanvet evid-omp, hag evit ma kreskfe bemdez muioc’h-mui hor c’harantez out-han. Sant Fransèz a Zal a rea euz a Venez-Kalvar « menez ar c’halounou karantezuz » ; hag e gwirionez piou a zo evit kaout sonj euz a Venez-Kalvar, hep karet Jezus-Krist a zo maro eno evid-omp holl ?
5. — O va Doue, na perak an dud ne garont-hi ket an Hini en deuz gouzanvet kemend a boaniou evit gounit ho c’haloun ? A-raok ma voa Doue ar Map en em c’hreat den, an dud ne c’houient ket hag hi a ioa karet gant Doue. Brema e c’houzont a-vad ez int karet gant-han, pa ’z eo deut Jezus war an douar, pa ’z eo marvet dre garantez out-ho. « Sellit oc’h ar groaz, eme zant Thomaz Vilneuf, ha sonjit e poaniou kalet hag e maro hor Zalver, ha ne viot ket evit nac’h ne vec’h ket bet karet gant Doue. » Sant Bernard a lavar ema kroaz ha gouliou hor Zalver oc’h embann dre ar bed ar garantez vraz en deuz bet ouz-omp.
6. — Evit anaout gwelloc’h c’hoaz eo deut hor Zalver a-benn da lakaat ac’hanomp da garet anezhan, n’hor beuz nemet evesaat piz oc’h mister braz hor zilvidigez. Pa en devoa c’hoant da vervel evit savetei ar bed, ha ne vije ket bet a-walc’h d’ezhan beza lazet gant Herodez, e-touez ar vugale vihan-all ? Nan, nan, ne voa ket a-walc’h, rak bez’ e falveze d’ezhan, a-raok mervel, tremen tri bloaz ha tregont e-kreiz al labouriou hag ar poaniou, evit beza hor skouer ha lakaat ac’hanomp gwelloc’h a-ze da garet anezhan.
Genel paour a reaz enn eur c’hraou ; goude-ze, e labouraz da zervicha eur c’halvez, ha da ziveza e lèzaz kas anezhan, evel eun torfedour, da veza staget oc’h eur groaz. Falvezout a reaz d’ezhan ouc’h-penn gouzanv ar poaniou brasa, ha pa ’z edo o vont da vervel, skuilla eur c’houezen a c’hoad, beza skourjezet ha freuzet gant an taoliou, e ti Bilad ; beza dre c’hoap lakeat da roue, eur benduen enn he zourn, eur c’hoz-tamm mezer moug war he ziou-skoaz, hag eur gurunen spern war he benn. Falvezout a reaz d’ezhan beza kaset d’ar maro goloet a vez eur groaz pounner war he skoaz ha beza staget out-hi war Menez-Kalvar. Setu, kristenien ! Petra a gav d’e-hoc’h a ve mad da rei d’ezhan evit kemend-all a boaniou ? Hag ar boan eo e ve karet eun Doue en deuz great ar pez a c’helle da ober evit beza karet gant an dud ? An tad Iann Rigoleu a lavare eta gant gwirionez : « Tremen va buez a rafen, hed-da-hed, o ouela dre garantez oc’h eun Doue a zo eat d’ar maro dre garantez oc’h an dud, hag evit savetei anezho ! »
7. — « Ne d-eo ket eun dra vihan, eun dra vad ha kaer-meurbed eo av garantez, eme zant Bernard. » Ar roue Salomon a c’halv ar garantez eur furnez hag eun tenzor braz-meurbed, o veza ma ’z eo mignoun da Zoue an hini en deuz ar gwir garantez. Ar garantez a zo ar rouanez war bep mad ha war bep furnez ; el leac’h ma vez, e teu a-bred an holl vadou all war he lerc’h ; hi eo a zo gant-ho er penn kenta, oc’h ho ren dre an hent mad hag o lakaat ac’hanomp da veza dre-z-ho unanet gwelloc’h gant Doue. Aliez e lenner er Skritur-Sakr en deuz an Aotrou-Doue karantez ouz an hini a gar anez-han, ha setu petra a ra ar garantez : lakaat a ra an ene ha Doue da veza unan ho daou. Ar garantez a re nerz da ober ha da c’houzanv pep tra evit Doue. « Ne d-euz netra, pegen diez-bennag e ve, na ve an den evit he ober, eme sant Augustin, dre nerz ar garantez. » Dre-z-hi ne skuizer morse o labourat, o veza ma kaver eaz ha didorr pep labour.
8. — Sant Krizostom a zesk d’e-omp petra ra karantez Doue enn ene. « Pa vez c’houezet, eme-z-han, tan karantez Doue enn eun ene, e krog enn-han eur c’hoant hep he bar da labourat evit an hini a zo karet ; enn hevelep doare ma kav d’ezhan ne d-eo al labourou kaleta netra e-bed da ober ; atao ema e nèc’h, o veza ne d-eo netra, a gav d’ezhan, ar pez a ra evit Doue ; neuze ma c’hellfe an den-ze mervel, mervel o labourat evit Doue, neuze hep-ken eo e ve laouen. » Dre ar garantez, an ene a c’hoar er-vad petra dal an Aotrou-Doue hag ar pez en deuz great evit an dud ; gwelet hag anaout a ra peger bihan ha pegen dister eo he labourou he-unan, e-skoaz madèlez he Zalver.
9. — Sant Fransèz av Zal a ziskouez peger braz eo fazi an dud a glask ar zantèlez er meaz euz a garantez Doue. « Darn ’zo, eme ar zant-se, hag a gred ema huela stad ar zantèlez oc’h ober pinijen ; darn all, o rei an aluzen ; ar re-man, o pedi ; ar re-ze, o tostaat aliez oc’h ar zakramantchou. Evid-oun-me, eme-z-han, ne gav ket d’in e ve stad santeloc’h e-bed eget karet Doue euz a-greiz ar galoun. » Heb ar garantez, kement mad all a zo ne d-int holl nemet evel berniou mein : evit kaout ar mad-ze eta, a zo enn-han an holl vadou all, n’hor beuz nemet en em rei holl da Zoue.
10. — An Aotrou-Doue he-unan a lavaraz eun deiz da zantez Thereza : « Kement tra a ra an dud, ma na d-eo ket great gant-ho evit plijout d’in-me, kement-se holl a zo moged ha netra. » Ha penaos ne c’hellann-me ket lakaat ar wirionez-ma doun e kaloun pep den ? Eun dra hep-ken a zo red : nan, ne d-eo ket red beza pinvidik, beza karet hag enoret, beva eaz ha dibreder, beza er c’hargou huel ha beza brudet evel tud gwisiek ha desket mad ; an dra a zo red hep-ken eo karet Doue hag ober evel a fell d’ezhan. Evit an dra-ze hep-ken ez omp bet krouet gant Doue hag ez omp dalc’het gant-han war an douar ; gant ma kerzimp êeun gant an hent-se ec’h en em gavimp ive rag-êeun er Baradoz. « Lakiit ac’hanoun, eme an Aotrou-Doue, evel eur ziel war ho kaloun ha war he tivreac’h, evit ma savo war-zu enn-oun hoc’h holl menosiou, hoc’h holl c’hoantegèsiou hag hoc’h holl labourou ; lakiit ac’hanoun war ho kaloun evit na d-aio diabarz enn-hi karantez all e-bed, nemet va c’harantez-me ; lakiit ac’hanoun war ho tivreac’h, evit na reot netra evit den nemed evid-oun-me. » Redek, nijal a rear dre an hent a gas d’ar zantèlez vrasa, pa ne glasker nemet Jezus stag oc’h ar groaz, pa ne c’hoantear plijout da zen nemet d’ezhan hep-ken.
11. — Bez’ e tleomp kaout aked da garet e gwirionez Jezus-Krist. Setu penaos ec’h anavezer ar gwir garantez. Ar garantez a zo aounik : aoun e deuz na zisplijfe da Zoue ; ar garantez a zo kalounek ha leun a fisianz e Doue : nemet e vezo gloar da Zoue, n’euz netra a gement na rafe ; ar garantez a zo kre : trèc’hi a ra ar gwall-ioulou, an temptasionou brasa, an ankeniou dounna ; ar garantez a zo sentuz : plega a ra dioc’htu ma klev mouez an Aotrou-Doue ; ar garantez a zo glan, o veza ne gar nemet Doue, ha ma kar anezhan dre ma tle beza karet ; ar garantez a zo tomm-bèro, o veza ma karfe gwelet tan karantez Doue o krègi hag o c’houeza enn holl galounou ; ar garantez a laka an ene estlammet holl hag a ra d’ezhan beza er-meaz anezhan he-unan ; gant ar garantez an ene n’ema mui e poan gant traou an douar, ha n’en deuz ken aked nemet da garet Doue hep-ken ; ar garantez a zo unvan, o veza ma stag an den oc’h Doue hag oc’h kement a fell da Zoue ; ar garantez a zo buan da huanadi : gant-hi an ene a verv gant he c’hoant da vont diwar an douar, d’en em unani gant Doue ha da garet anezhan e bro ar re euruz enn nev.
12. — Den e-bed ne ziskouez koulz hag an Abostol sant Paol petra eo ar gwir garantez ha petra a zo red da ober evit kerzet gant-hi enn hent mad. « Heb ar garantez, eme-z-han, an den ne d-eo netra, ha netra e-bed ne d-eo mad. » Ha pa ve kre a-walc’h hor feiz, evit kas meneziou euz a eur vro da eur vro all, evel a reaz sant Gregor ; ha pa rofemp hon holl vadou d’ar re baour, ha pa c’houzanvfemp beza merzeriet a galoun vad, an traou-ze holl ne dalont netra heb ar garantez ha ma na reomp ket anezho evit plijout da Zoue. Goude-ze sant Paol a ziskouez hag a zesk d’eomp petra eo ar wir garantez evit mac’h anavezimp ha ni hor beuz karantez Doue, evel ma ’z eo dleet d’e-omp he c’haout, hag ive evit deski pe seurt mad a dleomp dreist-holl da ober evit kenderc’hel da gaout ar garantez-se, ha lakaat anezhi da greski bemdez enn hor c’haloun.
Kaloun Jezus karantezuz-meurbed, gwaz a-ze d’an hini ne gar ket ac’hanoc’h ! Marvet oc’h, o va Doue, e-kreiz ar poaniou brasa evit silvidigez an holl dud ; penaos eta e c’hellont-hi c’hoaz ankounac’haat ho madelesiou ? O va Doue, re vraz eo bet ho karantez ouz-omp, hag hor c’halounou-ni re zizanaoudeg enn ho kever ! Pec’herien ma ’z omp, sellomp oc’h Oan-Doue ; evid-omp eo e varv war ar groaz ; mervel a ra evit paea da Zoue, he Dad, ar pez a ioa dleet evit hor pèc’hejou ; mervel a ra evit beza karet gan-e-omp. Setu penaos e ped he Dad da deurel diwar-n-omp hor pèc’hejou ; ha soudi a rafemp-ni sellet goude out-han hep dont d’he garet ! O va Zalver, peger hihan eo an niver euz ar re a gar ac’hanoc’h ! Ah ! me an den reuzeudik ma ’z oun ! ponaos em beuz-me gellet tremen kemend a vloavesiou hep sonjal enn-hoc’h, hag o pec’hi ken aliez enn hoc’h enep ? O Doue, va Zalver, n’em beuz ket kemend a geuz evit ar boan a ioa dleet d’am fec’hejou evel a c’hlac’har da veza bet dizanaoudeg enn ho kever, c’houi a zo bet ouz-in ker braz ho karantez. Poaniou Jezus, gouliou Jezus, maro Jezus, karantez Jezus, deut hag iit ken doun em c’haloun na vezo mui evit ankounac’haat ac’hanoc’h, ha ma vezo flamm atao tan ho karantez enn-hi ! O va Jezus karantezuz ha mad dreist peb tra, ho karet a ran, c’houi a zo va c’harantez ha pep tra evid-oun ; ia, ho karet a ran hag ho karet a fell d’in da-viken ! N’am list ket, me ho ped, n’am list ket d’ho tilezel ha da vont da goll, grit ma vezin d’e-hoc’h hep-ken ! Dre ho maro hag ho poaniou, e pedan ac’hanoc’h da gaout truez ouz-in. Grit eta, o va Doue, ha c’houi ive he vamm zantel, Gwerc’hez Vari, va rouanez : grit ma karin Jezus-Krist, ho Map, ha ma karin ac’hanoc’h ive, c’houi a zo va mamm ha va holl fisianz. Ar pez a c’houlennan ouz-hoc’h a c’hellit da ober, grit eta, me he ped, ma c’hellin, enn eur garet ar Map hag ar Vamm, ho meuli ho daou war an douar hag er Baradoz da-viken !
An douar a zo eur vro el leac’h m’emaor
evit gounit madou braz d’an ene, ha setu perak
ez eo eur vro a boaniou. N’omp ket evit beza
euruz e gwirionez, nemet hep-ken enn nev a
zo hor bro ; eno eo e tiskuizimp evit mad.
Berr eo an amzer a dremenomp er bed-man,
hag an nebeud deisiou-ze a zo leun a boaniou.
Ne d-euz den war an douar na dle gouzanv
eur boan-bennag, hag eun dra red eo, d’ar re
vad koulz ha d’ar re fall, dougenn eur groaz
pe enn all. An hini a zougen he groaz kalounek,
hag heb en em glemm, a vezo salvet ; an hini
a-vad a zougen anezhi a-enep d’ezhan hag oc’h
en em glemm, siouaz d’ezhan ! a zo war an
hent da vont da goll. « Ar poaniou, hag hi
hevel, eme zant Augustin, a gas eun darn dud
zo d’ar baradoz, hag eun darn all d’an ifern.
E-kreiz fournèz ar poaniou, eme-z-han c’hoaz,
eo ec’h anavezer ar c’holo dioc’h ar greun enn
Ilis kristen. » An hini a izella he galoun, pa
gouez ar boan war-n-ezhi, hag a bleg he ene
dindan dourn Doue, hennez a zo enn-han greun
mad da vont d’ar baradoz ; evit an hini a
stourm hag a zalc’h penn oc’h Doue, enn eur
zilèzel anezhan, hen-nez a zo ar c’holo a vezo
stlapet da zèvi enn ifern.
2. — Barnet e vezo da-viken pep-hini ac’hanomp eun deiz ; mar fell d’e-omp e vemp neuze kavet mad da vont da c’hloar an nev, ez eo red d’e-omp a-raok lakaat hor buez hevel oc’h buez Jezus-Krist. Map Doue, Jezus, a zo diskennet war an douar evit deski d’e-omp, dre he skouer, gouzanv, heb en em glemm, ar c’hroasiou a den d’e-omp euz an nev. Jezus-Krist en deuz gouzanvet heb en em glemm, evit rei d’e-omp nerz da c’houzanv ive hor poaniou. Hag eur boan-bennag a zo war an douar ha n’en deuz ket bet Jezus-Krist he lod anezhi ? Ar profed Izaï a lavar eo Jezus an den diveza e-touez an dud, an den a boaniou, o veza ne d-eo bet he vuez penn-da-benn nemet poaniou stag-oc’h-stag.
3. — Evel m’en deuz great Doue, an Tad, e-kever
he Vap muia karet, evel-se Jezus a ra
ive e-kever ar re a zo karet gant-han hag a zo
he vugale. Jezus-Krist a lavaraz eun dervez
da zantez Thereza : « Gwezit er-vad, va merc’h,
an eneou a zo muia-karet gant va Zad a zo ar
re ho deuz ar gwasa poaniou war an douar. »
Rak-se ar zantez-ze a lavare, pa veze enn anken,
ne roje ket he foan evit holl vadou ar bed.
En em ziskouez a reaz,goude he maro, da unan
euz he c’hoarezed, hag e lavaraz d’ezhi e voa
braz he dudi enn nev, ha kalz brasoc’h evit ar
poaniou e devoa gouzanvet bed he buez, dre
garantez oc’h Doue, brasoc’h e voant evit kement
vad all e devoa bet great ; ma vije bet
neuze evit kaout c’hoant da zistrei war an
douar, ne vije bet, eme-z-hi, nemet evit gellout
gouzanv muioc’h a boan evit Doue, eget
ne devoa bet gouzanvet a-raok.
4. — An hini a gar Doue, hag a c’houzanv hep klemm an holl boaniou en deuz, a c’hounid e diou c’hiz evit mont d’ar Baradoz. Sant Visant a Baol a lavare e voa eur gwall-dra da eun den choum hep kaout poan e-bed er bed-man, ha c’hoaz : « An hini a zo enn eur vreuriez-bennag heb an distera poan hag a zo meulet gant an holl, ne vezo ket pell amzer hep kaout eur gwall-lamm. » Sant Fransèz-Asiz, pa veze eun dervez hed-da-hed hep kaout eur boan-bennag, a lavare en devoa aoun na vije ankounac’heat gant Doue. Sant Krizostom a lavar pa ro an Aotrou-Doue ar c’hras da unan-bennag da gaout poan, e ro eur c’hras vrasoc’h eget na ve gellout lakaat ar re varo da zont da veo, rak o c’hober ar burzudou-ze, an den a zo dleour da Zoue, e leac’h ma en em laka an Aotrou-Doue dindan dle an den er poaniou en deuz digant-han. An hini a c’houzanv hep klemm eun dra-bennag evit Doue, he garantez a ve tost da veza digollet a-walc’h evit he boan ha p‘a n’en defe digant Doue netra vad-all e-bed ken. Ar zant-man a lavare c’hoaz e kave gwelloc’h ar c’hras en devoa bet sant Paol da veza bet karget a chadennou evit Jezus-Krist, eget na doa ar c’hras da veza bet douget a spered beteg an huela euz an nevou.
5. — Ne d-euz netra kerkoulz dirak Doue hag eun ene a c’houzanv pep poan hep klemm, hag a zo atao e peoc’h hag hen e-kreiz ar c’hroasiou a den d’ezhan euz an nev. Ar garantez a laka an hini a gar da veza hevel oc’h an hini a zo karet. Sant Fransèz a Zal a lavare e klèver, euz a hep gouli hor Zalver, eur ginou o teski d’e-omp ez eo red e c’houzanvfemp hor poaniou evit-han. Gwesiègez ar zent a zo kaout poan a-leiz ha gouzanv anezho atao evit Jezus-Krist ; enn eur c’houzanv evel-d-ho e teuimp, e berr amzer, da veza sent ive. An hini a gar hor Zalver, en deuz c’hoant leiz he galoun da veza evel-d-han paour, disprizet hag e poan. Sant Iann a welaz an holl zent gwisket e gwenn ha gantho peb a vrank palmèz enn ho dourn. Ar brank palmèz-se a verk ez int merzerien, petra-bennag ne d-int ket bet merzeriet holl. Perak eta neuze ho deuz-hi holl peb a vrank palmèz ? Evit diskouez, a lavar sant Gregor, ez int bet holl merzeriet pe dre an houarn pe dre ar boan ho deuz bet gouzanvet hep klemm. Bez’ e c’hellomp eta ha bez’ e teomp beza merzeriet enn unan pe unan euz an diou c’hiz-ze.
6. — Ar mad a zo enn eun ene hag a gar Jezus-Krist, ar mad-ze a zo dioc’h ma c’hoar karet ha gouzanv poan hep klemm. An Aotrou-Doue a lavaraz da zantez Thereza : « Ha kredi a rit-hu, va merc’h, e kresk ar mad a zo enn hoc’h ene dre ar joa a danvait ? Ne ra ket, eme-z-han, ar mad ne gresk enn ene nemet dre ar poaniou hag ar garantez. Ia, va merc’h, kredit er-vad, seul-vui e viot karet gant va Zad, seul-vrasoc’h a-ze e vezo ho kroasiou. Setu va gouliou, birviken ho poaniou ne vezint ken doun ha va re-me. Kredi eta e c’hellfe den beza karet gant va Zad hep gouzanv dre garantez out-han, a zo fazia. » Santez Thereza a lavar goude : « Evit rei kaloun d’e-omp, Doue ne zigas morse anken da zen, hep digoll dioc’h-tu ar boan-ze dre eur c’hras-bennag. » Jezus-Krist en em ziskouezaz eun dervez d’ar verc’h euruz Baptista Varani, hag a lavaraz d’ezhi e roe ar grasou brasa d’ar re a ioa karet gant-han : da genta, ar c’hras da joum hep pec’hi ; d’an eil, da ober ar mad a zo eur c’hras all ; ha d’an trede, da c’houzanv ar boan dre garantez out-han, a zo eur c’hras n’euz enn tu-all d’ezhi. Dre-ze eo e lavare santez Thereza : « Pa rear eur vad-bennag evit Doue, e vezer digollet gant-han dre eur boan-bennag ive. Ar zent n’ho deveze morse poan nag anken e-bed, hep na drugarekaent Doue bep tro euz a-greiz ho c’haloun. » Sant Loiz, roue Bro-C’hall, o komz diwar-benn an amzer ma ’z edo dindan an Durked, a lavare : « Laouen oun ha trugarekaat Doue a ran muioc’h evit an nerz am beuz bet digant-han da c’houzanv va foaniou hep klemm, epad ma voan sklaf, eget n’am bije trugarekeat anezhan goude beza gounezet ar bed-holl. » Santez Elizabeth a Durinj, kaset er meaz euz he stadou gant he map, ha goude ma voe maro he fried digant-hi, dilezet gant an holl, a ieaz enn eur gouent, hag eno e lakaaz kana eun Te Deum evit trugarekaat Doue euz ar c’hras a rea d’ezhi da c’houzanv dre garantez out-han.
7. — Sant Joseph a Galasanz a lavare e voa nebeud a dra gouzanv an holl boaniou evit gounit ar Baradoz, hag ar pez a lavare a ioa hevel oc’h komzou an Abostol sant Paol. Eun dra vad e ve d’e-omp gouzanv hed hor buez an holl boaniou, an holl ankeniou ho deuz bet ar verzerien war an douar, evit gellout kaout ar baradoz ha pa ne ve nemet eur pennad hep-ken. Ha perak eta ne gemerfemp-ni ket a galoun vad ar c’hroasiou a zigas Doue d’e-omp, pa c’houzomp er-vad e vezimp euruz da-viken evit ar poaniou dister-ze hon devezo bet war an douar ? Sant Agapit, bihanik c’hoaz, e-leac’h kaout aoun rag an tirant a lakea d’ezhan eun tok-houarn ruz-glaou war he benn, a lavaraz : « Ne c’houfenn ket beza eurusoc’h eget koll va fenn er bed-man, evit ma vezo lakeat eur gurunen gaer war-n-han enn nev. » Sant Fransèz a lavare ive : « Ar mad a c’hortozan a zo ker braz ma kav d’in ez eo gant-han dudiuz va holl foaniou. » Piou-bennag a fell d’ezhan mont d’an nev, a dle stourm kalet ha gouzanv hep klemm. Ne d-euz den evit beza gopreat hep gounid he c’hobr da genta, nag evit gounid he c’hobr hep gouzanv he boan hep klemm. Ar brasa gobr a zo enn nev a vezo d’an hini en devezo gouzanvet ar muia hep klemm. Pa vez hano euz a vadou an douar, e weler an dud o tastum anezho a-skrab ha muia ma c’hellont ; evit madou an nev a-vad, ar madou-ze a bad da-viken, a-walc’h eo d’e-omp, emez-ho, nemet hor bevezo eur c’hornik er Baradoz. Pebez dallentez ! Ne d-eo ket evel-se eo e labour ar zent : laouen gant an distera tra, distag int dioc’h madou an douar ; evit kaout madou an nev a-vad e labouront hage poaniont muia ma c’hellont ; ne ehanont noz-deiz da zastum anezho. Etre an daou rumm dud-man, pere a gav d’e-hoc’h, kristenien, eo ar re fura ?
8. — Evit komz brema diwar-benn buez ar bed-man, e c’hellomp lavaret c’hoaz hep kaout aoun da fazia : an hini a c’hoar gwella gouzanv he boan heb en em glemm a zo a hent-all an den en deuz ive ar brasa peoc’h. Sant Filip Neri a lavare ne voa er bed-man purgator e-bed, ne voa enn-han nemet eur baradoz pe eun ifern ; ha gwir a lavare. Ar poaniou, an ankeniou a zo evel ma lavarfet eur baradoz evit an hini a c’hoar kemeret ha gouzanv anezho hep klemm ; eun ifern int a-vad evit an hini a glask herzel out-ho ; rak, eme zantez Thereza, an neb a grog kalounek hag a dro-vriad er c’hroasiou a den digant Doue ne c’hoar ket peger pounner int, dre ma teu nerz anezho d’ezhan. Sant Fransèz a Zal, oc’h en em gaout gwasket gant ankeniou a-leiz, a lavare : « Abaoe eun nebeut zo an traou, oc’h enebi ouz-in hag oc’h va c’has du-man ha du-hont, a ra d’in kaout eur peoc’h heb he far ; diskouez a reont d’in e vezo hep dale pell va ene unan gant Doue, hag e gwirionez va c’haloun ne c’hoanta netra e-bed muioc’h. » E peleac’h e kavfemp-ni ar peoc’h, mar d-eo direiz hor buez ha ma na d-omp ket a-unan gant Doue hep-ken, ha gant ar pez a fell d’ezhan ? Eur misioner euz an Indez oc’h harpa eun torfedour a iea d’ar maro, he-man a lavaraz : « Evel-d-hoc’h, va zad, me a zo bet gwechall enn urz m’emaoc’h ; beza e voen euruz epad mac’h heuilljoun penn-da-benn reiz va stad a vuez ; hogen, siouaz d’in ! rak-tal ma teujoun da veza laosk ha digaloun, rak-tal e kavjoun e voa diez pep tra, ha ken diez ma lesjoun ar stad-ze evit en em rei d’am zechou fall ; d’ho heul ez oun deuet ama evel a welit. D’e-hoc’h-hu, eme-z-han c’hoaz, e lavaran kement-man, evit ma vezin skouer d’ar re all ha ma teskint diwar va c’houst kerzet rag-êeun dre an hent a zo diraz-ho. » An tad Loiz Dupont a lavare : « Lakiit ez eo diez ha c’houero er vuez-man ar pez a gav d’e-hoc’h a zo c’houek ha mad, ha lakiit ez eo c’houek ha mad ar pez a gav d’e-hoc’h a zo diez ha c’houero, hag o c’hober evel-se e viot atao e peoc’h, rak dre ma kav d’e-omp ez eo mad ar pez a blij d’hor c’haloun ha dre m’hor beuz bet gwalc’h hor c’hoantegèsiou dre ar pec’hed, dre ze ive eo e choum war he lerc’h enn ene rebèchou hag a zo c’houèro-meurbed. An traou c’houero a-vad, pa vezont kemeret hep klemm ha dre garantez oc’h Doue, a den da veza c’houek-meurbed hag a garg an ene a zudi. »
9. — Kredomp er-vad, kristenien, ne d‘eo ket hor c’haloun evit kaout eur peoc’h gwirion, epad ma vezimp enn draonien-man a zaelou, nemet gouzanv hep klemm a rafemp an enkresiou hag ar poaniou, dre garantez oc’h Doue. Setu ar stad ma ’z omp lakeat gant ar pèc’hed, siouaz ! Stad ar zent war an douar a zo karet ha kaout poan ; stad ar zent enn nev a zo karet ha beza enn dudi. An Tad Paol Segneri a alie eur c’hrek e doa poaniou a-liez, da staga ar c’homzou-man oc’h treid ar groaz : evel-hen eo e kar ar galoun. Ne ket kaout poan, ar c’hoant en deuz an ene da gaout poan evit beza karet gant Doue, ar c’hoant-se eo a zo ar merk gwella evit gouzout ha ni a gar Jezus-Krist. « Petra a zo kaeroc’h, eme zantez Thereza, eget anaout mad ez omp karet gant Doue ? » Siouaz ! an darn vuia euz an dud a gren gant spount evel ma klevont hano euz ar groaz, euz a boan hag euz a enkrez. Eun ene-bennag a zo c’hoaz evelato hag a zo douget da garet kaout poan, evit gellout muioc’h a-ze plijout da Zoue ; ar vrasa kroaz evit-ho a ve choum war an douar hep kaout eur boan-bennag. « Gwelet Jezus stag oc’h ar groaz, a lavare eun ene mad, a ra d’in kaout ker kaer ar groaz, ne ven ket euruz ma ne gavfen nep poan da c’houzanv dre garantez oc’h Jezus-Krist. O karet Jezus, em beuz a-walc’h euz a bep tra, hag eul louzou mad oc’h pep poan. » Pe ali a ro hor Zalver d’an hini a fell d’ezhan mont d’he heul ? Kemeret ha dougenn he groaz. Red eo d’e-omp eta kemeret ha dougenn anezhi hep klemm, a galoun vad ha gant karantez.
10. — Ne vec’h ket evit lavaret pegement ez eo karet gant Doue an den a zo izel he galoun, hag evelato a grog gant karantez hag hep klemm er c’hroasiou a den d’ezhan euz an nev. Sant Ignas a lavare ne d-euz koat e-bed a gement a ve gwelloc’h da zigas ha da zerc’hel karantez Doue enn ene, evit na d-eo koat ar groaz : da lavaret eo e tleer karet Doue e-kreiz ar poaniou brasa. Santez Jertrud a c’houlennaz eun deiz oc’h an Aotrou-Doue petra voa ar gwella tra a c’hellje da rei d’ezhan. « Gouzanv hep klemm, va merc’h, eme-z-han, an holl boaniou a c’hoarvez gan-e-hoc’h. » Servicherez vad an Aotrou-Doue, Viktoria Angelini, a lavare e voa gwelloc’h eun dervez tremenet er poaniou eget na voa kant vloaz oc’h ober ar brasa mad, hep kaout poan e-bed. An tad Iann Avila a lavare ive e voa gwelloc’h ar c’homzou-ma : « Doue, ra vezo meulet ! » lavaret pa vez anken eget na d-eo kant bennoz lavaret e-kreiz an eurusded vrasa. Mac’h anavesfe an dud petra dalv ar poaniou, e vent gwelet o klask laerez an eil diwar goust egile an dro da c’houzanv evit Doue. Santez Mari Madalen a Bazzi a gare kement ar poaniou, ma voa gwelloc’h gant-hi beva pell amzer war an douar eget mervel ha mont d’an nev, o veza, eme-z-hi, ne d-euz poan e-bed er Baradoz.
11. — Ar pez a glask hep-ken eun ene en deuz karantez Doue eo beza unan gant-han ; hogen, evit gellout dont da veza er c’hiz-se unan gant Doue, selaouomp ar pez a lavar santez Katharina a Jèn. « Evit beza unan gant Doue, eme-z-hi, ez eo red tremen dre fournèz ar boan ; er fournèz-se, Doue a gas da netra kement tra fall a zo enn-omp. » Dre-ze eta, beza goapeat ha disprizet, beza klanv ha dilèzet gant hor c’herent hag hor mignouned ; beza temptet ha goloet a vez, enn eur ger, gouzanv kement poan ha dismeganz zo a zo red d’e-omp evit kaout an dro da stourm ouz-omp hon-unan, ha gellout evel-se beza treac’h d’hon tèchou fall ha mouga, grisiou hag all, c’hoantegesiou direiz hor c’haloun. Ia, ken na vezo tennet an holl grisiou fall euz hon ene, bete neuze ne vezimp unan gant Doue, o kaout mad ar poaniou hag o c’houzanv anezho dre garantez oc’h Jezus.
12. — Diwar an traou-ze holl e c’hellomp lavaret, pa fell d’eur galoun en em rei holl da Zoue, e tle, evel a zesk d’e-omp sant Iann ar Groaz, klask kaout poan gant pep tra er bed-ma, ha kemeret laouen kement a c’hoarvez gant-hi a-enep ; mar bez ar poaniou-ze karet gant an ene, e vezint dre-ze kavet mad dirak Doue. Salomon ar Fur a lavar ez eo gwelloc’h eun den hag a c’hoar gouzanv he boan hep klemm, eget eur brezeller kalounek. Doue a gar an hini a gastiz he gorf dre ar iuniou hag ar zilis, o veza ma tiskouez ez eo eun den a galoun, oc’h en em gastiza evel ma ra ; evelato, e kar muioc’h an hini a c’hoar gouzanv hep klemm hag a zo bepred laouen dindan ar c’hroasiou a deu d’ezhan a zourn Doue. Sant Fransèz a Zal a lavare ez eo gwelloc’h ar boan hag an diezamant a deu d’e-omp digant Doue, eget ar re a gemeromp ac’hanomp hon-unan. Pa deu ar boan war-n-omp, hep na vezomp war geal anezhi, seul-welloc’h a-ze eo dirak Doue, ha seul-talvoudekoc’h d’an ene. Santez Thereza a gred e talv muioc’h eun dervesiad poan deut aberz Doue pe aberz an dud, eget dek vloasiad kastiz a gemeromp hon-unan. Santez Mari-Madalen a Bazzi a anzave ne voa ket eur boan er bed-man, peger braz bennag e c’hellje beza, ha ne divije gouzanvet laouen, gant ar greden e vije a-berz Doue ; hag e gwirionez, epad eur boan galet e devoe pemp bloaz hed-da-hed, ne voa nemet digas d’ezhi da zonj e voa a-berz Doue, evit gwelet dioc’h-tu ar peoc’h o tont enn he ene, nec’het a-raok. Evit gellout gounit an Aotrou-Doue, an tenzor-ze braz-meurbed, ez eo nebeud a dra, eme an Tad Duraso, gouzanv n’euz forz pe boan.
13. — Pedomp eta an Aotrou-Doue, evit ma vezimp kavet mad da gaout he garantez, rak mar karomp anezhan evel ma ’z eo dleet, holl vadou an douar a vezo diraz-omp evel moged ha netra, hag hor brasa dudi neuze a vezo kaout poan hag enkrez. Setu petra lavar sant Krizostom euz eun ene a zo en em roet holl da Zoue : « Pa vez deut an den a-benn da gaout eur gwir garantez oc’h Doue, e kav d’ezhan ema he-unan war an douar ; ne ra mui van euz a c’hloar nag euz a vez, fae a ra war an temptasionou hag ar poaniou, ha koll a ra ar vlaz hag ar c’hoant euz a gement-zo ; ne gav harp na peoc’h e nep leac’h, ne baouez atao da glask an hini a zo karet gant-han. An den-ze, o labourat pe o tibri, dihun pe gousket, e kement tra a ra hag a lavar, atao hag e pep lea'c’h, he spered a zo troet war-zu he vuia-karet, rak ar galoun ne deuz ehan e-bed ken na vez el leac’h m’ema he zenzor. »
O va Jezus, va zenzor ha va c’harantez, va fec’hejou tremenet a dlefe pellaat ac’hanoun dioc’h ho karantez. Evelato, o va Doue, ho peuz lakeat ac’hanoun, dre ho maro, da gaout perz enn ho karantez ; grit, me ho ped, ma karin ac’hanoc’h dreist kement tra a zo, ha ma ’z aio doun em c’haloun ar c’halc’har hag ar c’heuz am beuz da veza gwechall ho tisprizet hag ho kaset er meaz euz va ene, dre ar pèc’hed. Evit brema, ho karan muioc’h eged-oun va-unan ; ho karet a ran euz a greiz va c’haloun, c’houi ar mad dreist pep mad ; ho karet a ran ha c’hoant am beuz d’ho karet gant eur gwir garantez ; brema n’em beuz ken aoun nemet da goll ho karantez. Va Doue ha va Zalver, grit, me ho ped, mac’h anavezin petra oc’h, mac’h anavezin bete pegeid ez eo eat ho karantez em c’hever, evit ma vezo red d’in karet ac’hanoc’h da virviken. Mirit ouz-in da veza dizanaoudek hiviziken enn ho kever ; evit kemend-all a vadèlez ho peuz bet evid-oun, nemet re zizanaoudek ne d-oun bet beteg-hen, siouaz ! Ne fell mui d’in ankounac’haat na dilèzel ac’hanoc’h endra vevin ; bez’ e fell d’in ho karet ha plijout d’e-hoc’h da virviken. O va Jezus ha va c’harantez, roit nerz d’in, astennit ho tourn da eur pèc’her paour a fell d’ezhan ho karet ha beza d’e-hoc’h evit mad.
Gwerc’hez Vari, c’houi a zo va fisianz, pa
ra ho Map, Jezus, kemend a lavarit d’ezhan
da ober, pedit-hen evid-oun ha grit m’am bezo
digant-han ar c’hras d’he garet bete mervel !
1. — Ar spered a vadèlez a zo spered Doue he-unan : evel-se an ene a gar Doue, a gar ive kemend hini a zo karet gant Doue, da lavaret eo, an holl dud ; klask a ra ober vad ha rei joa d’ezho, ha, dre ma c’hell, e laka anezho holl laouen. Sant Fransèz a Zal, mestr ha skouer ar vadèlez santel, a lavar evel-hen : « Kaout madèlez hag eur galoun izel, setu eno rouanez ar vertusiou. » Eun dra eo hag a zo bet gourc’hemennet mad d’e-omp gant Doue. Red eo eta e vec’h madelezuz hag e peb leac’h hag e peb amzer. Ar pez a c’helloc’h eta da ober gant karantez, grit-hen ha choumit heb ober ar pez a ve abek d’e-hoc’h da gaout kroz pe zael, me lavar, ar pez a c’hellit da lèzel hep pèc’hi, rak bez’ ez eo red miret oc’h an droug a ve great e-kever Doue hag enebi ouz an droug-se be-weach ma c’heller.
2. — Red eo dreist-holl beza mad oc’h ar re baour hag ar re glanv ; oc’h ar re baour, o veza ma ’z int peurvuia goapeat ha gwall-gaset, dre ma ’z int paour ; ouz ar re glanv, o veza ma ho deuz poan ha nec’h gant ho c’hlenved, ha ma ’z eo dibaot ar re a den da ober vad d’ezho. Ouc’h-penn zo, red eo ive beza mad e-kever hon enebourien. Ar garantez a zo red d’ezhi beza treac’h d’ar gasouni, hag ar vadelez treac’h d’an droug a rear d’e-omp. Evel-se ho deuz great ar zent, hag ez int bet karet gant ho enebourien vrasa zo-ken.
3. — « Ne d-euz da welet skouer kaeroc’h, eme zant Fransèz a Zal, eget beza bepred habask ha dizroug e-kever peb-unan. » Madelez ar zant-man a ioa anat d’an holl e kement a rea hag a lavare. Biskoaz, eme zant Visant a Baol, n’en devoa gwelet den hag a vije ken habask hag hen, ha kaout a rea d’ezhan gwelet er zant-se eur skeud beo euz a vadèlez hor Zalver he-unan. Pa na veze ket evit rei enn dra-bennag, hep na vije eur rebech d’he goustians, he gomzou neuze a vije ker karantezuz ha ken tener ma ’z eat laouen kuit diout-han, daoust na veze bet netra. Mad e voa oc’h an holl, oc’h ar re ho devoa da welet war-n-han, oc’h ar re a ioa dioc’h he zere ha par d’ezhan, ker-koulz hag oc’h ar re a ioa dindan-han, oc’h tud he di hag oc’h ar re a ziaveaz, dishevel, e-kever kement-man, dioc’h kalz a dud a zo èlez e tiez ar re all ha droug-sperejou enn ho zi ho-unan. Ne lavare morse netra, daoust a vije bet great d’ezhan gant he vevellou, hag eur boan vraz e voa d’ezhan rankout ho difazia a-wechou, petra-bennag ma kelenne anezho atao gant eur vadèlez ar vrasa. Eun dra hag a zo da veuli eo, pa vez eur mestr mad evel-se e-kever ar re a zo dindan-han ; pa ro d’ezho eul labour-bennag da ober ez eo red d’ezhan ho fedi kentoc’h eget beza rok ha gourc’hemen kre. Sant Visant a Baol a lavar ne d-euz gwelloc’h tra d’ar vistri eged ar vadèlez, mar fell d’ezho e ve great ar pez a lavaront. Santez Janned a Gantal a lavare ive : « E meur a zoare em beuz klasket lakaat da zenti ouz-in, ha n’em beuz kavet doare e-bed koulz ha gouzanv pep tra ha beza mad e-kever ar re a ioa dindan-oun. »
4. — Enn eur zifazia pe enn eur gentelia unan-bennag, ar mestr a dle zo-ken diskouez he vadelez. Kelenn stard ha gourdrouz gant droug a zo daou dra dishevel braz. Evit gwir, red eo gourdrouz kre a-wechou, pa vez great eun dra fall-bennag ; ha, dreist pep tra, pa vez bet great an droug meur a weach ha goude meur a gelenn vad. Arabad eo evelato klask kelenn den e-bed, epad ma verv ar goad enn hor gwazied, epad ma ve trenk hor c’homzou, rak neuze e ve gwasoc’h an droug eget ar mad a rafemp. Ar garantez-se re virvidik evit ar mad a zo tamallet e gwirionez gant an Abostol sant Jakèz. Darn zo hag a lavar e lakeont evel-se tud ho zi da zouja d’ezho, hag ez eo ar wella tra da lakaat pep reiz vad. Sant Jakèz a zao a-enep d’ezho. « Mar d-eo red eur weach enn amzer, eme-z-han komz huel, evit rei da anaout peger braz eo an droug a zo great, ez eo red ive, a-raok paouez, lavaret eur gomz vad-bennag ; » rak evel a reaz ar Samaritan, red eo parea ar gouliou gant ar gwin hag an eol, « hag e c’hiz ma sao atao an eol war-c’horre, evel-se, eme zant Fransez a Zal, ez eo red e ve gwelet hor madelez o sevel dreist kement tra a reomp. » Pa vez e nec’h hag enn enkrez an hini a dle beza kelennet pe gourdrouzet, gortoz ma vezo e peoc’h a zo red, gant aoun na greskfet an droug a zo enn-han. Sant Iann, chalouni, a lavare : « Pa vez krog an tan-gwall enn eun ti, ez eo arabad teuleur keuneud enn tan. »
5. — Jezus-Krist he-unan a zesk d’e-omp kaout ar spered a vadèlez. « Ne c’houzoc’h ket, eme-z-han, da zant Iann ha da zant Jakèz, petra spered ho peuz, pa lavare an daou-man d’ezhan kastiza ar Samaritaned, evit ma voant bet kaset kuit gant-ho euz ho bro. Ha petra eo ar spered-se, eme Jezus ? Va spered-me ne d-eo ket. Va spered a zo beza habask ha mad. Ne d-eo ket evit kas da goll, evit savetei an eneou eo ez oun deut er bed-man ; evelato, em oc’h o klask lakaat ac’hanoun da goll anezho ! Roit peoc’h, ha na c’houlennit ken digan-en netra a-enep d’am spered. » Hag e gwirionez, he vadèlez a voe braz e-kever ar c’hrek avoultr ; goude lavaret d’ezhi na bèc’hje ken, e kasaz anezhi e peoc’h. Gant ar vadèlez-se ive e lakeaz ar Zamaritanez da zistrei war an hent mad. Da genta, e c’houlennaz out-hi eur banne dour da efa ha goude e lavaraz : « Mar goufac’h piou a zo o c’houlenn ouz-hoc’h da efa ! » hag eun nebeud goude ec’h anzavaz out-hi e voa-hen ar Mesiaz a c’hortozet da zont. Pegement a vadelez ne ziskouezaz ket e-kever Juzas evit lakaat anezhan da zistrei ! Jezus a lakaaz anezhan da azeza oc’h he daol, gwalc’hi he dreid a reaz d’ezhan hag er mare ma werze Juzas he vestr, Jezus a lavaraz : « Juzas, ha gant eur pok eo e werzit-hu ac’hanoun ? » Per a nac’h Jezus, ha Jezus hep lavaret ger a ia er meaz euz a di ar beleg braz,enn eur zellet a druez out-han. Per neuze a zistroaz dioc’h-tu enn-han he-unan, hag a anavezaz e voa ker braz he bec’hed, ma ouelaz goude hed he vuez war ar boan en devoa great d’he Vestr santel.
6. — An den en deuz muioc’h da c’hounit dre veza habask ha mad, eget dre veza droug. « Ne d-euz netra ker c’houèro hag eur graonen, eme zant Fransèz a Zal ; hogen lakiit-hi da zec’ha ha da graza hag e vezo c’houek ha mad. » Evel-se a c’hoarvez gant an den a zo bet kastizet mad ; rak pegen diez-bennag eo bet d’ezhan beza kelennet stard da genta, ar gentel a den a-bred goude da veza mad ha talvoudek evit-han, gant ma vezo bet kelennet gant madèlez ha gant karantez. Sant Visant a Baol a zesk d’e-omp n’en deuz gourdrouzet nemet teir gweach hed he vuez ha be-weach, a lavar, en deuz bet keuz, o veza ma ’z eo bet eat he c’hourdrouzou da goll hep vad e-bed, petra-bennag m’en devoa abek da damall, a gave d’ezhan ; hogen, be-weach m’en devoa kelennet gant madèlez, e voa bet selaouet mad he gelennou.
7. — Sant Fransèz a Zal a ioa ker mad m’en deveze hep poan e-bed digant ar re all kement tra a felle d’ezhan da gaout, ha c’hoarvezet eo bet gant-han lakaat, dre he vadèlez, ar bèc’herien vrasa da zistrei oc’h Doue. Ar spered-ze a vadèlez a ioa ive spered sant Visant a Baol ; evel-hen eo e kelenne ha visionerien : « Neb a zo mad e-kever ar re all, neb a zo karantezuz hag izel he galoun, a zo kre ha nerzuz evit gounit kaloun an dud, hag evit lakaat anezho da ober an traou diesa zo. » Eur weach ar zant-man a lakeaz eur pec’her braz etre daouarn unan euz he visionerien, evit gouzout hag he-man a c’hellje he lakaat da zistrei oc’h Doue. Ar bèleg, o welet ne voa ket evit dont a-benn euz ar pec’her, a lavaraz neuze d'ar zant gwelet he-unan petra c’hellje da ober, ha sant Visant ne voe ket pell evit he zistrei war an hent mad. An den-ze a anzavaz goude-ze oc’h ar zant e voa bet gounezet he galoun gant he vadèlez ha gant he garantez. Dre-ze, sant Visant ne voa ket evit gouzanv e vijet striz oc’h ar bec’herien; ha lavaret a rea e kar an droug-spered gwelet ez eo garo ar veleien, o veza ma kas drez-ho kalz a eneou da goll.
8. — Red eo e ve an den mad ha karantezuz e-kever an holl e peb amzer hag e peb leac’h. Sant Bernard a zesk d’e-omp ez euz tud hag a zo habask ha karantezuz, epad ma ’z a an traou dioc’h ma fell d’ezho. Rak-tal a-vad ma teu eun dra-bennag da zevel enn ho enep, ha da ober an distera poan d’ezho, dioc’h-tu ez a droug enn-ho, hag e strinkont moged gwaz eget kefiou tan beo dindan al ludu. An hini a fell d’ezhan beza santel, a zo dleet e ve he vuez evel eul lilien e-touez an drez hag ar spern ; petra-bennag ma vez toullet al lilien gant an drein, atao ez eo gwenn hag e strink c’houez vad. An hini a gar Doue a zo atao ar peoc’h enn he ene hag a zo a wel war he dal pe ez eo euruz pe ne d-eo ket.
9. — Er poaniou eo ec’h anavezer an dud. Sant Fransèz a Zal a gare-meurbed breuriez ar Vizitasion : poaniet ha labouret stard en devoa evit-hi ha doan en devoe aliez diwar he fenn o welet e veze tregaset gant an dud ; evelato, ar zant-man a voe atao e peoc’h, o veza ma lakea pep tra etre daouarn Doue, a ioa ar mestr da lakaat ar vreuriez-se da badout pe da goueza. Enn amzer-ze eo e lavaraz : « Abaoe eun nebeud zo, kement tra a zao em enep hag a stourm ouz-in a ra d’in kaout eur peoc’h ar vrasa ; diskouez d’in a reont e vezo abarz nemeur va ene a-unan gant Doue ; ne c’hoantaan netra e-bed muioc’h. »
10. — Pa vez red d’e-omp komz ouz unan-bennag hag a zo kroz gant-han enn hon enep, komzomp atao gant madèlez ; eur gomz vad a zo a-walc’h evit mouga an droug. Mar d-euz droug enn-omp eun draik, ez eo gwelloc’h d’e-omp tevel, o veza ne lavarfemp netra vad e-bed ; rak pa vezimp deuet war hon tu, e welimp er-vad n’hor boa ket abek da lavaret ar pez hor boa c’hoant.
11. — Mar hor beuz great eun dra fall-bennag ez eo red ive e vemp mad enn hor c’hever hon-unan. Neb a ia droug enn-han out-han he-unan goude pèc’hi, a zo c’houezet he galoun gant an ourgouill, dre ne fell ket d’ezhan e ve kredet ez eo dinerz ha sempl evel ar re all ; santez Thereza a lavare : « Eur galoun izel, pa laka enkrez da grègi enn ene, ne d-eo ket eur galoun hervez Doue, hervez an droug-spered ne lavarann ket. » Neb a ia droug enn-han goude pèc’hi, a bec’h muioc’h neuze eget ar weach kenta, rak eur pec’hed eo hag a denn d’he heul pèc’hejou a-leiz, evel ma ’z eo miret na dostafet oc’h ar zakramanchou, choum hep koumunia hag hep lavaret ar pedennou, pe diana mar lavarer anezho ne d-eo nemet diwar beg an teod. Sant Loiz a Gonzag a lavare ez eo boaz an droug-spered da besketa enn dour tenval. Pa vez an ene enn enkrez, ne wel an Aotrou-Doue nemet dre an devalijen, ha ne c’hoar neuze petra zo rankout da ober. Goude ma hor beuz pèc’het, en em lakeomp eta da bedi Doue gant eur galoun izel ha leun a fisianz, goulennomp out-han ma lamo d’e-omp hor pèc’hejou, enn eur lavaret, evel santez Katharina a Jèn : « Aotrou, setu ar frouez a zo em liorz ; karet a ran ac’hanoc’h euz a greiz va c’haloun ; enn eur bèc’hi em beuz droug-c’hreat enn ho kever ; keuz am beuz hag kiviziken ne fell d’in mui pèc’hi ; roit d’in nerz ho kroaz santel. »
Kaera chadennou a stag an eneou oc’h Doue ! Stagit ive ac’hanoun out-han, stardit ac’hanoun ker stard, ken na vezin mui evit en em zistaga dioc’h he garantez. O va Jezus, ho karet a ran ; c’houi a zo va zenzor ha buez va ene, en em lakaat holl a ran etre ho taouarn, ha bez’ e fell d’in ho karet da-viken. Evit paea ar boan dleet d’am fec’hejou, ez eo bet falvezet gan-e-hoc’h beza chadennet, evel eun torfedour, beza kaset d’ar maro, staget oc’h eur groaz ha mervel out-hi. Dre ar grasou a zo bet prenet d’e-omp gant ho poaniou n’am list ket, me ho ped, da bellaat diouz-hoc’h birviken. Ar c’heuz am beuz da veza pec’het a zo brasoc’h eget pep keuz ha pep glac’har all, ha brema me a fell d’in mervel kentoc’h eget pèc’hi, dre nerz ho kras, o va Doue. Ia, pèc’het em beuz enn ho kever, siouaz ! ha mervel gant glac’har a garfen ; grit eta, Aotrou-Doue, ma vezin d’e-hoc’h holl, roit d’in ho karantez ha grit ac’hanoun ar pez a blijo gan-e-hoc’h. Gwerc’hez Vari, c’houi a zo va fisianz, grit ma vezin, ken beo ken maro, evel unan gant Jezus ho Map karet, evit ma ’z in eun deiz d’he c’hloar, d’al leac’h n’am bezo mui a aoun da goll he garantez !
An ene a gar Jezus-Krist n’en deuz avi e-bed oc’h ar re vraz war an douar, an avi en deuz a zo oc’h ar re a gar muia Jezus-Krist.
|
1. — Sant Gregor a zispleg d’e-omp an trede merk-se euz a garantez Doue, ha lavaret a ra ne deuz karantez Doue avi e-bed nag oc’h tud ar bed nag oc’h madou braz, dre ne deuz c’hoant anezho na dispriz e-bed evitho. Diou avi a zo : unan, mad ; e-ben, fall. An avi fall e deuz poan o welet ho deuz ar re all madou war an douar. An avi vad ha santel ne zell ket oc’h madou ar bed, eun truez eo d’ezhi gwelet anezho. Ar pez a glask hon-man eo Doue hep-ken, ar pez a c’hoanta eo he garet euz a greiz he c’haloun ; dre-ze eo e deuz avi oc’h ar re a gar Doue muioc’h eget-hi, rak karet Doue a garfe muioc’h eged an elez zo-ken.
2. — Setu petra glask hep-ken eur gwir gristen war an douar, hag an dra-ze a ra d’an Aotrou-Doue karet anezhan kement, ma lavar : unan euz ho taoulagad en deuz skoet poan em c’haloun. Al lagad-se, ar zell-ze a zo ar c’hoant da blijout da Zoue er sonjou hag enn oberou, pa ne glasker nemet tizout beteg eno. Tud ar bed a glask meur a dra, dre ho labour, evel ma ’z eo plijout d’an dud, pe diana beza euruz ho-unan. Ar c’hristen a-vad n’en deuz nemet eul lagad da zellet oc’h Doue ha da blijout d’ezhan ; lavaret a ra gant ar roue David : petra am beuz-me da zivizout war an douar hag enn nev, o va Doue, nemet hoc’h-hu hep-ken, c’houi a zo va zenzor, hag ar mestr war va c’haloun. « N’em beuz ket a avi, eme zant Paolin, oc’h ar re binvidik nag oc’h ar rouanez, c’houi hep-ken, o va Jezus, c’houi a zo va gloar ha va eurusded. »
3. — Ne d-eo ket a-walc’h ober madoberou, red eo c’hoaz ober mad anezho. Evit ma ve mad hon oberou, ez eo red e vent great evit plijout da Zoue. Setu penaos ez eo red meuli Jezus-Krist ; pep tra a zo bet great mad gant-han. E-touez madoberou ar gristenien, kalz a zo mad dre-z-ho ho-unan, hag e kement-se ne dalvezont netra dirak Doue, o veza ne d-int ket bet great evit gloar Doue hep-ken. « Hor madoberou a vez paet gant an Aotrou-Doue, eme zantez Madalen a Bazzi, hervez ma vezont bet great evit plijout d’ezhan ; da lavaret eo, e kavimp gant Doue enn nev, ar mad hor bezo great war an douar, mar bez bet great evit-han hep-ken. » E-touez kement a vadoberou, kalz a ielo da goll, ha dibaot a vezo kaout unan-bennag great evit plijout da Zoue hep-ken. Eur manac’h koz braz, maro ne voa ket pell evel eur zant, goude beza labouret evit Doue hed he vuez, a lavaraz enn eur grena eun dervez, o sonjal enn amzer dremenet : « Em holl oberou, ne gavan ket unan zo-ken a gement a ve bet great evit Doue hep-ken. » Ra vezo milliget ar garantez hor beuz ouz-omp hon-unan ! Hi eo a gas da goll pep tra vad a reomp. C’hoarvezout a ra aliez, er stad santela zo-ken, evel ma ’z eo stad eur beleg hag eur misioner, a dremen ho buez o prezeg, o kovez hag o kelenn ar gristenien ; c’hoarvezout a ra, siouaz ! gant darn anezho ha gant re all, ma kemeront kalz a boan, ma labouront a dorr-korf hep gounit netra e-bed, dre na reont ket ho labour evit Doue hep-ken, ha ma sellont eun draik re oc’h gloar ar bed hag oc’h ho gloar ho-unan, dre ma klaskont da genta ho mad hag ar pez a zo dioc’h ho diviz ha dioc’h ho zonj.
4. — An Aotrou-Doue a lavar : « Diwallit na rafac’h ar mad evit beza gwelet gant an dud, rak neuze ne vioc’h digollet tamm gant ho Tad a zo enn nev : » An hini a labour dioc’h c’hoant he galoun, en deuz bet he c’hobr, eur gobr hag a zo moged eo ; eur pennad e vezer laouen hag euruz gant-han, ha goude-ze ne choum netra vad war he lerc’h enn ene. Ar Profed Ajee a lavar : « An hini a labour evit eun all-bennag ha ne d-eo ket evit Doue eo, hen-nez a laka kement a c’hounit enn eur zac’h toull, ha pa zigor anezhan goude ne gav enn-han netra e-bed. Evel-se an den, goude c’houezi ha poania gant he èro, ne gav e penn an dalar nemet nèc’h hag enkrez, o veza ne glaske ket gloar Doue hep-ken. O labourat evit gloar Doue a-vad ne c’houfe den kaout enkrez, peger kalet-bennag e ve he boan, ha pa na ve ket zoken evit dont a-benn da ober mad pep tra ; rak pa vez poaniet ha kerzet tenn evit plijout da Zoue, ha pa varfet neuze e-kreiz an hent, ar c’hristen mad en deuz bet ar pez en devoa c’hoant da gaout.
5. — Setu ama penaos ec’h anavezer an den a labour evit Doue hep-ken. Da genta, ne vez morse enn enkrez, petra-bennag ne d-euz mad e-bed evit dont gant-han da-benn ; ar pez ne fell ket da Zoue e ve, ne fell ket d’ezhan ive ; d’an eil, ker laouen eo o welet ar mad a ra ar re all, evel pa ve bet great gant-han he-unan ; d’an trede, ne c’hoanta ket muioc’h kaout eur garg kentoc’h eget eun all, ha karet a ra an hini en deuz bet digant ar re ho deuz da welet war-n-ezhan ; d’ar pevare, evit kement a ra ne glask na beza meulet na trugarekeat, ha rak-se mar bez kavet eun abek-bennag enn-han, n’en deuz nec’h e-bed, enn enep laouen eo, o veza labouret evit Doue hep-ken. Mar bez meulet a-vad, he galoun ne c’houez tamm, ha lavaret a ra da c’hloar ar bed ar pez a lavare sant Iann Avila : « Kea kuit, re zivezad oud deuet, rak kement am beuz great, am beuz roet pell a zo da Zoue. »
6. — Setu pe dre hent e kerz an den war-zu joaiou ar baradoz ; o veza laouen gant ar pez a blij da Zoue evel ar servicher mad. « Mar hor beuz an eur-vad da ober eun dra-bennag hag a blij da Zoue, eme zant Krizostom, petra a c’houlennomp-ni ous-penn-ze. Ha ne d-eo ket ar brasa digoll, ar vrasa eurusded a c’hell eur c’hristen mad da gaout, gellout plijout d’he Grouer ? »
7. — Jezus-Krist ne c’houlen netra e-bed ken digant an ene. Bez’ e fell d’ezhan e ve atao evel eur ziel war galoun ha war vreac’h ar c’hristen, ha ne rafe he-man netra nemet evit plijout da Zoue. Hogen hag e ve Doue bepred dirak spered an den hag e penn an holl labourou a ra, mar fell d’ezhan beza sant, eme zantez Thereza, ne dle kaout ken c’hoant nemet da blijout da Zoue. Peger bihan ha pegen dister-bennag eo ar pez a vez great evit Doue e talvez muioc’h evelato eget kement a c’houfet da lavaret ; setu ama perak : kement a vez great evit plijout da Zoue, a zo eul labour a garantez, eul labour eo hag a laka ac’hanomp da dostaat oc’h Doue ha da veza a unan ganthan, eul labour, enn eur ger, hag a ro d’e-omp ar madou a bado da viken.
8. — Lavaret a rear : an hini a zo neat he spered diouz pep sonj all, ha ne glask nemet plijout da Zoue, a zo evel ma ve bet tremenet dre fournès an nev ; dre ar fournès-se a laka an houarn da veza aour, da lavaret eo a laka an traou distera a reomp, evel ma ’z eo all labour, an ehan hag an diverr amzer, hag an ebad a gemeromp, da dalvezout aour ar garantez santel. Setu perak e krede santez Madalen a Bazzi ez a, pa varvont, rag-êeun d’ar baradoz, hep tremen dre dan ar purgator, ar re a labour bepred hag a zo ho spered êeun ha troet d’ar mad evel-se. Merket eo enn eul levr santel zo e voa eur manac’h o chom he-unan enn eul leac’h distro hag a ioa boaz, a-raok ober pep tra, da zevel he zaoulagad war-zu an nev. Unan-bennag a c’houlennaz out-han perak e rea an dra-ze : « Evit klask an tu, eme-z-han, na d-aio taol e-bed a-biou, da lavaret eo, evel eur chaseer a viz êeun a-raok tenna, evit miret na dafe he daol da goll, hag evit gellout tizout an Aotrou-Doue ha plijout d’ezhan hep tro. » Evel-d-han a dle ober pep kristen, araok staga gant he labour, e-pad he labour hag a-barz distaga diout-han, o sevel he spered peb enn amzer war-zu Doue, hag o kas d’ezhan kement tra a ra.
9, — Ar re a labour, ha ne evesaont nemet oc’h ar pez a fell da Zoue, ho deuz enn ho spered eur frankiz santel, eur frankiz ha ne dreo roet nemet da vugale Doue ; ar frankiz-se a ra d’ezho digemeret a galoun vad ar pez a blij da Jezus-Krist, hep sellet ‘oc’h ar garantez ho deuz evit-ho ho-unan, hag ive oc’h ar stad a reont euz an dud. Karantez Doue a laka pep tra hevel d’ar galoun ; eun dra c’houero a dalv d’ezhi eun dra c’houek, dilezel a ra ar pez a gar evit karet ar pez a fell da Zoue, ober a ra an traou distera hag ar re ziesa kerkoulz hag ar re vrasa hag ar re easa ; gant ma plijint da Zoue a zo a-walc’h.
10. — Eun taol braz a dud a fell d’ezho servicha Doue el leac’h-ma-leac’h, er stad-ma’r-stad, gant he-man pe gant hen-nez, e-berr, gant an dra-man pe gant an dra-hont ; anez ne servichint ket anezhan, pe mar he zervichont, gwelit penaos ? Poan spered ho deuz atao, atao krignet ho ene gant eur prenv-bennag, atao ez int pennasket gant ar garantez ho deuz out-ho ho-unan, ha dre-ze ne zastumont mad e-bed euz an holl madoberou a reont ; atao kaer ho deuz emaint, evel ma lavarfet, war glaou ruz-tan, o veza ma kav d’ezho e teu cheo an Aotrou-Doue pounneroc’h-pounera d’ho diou-skoaz. Evit ar re a gar Jezus gant eur gwir garantez, ar re-ze a-vad n’ho deuz ket brasoc’h dudi eget ober ar pez a fell d’ezhan ; kel laouen int pa vezont izeleat evel pa vezont hueleat. Setu petra a ra an hini a gar Jezus-Krist e gwirionez, ha setu ive petra dleomp da ober o terc’hel penn oc’h ar garantez hor beuz ouz-omp hon unan, oc’h ar garantez-ze a ra d’hor c’halou’n c’hoantaat an enoriou a gav d’ezhi a zo mad da gaout.
11. — Red eo e vemp distag dioc’h pep tra hag e doare vad da zilezel traou ar spered, ar beden pe ne d-euz forz petra, pa vezomp galvet el leac’h all gant an Aotrou-Doue. An tad Alvarez, eun dervez m’en devoa eur pez labour da c’hober, gant aoun na deuje da goll ar gwel euz a Zoue, a ieaz diwar he labour da c’hober eur penned peden. Neuze, an Aotrou-Doue a lavaraz d’ezhan : « Petra-bennag n’ema ket ho labour gan-en brema, a-walc’h e tle beza em befe-me roet va-unan al labour-ze d’e-hoc’h da c’hober. » Setu eur gentel euz ar re wella evit ar re a vez nec’het, rak-tal ma vez red d’ezho senti hag ober eun dra-all-bennag, o choum hep lavaret ho fedennou. An nec’h-se ho deuz ne d-eo ket a-berz Doue, a-berz an droug-spered pe anezho ho-unan eo e teu. Plijout da Zoue pe vervel : setu eno diviz an holl zent.
D’e-hoc’h-hu, va Doue, e roan va c’haloun. Ha petra eo va c’haloun, siouaz ! Great e voa bet gan-e-hoc’h evit ho karet hep-ken, hag evelato ez eo bet savet enn hoc’h enep. Sellit a druez out-hi brema, o va Jezus ! Keuz e deuz da veza pec’het enn hoc’h enep ha karet a ra ac’hanoc’h. Ia, va Doue ha va Zalver, keuz am beuz da veza bet disprizet ho kourc’hemen, hag hiviziken e fell d’in senti ouz-hoc’h hag ho karet, kousto pe gousto. Dre ar garantez hag ar vadèlez ho peuz bet da vervel evidoun war ar groaz, lakiit brema va ene ha va c’haloun d’ho karet stard, grit m’ho karin muioc’h eget n’en em garan va-unan, rak, va Jezus, c’houi a zo mignoun mad va ene, ar mignoun n’em beuz nemet-han. Piou eta a c’hellfen-me da garet enn he leac’h, piou ar mignoun hevel ouz-hoc’h en deuz roet he vuez evit va zavetei ? Penaos eta e c’hellfen-me choum hep ho karet ? Ne ankounac’hain birviken pegen dizanaoudek oun bet enn ho kever, ha ouela a ran gant keuz ha glac’har d’am fec’hejou. Den reuzeudik ma ’z oun ! Kollet ha maro e voan, ha brema mar d-oun distroet ouz-hoc’h, brema mar d-oun beo c’hoaz, ez eo dre nerz ho kras hag ho trugarez em c’hever. Hiviziken, ne fell d’in beva nemed evit ho karet, c’houi a zo va mad dreist pep mad ! Grit eta, Aotrou va Doue, grit ma karin ac’hanoc’h, o karantez hep ment e-bed. Ne c’houlennan ken tra ouz-hoc’h, Gwerc’hez Vari, c’houi a zo va mamm, lakiit ac’hanoun e-touez ho servicherien, ha grit ive, me he ped, ma vezin digemeret e-touez gwir zervicherien Jezus, ho Map.
An hini a gar Jezus-Krist a zioual ouz klouarien ar galoun hag a glask ar stad walla ha santella zo. An hent d’en em gaout eno zo : ar c’hoant, ar mennos stard, pidi a galoun hag a c’henou, sakramanti aliez.
|
1. — Dre ma z-a an den war greski er mad hag ive ma z-a doun karantez Doue diabarz he ene, ez a gwelloc’h ha pelloc’h a-ze diout-han kement-so o c’hober gaou oc’h ar zantelez. An Abostol sant Paol a lavar e teu ar vertusiou kaera a zo enn ene dre ar garantez. Ar garantez, dre ma ’z eo douget da garet an traou gwella zo, e deuz dre-ze kasouni oc’h kement tra a zo klouar hag etre daou ; ha d’ar glouarien-ze, siouaz ! ec’h en em roer a-wechou, petra-bennag ma weler er-vad e koller dre eno da-viken ar garantez, gras Doue hag an ene, siouaz !
2. — Diou stad a zo hag a glouara an ene ; unan anezho a c’heller tec’het diout-hi, diouz e-ben ne c’heller ket a-vad. Ar zent holl ho deuz bet ho lod euz ar stad diveza-man hag anezhi e teu ar pèc’hejou veniel a ra d’an den, koulz lavaret hep gouzout d’ezhan dre he zempladurez-vraz, beza dievez epad ar pedennou, kaout eur boan spered pe eun nèc’h bennag, komz heb ezomm, klask anaout traou ha ne dalont ket ar boan, kaout re natur an dribi pe an efa, c’hoantaat beza gwelet : enn eur ger, lezel c’hoantegesiou ar c’horf da zevel re huel ho fenn. Ar pèc’hejou-ze holl a zo red d’e-omp tèc’het diout-ho, muia ma c’hellomp, petra-bennag n’omp ket evit-ho holl, kaer hor beuz, ken dinerz eo deut hor c’haloun dre bèc’hed hon tad kenta. E gwirionez, eun dra hag a zo red d’e-omp eo kasaat hor faziou pa lakeont ac’hanomp da skei diwar an hent mad ha da zisplijout da Zoue. Evelato, ez eo arabad hor be nèc’h hag enkrez diwar ho fenn, rak, eme sant Fransèz a Zal, « an nec’h hag an enkrez-se ne deuont ket digant Doue » ; tra an droug-spered int, ma ne zavont ket diwar ar garantez pe a-berz ar stad a ra an den anezhan he-unan.
3. — Ar pez a zo red d’an den neuze eo kas dioc’h-tu diout-han ar seurt sonjou poaniuz-se, heb ober van anezho. « Ar pec’hejou bihan-ze, eme sant Fransèz a Zal atao, o veza ma ’z int bet great hep gonzout d’an den, a ia ive da netra dre c’hlac’har ha karantez he galoun. » Al leanez santel Mari a welaz eun deiz eur voul dan o tèvi, ker buan ha lavaret, meur a goloen a voe taolet war-n-ezhi. An Aotrou-Doue a felle d’ezhan diskouez d’ar zantez-man, dre gement-se, ez eo a-walc’h eun huanad a garantez tener o sevel war-zu enn-han evit kas da netra pèc’hejou ganet diwar zempladurez an den. Ar C’honsil a Drant a lavar kemendall diwar-benn sakramant an Aoter a zo, eme-z-han, evel eul louzou mad a-enep hor faziou pemdisiek. Ar faziou-ze a zo pec’hejou evit gwir, evelato ne viront ket ouz-omp da gerzet war-zu ar stad santel, pegement-bennag m’ema enn nev hep-ken ar stad wella ha santela zo.
4. — Evit ar stad all a laka an ene da glouaraat, hag a c’hellomp tec’het diout-hi, ar stad-se a vir oc’h an den da vont war greski er mad, o veza ma pèc’h an den anezhan he unan er stad-ze ; gwelet ha gouzout er-vad a ra ema o pèc’hi hag e c’hallfe miret, ma karfe, dre c’hras Doue. « Doue ra viro ouz-hoc’h, eme zantez Thereza, na bec’hfac’h, o c’houzout e pec’hit, peger bihan-bennag e ve ar pec’hed-ze. » Ar pèc’hejou-ze a zo peurvuia o lavaret gaou, o troug-prezeg, o toui, o komz trenk, o c’hober goab, o c’hoantaat e ve great stad ac’hanomp hag o karet re unan pe unan ne dleomp ket da garet. « Ar pec’hejou-ze, eme zantez Thereza, a zo evel preved bihan a zo muioc’h a-ze da ziouall out-ho, dre na weler tamm anezho ken na vez bet krignet gant-ho kement tra vad a zo enn hon ene ; » an droug-spered a grog er faziou-ze ha gant-ho, evel gant liammou stag mad, ec’h hej an den hag e ro gwall-lammou d’ezhan.
5. — Diouallomp eta na bec’hfemp evel-se ha na golfemp dre ar pèc’hejou-ze, ar sklèrijen, ar grasou hag an dizoan a zigas Doue d’hon ene. Dre bèc’hi e teuer da enoui enn hent ar mad, hag e vez poan o kerzet dre-z-han ; neuze ne zav mui ar galoun war-zu Doue dre ar beden, neuze ne dostaer ken oc’h an daol zantel, ne deer mui da bedi dirak ar Zakr, enn eur ger, neuze e tilezer pep tra evel a zo c’hoarvezet, siouaz ! gant eun darn vraz a eneou keiz.
6. — Taolit evez mad oc’h ar gourdrouzou a laosk an Aotrou-Doue war an eneou klouar : « N’oc’h, eme-z-han, na ien na tomm ; gwelloc’h eo e vec’h ien, hogen o veza ma ’z oc’h klouar, me zo o vont d’ho strinka diwar va c’haloun. » Ia, her lavaret a c’heller, eur barr eo gwelloc’h e vèc’h ien ha n’ho pe ket gras Doue tamm e-bed eget beza klouar, evel ma ’z hoc’h, rak an hini a zo ien a c’hell he ene dont da domma enn he greiz gant rebèchou he goustianz, ha neuze e tistro oc’h Doue. Evit an hini a zo klouar, hen-nez a gousk divorfil war eur penn-wele pèc’hejou, hep kaout eur zonj ez eo eat diwar an hent mad hag hep klask distrei war he c’hiz. Siouaz ! Siouaz ! eur gwall-glenved a zo staget out-han, ha diez e vezo mar bez pare biken. An tad Loiz du Pont a lavare en devoa bet great eun taol-braz a bèc’hejou bed he vuez, hogen ne voa biskoaz bet e peoc’h gant-ho ; Beza ez euz tud hag a zo e peoc’h gant ho zèchou fall, hag ar peoc’h-se a gaso anezho da goll. Setu ama darn euz ar gwall-blegou-ze : ar garantez en deuz an den out-han he-unan, he c’hloar vraz hag avelek, he bisder, he erez, an droug pe ar garantez re dener en deuz ouz he-man pe ouz hon-nez. Eur wenn fall a louzou int, hag an den en deuz da ziouall out-ho, mar d-int krog enn he galoun, gant aoun, eme zant Fransèz Asiz, na ve sachet gant-ho d’an ifern diwar-boez he vleo. An dud a zo sparlet gant ar seurt pec’hejou ha techou fall-man, ar re-ze birviken ne c’hellint pignat da stad huel ar zantèlez, ha koll a mint ar gurunen gaer a ioa bet great evit-ho gant Doue, mar ho divije bet dalc’het mad d’he c’hras. Pa na vez netra o terc’hel al labouz, e tigor he ziouaskel hag ez a kuit war nij ; evel al labouz e o an ene ; pa na vez netra e-bed ive o terc’hel anezhan stag oc’h an douar e nij dioc’h-tu war-zu Doue. Pa vez stag, siouaz ! ha pa na ve nemet gant eun neudennik vihan, a-walc’h eo evit miret out-han da vont war-zu he Zalver. Hag a dud zo ha n’en em zantelaont ket, kaer ho deuz, dre na gemeront ket ar boan d’en em zistaga dioc’h ar c’hoz-tammou karantez a zo em ho c’haloun.
7. — Ar gwasa a zo, e o n’euz ket a garantez ouz Jezus-Krist. Darn a zo c’houezet ho c’haloun gant ar stad a reont anezho ho-unan, darn all a ia droug enn-ho, dioc’h-tu ma vez eun dra-bennag a-benn d’ezho ; lod a zo damantuz d’ezho ho-unan enn aoun rag ar c’hlenved, lod-all troet ho spered oc’h pep tra a ziaveaz a zo ho boed klevet hano euz av draou ne zellont tamm oc’h servij Doue, euz a draou a zo mad hep-ken da zivaz anezho eur pennad. Be all zo c’hoaz, dre ma ’z int enkrezet gant eun distera tra a choum hep lavaret ho fedennou, pe mar lavaront anezho diwar beg ho zeod, ho spered a zo pell ac’hano ; bremaik e voant laouen, ha setu hi brema nèc’het ha droug enn-ho, dioc’h ma ’z a mad pe fall an traou enn dro. Evit lavaret krenn, ar rumou tud-ze ne garont ket Jezus-Krist tamm pe nemeur, ha gaou a reont oc’h ar feiz gwirion.
8. — Ha petra a zo red da c’hober evit dont er meaz euz ar stad klouar-ze ? Petra-bennag ma ’z eo diez-meurbed lakaat da domma eun ene hag a zo klouar, ne d-eo ket eun dra enn tu all da c’halloud an Aotrou-Doue, enn tu all da c’halloud an den, ne lavarann ket. Evit-se, ne d-euz ken da ober nemet pedi Doue stard ha kalounek, kemeret an hent a zo red, hag hep dale e save heol an Aotrou-Doue. An hent evit mont, er-meaz euz a stad klouar an ene ha kerzet war-zu ar mad a zo, da genta, kaout c’hoant da veza santel ; d’an eil, stourm stard evit dont a-benn a-ze ; d’an trede, sevel ar galoun war-zu Doue ; d’ar pevare, kommumia aliez ; d’ar pemped, pedi, pedi mad atao.
9. — An hent kenta a zo kaout c’hoant da veza santel. C’hoantegesiou mad ar galoun a zo diouaskellou ; gant-ho an den en em zibrad dioc’h an douar, hag a zav skanv war-zu an nev, rak, eme zant Lauranz Justinien, « ar c’hoant da veza santel a re nerz da vont enn hent ar mad, hag a laka an hent-se didorgenn hag eaz da vale. » An hini en deuz eur c’hoant gwirion da vont enn hent mad, a ia bemdez buanoc’h buana, ha nemet ma kendalc’ho, e vezo a-barz kus-heol er perm divèza. An den a-vad ha ne c’hor ket flamm ar c’hoant-se enn he galoun, a ielo bepred war a-dre, ha da zivèza ne vezo ket koulz ha ma voa da genta. « Enn hent ar zilvidigez, eme zant Augustin, piou-bennag ne d-a ket war a-raok, a den war a-dre », hag atao ez eo red sacha kalet, rak natur an den, troet war-zu an droug, a ia atao war boues-traon.
10. — N’ema ket ar wirionez gant an hini a lavar : Doue ne fell ket d’ezhan e ve sent an holl. « An Aotrou-Doue, eme sant Paol, abostol, a fell d’ezhan e vemp holl santel pep hini enn he stad hag hervez he stad » ; ar manac’h ha den ar bed ; ar bèleg. an den demezet, ar marc’hadour, ar zoudard a zo dleet d’ezho holl heza santel, hervez ar stad a vuez en deuz pep-hini. Santez Thereza a lavar : « Mar d-eo hor Spered douget war-zu an traou huel ha santel, e vezo eun dra vad evid-omp. » Arabad eo eta diskar hor c’haloun, rak mar hor beuz fisianz e Doue, gant nerz he c’hras ha gant hon nerz hon-unan, e c’hellimp pignat a nebeudou ha sevel bete stad ar zent. Ar zantez-se e deuz gwelet atao an dud kalounek o vont buan gant hent ar zantèlez, rak, eme-z-hi, an Aotrou-Doue pa wel ar c’hoant santel-ze o sevel enn ene a zo ker laouen dre-ze, evel ma ve kaset da henn. Doue ne ro he c’hrasou brasa nemet d’an eneou ho deuz eur c’hoant. braz da garet anezhan, ha dre-ze pa gav an dro da mi digoll d’ezho er bed-man, morse ne d-a a-biou. Karet a ra an eneou nerzuz, gant ma n’ho devezo ket re a fisianz enn ho nerz ho-unan. Santez Thereza e devoa kement a c’hoant da garet Jezus-Krist ma lavaraz d’ezhan eun dervez ne rea forz e-bed ha pa vije er baradoz gloar pep-hini euz ar zent brasoc’h eget he gloar he-unan, hogen ne c’houie ket penaos e c’hellje gouzanv eun all da garet Doue muioc’h eget-hi.
11. — Bezomp eta stard a galoun, rak Doue a zo mad e-kever an hini a glask anezhan euz a greiz he galoun. Ar pec’hejou tremenet, na netra all e-bed, ne d-eo evit miret ouz-omp da veza sent, mar fell d’e-omp e vemp, e gwirionez. Santez Thereza a lavar : « An droug-spered a laka dira-z-omp hor beuz ourgouill, pa c’hoantaomp sevel huel er zantelez ha klask heuilla skouer ar zent. » Ne d-eo tamm ourgouill, pell dioc’h eno, rak netra e-bed ne dalv kement d’e-omp evel ma ’z eo en em lakaat a-greiz hor c’haloun da ober traou braz ha santel, rak petra-bennag n’en deuz ket da genta an ene nerz a-walc’h evit ober an traou-ze, evelato dre en em galounekaat, evel a ra, e teu d’en em zevel huel. Sant Paol a lavar e tenn pep tra da vad. d’ar re a gar Doue, ar pèc’hejou zo-ken, trei a c’hellont d’ar zantèlez gant ma teuio ar zonj anezho da izellaat ar galoun ha da lakaat anezhi da veza anaoudekoc’h e-kever Doue, o welet peger braz eo he vadelez enn hor c’hever. Ar pec’her a dle lavaret enn-han he-unan : ne d-oun netra, n’em beuz gounezet netra nemet an ifern, ha bez’ e vijen strinket enn-han, ma na vije ket bet an Aotrou-Doue ker mad ha ma ’z eo. Doue en deveuz lavaret e roio d’an holl ar pez a c’houlennint digant-han evit ho mad ; hogen pa en deuz bet ar vadèlez da viret na varvchen da-viken, pa fell d’ezhan e ven santel ha pa ginnig d’in he nerz, an nerz am beuz izomm evit-se, neuze e c’hellan beza santel dre c’hras va Doue a gresk bemdez va nerz. Pa zao eta eur c’hoant mad bennag enn hor c’haloun, en em harpomp e Doue, ha neuze kre ha nerzuz, gwelomp ha ni a vezo evit kas unan pe unan da benn. Mar kav d’e-omp ez eo unan-bennag euz a c’hoantegesiou hor c’haloun enn tu all d’hon nerz, en em lakeomp etre daouarn an Aotrou-Doue, rak ar pez a fell d’ezhan a dle beza treac’h d’ar pez a fell d’e-omp. Santez Mari Madalen a ioa gwelloc’h gant-hi beza enn eur stad izelloc’h a zantelez, eget beza santel-meurbed a-enep d’ar pez a falveze da Zoue e vije.
12. — An eil hent evit sevel da stad ar zantelez a zo lakaat mad enn hor perm en em rei holl da Zoue. Eun darn dud a zo galvet da eur zantelez vraz ha n’emaint ket hep kaout kalz a c’hoant da veza santel ; hogen o veza n’int ket kre out-ho ho-unan, ha dre ne reont ket ar pez ho deuz lavaret, e vevont klouar ha lezirek e-kreiz ho fec’hejou. Setu petra c’hoarvez : ne d-eo ket a-walc’h e ve c’hoant da veza santel, red eo c’hoaz kenderc’hel er c’hoant vad-ze ha labourat, gwella ma c’heller, da gaout ar zantelez. Ped ene a zo ar c’hoantegesiou-ze ho boed pemdesiek ha ne reont gammed evit kerzet dre hent an Aotrou-Doue ? Setu c’hoant ar c’halounou a gomz ar fur Salomon anezho ; laza an den didalvez a reont. An den lezirek a laka c’hoantegesiou gwiskwar-wisk enn he ene, biskoaz a-vad ne ra ar pez a zo red d’ezhan enn he stad evit dent da veza santel. Lavaret a ra : « Ha penaos n’emaoun ket enn eul leac’h distro ? Ha penaos n’oun ket evit mont ac’halen d’eun abati all ? Eno ec’h en em rofen holl da Zoue. » O c’hortoz an amzer-ze, an den-ze ne d-eo ket evit gwelet unan-bennag a zisplij d’ezhan, ne d-eo ket evit gouzanv an distera enebiez, atao ema e poan gant traou ne dalont netra, pèc’hi kant gweach a ra dre lontregez, dre glask anaout traou n’en deuz ezomm e-bed da c’houzout, ha dre m’ema an ourgouil o c’houeza rok he galoun ; lavaret a ra oc’h huanadi : ha perak n’emaoun-me ket e leac’h an hen-man-hen ! ha perak ne c’hellan-me ket evel he-man pe evel hen-nez ? An holl c’hoantegesiou-ze a ra muioc’h a c’haou oc’h an ene eget na reont a vad : krignet eo gant-ho noz-deiz hag evelato e kousk dibreder e-kreiz he faziou. Sant Fransèz a Zal a lavare : « Eun den hag a zo enn eur garg pe enn eur stad-bennag, a zo arabad d’ezhan choum a-zav ha kaout c’hoant da veva enn eur c’hiz all, ha ne ve ket hervez ar stad pe ar garg en deuz, hag ive ober netra a gement a ve a-enep ar stad a vuez en deuz brema, rak an traou-ze a zistro ar spered hag ar galoun dioc’h Doue, hag a laka anezho da zemplaat e-kever ar pez a zo dleet da c’hober. »
13. — Red eo eta c’hoantaat kerzet enn hent ar zantelez, hag ober kalounek ar pez a zo red evit he c’haout. An Aotrou-Doue, eme zantez Thereza, ne c’houlen digan-e-omp evitse nemet eur mennoz mad, hen a roio goude ar pez a zo dleet. An droug-spered n’en deuz ket a aoun rag ar re n’ho deuz c’hoant mad e-bed. Sevel ar spered enn nev dre ar beden a zo mad evit lakaat ac’hanomp da vont enn hent a gas d’ar zantelez ; e kemen-se a-wechou e peder pell amzer hep na deu frouez e-bed d’an den. « Gwell eo, eme zantez Thereza, eur beden verr hag a re frouez a-leiz eget pedennou keit ha meur a vloaz, pa ne lakeont ket an den da ober netra welloc’h e-bed evit Doue. Gouzout a ran, eme-z-hi, pa fell dioc’h-tu d’an den, zo distro war an hent mad, ober eun dra-bennag evit plijout da Zoue, n’en deuz izomm e-bed da gaout aoun, pegen diez-bennag e ve an dra-ze da c’hober. »
14. — Ar c’henta tra a dlefe an den da lakaat stard enn he spered, eo mervel kentoc’h eget pèc’hi, pegen bihan-bennag e ve ar pèc’hed. Evit gwir, hep gras Doue, n’omp ket evit trec’hi an temptasionou ; ha perak ? O veza ma fell da Zoue e lakafemp hor poan da genta, evit ma c’hello rei d’e-omp he c’hras da harpa hor sempladurez ha da lakaat ac’hanomp da veza treac’h. Piou-bennag eta a laka he boan, a ziskar kement a zao enn he enep, hag a gerz heb aoun war an hent mad dre m’en deuz fisianz ema gras Doue gant-han, hervez ar c’homzou-man a lavar sant Fransèz a Zal : « Ar pez a ra d’e-omp anaout gwella er bed-man emaomp e gras Doue, ne d-eo ket o kaout a-wechou enn hor c’haloun eur garantez tener ouz Doue, bez’ ez eo a-vad oc’h en em lakaat holl etre daouarn an Aotrou-Doue, hag enn doare ma fell d’ezhan e vemp, o veza distag krenn dioc’h pep pèc’hed ; da lavaret eo, ar pez a ro da anaout gwella ema gras Doue gan-e-omp, eo kaout eur goustianz vad ha direbech. Mar fell d’e-omp beza sent, ez eo red e vemp kizidik e-kever hon ene ; diout-han e tleomp kas peb enkrez, o veza ma ’z en an enkrez-se noazuz braz oc’h an ene. E kement-man, kenta tra a zo da c’hober eo senti ouz an tad-kofesour ha trèc’hi ar boan spered, a zo eun dra ziskiant d’an ene da gaout.
15. — Goude-ze, e tleer en em lakaat a du da c’hober ar pez hep-ken a zo gwella e pep tra, da lavaret eo, ar pez a zo mad ha gwella dirak Doue. Sant Fransèz a Zal a ali ac’hanomp, da genta, d’en em starda mad bemdez ha bepred e-kever en em rei holl da Zoue, o lavaret aliez enn-omp hon-unan e fell d’e-omp beza holl d’ezhan hiviziken. Sant Andre Avellin en em c’hwestlaz da vont bemdez muioc’h-mui war greski er mad. Evelato, evit beza sant ne d-euz ezomm e-bed d’en em c’hwestla evel-se, red eo avad klask dont da veza santeloc’h-santela bemdez. Sant Lauranz Justinien a lavar pa vez eat eun den kalounek enn hent ar zantèlez, dre ma kerz enn hent-se, e kresk bemdez muioc’h-mui enn-han ar c’hoant en deuz da vont war wellaat, rak dre ma kresk pep deiz ar sklerijen enn he ene, e kav d’an den ne d-euz enn-han na mad na santèlez e-bed ; ha petra-bennag ma weler ez eo mad kement tra a ra, evelato e kav d’ezhan ez eo ken dister da welet, na zalc’h stad e-bed anezhan he-unan. Neuze hep skuiza nag ehana tamm e-bed morse, neuze an den a labour kalounek evit gellout tizout stad huel ar zantèlez.
16. — Red eo ober dioc’h-tu ar pez hor beuz lakeat enn hor spered da c’hober, arabad eo gortoz warc’hoaz, rak piou a c’hoar ha ni hon devezo amzer divezatoc’h ? Evel-se, kristenien, heuillit ali an Eklesiast : grit dioc’h-tu ar pez a c’hellit, setu ama perak : pa vezo tremenet ar vuez-man, ne vezo amzer na galloud da c’hober na da zastum ar mad ; goude ar maro, ar pez a zo great a zo. Eul leanez a ioa klouar-meurbed he ene. Er gouent ma ’z edo, an tad Lansiniuz a brezegaz epad eur retred ; al leanez-man hep sonj e-bed da vont euz ar stad klouar-ze, a zelaouaz anezhan, da genta, enep he meno, ha goude m’e devoe klèvet he bennad prezeg, ez eaz d’en em strinka e-c’harz he dreid o lavaret : va zonj zo great, dont a rankan da veza santel ha dioc’h-tu e fell d’in labourat. Diwar neuze e labouraz e gwirionez ker kalounek ma varvaz, dre c’hras Doue, eiz miz goude evel eur zantez.
17. — Sant Charlez Borome a lavare ive pep mintin : « Hirio eo e teuan d’en em lakaat da zervicha Doue. » Evel-d-han a dleomp-ni lavaret ive, evel pa n’hor be great vad e-bed bete vrema. Hag e gwirionez, kement tra a reomp evit Doue ne d-eo netra, pa ’z eo dleet d’e-omp ober. Lakeomp eta bemdez enn hor spered, emaomp o paouez en em rei da Zoue, ha na evesaomp ket oc’h a ra ar re all, dibaot eo enn ho zouez ar re a labour evit beza sent. Sant Bernard a lavar : « Mar fell d’e-omp ober evel an darn vuia euz an dud, e vezimp atao evel-d-ho pell braz dioc’h ar zantèlez. » Red eo trèc’hi pep tra, dilezel pep tra evit kaout pep tra, rak « evel na roomp hor c’haloun da Zoue nemet a-nebeudou, eme zantez Thereza, Doue ive ne ro ket d’e-omp, war eun dro, ar garantez a c’hell da rei. » Va Doue, kement tra a ra an dud evit Jezus-Krist a zo nebeud a dra, e-skoaz en deuz roet d’e-omp ; he c’hoad hag he vuez. Kement tra a c’hellfemp da c’hober evit Doue ne d-eo nemet fank e-skoaz eur berad hep-ken euz a c’hoad hor Zalver, euz ar goad sakr-ze a zo bet skuillet holl evid-omp. Ar zent ne zellont oc’h netra gant ma plijint da Zoue ha d’ho Zalver, a zo en em roet holl evid-omp, hep derc’hel netra enn tu diout-han, evit ma roimp ive d’ezhan kement hor beuz, hep derc’hel gan-e-omp netra e-bed. « Doue a zo en em roet holl d’e-omp, eme zant Krizostom, ha ne d-eo ket eta dleet ec’h en em rofac’h holl d’ez-han ? » Maro eo evid-omp holl, a lavar an Abostol sant Paol, evit na vevo den enn hon touez, nemet evit he garet.
18. — An trede hent a rankomp mont dre-z-han d’ar zantèlez a zo sevel ar spered enn nev dre ar beden. An hini ne zao ket he spered war-zu ar gwirionesiou a bado keit ha Doue, hen-nez, heb eur burzud braz, ne c’hell beva evel eur gwir gristen, ha setu ama perak : pa ne zao ket spered an den enn nev dre ar beden, ne zisken morse sklerijen Doue war-n-han, ha neuze e kerz atao enn amc’houlou. Gwirionesiou ar feiz ne c’hellont ket beza gwelet gant daoulagad ar c’horf, gant daoulagad an ene eo e vezont gwelet, pa zigoront sklear dre beden ar spered. An hini eta ne zao ket he spered evel-se gant ar beden, kaer en deuz ne wel ket ar gwirionesiou-ze, kaer en deuz sellet ne wel nemet tevalijen enn dro d’ezhan. Er stad-ze, paour keaz ma ’z eo, e krog e kement tra a c’hell da dizout hag e ra fae war draou an nev, war ar madou-ze a bado da viken ! « Petra-bennag ma kav d’e-omp, eme zantez Thereza, ne d-euz netra fall e-bed enn-omp, evelato rak-tal ma teu sklerijen Doue enn hon ene, dre beden ar spered, dioc’htu e welomp sklear petra omp ha petra dalomp, me lavar, nebeud a dra. » Sant Bernard a gred pa ne zao ket an den he spered war-zu an nev-dre ar beden, n’en deuz ket a heuz out-han he-unan, o veza n’en em anavez ket. Ar spered a zao evel-se war-zu an nev a c’hoar kas da Zoue kement a ra hag ive lakaat eur stur d’he garantez. Anez e teu da staga oc’h an douar hag e vez great pep labour dioc’h ar garantez-se, hag evel-se e vez pep tra penn-e-leac’h-penn.
19. — Eul leanez, enn eur bedi a galoun hag a spered, a glèvaz an aerouant o lavaret en devoa great da eul leanez-all dilezel he feden a galoun. Gwelet a reaz goude an droug-spered-ze deut a-benn euz he daol kenta, o klask lakaat anezhi da bèc’hi gwasoc’h c’hoaz ; hon-nez a ioa o vont da gaout lamm ha da goueza, pa deuaz al leanez-man da alia ha da zistrei anezhi dioc’h ar pec’hed. « Piou-bennag, eme zantez Thereza, ne bed mui a spered, a vezo hep dale hevel oc’h eul loen gouez pe oc’h enn droug-spered. »
20. — An hini a baouez eta da zevel he spered enn nev dre ar beden, a baouez ive da garet Jezus-Krist, rak ar beden a zo eur fournès santel, e-leac’h ma c’houez ha ma choum beo tan karantez Doue. Santez Katharina a Vologn a lavare : « An hini ne d-eo ket boaz da bedi a galoun a goll ar brasa mad a zo da lakaat an ene a-unan gant Doue. » Ne d-eo ket eur zouez eta e ve an den a zo he ene er stad klouar-ze lakeat gant an droug-spered d’en em vaga gant eur boed hag a laka da vervel, me lavar gant ar pèc’hed. « An dra-ze, eme zantez Thereza, ne c’hoarvez morse gant an hini a zalc’h mad da bedi a galoun ; kaer en devezo an droug-spered klask lakaat anezhan da bec’hi, mont a raio, dre c’hras Doue, da borz euruz ar zilvidigez, rak piou-bennag a gerz dre hent ar beden, a dizo penn an hent-se abred pe zivezad. » Lavaret a ra c’hoaz ar zantez-se : « Mar klask kement an droug-spered distrei an eneou dioc’h ar beden, ez eo dre ma c’hoar er-vad eo kollet evit-han an ene a gendalc’h da zevel enn nev dre ar beden. » Hag a vad a denn ar beden war eur c’hristen ! Sonjou mad, karantez tener, c’hoant stard d’en em rei holl da Zoue a ia gant-hi enn ene, ha neuze an ene a ziouer evit Doue holl joaiou an douar, hag he holl c’hoantegesiou fall. « Birviken, eme zant Loiz Gonzag, birviken ne vezo santel an den e gwirionez ma ne dro bepred he spered war-zu Doue dre ar beden » ; evesaomp mad oc’h ar c’homzou diveza-man.
21. — Arabad ec’h en em lakafet da bedi enn doare-ze, nemet evit santout hep-ken ar zaour vad hag an dousder a zo e karantez Doue ; koll an amzer a ve great hep gounit nebeud a dra. Pedi a galoun a dleomp evit plijout da Zoue hep-ken, da lavaret eo, evit anaout ar pez a fell d’ezhan, hag evit goulenn digant-han ar c’hras da gas kement-se da benn. An tad Anton Torrez a lavare « e nij war-zu ar zantelez an hini a zoug he groaz, hep klask na kaout dizoan e-bed. » Ar beden a galoun, pa na deu joa e-bed d’he heul, a zo eun dra ha ne d-euz gwelloc’h d’an ene ; gwaz a-ze a-vad d’an ene a zilez ar beden-ze, war zigarez n’en deuz joa na dizoan e-bed diout-hi. « Choum hep pedi a galoun, eme zantez Thereza, a zo en em deuler war ar penn enn ifern, hep beza taolet gant an droug-spered. »
22. — Ar beden a galoun a laka spered an
den da zevel aliez war-zu Doue. « An den en
deuz eur gwir garantez, eme zantez Thereza,
ne ankounac’ha morse neb a zo karet gant-han. »
Setu perak ar re a bed a galoun ne
baouezont da gomz euz a Zoue, o veza ma
c’houzont er-vad e kar klevet ar re ho deuz
karantez out-han o komz anezhan, hag o lakaat
tan ar garantez a zo enn ho c’haloun da
c’houeza e kaloun ho nesa.
23. — Ar beden a galoun a laka an den da gaout c’hoant da veza he-unan evit komz gwelloc’h a-ze oc’h Doue, hag evit gellout derc’hel gwelloc’h ar galoun stum enn-hi he-unan, e-kever an traou a-ziaveaz a zo red da c’hober. An traou-ze a zo labour eun tiegez hag al labourou all a zo red da ober evit senti oc’h ar re ho deuz da welet war-n-omp. Eun den hag a gar er beden a galoun, a dle karet ive al leac’hiou distro, evit miret na ve distroet he spered gant traou ar bed, rak anez ne vezo ket evit en em zestum enn-han he-unan, nag ive kenderc’hel da veza a-unan gant Doue. An ene a gar Jezus-Krist a dle beza hevel oc’h eul liorz, kloz a bep tu, hep na ve netfa grouet evit mont e-barz ; er meaz anezhan e choum ar zonjou, ha kement tra n’ho deuz perz e-bed e Doue. Den ne deuio da veza sant, ma talc’h he galoun digor da gement-se. Ar zent a zo atao ho spered destumet enn-ho ho-unan, e pep tra a reont evit gounit eneou da Zoue : a-greiz prezeg, kofez, pe studia. Kalz a dud a zo hag a labour evit beza gwisiek ha morse ne deuont da veza na santel na gwisiek, rak ar wisiegez wirion a zo gwisiegez ar zent, da c’houzout eo, karet Jezus-Krist. Euz a garantez Doue, evel euz eun eienen, e tarz ar wisiegez hag an holl vadou. An tad Berkmanz a gare studia-meurbed, evelato ne falvezaz ket d’ezhan e vije ar studi evit miret out-han da wellaat e furnez Doue. Eur beleg a zo red d’ezhan beza desket, dre man tle deski lezen Doue d’ar re all ; e kement-se ez eo arabad ankounac’haat ar ger-man : na re na re nebeud. Neb a ziles ar beden a galoun, evit en em rei holl d’ar studi, a ziskouez n’ema ket o klask an Aotrou-Doue, ne glask neuze nemet-han he-unan. An hini a glask an Aotrou-Doue a gar gwelloc’h paouez da studia, pa c’hell, evit en em rei d’ar beden a galoun.
24. — Ar gwasa zo eo ne d-euz peden vad e-bed, pa ne zav ket ar spered war-zu Doue ; ha koulzkoude ar beden a zo red d’an hini a fell d’ezhan ober he zilvidigez. Penaos e c’hellomp-ni derc’hel mad d’ar garantez, ma ne ro ket Doue d’e-omp ar c’hras da genderc’hel er mad, ha penaos e roio Doue d’e-omp ar c’hras-se, ma na c’houlennomp ket anezhi digant-han ? Evit he goulenn er-vad eta ez eo red pedi a galoun, rag anez n’omp ket evit komz e doare e-bed oc’h Doue, na lavaret d’ezhan rei d’e-omp ar c’hras hor beuz izomm da gaout. Heb ar beden a galoun, ez eo diez d’an den anaout izommou he ene, anaout e pe stad fall ema ha gouzout ez aio da goll, ma na ziouall ; heb ar beden, ken nebeud, ne d-euz galloud e-bed evit beza treac’h d’an temptasionou. Setu eta petra c’hoarvez : ne anavezer ket ez eo red d’ar spered sevel war-zu Doue dre ar beden, neuze e choumer hep pedi tamm hag ez ear war ar penn da goll.
25. — Gwelomp brema diwar-benn petra ez eo red e savfe hor peden war-zu Doue. Ar gwella tra evit ober mad ar beden a zo sonjal er finvesiou divèza, er maro, er varn, er baradoz, enn ifern. Sonjomp dreist holl er maro ha lakeomp ez omp gourvezet war eur gwele ha he savimp diwar-n-han nemet evit mont er bez. Setu ni eta toc’hor, kroaz Jezus-Krist etre hon daouarn ; setu ni o vont da zigèri dor ar vuez a bado da viken. Maro ha poaniou hor Zalver a zo mad-meurbed ive d’e-omp da zonjal enn-ho, mar karomp Doue gant eur gwir garantez, ha ma c’hoantaomp e kreskfe ar garantez-se enn hon ene. Sant Fransèz a Zal a lavar ez eo menez Kalvar, menez ar c’halounou karantezuz, hag ez eo war ar menez-se e karont beza o choum. Ne d-euz netra hag a ve koulz da lakaat karantez Doue er galoun, evel gwelet Jezus o vervel, dre garantez ouz-omp. Evel ma teuz ar skourn gant an tan, gouliou hor Zalver a deuz ar c’halounou iena. Euruz eo eta an den a zo o choum war ar C’halvar, menez a vadèlez hag a garantez ! Piou a ve evit dilèzel anezhan ? Anezhan e strink tan flamm ar garantez, an tan-ze a domm hag a zev an eneou a ia da choum war-n-ezhan evit mad.
26. — Ar pevare hent a gas d’ar furnez ha d’ar zantèlez, an hent a ra d’an den kenderc’hel er mad, a zo tostaat aliez oc’h an daol zantel. Lavaret zo ne c’houfe eun ene ober netra e-bed gwelloc’h dirak Doue, eget digemeret he gorf sakr e Sakramant an Aoter. Santez Thereza a gred ive ez eo ar gommunion ar wella tra evit kaout ar furnez hag ar zantèlez, hag eun dra hag a anavez an holl, eo ar re zantela a zo ar re a dosta an aliesa oc’h an daol zakr. Evel a lavar an Tad Santel ar Pab, Innosant unnekved euz an hano, an tadou santel euz an Iliz ho deuz karet a-viskoaz e koumunije ar gristenien aliez, ha pa vije pep deiz zo-ken. Ar C’honsil a Drant en deuz lavaret ive e lamm ar gommunion pèc’hejou veniel an den hag e vir anezhan dioc’h ar pèc’hejou marvel. Sant Bernard a gred e vez, dre ar gommunion, torret nerz an tèchou fall, me lavar ar vuanegez ha c’hoantegesiou ar c’hik, hag ar re-ze a zo an daou bèc’hed brasa enn hon touez. Ar gommunion a brenn ginou an droug-spered hag a vir out-han da rei d’e-omp aliou fall. Sant Iann Krizostom a zesk d’e-omp e teuomp, dre ar gommunion, da veza douget d’ar fumez ha neuze e vez mall gan-e-omp ober ar mad, e vezomp e peoc’h hag e kavomp eaz kerzet rag-êeun dre hent ar zantèlez. Ne d-euz sakramant e-bed hag a c’houez kement enn eneou tan karantez Doue evel Sakramant an Aoter. Er zakramant-se, Jezus-Krist en em ro holl d’e-omp, evit ma vezimp-ni ive holl d’ezhan dre ar garantez. Setu perak e lavare an tad Avila : « An hini a vir oc’h ar gristenien da gommunia aliez a ra enn ho c’hever evel an droug-spered ; hennez n’en deuz kement a gasouni oc’h ar zakramant-se nemet o veza ma ro d’an eneou eun nerz vraz evit kreski karantez Doue enn ho. »
27. — Evit tostaat oc’h an daol zantel, evel ma ’z eo dleet, daou dra a zo da ober a-raok. Ar c’henta zo en em lakaat e stad vad da gommunia aliez ha bemdez zo-ken. Evit an dra-ze, ez eo red en em viret dioc’h kement zo direiz, dioc’h pep pèc’hed a reomp ac’hanomp hon-unan, sevel aliez hor spered enn nev dre ar beden, kastiza hor c’horf hag hor gwall-ioulou dre ar binijen. Sant Fransèz a Zal ha sant Thomaz a zesk e c’heller kommunia bemdez, « pa vez, eme ar c’henta, trèc’het ann darn vuia euz an techou fall » hag, eme an eil anezho, « pa weler e c’heller, dre ar gommunion-bemdez, kreski enn ene nerz karantez Doue. » An Tad Santel ar Pab, Innosant unnekved, a lavar ne dle pep kristen kommunia nemet pa lavar d’ezhan he dad-kofesour, hervez ar mad a den enn ene dre ar gommunion. An eil dra zo en em lakaat e stad vad da gommunia hep dale. Evit-se ez eo red sonjal er-vad petra emaor o vont da c’hober ha neuze, dioc’h ar mintin, pedi a galoun epad eun hanter-heur da vihana.
28. — Evit lakaat ar gommunion da rei frouez mad enn ene, ez eo red ive trugarekaat Doue epad eun hanter-heur all. An tad Iann Avila, santez Mari Madalen a Bazzi ha santez Thereza a lavar ema, goude ar gommunion, an amzer vad da c’hounit grasou ar re vrasa, da c’houeza karantez Doue enn ene, hag ez eo arabad neuze koll eun amzer ker kaer ha choum hep lakaat an Aotrou-Doue enn eun tu gan-e-omp, rak neuze e tigemer mad an ene en deuz ive digemeret anezhan gant karantez.
29. — Eneou aounik a zo ha pa vezont aliet gant ho zad-kofesour da gommunia aliez a lavar d’ezhan : ne gav ket d’in e ven enn eur stad vad a-walc’h. Ha ne c’houzoc’h-hu ket seul ma pellaoc’h dioc’h an daol zantel, seul-falloc’h a-ze e vezo ive stad hoc’h ene, rak heb ar gommunion e vezoc’h semploc’h hag e pec’hoc’h muioc’h. Sentit eta oc’h ho tad-kovesour ha list-hen d’ho kas ha d’ho ren evit ar gwella : ar pec’hejou dister ne dleont ket miret ouz-hoc’h da gommunia, pa n’ho peuz pèc’het nemet hep gouzout d’e-hoc’h. Ar pèc’hed brasa a rit eo choum hep senti oc’h ho tad-kovesour.
30. — Siouaz d’in ! va buez a zo bet direiz. Ha ne c’houzoc’h-hu ket eo an hini a zo ar gwasa klenved stag out-han eo en deuz ar muia ezomm euz al louzou gwella ? Jezus-Krist, e Sakramant an Aoter, a zo louzou mad an ene-ze. Va zad-kovesour, eme unan-bennag c’hoaz, ne lavar ket d’in kommumia aliesoc’h. Ne lavar ket d’e-hoc’h ? Neuze goulennit out-han, ha mar lavar d’e-hoc’h choum hep kommunia, grit evel a lavar ; e kement-se, goulennit out-han atao. Marteze e ve lavaret e ve dre ourgouill ? Ia da, dre ourgouill e ve, mar falvesfe d’e-hoc’h kommunia heb he ali ; hogen ne d-eo ket dre ourgouill, pa c’houlennit di-gant-han. Jezus a fell d’ezhan en defe an den naoun euz a vara an nev. Pa sonjer : hirio em beuz kommuniet pe warc’hoaz e tlean kommumia, ar zonj-ze a zo kre a-walc’h evit miret da bèc’hi, hag evit ober ar mad. Hogen, eme unan-bennag c’hoaz, ne gavan ket em c’haloun a-walc’h a garantez. Mar komzit euz ar garantez a domm ar galoun, ne d-euz izomm e-bed anezhi, ha ne vez ket roet atao gant an Aotrou-Doue d’an eneou a zo karet muia gant-han zo-ken. A-walc’h eo e fell d’e-hoc’h en em rei holl da garet Doue bemdez muioc’h-mui. An hini, eme Jerson, ne dosta ket oc’h ar gommunion, o veza na en em gav ket santel a-walc’h, a ra evel an hini ne fell ket d’ezhan tostaat oc’h an tan, dre an abek ma en deuz riou.
31. — Hag a dud a zo ha ne gommuniont ket aliez, o veza ne fell ket d’ezho ren eur vuezègez welloc’h, hag en em zistaga dioc’h traou an douar. Gouzout a rear er-vad neb a ia da gommunia aliez ne dle ket en em ziskouez gant lorc’h, nag en em ficha kaer, ne dle ket beza douget d’he gof o klask atao he eaz ha karet an ebad. Gouzout a rear e ve red pedi muioc’h a galoun, kastiza muioc’h ar c’horf hag ar spered ha pellaat dioc’h ar bed. Gouzout a rear kement-se holl, hag enn abek da ze eo e vez mez o tostaat aliesoc’h oc’h an daol zantel. Evit gwir, tud ar seurt-ze ne dleont ket kommunia aliez, e-pad ma ’z eo ho ene klouar-klouar. Evelato, ez eo red d’ezho poania, muia ma c’hellont, da guitaat ar stad-ze, pa vezont galvet da eur vuez santeloc’h, rag-aoun na d-afent da goll.
32. — Evit derc’hel mad karantez Doue enn ene ne d-eo ket fall kommunia a spered. Ar goumunion-ze a zo bet kavet mad-meurbed gant ar C’honsil a Drant ; alia a ra da gommunia evel-se aliez. Ar gommunion a spered a zo kaout eur c’hoant vraz da gemeret Jezus-Krist e sakramant an Aoter. Ar zent ho deuz bet kommuniet a spered nousped gweach bemdez. Va Aotrou Jezus-Krist, a lavarent, me a gred emaoc’h e gwirionez e Sakramant santel an Aoter ; ho karet a ra va c’haloun ha c’hoant e deuz ac’hanoc’h, deuit em ene, me a fell d’in beza gan-e-hoc’h ; grit d’in eta, me ho ped, na vezin ket evit pellaat diouz-hoc’h. Darn anezho a lavare evel-hen berroc’h : va Aotrou Jezus-Krist deut david-oun, c’hoant am beuz e teufac’h hag e vec’h gan-en, bezomp evel unan atao. Ar goumunion-ze a spered a c’hell beza great meur a weach hed an deiz, epad ma peder a galoun, epad ma vezer dirak ar Zakramant, epad an ofern ha pa gommuni ar beleg. Santez Anjelika ar Groaz a lavare : « Ma n’en devije ket va zad-kovesour desket d’in kommunia bemdez a spered, me a gav d’in n’em bije ket gellet beva. »
33. — Ar pemped hent hag an hini a zo red muia mont dre-z-han evit dont da veza santel, hag evit kaout karantez Jezus-Krist, eo ar beden. Epad ma pedomp, Jezus-Krist a re d’e-omp da anaout ar garantez vraz en deuz ouz-omp. Penaos eo diskouez ar vrasa karantez da eur mignoun, nemet o lavaret d’ezhan : va mignoun ker, goulennit digan-en ar pez a geroc’h, hag ho pezo anezhan. Setu, e gwirionez, ar pez a lavar an Aotrou-Doue d’e-omp. Hervez al lavar-ze, e c’hellomp anaout ez eo ar beden evit kaout pep vad digant Doue. « En dra ma kendalc’hoc’h da bedi, bezit fisianz, eme zant Augustin, e vezo Doue atao trugarezuz enn ho kever. » Sant Iann Krizostom a lavar ouc’h-penn : « Epad ma vezomp o pedi, hag a-raok ma paouezomp, eme-z-han, an Aotrou-Doue a ro d’e-omp ar c’hras a c’houlennomp digant-han. » Mar hor beuz diènez eta a vadou Doue, n’hor beuz tro da damall nemed-omp hon-unan, rak mar domp paour a vadou an ene ez omp paour dre m’hor beuz c’hoant da veza ; dre-ze, perak en defe an Aotrou-Doue truez ouz-omp, pa n’hor beuz ket hon-unan. Daoust ha perak, lavarit, e ve truez oc’h eur paour-keaz-den ha n’en deuz nemet goulen evit kaout digant eur pinvidik kement en deuz izomm, hag evelato a zo gwell gant-han beza paour, evel ma ’z eo, eget pedi an den mad-ze ha goulenn netra e-bed digant-han ? An Aotrou-Doue, eme an Abostol sant Paol, a binvidikaio piou-bennag en em erbedo out-han. »
34. — Doue a re pep tra d’ar beden, pa vez great gant eur galoun izel : kement ha ma ’z eo mad, kement ez eo ivez evit ar zilvidigez. Eun dra hag a anavez pep-unan eo, n’omp ket evit dont a-benn‘da drèc’hi an temptasionou, ma ne ro ket Doue d’e-omp an nerz hor beuz izomm da gaout. Pa zilamm an droug-spered war-n-omp gwasoc’h-gwaz, ar c’hras a ro Doue a-walc’h anezhi d’an holl, ar c’hras-ze ? mar pedfemp anezhan, a‘rofe ive d’e-omp nerz a-walc’h da stourm oc’h an droug. Hogen, dre ma ’z omp douget, siouaz ! d’hor gwall dechou, e vezimp trèc‘het, hag e vezo red d’e-omp kaout eur c’hras evit-se digant Doue. Ar c’hras-se a vez roet d’an hini a bed ; evit an hini ne bed ket a-vad, n’en devezo ket anezhi hag he ene a ielo da goll. Ar c’hras da vervel e karantez Doue a zo red da gaout evit beza salvet. Sant Augustin a lavar ne ro Doue anezhi nemet d’ar re a bed anezhan. Setu perak ez eo bihan niven ar re zalvet, o veza ma ’z eo dibaot ar re a laka ho foan da c’houlenn digant Doue ar c’hras da genderc’hel er mad, beteg ho amzer divèza.
35. — An tadou santel euz an Iliz a lavar ez eo ar beden eun dra red da bep kristen, o veza ma ’z eo gourc’hemennet ha ma ’z eo eur pèc’hed marvel choum epad eur miz hep pedi an Aotrou-Doue evit ar zilvidigez. Ouc’h-penn-ze, red eo pedi evit ober ar zilvidigez, rak anez ar beden ne d-euz silvidigez e-bed evid-omp, ha setu perak n’omp ket evit beza salvet heb ar c’hras ; ha Doue ne ro ket he c’hras nemet d’ar re a bed anezhan. E peb amzer, e teu an temptasionou da zilammet war-n-omp, hag hor beuz da ziwall na gollfemp gras Doue. Evit miret eta oc’h eun droug ker braz ez eo red d’e-omp pedi hep paouez. An den evit en em zavetei, eme zant Thomaz, a dle pedi, pedi atao. Jezus-Krist he-unan en deuz lavaret ha sant Paol war he lerc’h : « Mar paouezomp pennad e-bed d’en em erbedi oc’h Doue, an droug-spered a vezo treac’h d’e-omp. » Petra-bennag, eme ar C’honsil a Drant, n’omp ket ac’hanomp hon-unan evit kaout ar c’hras da genderc’hel er mad, bez’ e c’hellomp evelato kaout ar c’hras-se dre ar beden. Santez Mari Madalen a Bazzi a lavar ouc’h-penn, pa c’houlennomp eur c’hras-bennag digant Doue, ez eo euruz hag anaoudek zo-ken o rei anezhi d’e-omp, rak o veza ma ’z eo ar mad dreist pep mad, Doue en deuz mall d’en em rei d’an dud ha d’ho c’harga euz he vadelesiou ; hag evit kement-se ne fell d’ezhan netra e-bed ken nemet beza pedet gant-ho. An Aotrou-Doue, pa wel ez eo pedet kalounek gant unan-bennag, neuze ez eo ken euruz, ma ’z eo, koulz lavaret, anaoudek e-kever an den-ze.
36. — Mar fell d’e-omp derc’hel mad da c’hras Doue bete mervel, ez eo red e vemp atao evel ar re baour, digor hor ginou da bedi Doue da mi d’e-omp he nerz hag he c’hras. Va Jezus, c’houi a zo mad, bezit truez ouz-in, n’am list ket da vont biken diouz-hoc’h ; Aotrou-Doue, astennit ho tourn da rei nerz d’in : Setu ama ar beden a-vepred a lavare ar zent gwechall e-kreiz ar c’hoajou hag al leac’hou distro : « Aotrou, roit nerz d’in buan hag affo, rak mar taleit da zont david-oun, e kouezin hag ez in da goll, siouaz! »
37. — Bezit eta, kristenien, fisianz er beden, rak Doue en deuz lavaret e selaouo an hini a bedo anezhan. Gwir a lavar, roet en deuz he c’her e tigaso d’e-omp ar grasou a c’houlennimp digant-han : ne dorro he c’her birviken. Pa en em erbedomp eta oc’h Doue e tleomp kaout fisianz e vezimp selaouet gant-han, hag hon devezo ar pez a c’houlennimp, pa lavar Jezus-Krist an dra-ze.
38. — Siouaz ! eme unan-bennag, eur gwall bèc’her oun, ne dalan ket e ve klèvet va feden gant Doue. Petra lavar Jezus-Krist ? Piou-bennag a c’houlen a vez roet d’ezhan, ne d-euz forz piou eo, pe ez eo mad pe fall. Ar pez a ra ma ’z eo mad ar beden, ne d-eo ket an den nag ar pez a dalvez ; madèlez ar beden a zao diwar drugarez an Aotrou-Doue, pa ’z eo guir en deuz lavaret e selaouo an hini a bedo anezhan. Evit lakaat ac’hanomp d’he bedi, an Aotrou-Doue a lavar d’e-omp : pèc’her keaz, evit kaout va grasou digan-en, ne d-euz enn-hoc’h netra vad e-bed ; evelato, mar ho peuz c’hoant d’ho c’haout, goulennit anezho digant va Zad em hano-me, ha neuze dre va madèlez ha va c’harantez ouz-hoc’h, e vezo roet d’e-hoc’h kement ho pezo c’hoant da gaout. Taolit evez oc’h ar geriou-man : em hano-me, pe evel a lavar sant Thomaz, enn hano hor Zalver, evit rei da glèvet e tleomp goulenn digant-han hep-ken ar grasou hor beuz izomm evit ober hor silvidigez, rak an Aotrou-Doue n’en deuz lavaret netra diwar-benn traou ar bed. Madou an douar, Doue ne ro anezho nemet pa vezont mad evit silvidigez an ene. Dre-ze, ne dleomp goulenn grasou ar bed-man, nemet mad e vent evit hon ene. Grasou an ene a-vad, ar re-ze a dleomp da c’houlenn gant eur fisianz vraz-meurbed enn eur lavaret : « Aotrou, va Doue, enn hano Jezus-Krist, pellait an demptasion-man diouz-in ha grit ma kendalc’hin da veza mad ha santel ; roit d’in ho karantez ha goude va maro, perz enn ho paradoz da-viken. » Bez’ e c’hellomp zo-ken goulenn ar grasou-ze digant Jezus-Krist hag enn he hano, pe mar d-eo gwell, dre he vadelesiou ; hen he-unan a lavar an dra-ze d’e-omp. Arabad eo d’e-omp ive choum heb en em erbedi oc’h ar Werc’hez Vari ; dre-z-hi e teu d’e-omp ar grasou. Evit gwir, digant Doue e teu ar grasou, hogen rei a ra anezho dre zaouarn he vamm zantel Mari. Mar ped eta Mari evid-omp, hor bezet neuze fisianz e teuio da-vad ar pez a c’houlennomp, pa na d-a morse he fedennou a-biou na da goll ; hed ar weach ez int bet selaouet ha klèvet hag atao e vezint.
Jezus, va c’harantez, brema me a fell d’in ho karet evit mad euz a greiz va c’haloun, ha dont ive da veza santel. Ia, me a fell d’in beza santel evit plijout d’e-hoc’h, evit ho karet meurbed er bed-man hag er bed-all da viken. Ac’hanoun va-unan ne d-oun ket evit ober netra, c’houi a-vad a c’hell pep tra ha gouzout a ran e fell d’e-hoc’h e ven santel. Brema va ene, dre nerz ho kras, a huanad war-zu enn-hoc’h ha ne glask nemed-hoc’h-hu, va Doue. Ne fell mui d’in beva evid-oun va-unan, c’houi a fell d’e-hoc’h e ven d’e-hoc’h-hu he me a fell d’in ive. Deuit eta david-oun, bezit unan gan-en ha me unan gan-e-hoc’h. C’houi a zo mad dreist kement a zo mad ha va c’ha- ret ho peuz dreist kement-so. Madèlez braz-meurbed, penaos e c’hellin-me biken karet netra all nemed-hoc’h ? Gwell eo ganen kaout ho karantez, eget kement vad zo er bed. Ne fell d’in karet nemed-hoc’h-hu hep-ken, dilèzel a ran pep tra evit en em rei d’ho karet-c’houi, va c’hrouer, va Zalver, dizoan va ene, va fisianz ha va c’harantez. Pegement-bennag m’am euz pèc’het, amzer zo bet, fisianz am beuz e vezin salvet, ha gouzout a ran, o va Jezus, ez oc’h marvet evit lamet pèc’hejou an hini a zo glac’haret he galoun. Evit brema, me a gar ac’hanoc’h euz a greiz va ene, ha muioc’h evit n’en em garan va-unan. Glac’haret-meurbed oun da veza pèc‘het enn ho kever, c’houi a zo va mad dreist pep mad. Ne d’oun mui d’in va-unan, d’e-hoc’h-hu eo ez oun holl brema ; Doue va c’haloun, grit euz ho servicher ar pez a fell d’e-hoc’h. Evit plijout d’e-hoc’h e tigemerin laouen kement tra a zigasoc’h d’in : ar c’hlenved, ar boan, an anken, ar vez, ar baourentez ha kement tra a zo mad d’am lakaat da veza karat gan-e-hoc’h ; ha pa ve ar maro zo-ken gant an holl boaniou hag an holl groasiou oc’h he heul. Ne c’houlennan ken tra nemet ho karet gant kalz a garantez ; roit d’in ar c’hras hag an nerz da gaout hiviziken eur garantez ker brag ouz-hoc’h ha ma ’z eo bet braz ar boan ho deuz great va fèc’hejou d’ho kaloun. O va Doue, c’houi a zo karantez va ene, ha c’houi ivez, Mari, Gwerc'hez santel, mamm da Zoue, rouanez an nev, c’houi a zo atao o pedi evit ar bèc’herien, pedit evid-oun, pèc’her paour, enn ho trugarez ema va holl fisianz, goude ho Map Jezus.
1. — An den ourgouilluz a zo evel eur zoroc’hel vraz ne ve ket kement ha ma ’z eo anez eun nebeud avel a zo c’houezet enn-hi. Rak-tal ma tigor ha ma ’z a ar c’houez er meaz, ar zoroc’hel ne d-eo mui netra. Evel-se eo an den gant an ourgouill. An hini a gar Doue a zo izel he galoun ha petra-bennag mac’h anavez ez eo mad enn eun dra-bennag, n’en deuz tamm lorc’h nag ourgouill evit-se, rak gouzout a ra en deuz bet digant Doue kement tra vad a zo enn-han, ha nemet pèc’hed ne d-eo netra ken anezhan he-unan. Dre-ze eta seul-vui a vad en deuz bet digant Doue, seul-vui ive ez eo izel he galoun, o veza ma c’hoar ne dal ket e vije roet d’ezhan gant Doue kemend a vad evel a zo.
2. — An Aotrou-Doue, eme zantez Thereza, o komz euz ar grasou e devoa bet digant-han, « an Aotrou-Doue a ra em c’hever evel a ra an dud da eun ti a zo o vont da goueza enn he boull : skora a reont anezhan a bep tu. » Pa deu an Aotrou-Doue enn eun ene, e teu gant-han d’ar galoun eur garantez hag eun deneridigez vraz. Arabad eo neuze d’an den kredi e teufe ar garantez hag an deneridigez-se digant Doue d’ezhan evit eur vad-bennag a zo bet great gant-han ; enn enep, izellaat he galoun a dle, ha kredi er-vad, mar gra Doue kemend a stad anezhan ez eo evit he lakaat da gerzet war êeun atao gant an hent mad ; rak mar teu neuze an ourgouill da zevel enn-han enn abek da vadelesiou Doue, ha war zigarez ma servij anezhan gwelloc’h eget ar re all, an ourgouill-ze a raio d’ezhan koll grasou an Aotrou-Doue. Evit derc’hel eun ti enn he zav-soun, daou dra a ro red : an diazez hag an doen. Evel-se ive e tle beza ti ar zantèlez ; an diazez, ar gweled, a zo eur galoun doun hag izel, eur galoun a ra d’e-omp da anaout ne d-omp netra ha ne c’hellomp netra ac’hanomp hon-unan. An doen a zo nerz an Aotrou-Doue, savet a-zioc’h an diazez, evit rei d’e-omp ar fisianz a dleomp da gaout enn-han hep-ken.
3. — Pa hor beuz bet eur vad-bennag digant Doue, e tleomp muioc’h a-ze en em izellaat enn-omp hon-unan. Santez Thereza, pe deveze bet eur c’hras vad-bennag digant Doue, a lakea he fèc’hejou tremenet dirak he daoulagad, hag evel-se e teue da veza muioc’h a-unan gant Doue. Doue a ro seul-vui a c’hrasou da eun ene, seul-vui mac’h anzao an ene-ze n’en deuz great netra evit kaout anezho. Taïz, ar bèc’herez vraz, o veza distroet oc’h Doue, a izelea kement he c’haloun, ne grede ket gervel an Aotrou-Doue dre he hano, hag e-leac’h lavaret : « Va Doue », e lavare : « Va c’hrouer, bezit trouez ouz-in. » Sant Jerom, an doktor braz, a lavar e welaz eun tron kaer savet er baradoz da lakaat ar zantez-se, evit ma voa bet ken izel he c’haloun. Pe deveze santez Mac’harid a Gorton eur c’hras vraz-bennag digant Doue, e lavare : « Va Aotrou, penaos ho peuz-hu ankounac’heat petra oun-me bet ; hag evel-hen eo ec’h anavezit kemend-all a bèc’hejou am beuz great a-enep d’e-hoc’h ? » An Aotrou-Doue a lavaraz d’ezhi ec’h ankounac’ha a-grenn an holl bèc’hejou tremenet, hervez komzou ar Profet Izaï, pa deu da veza karet gant eun ene a zo gwir glac’haret. Goude-ze e tiskouezaz d’ar zantez-man an tron en devoa savet d’ezhi enn nev e-touez an arc’hèlez. Anavezomp eta peger mad eo eur galoun izel dirak Doue, gwelloc’h eo eget kaout holl binvidigesiou an douar.
4. — « Na gredit ket e vec’h eat lark gant an hent mad ha santel, eme zantez Thereza, ma na gredit ket ez oc’h ar gwasa pèc’her hag an den falla a zo war an douar, ha ma n’ho peuz ket a c’hoant e vec’h lakeat warlerc’h an divèza anezho. » Ne voa ket a-walc’h d’ar zantez-man lavaret an dra-ze, ober a rea evel a lavare, hag an holl zent evel-d-hi. Sant Fransèz Asiz, santez Mari Madalen a Bazzi hag ar re all a grede, e gwirionez, e voant ar gwasa pèc’herien a ioa, souezet ha mantret e voant o welet ne zigore ket an douar da lounka anezho. An tad Iann Avila, goude ma voa bet santel a-vihanik, a ioa o vont da vervel. Eur beleg a ioa de ut d’he welet hag a lavare d’ezhan traou kaer, o kredi e voa eur zant hag eun den gwisiek braz. An tad Avila neuze, enn eur dreï out-han, a lavaraz : « Me ho ped, va zad, pedit Doue evit va ene, pedit evel ma ven eun torfedour braz a zo barnet d’ar maro. rak ne d-oun netra ken. » Setu petra eo ar zent hed ho buez hag ive pa varvont.
5. — Evel a ra ar zent a dleomp ive da ober, mar fell d’e-omp derc’hel mad da c’hras Doue bete mervel, mar fell d’e-omp en em zavetei. Na lakeomp ket eta hor fisianz nemet e Doue hep-ken. Gant ourgouill enn he galoun, an den en deuz fisianz enn he nerz he-unan, ha neuze e tistag gwall lammou diout-han. An hini a-vad a zo izel he galoun, o veza n’en deuz ken fisianz nemet e Doue, ha pa deufe neuze d’ezhan ar gwasa temptasionou, a zalc’h penn out-ho ha ne gouez morse. Lavaret a ra : bez’ e c’hellann pep tra dre an Hini a ro nerz d’in. An droug-spered a ra d’e-omp fisiout pe disfisiout ac’hanomp hon-unan, pa lavar ez eo arabad d’e-omp kaout aoun da goueza. Neuze eo e tleomp krena muia, rak mar paouez eun tamm an Aotrou-Doue da rei he c’hras d’e-omp, neuze, siouaz ! omp kollet evit mad. Mar teu an droug-spered da lakaat ac’hanomp da goll fisianz, savomp hon daoulagad war-zu an nev, ha lavaromp gant eur fisianz ar vrasa : « Va Doue, enn-hoc’h erna va holl fisianz, ne vezin ket diskaret ha ne gollin ket ho kras da-viken. » Gant disfizianz ac’hanomp hon-unan, e tleomp beteg hon huanad divèza kaout fisianz e Doue hep-ken, enn eur bedi anezhan evit ma vezimp atao izel a galoun.
6. — Ne d-eo ket a-walc’h e ve izel hor c’haloun hag e kredfemp ne d-omp netra nemet distervez : « An hini a zo e gwirionez izel he galoun, eme Thomaz-a-Kempiz, a ra fae anezhan he-unan, hag en deuz c’hoant e ve ive disprizet gant ar re all. » Setu penaos e fell da Jezus e vemp, hervez ma ’z eo bet he-unan. « Deskit gan-en, eme-z-han, ez oun hegarad hag izel a galoun. » Ah hini a lavar ez eo ar brasa pec’her a zo er bed, hag a ia droug enn-han pa vez disprizet, hen-nez a ziskouez ez eo izel war he lavar hep-ken hag ez eo huel he galoun. Sant Thomaz-Akin a lavar : « An hini ne gar ket beza disprizet, ha pa rafe burzudou ar re vrasa, a zo c’hoaz eur pennad mad a vale dioc’h hent ar zantèlez. » Ar Werc’hez Vari e devoa kaset sant Ignaz da gelenn santez Mari Madalen a Bazzi, diwar-benn ar galoun izel, ha setu petra a lavaraz ar zant d’ezhi : « Ar galoun izel a vez laouen gant kement tra a c’hell lakaat anezhi da veza disprizet. » Taolit evez oc’h ar ger-ze laouen, rak mar d-eo eur boan d’ar c’hik beza disprizet, an dispris-se a dle lakaat hon ene hag hor spered laouen hag euruz.
7. — Ha penaos e c’hell eun den hag a gar Jezus-Krist gwelet ar poaniou hag an dismeganz en deuz bet, ha choum evelato hep karet ar poaniou hag an dismeganz ? Evit deski d’e-omp beza izel a galoun eo ez eo bet falvezet gant Jezus e vije lakeat war an aoteriou stag oc’h he groaz, evit ma welche eno hon daoulagad e pe stad poaniuz ha mezuz e c’houzanvaz evid-omp. Pa zonje ar zent er stad-ze euz a Jezus e trident gant dudi, o veza disprizet dre garantez out-han. Jezuz-Krist en em ziskouezaz eun deiz, war he groaz, da zant Iann ar Groaz, ha Iann ar Groaz a lavaraz d’ezhan : « Aotrou, va Zalver, pa ’z oc’h bet ken disprizet dre garantez ouz-in, ne c’houlennan netra digan-e-hoc’h nemet ma reoc’h d’in beza disprizet ha gouzanv pep seurt poan dre garantez ouz-oc’h. »
8. — Sant Fransèz a Zal a lavare : « Gouzanv
ar poaniou hep klemm a zo eur merk
anat euz eur galoun izel hag euz ar zantèlez. »
Mar teu unan-bennag a zo enn eur vreuriez
d’en em rei d’ar beden a galoun, da goumunia
aliez, da iun ha d’en em gastiza, hep gellout
gouzanv an distera tra, nag eur ger trenk
hep-ken, petra vezo an den-ze, me her goulen ?
Hevel oc’h eur pod goullo, he galoun ne d-euz
vertuz na santelez e-bed enn-hi. Ha petra
c’hoar da ober eun ene kristen a gar Jezus-Krist,
eun ene ne d-eo evit gouzanv beza disprizet
dre garantez oc’h Jezus-Krist, oc’h
Jezus en deuz gouzanvet kemend-all a boaniou
evit-han ? Ar pez a ra ne d-eo netra, ha
mar d-eo evelse hoc’h ene, ez eo anat n’oc’h
ket c’hoaz mare d’ar bed, ne d-eo ket izel ho
kaloun ha ne heuillit ket skouer Jezus-Krist,
ho Salver. Ma ne gavomp tro e-bed da veza
gloazet ha poaniet evit Jezus, gouzanvomp da
vihana eur gomz dister-bennag ha kement tra
a raio poan d’e-omp.
9. — Falla skouer d’ar gristenien, an den a ia aliez da gommunia, hag a ia ive droug enn-han evit an distera ger a glev lavaret diwar he benn. Eur skouer mad ha kaer eo a-vad ar c’hristen ne vez divarc’het tamm evit klevet komzou trenk, evit beza drouk-prezeget ha tamallet e-gaou. An den-ze a zo sioul ha laouen atao. Sant Iann Krizostom a lavar : « An den karantek hag izel he galoun a zo mad enn he gever he-unan hag e-kever ar re all ive dre ar skouer mad a ro, o choum heb lavaret ger, evit-han da veza disprizet gant an dud. » Levr Jezus-Krist, skouer ar gristenien, a ro meur a skouer evit deski an doare da veza izel a galoun. Lavaret a ra : « Ar pez a c’houlenno ar re all a vezo roet d’ezho, c’houi a-vad n’ho pezo ket ar pez a c’houlennoc’h ; ar re all a vezo great stad anezho gant an holl, ac’hanoc’h-hu a-vad ne vezo great stad e-bed ; ar re all a vezo roet kargou d’ezho, ha c’houi ne viot kavet mad da netra. » Setu ar pez a zigas an Aotrou-Doue da eur servicher mad, evit gouzout hag hen a vezo evit en em drèc’hi he-unan hag evit choum e peoc’h. Kement-se, evit gwir, a vezo poaniuz d’an den, evelato kalz a vad a dalvezo d’ezhan, mar gouzanv an traou-ze holl hep klemm.
10. — « An hini a zo e gwirionez izel he galoun, eme zantez Jannet a Gantal, en em izella seul ma vez disprizet hag izeleat, dre ma kaf d’ezhan ne vez ket disprizet kement ha ma ve dleet e ve. » Ar re a ra evel-se a zo galvet tud euruz gant Jezus-Krist he-unan ; ne lavar ket a-vad e ve euruz ar re a rear stad anezho, ar re a zo enoret ha meulet dre ma ’z int a c’hwenn vad, o veza ma ’z int tud gwisiek ha galloudek. Euruz eo hep-ken, emezhan, ar re a zo kaseat, gwall-gaset, droug-prezeget gant an dud, o veza ma vezo braz an digoll a roio Doue d’ezho, mar gouzanvont an holl boaniou-ze heb en em glemm.
11. — Red eo dreist holl beza izel a galoun pa gav ar re ho-deuz da welet war-n-omp, pe re all, abek d’hon tamall diwar-benn eun dra fall-bennag hor beuz great. Tud zo hag a zo hevel oc’h avalaouerien ; epad na stok netra e-hed out-ho ez int sioul, ha mad da welet ; rak-tal avad ma teu eur mignoun pe eur mestr-bennag da lavaret netra diwar-benn an dra-man pe an dra-hont, dioc’h-tu e weler anezho oc’h en em zastum hag oc’h en em c’houeza, goloet a zrein ; nac’h a reont ar pez ho deuz great, pe ma ne nac’hont ket e lavaront ho doa abek da ober ar pez he deuz great. Neuze, piou-bennag a gelenn anezho, ne d-eo ket mignoun d’ezho, hag hevel int oc’h eun den klanv en deuz droug oc’h an hini a laka eul louzou war he c’houli. « An hini a zo santel hag izel he galoun, eme zant Krizostom, en em zispriz seul-vui ma vez kastizet ; hirvoudi a ra o c’houzout ez eo faziet. » An den a zo ourgouill enn he galoun a hirvoud ive, o veza ma ’z eo bet anavezet he bec’hed ; evit-se eo en deuz enkrez hag en deuz droug out-han he-unan hag oc’h an hini a gelen anezhan. « An hini a fell d’ezhan beza santel e gwirionez, eme zant Filip a Neri, ne dle morse klask digarez ha pa ve gaou ar pez a damaller d’ezhan, nemet da skouer fall e ve ar pez a lavarer. » Ha pegement e teu da dalvezout dirak Doue an den a zo tamallet e gaou, pa c’hoar tevel ha choum hep klemm ! Santez Thereza a lavare ez ear buanoc’h war hent ar mad, o choum hep klask digarez, eget na d-ear o klèvet dek prezegen ; rak o choum hep kaout he zigarez, an den a deu da veza frank a spered ha n’ema mui e poan gant ar pez a lavarer anezhan, pe ez eo gwir, pe ez eo gaou.
Verb Doue en em c’hreat den, dre ar madelesiou e deuz tennet war-n-omp ho Kaloun Zakr, oc’h en em izelaat evid-omp, o kemeret kemend-all a vez, kemend-all a zismeganz hag a boaniou dre garantez ouz-omp, grit, me ho ped, ma ’z ai an ourgouill er meaz euz va c’haloun, ha ma vezo-hi hevel oc’h ho kaloun-c’houi, o kemeret he lod euz ho tismeganz. Penaos e c’hellfen-me klemm evit eur gomz trenk-bennag a glevan, pa ’z oun bet ken aliez a-weach war-nez-taol da vont d’an ifern, dre va fèc’hejou ? O va Jezus, dre ar madelesiou euz ho mare poaniuz, grit d’in ar c’hras da veva ha da vervel gant eur galoun an izela, evel ma ho peuz-hu bevet ha ma ’z oc’h maro war ar groaz. Dre garantez ouz-hoc’h e karfen beza disprizet ha dilezet gant an holl ; hogen, hep ho kras, Aotrou, va Doue, ne d-oun ket evit ober netra vad, Siouaz ! Ho karet a ran, o va Doue, ho karet a ran, c’houi muia-karet va ene, ha bez’ e fell d’in, dre nerz ho kroaz santel, gouzanv, dre garantez ouz-hoc’h, beza gwall-gaset, drouk-prezeget ha dilèzet, kaout poan hag anken, enn eur ger, kement-so, gant ma teuoc’h d’am harpa, karantez va ene ! Na list morse ac’hanoun da bellaat diouz-hoc’h, grit m’am bezo c’hoant atao da blijout d’e-hoc’h, digorit va c’haloun, ha lakiit ma strinko anezhi eun eienen a garantez, eur garantez ker kre ma vezin e peoc’h e-kreiz va foaniou, ha na glemmin biken, n’euz forz petra a enebo ouz-in. O va Doue, bezit truez ouz-in, ne dalan netra, ne d-oun mad da netra, evelato enn-hoc’h ema va fisianz, pa ho peuz prenet ac’hanoun gant ho koad-zakr. Gwerc’hez Vari, va rouanez ha va mamm, mamm drugarezuz an holl bec’herien, enn-hoc’h ive ema va fisianz !
An hini a gar Jezus-Krist, ne c’houlen kaout nemet Jezus-Krist |
1. An hini a gar Jezus-Krist, ne glask ket beza karet gant an dud ; n’en deuz ken c’hoant nemet e ve deuet mad gant an Aotrou-Doue ; he garantez a zoug atao war-zu Doue. Sant Iler a lavar ez eo enor ar bed tra an droug-spered. An enebour-ze a laka he boan da greski danvez an ifern, o tougen an ene da c’hoantaat beza kavet mad hag enoret gant an dud, rak neuze avel fall an ourgouill o tont ; da c’houeza er galoun, an den paour, evel eur vag a zo war ar mor hep rouenv na stur, a gerz gant an hent a sko war ar c’herrek, gant an hent a gas da goll. Sant Jakez a lavar ouc’h-penn ema atao an Aotrou-Doue oc’h astenn he zourn d’an den a zo izel he galoun hag o terc’hel penn oc’h an hini a zo c’houezet grant an ourgouill ; Doue a ve fae gant-han selaou he beden. An ourgouill a laka ar galoun da gaout c’hoant da veza kavet mad gant an dud ; an ourgouill a gar an enor hag al lorc’h.
2. — Piou a ve evit lenn hep skrija gant spount ar pez a c’hoarvezaz gant Justin euz a urz sant Fransèz, o veza ne vougaz enn he galoun ar c’hoant en devoa da veza enoret gant an dud. Deuet e voa da veza ker santel, ma voe galvet da gaout an Tad Santel ar Pab, Eujèn pevare. Digemeret e voe gant-han gant enor ; ha goude poket d’ezhan, ar Pab a lakeaz anezhan da azeza enn he gichen. Justin dioc’h-tu, evit an enor bras-se, a zavaz kemend a ourgouill enn-han, ma lavaraz d’ezhan sant Iann Kapistran, pa voe distro : o vont ac’han e voac’h eun eal, o tont enn dro ez oc’h eun droug-spered. Ourgouill Justin a ieaz war gresk bemdez ; falvezout a reaz d’ezhan e vije great eur stad vraz anezhan, ha, war-benn an dro, e lazaz unan euz he vreudeur gant enn taol kountel. Goude dilèzel he urz, ez eaz da Naplez, hag eno e reaz kemend a dorfejou, ma varvaz hep sakramant e-kreiz ar chadennou. Ne d-eo ket eta heb abek e lavare eur servicher da Zoue : « Pa glever trouz ar gwez braz o koueza, evel ma voe gwechall goz Salomon, Tertullien ha re all a ioa lakeat, hag hi beo, sent gant an holl, ez eo anat n’ho devoa ket ar re-ze en em roet holl da Zoue, hag ez int kouezet, o veza ma voa an ourgouill o c’hwiri enn ho c’haloun. » Krenomp eta, ni tud keiz, krenomp rak-tal ma welomp o sevel enn hor c’haloun an distera c’hoant da veza karet hag enoret. Pa ra ar bed eur stad-bennag ac’hanomp, diwallomp na stagfe ouz hon ene netra a gement a lavar, rak neuze, siouaz d’e-omp ! he gomzou kaer a lakafe ac’hanomp marteze da vont da goll.
3. — Diwallomp ive na vemp kintuz e-kever hon enor, da lavaret eo, na zalc’hfemp war gement-se re a stad ac’hanomp. Santez Thereza a lavare : « Piou-bennag a zo kizidik evel-se ne vezo birviken e gwirionez douget da draou ar spered. Kalz a dud a ia dindan an ursiou hag er c’houenchou, ha war ho meno a zo distag dioc’h holl draou ar bed ; n’int ket distag a-vad diout-ho ho-unan. Tud vad int evit ho gwelet, hag e-kreiz ho c’haloun ema atao e gor ar c’hoant ho deuz da Veza meulet evit pep tra a reont. Pa ne vezont meulet gant den e-bed, ec’h en em veulont ho-unan ; enn eur ger, bez’ e fell d’ezho e vent kavet kalz gwelloc’h eget ar re fall, Dioc’h-tu ma krog an teodou da flemma anezho eun draik, dioc’h-tu int nèc’het hag e tilezont ar gommunion hag ar pedennou, ha neuze n’ho deuz peoc’h nag ehan e-bed, ken a vezont adarre deuet mad grant an dud. Ne d-eo ket evel-se eo a ra ar re a gar Doue gant eur gwir garantez, rak ouc’h-penn ma pellaont dioc’h kement tra a denn war-n-ezho meuleudiou ar bed, ar meuleudiou-ze a ra poan d’ezho, ha nemet pa vezont disprizet, neuze hep-ken eo e vezont laouen.
4. — « Ne d-oun netra, eme zant Fransèz Asiz, nemet ar pez ma ’z mm dirak Doue. » Ha petra dalvez d’an den beza karet, meulet hag enoret gant tud all evel d-han, mar d-eo disprizet gant Doue ? Pe forz zo d’e-omp-ni hag e vemp disprizet ha kaseet gant ar bed, mar d-omp karet gant Doue ? Meuleudiou an dud n’int ket evit lamet diwar-n-omp pouez hor pèc’hejou nag ar boan a zo dleet d’ezho, nag ho dismeganz ive ne gemero ket ar pez a zo dleet d’e-omp evit hor madoberou. « N’euz forz e-bed, eme zantez Thereza, pe ni a zo tamallet ha disprizet gant an dud, mar d-omp mad ha dibèc’h a ziraz-hoc’h-hu, o va Doue ! » Ar zent n’ho devoa ket brasoc’h c’hoant eget beza dianavezet ha disprizet. Hag eur c’holl braz eo d’e-omp-ni e ve kavet eun abek-bennag enn-omp gant an dud ? Pep den a ve red d’ezhan en em damall he-unan, rak bez’ e tleomp gouzout er-vad ez omp tud fall ; evit petra eta hor be-ni c’hoant goude da veza kavet mad gant ar re all ?
5. — Beva e kuz ha distro diouz ar bed a dalvez kalz a-vad d’ar re a fell d’ezho karet Jezus a wir-galoun. Jezus he-unan a zo bet ar skouer evit-se. Epad tregont vloaz ez eo bet dianavezet e ti eur c’halvez. Ar zent ive, evit miret na vijent enoret gant an dud, a zo bet eat da choum enn dezerchou. Sant Visant a Baol a lavare : « Ar c’hoant hor beuz e ve komzet mad ac’hanomp, e ve meulet hor buez hag e ve lavaret e reomp mad peb tra, ar c’hoant-se a zo eun dra ker fall, ma laka ac’hanomp da ankounac’haat hon Doue, ma stlabez kement vad a reomp ha ma vir ouz-omp da gerzet êeun gant hent an nev.
6. — Mar fell d’e-omp eta lakaat karantez Jezus-Krist da greski enn hor c’haloun, ez eo red d’e-omp mouga ar garantez hor beuz ouz-omp hon-unan. Ha penaos, a lavaro unan-bennag ? Selaouomp santez Mari Madalen a Bazzi : « Ar c’hoant en deuz an den da veza karet hag enoret gant an dud, ar c’hoant-se a zo beo-buezek, emez-hi, epad ma vez an den kavet mad gant ar re all, maro-mik eo a-vad pa ’z a an den da guzet evit ma vezo dianavezet gant an holl. » Keid eta ha ma vezo an den beo, me lavar, keid ha ma vezo douget he galoun da garet ar bed, birviken ne vezo gwir zervicher da Zoue. 7. — Mar fell d’e-omp beza kavet mad dirak Doue, ez eo red e vresemp gant hon treid war gement tra a zoug ac’hanomp da glask plijout d’ar re all, ha dreist holl war ar c’hoant hor beuz da lakaat an dud dindan hon dalc’h. Santez Thereza a ioa gwelloc’h gant-hi gwelet an tan-gwall o tevi he c’houent hag oc’h he dèvi he-unan gant he holl leanezed, kent eget gwelet ar c’hoant milliget-se o vont diabarz eur galoun hep-ken. Lavaret a rea e kave gwell e vije kaset kuit euz he c’houent, pe dalc’het kloz ha dastumet evit mad eul leanez hag e divije c’hoant da veza lakeat da ren ar re all. Santez Mari Madalen a Bazzi a lavare ive beza lakeat er renk izela ha kaout aoun da veza kavet gwelloc’h eget ar re all, a zo an enor a dle kaout eun ene a gar Doue. Ar pez a dle c’hoantaat peb ene mad, eo kaout eur galoun izeloc’h evit peb-unan, hervez komzou an Abostol sant Paol : Bezit, eme-z-han, dreist an holl dre eur galoun izel ; enn eur ger, an hini a gar Doue, ne dle klask netra nemet Doue hep-ken.
Va Jezus, roït d’in c’hoant da blijout d’e-hoc’h ha grit ma teuin da ankounac’haat an holl ha me ive va-unan : Ha petra dalvesfe d’in e ven karet gant ar bed, ma n’oun ket karet gan-e-hoc’h-c’houi, holl garantez va ene ? O va Jezus, deuet oc’h war an douar evit gounit ar c’halounou. Ma n’oun-me ket eta evit rei va c’haloun d’e-hoc’h ac’hanoun va-unan, kemerit anezhi dre nerz ha kargit leun anezhi gant ho karantez. Arabad eo ez afen-me ken diouz-hoc’h ! Pèc’hi am beuz great, ha brema em beuz keuz em c’haloun, glac’har am beuz o sonjal em fèc’hejou ; ho karantez vraz-meurbed a dorr hep-ken nerz va anken, rak c’houi a zo atao digor ho kaloun evit dont da garet ar pèc’her paour a zistro ouz-hoc’h gant karantez. Va Zalver trugarezuz, holl garantez va ene, disprizet em beuz ac’hanoc’h ; evit brema ho karan muioc’h eget n’en em garan va-unan. D’e-hoc’h en em roan holl, n’em beuz ken c’hoant nemet d’ho karet ha da blijout d’e-hoc’h ; digemerit mad ar c’hoant-se, grit ma kresko bemdez ha ma vezo mouget gant-han em c’haloun holl c’hoantegèsiou an douar. Ker mad oc’h bet em c’hever, n’oun ket evit choum hep ho karet. Setu me ama, Aotrou va Doue, bez’ e fell d’in beza d’e-hoc’h hep-ken ha gouzanv, dre garantez ouz-hoc’h, kement tra a blijo gan-e-hoc’h, pa ’z oc’h maro war ar groaz dre garantez ouz-in. Bez’ e fell d’e-hoc’h e ven santel, hag ober a c’hellit ar pez a fell d’e-hoc’h ; enn-hoc’h ema va holl fisianz, hag enn-hoc’h-c’houi ive, Gwerc’hez Vari, mamm va Doue, astennit bepred ho tourn d’am harpa endra vezin war an douar.
An hini a gar Jezus-Krist a gar beza
distag dioc’h an holl draou krouet
1. — An hini a fell d’ezhan karet Jezus-Krist gant eur wir garantez a dle banna euz he galoun pep tra all nemet Doue, hag ive pep karantez evit-han he-unan. E nep tra, an den ne dle en em glask he-unan, klask plijout da Zoue a dle hep-ken. Eur gourc’hemen eo hag a zo great gant Doue he-unan ; karet Doue a reoc’h euz a greiz ho kaloun. Evit karet Doue euz a greiz ar galoun, ez eo red da genta kas er meaz euz ar galoun ar pez a zell oc’h traou an douar ; d’an eil karga leun anezhi a garantez Doue. Eur galoun hag a zo dalc’het stag gant eur garantez, an distera hep-ken, ouz traou an douar, ar galoun-ze ne d-eo ket evit beza holl da Zoue. Sant Filip a Neri a lavare : « Seul-vui e karomp an douar, seul-nebeutoc’h a-ze e karomp Doue. » Ha penaos, eme unan-bennag, distaga ar galoun dioc’h pep karantez ? O kastiza ar c’horf hag o pellaat dioc’h kement a c’hell dougenn ar galoun da garet. Tud a zo hag a glemm o veza ma klaskont Doue, hep dont a-benn da gavout anezhan. Santez Thereza a lavar d’ezho : « Pellait ho kaloun dioc’h an traou krouet, ha neuze klaskit Doue, hag e kavoc’h anezhan. »
2. — A-leiz a dud a glask beza santel, santel, dioc’h ho giz, ar gwasa zo ! Bez’ e fell d’ezho karet Doue, gant ma c’hellint ober dioc’h ho fenn hag hervez ho c’hoant, da lavaret eo, derc’hel evelato d’ar pez a gavont mad : d’ho eaz, d’ho dillad kaer ha d’ho frejou boed mad. Karet Doue : hogen ma n’int ket evit kaout an dra-man-dra, neuze ho deuz nec’h hag enkrez. Mar lavarer eun dra fall-bennag diwar ho fenn, neuze ez a droug enn-ho ; ma ne bareont ket dioc’h ar c’hlenved ho deuz paket, neuze e klemmont ha ne c’houzanvont poan e-bed. Karet Doue a reont enn eur garet ive ar madou hag an enoriou. Bez’ e fell d’ezho e vent lakeat tud fur, tud a stad huel, tud gwelloc’h eget ar re all ; pedi ha tostaat oc’h ar zakramanchou a reont, hag o veza ma ’z eo ho c’haloun leun euz a draou an douar, ne deu nebeud a vad d’ezho. An Aotrou-Doue ne lavar ger d’ho ene, o veza ma ve kollet he gomzou ; evel-se a lavaraz eun deiz da zantez Thereza : « Komz a rafenn oc’h kalz a eneou, ma na ve ket trouz ar bed o voudal oc’h ho diskouarn, hag o viret ma ne ve klevet va mouez gant-ho. » Red eo eta pellaat dioc’h ar bed, rak an hini a zo leun he galoun gant traou an douar, ne d-eo ket evit klevet tamm mouez an Aotrou-Doue. Stag oc’h madou an douar ha dallet gant-ho, an den a baouez a-bred da garet Doue ; neuze o klask derc’hel mad da zanvez a dremen evel moged, e koll ar mad dreist pep mad, ar mad a bado da viken. Santez Thereza a lavare : e voa eun dra leal ez aje da goll neb a rede warlerc’h madou egoll.
3. — An Impalaer Tibèr a c’hoantaaz eun deiz e vije lakeat Jezus-Krist e-mesk doueou faoz ar Romaned, hag e voe miret out-han, o veza ma voa, eme re goz an amzer-ze, eun Doue ne falveze d’ezhan ne vije karet hag enoret nemet-han hep-ken. Ar pez a lavarent a ioa gwir, rak Doue a fell d’ezhan ne ve nemet-han hep-ken karet hag enoret gane-omp. Kement-se ne d-eo ket dre ourgouill, ne d-eo nemet o veza ma c’hoar er-vad ne d-euz nemet-han mad da veza karet er c’hiz-ze. Dre ma kar ac’hanomp muioc’h eget na c’houfemp lavaret eo e c’houlen hor c’harantez holl, ha ne fell ket d’ezhan e rannfemp hor c’haloun etre netra all e-bed hag hen ; hor c’haloun a zo he dra, hor c’haloun a dle beza d’ezhan hep-ken, ha mar deu da garet eun dra-bennag all, Doue neuze en deuz erez pe drouk koulz lavaret oc’h an dra-ze, eme an abostol sant Jakez, o veza ne c’houzanv ket e ve den na netra par d’ezhan, ha mar fell d’ezhan beza karet hen he-unan hep-ken. An Aotrou-Doue a c’halv he bried eul liorz kloz, o veza ma talc’h an ene en deuz karantez out-han prennet dor he galoun oc’h an holl draou a ziaveaz evit beza gant Jezus-Krist hep-ken. Jezus-Krist ha ne dalvez ket e ve d’ezhan holl garantez hor c’haloun ? A-viskoaz en deuz karet ac’hanomp hag hor c’haret a ra atao. Ar zent her goar er-vad. Sant Fransèz a Zal a lavare e tennje dioc’h-tu diwar dro he galoun, ha pa vije ar wazien vihana, ma vije evit gouzout ne devoa ket a garantez ouz Doue.
4. — Ar Roue David a c’hoantea kaout diouaskel evel ar goulm, me lavar eur galoun c’hlan ha distag dioc’h holl draou ar bed, evit nijal war-zu Doue ha mont da ehana war he galoun. A-leiz a dud a zo ive hag a garfe beza distag mad dioc’h an douar evit nijal war-zu Doue ; mont buan a rafent war gresk er mad, mar tistagfent a-grenn ho c’haloun dioc’h pep tra. Hogen, o veza ma ’z int dalc’het c’hoaz gant ho c’hoantegesiou direiz ha dre ne boaniont ket da derri al liammou-ze, dre-ze eo ez int sempl ha toc’hor ha ne d-int ket evit kerzet rag-êeun enn hent an nev. Sant Iann ar Groaz a lavare : « An ene a zo stag oc’h eun dra-bennag, an distera zo, ha pa ve a-hent-all ker mad ha ma c’hell beza war an douar, an ene-ze ne vezo e gwirionez biken unan gant Doue, rak ne d-euz forz pe deo pe voan eo an neuden a stag al labouz, ma vir out-han da nijal el leac’h ma kar. » Doaniuz eo gwelet eneou, a zo enn-ho grasou ha madelesiou a-leiz, doaniuz eo gwelet n’ho deuz ket a nerz a-walc’h evit terri krenn al liammou dister-ze, evit dont da veza unan gant Doue. Evit kement-se n’ho deuz nemet kemeret penn-er a galoun ha d’ioc’h-tu e welint ho neuden o terri. Diwar neuze ho devezo eun tenzor a c’hrasou braz-meurbed, dre ma teu Doue neuze d’en em lakaat a-unan gant ar galoun distag diouz pep karantez all ouz ar bed.
5. — An hini en deuz c’hoant e ve Doue holl d’ezhan, a dle ive beza he-unan da Zoue. Va muia-karet a zo en em roet holl d’in, ha me a zo en em roet d’ezhan. O veza ma kar Jezus-Krist ac’hanomp, e fell d’ezhan kaout hor c’harantez holl. Ma roomp eta lod euz hor c’harantez da eun all-bennag, neuze e rear gaou oc’h Jezus, ha Jezus a vez poan gant-han. Santez Thereza a skrive da unan euz he c’hoarezed : « Grit enn hevelep doare ma tistago a-grenn an eneou dioc’h ar grouadurien, o veza ma ’z eo red e vent priejou eur roue ken oazuz mar fell d’ezhan ec’h en em ankounac’hafent zo-ken ho-unan. » Santez Mari Madalen a Bazzi a lamaz eul levr mad digant unan euz he c’hoarezed nevez, dre ’n abek ma kare a re al levr-ze. Beza ez euz tud hag a ra bemdez ar beden a galoun ; mont a reont dirak ar zakramant ha tostaat aliez oc’h an daol zantel, ha dre ma ’z int touellet gant ho c’harantez ouz traou an douar ne d-eont nemeur war gresk er mad. Epad ma kendalc’hint da veva er c’hiz-se, e vezint atao enn dienez euz ar c’hras ha war nez-taol da vont da goll.
6. — Red eo eta, evel ar Roue David, pedi an Aotrou-Doue da zistaga mad hor c’haloun dioc’h an douar, rak anez ne vezimp biken evit beza holl da Jezus. Jezus-Krist he-unan en deveuz lavaret ez eo red dilezel pep tra evit beza eur gwir diskibl d’ezhan. Dre-ze, tadou koz an dezerz, pa deue eun den iaouank-bennag da veva enn ho zouez, a c’houlenne out-ho ha goullo e voa ho c’haloun evit ma c’hellje beza karget leun gant ar Spered-Santel. Santez Jertrud, o pedi an Aotrou-Doue da rei d’ezhi da anaout petra en devoa c’hoant a raje, a glevaz eur vouez o lavaret : « Ar pez a fell d’in da gaout digan-e-hoc’h zo eur galoun hag enn-hi karantez e-bed ouz ar grouadurien. » Red eo eta lavaret a-greis kaloun da Zoue : Aotrou, gwell eo gan-en ho kaout eged na d-eo kaout iec’hed, madou, enoriou, meuleudi ; eget na d-eo zo-ken ar grasou hag ar madelèsiou a c’hellfac’h da rei d’in ; enn eur ger, gwelloc’h oc’h d’in eget kement tra ne d-eo ket c’houi eo, o va Doue, kement-se holl ne d-eo a-walc’h ; c’houi eo a fell d’in da gaout ha netra ken.
7. — Dioc’h-tu ma vez eat euz ar galoun
kement tra a zo krouet, dioc’h-tu karantez
Doue a ia ebarz ; santez Thereza a lavare :
« Pellait dioc’h ho taoulagad ar pez a zo noazuz,
ha rak-tal hoc’h ene a droio war-zu Doue d’he
garet. « Eur wirionez eo ne d-eo an ene evit
beva hep karet ; red eo d’ezhan karet Doue pe
ar grouadurien ; rak-se eta, ma ne gar ket an
traou krouet, e karo he Grouer a-vad. Evit
lavaret berr, red eo dilèzel kement-so evit
gounit pep tra. Epad ma karaz santez Thereza
unan euz he c’herent-nez, no we ket holl da
Zoue, hogen pa voe en em zistaget mad dioc’h
ar garantez-se, neuze e voe kavet mad gant
Jezus-Krist, a lavaraz d’ezhi : « Brema,
Thereza, brema ez oc’h d’in holl, ha me a zo
d’e-hoc’h. » Re-nebeud a dra eo eur galoun evit
karet evel ma ’z eo dleet eun Doue ker mad ha
ker karantezuz, eun Doue hag a dlefe beza
karet hep ment e-bed ha dreist kement-so ;
hag e falvesfe d’e-omp c’hoaz ranna hor c’haloun
etre-z-han hag etre an traou krouet ? An
tad Loiz Dupont en devoa mez o lavaret da
Zoue : « Aotrou, me ho kar dreist kement-so,
muioc’h eget ar madou, an enoriou, muioc’h
eget va c’herent ha va mignouned, » o veza
ma kave d’ezhan klèvet neuze : « Aotrou, me
ho kar muioc"h eget ar fank, an teil hag
amprefaned an douar. »
8. — Ar profed Jeremiaz a lavar ez eo an Aotrou-Doue mad-meurbed e-kever an hini a glask anezhan, da lavaret eo, e-kever an hini ne glask nemet Doue hep-ken. Hag hen a zo eur c’holl mad ha kaer, koll madou an douar, madou ha ne d-int ket evit karga an ene, madou hag a dremen ker buan, evit gounit eur mad dreist pep mad, eur mad hag a bado da viken, evit gounit Doue ! Eun den braz ha galloudek e-touez an dud a en em gavaz eun dervez enn eur c’hoad gant eur manac’h a iea he-unan, pleget gant-han he benn war-zu an douar. Goulenn a reaz oud ar manac’h petra a glaske ha da he-leac’h ez ea. « Ha c’houi, Aotrou, eme an den santel, petra a rit-hu dre ama ? — Me a zo o klask loened gouez, eme an Aotrou. — Ha me a glask Doue, eme ar manac’h, o vont gant he hent. » Evel ar manac’h-man, ar pez a dlefemp da ober epad hor buez eo klask Doue hep-ken evit he garet hag ober hervez ma kar, goude beza bannet karantez ar bed er meaz euz hor c’haloun. Pa droomp war-zu ar bed hag he vadou, lavaromp enn-omp hon-unan : petra eo kargou hag enoriou ar bed-man nemed fank ha moged, a vez dizèc’het ha skubet holl gant ar maro. Euruz eo an den a zo evit lavaret : Jezus-Krist, va Zalver ha va Aotrou, gant joa ouz-hoc’h em beuz dilezet pep tra ; c’houi hep-ken a garan, c’houi hep-ken a zo a-walc’h d’am c’haloun.
9. — Pa vez karantez Doue e-kreiz eun ene, anezhan he-unan ha dre nerz ar c’hras e tilez an holl draou a vir out-han da veza holl da Zoue. Sant Fransez a Zal a lavare : « Pa vez an tan-gwall krog enn tu-bennag, e vez stlapet an arrebeuri er meaz dre ar prenestr evit diskouez pa vez eun ene en em roet da Zoue, hep na ve ezomm e ve kelennet gant den, an ene-ze ive a gas diout-han pep karantez ouz ar bed. An tad Segneri, an hini iaouank, a lavare e lame karantez Doue pep tra digan-e-omp evit hor lakaat da veza perc’hen da Zoue hep-ken. Eun den pinvidik braz en devoa dilezet he holl vadou hag o veza eat da baour anezhan he-unan, dre garantez ouz Doue, unan euz he vignouned a c’houlennaz out-han petra voa d’ezhan beza eat da baour evel-se ? Setu, eme-z-han, o tenna levr an Aviel euz he c’hodel, setu an hini en deuz lamet va madou digan-en. Pa dro eun ene da garet Doue, neuze e ra fae war bep tra : war ar madou, ar plijaduriou, an enoriou ha war gurunennou ar rouanez zo-ken ; ne fell d’ezhan kaout netra nemet Doue, lavaret a ra hep paouez : va Doue, c’houi eo a zivizan kaout ha netra ken. Sant Fransez a Zal a lavare e kase gwir garantez Doue da netra kement ne d-eo ket Doue eo, evit teuzi anezho enn eur garantez hep-mui-ken ; rak kement tra a rear dre garantez ouz Doue, kement-se holl a zo neuze karantez.
10. — Karantez Doue, pa grog enn eur galoun, a vesv anezhi enn eun doare ma vez ankounac’heat ganthi kement tra a zo krouet. Eun den mèzo a zo evel ma ve maro : ne wel, ne glev berad, ne lavar grik ; evel-se ive eo an ene a zo karantez Doue enn-han evel pa ve oc’h he vesvi, koulz lavaret. Kollet en deuz pep skiant vad evit ar bed, ne fell d’ezhan sonjal nemet e Doue, enn eur ger, bez’ e fell d’ezhan e ve da Zoue he holl oberou hag he holl garantez. Er ganaouen Zakr, Jezus-Krist ne fell ket d’ezhan e ve dihunet he vuia-karet, da lavaret eo an ene mad a gar anezhan hag a zo kousket enn he garantez. Ar c’housk-se, eme zant Bazil, ne d-eo nemet eun ankounac’ha a galoun vad a ra bemdez an ene euz an holl draou krouet, evit en em rei da Zoue hep-ken ha gallout lavaret gant sant Fransèz : Va Doue, ha petra eo ar pinvidigèsiou, ar c’hargou ha madour ar bed ? c’houi hep-ken, o va Doue, c’houi a zo va holl zenzor. Deskomp eta pegen nerzuz eo ar c’homzou-man : « Va Doue, ha va holl mad ! » Eun ene hag a gar Doue ne d-euz d’ezhan komz e-bed hag a ve kaeroc’h ha gwelloc’h da lavaret aliez.
11. — Evit dont da veza, e gwirionez, a-unan gant Doue, ez eo red eta d’an den en em zistaga a-grenn dioc’h an holl draou krouet ; red eo ive e paouesfemp da garet hor c’herent evel ma reomp. Jezus-Krist en deuz lavaret : « Piou-bennag a den david-oun ha ne gasa ket he gerent, ne d-eo ket evit beza diskibl d’in. » Ha perak ar gasouni-ze ouz ar gerent ? O veza n’en deuz ket aliez hon ene gwasoc’h enebourien. Sant charlez Borome a voa he c’her lavaret : e tigreske he zoujanz Doue pep tro ma ’z ea da di he gerent. An tad Anton Mendoza, pa voe goulennet out-han eun deiz perak ne dostea ket oc’h ti he gerent, a lavaraz : « O veza eo ma c’houzoun er-vad ne d-a e nep leac’h doujanz Doue ken eaz da goll, evel ma ’z a e ti ar gerent. »
12. — Pa vez deuet an amzer da gemeret eur stad a vuez, e tleomp anaout ne d-omp ket dalc’het da zenti ouz hor c’herent. Mar d-eo eun den iaouank galvet gant Doue da vont dindan an ursiou, ha mar klask he gerent miret out-han, ez eo red d’ezhan ober dioc’h ma fell da Zoue, hep selaou mouez hag aliou he dud ; ar re-man peur-liesa a fell d’ezho e klaskfe ho bugale ho mad ho-unan, hep sellet oc’h mad ho eneou. « Ar gerent, eme sant Bernard, ne reont forz ha pa ve daonet ho bugale, gant na d-aint ket euz ar gear. »
13. — Eun dra hag a zo souezuz-meurbed eo gwelet tadou ha mammou kristen, leun a zoujanz Doue, o viret endra c’hellont, na ve ho bugale menec’h pe veleien, pe ma ne d-int ket galvet d’ar stad a vues-se, o klask evelato lakaat anezho da vont ebarz. Nemet eur weach-bennag marteze, peur-vuia pèc’hejou ar gerent-se a zo marvel. Unan-bennag a lavaro : « Neuze eta an den iaouank-se ne vezo evit beza salvet ma ne d-a ket da vanac’h pe da vèlek ? » Ar re ne d-int ket galvet da vont euz ar bed, en em zaveteio er bed, gant ma raint penn-da-benn ar pez a zo dleet d’ezho da ober hervez ho stad ; evit ar re all a zo galvet da vont euz ar bed, hag a choum ebarz, ar re-ze, petra-bennag ne zentont ket oc’h Doue, a c’hellfe ive, evit gwir, en em zavetei er bed ; evelato e vezo diez d’ezho, dre n’ho deveuz ket digant Doue ar grasou ho divije bet, ma vijent bet eat d’al leac’h ma voant galvet. An teolojian Habert a gred : « An hini ne heuill ket ar stad a vuez ma ’z eo galvet da gaout, a zo, enn Iliz kristen, evel eun ezel distag dioc’h an izili all, ha dre-ze en devezo poan o c’hober ar pez a zo dleet d’ezhan hag oc’h en em zavetei. »
14. — « Ar stad ma ’z eo galvet an den d’ezhi er bed a zo, eme an tad Grenad, evel ar rod vraz a gas ar vuez enn dro : Eun orolaj, pa c’hoarvez an distera gaou gant ar rod vraz, a zistres holl. » E-kever mont d’ar baradoz e c’hoarvez evel-se ive : pa ne d-ear ket er stad ma vezer galvet d’ezhi, ar vuez holl a zo evel distreset. Hag a dud iaouank o senti oc’h ho c’herent, n’ho deuz ket heuillet ho stad a vuez, ho deuz kaset ti ho zad war he benn, hag a zo, siouaz d’ezho ! bet eat goude d’en em goll ho-unan ! setu ama evit diskouez : Eun den iaouank, gant aoun da zisplijout d’he dad, a choumaz hep mont enn eur gouent, petra-bennag ma voa galvet d’ar stad-ze. A-benn eun nebeud amzer goude, e savaz eur gwall-rendael etre-z-ho diwar-benn eun dra-bennag ; hag ar map, goude laza he dad, a voe lazet ive evit eun torfed ken heuzuz. Eun den iaouank all, eat d’ar seminèr ha war an hent da veza belek, o tont nebeud-a-nebeud da laoskaat enn he bedennou hag enn he stad, en em laoskaz enn distro da vont da heul, c’hoantegesiou fall he galoun, kement ha kement ma voe lazet eun nozvez, epad ma tistroe euz a di eur c’hrek fall. Klevet e voe o krial forz, tud a deuaz da welet, hogen pa en em gavchont war al leac’h, an abad-se a ioa maro. Hag a bed skouer all evel an daou-ma a ve kavet da ziskoues pegement e tleer lakaat evez oc’h ar stad a vuez.
15. — Sant Thomaz a zo all d’ar re a zo galvet da eur stad a vuez santeloc’h eget ar re all, da choum hep kemeret kuzul digant ho c’herent, rak eme-z-han, ho c’herent a zo ho enebourien e-kever kement-se. Ouc’h-penn a zo, ma ne d-eo ket dalc’het ar vugale da c’houlenn ali digant ho c’herent a-raok kemeret eur stad a vuez, pegement nebeutoc’h int-hi dalc’het da c’hortoz ma plijo gant-ho lezel anezho da vont d’ho stad, dreist-holl, mar kav d’ezho ha mar ho deveuz aoun e virfe ho c’herent out-ho ne d-euz forz penaos. Sant Thomaz Akin, sant Per Alkantara, sant Fransèz Zavier, sant Loiz Beltrando ha kalz a zent all ho deuz kemeret eur stad a vuez hep gouzout d’ho c’herent zo-mui-ken.
16. — Ne d-eo ket a-walc’h e ve war an hent d’en em goll an hini ne heuill ket he stad a vuez o c’hober dioc’h ma fell d’he gerent, gant-han ive ez a da goll an hini a ia da vèlek evit plijout d’he dad pe d’he vamm. Tri dra a zo evit anaout piou a zo galvet da stad huel ar velegiach. Ar c’henta, kaout deskadurez ; an eil, kaout eur spered êeun, me lavar eur spered ne glask nemet Doue hag he c’hloar ; an trede, ren eur vuez vad. Ar c’honsil a Drant a c’hourc’hemen d’an Eskibien na lakaint ket da vont dindan an ursiou sakr nemet ar re a vezo bet anavezet mad petra int, nemet ar re ne d-euz netra da damall d’ezho na da lavaret anezho. Petra-hennag ma sell an traou-man oc’h an diaveaz, ar c’honsil a c’houlen ouc’h-penn ma vezo an diabarz hevel, rak, eme-z-han, petra a dalvez kaout ha ren eur vuez vad da welet, mar d-eo fall ar galoun ? Lavaret a ra ar c’honsil-ze e tle ar re a ia da gemeret an ursiou sakr beza bet a-raok kavet mad e pep tra. Dre-ze eo e c’hourc’hemen c’hoaz miret an amzer en deveuz lakeat a-barz mont dindan peb urz.
17. — Sant Thomaz a lavar d’e-omp perak
kement-se. An hini a ia d’ar velegiach, eme-z-han,
peb urz a gemer, a zo galvet da zervicha
Jezus-Krist er Zakramant sakr euz an
Aoter. Dre-ze ive, buez eur bèleg a dle beza
kalz santeloc’h evit buez ar re all. Lavaret a
ra c’hoaz ez eo red d’ar veleien beza santel,
a-raok mont d’ar velegiach hag a-raok zo-ken
beza dindan an ursiou, diskouez a ra pegement
a gemm a zo etre stad ar re a ia da
venèc’h pe da leanezed, ha stad ar re a ia d’an
ursiou sakr. Ar re genta, eme-z-han, a ia d’en
em zizober euz ho zèchou fall, e leac’h ar
re-man a zo red ha dleet d’ezho e vent glan ha
santel, a-barz kemeret an ursiou. Eun dra red
eo se evit ma c’hello, an hini a zo sakret belek,
ober he garg hervez ar zantèlez euz he urz
hag evit ma vezo kavet mad e-touez beleien
Jezus-Krist.
18. — An hini a fell d’ezhan beza da Zoue, ne dle ket c’hoantaat e ve karet ha meulet gant ar bed. Hag a dud a zo, siouaz ! hag a bella dioc’h Doue hag a goll zo-ken ar gwel anezhan, evit tenna war-n-ezho enor ha karantez ar bed ? Pa glevont unan-bennag o komz diwar ho fenn hag o kaout eun abek-bennag enn-ho, ne d-euz netra na rafent neuze evit en em wenna hag evit kaout digarez da ziskouez ez eo gaou a lavarer hag ez int bet droug-prezeget. Mar greont eur vad-bennag, e klaskont an dro da lakaat ma vezo anavezet gant an holl, evit beza meulet euz an pez ho deuz great. Ne d-eo ket evel-se a ra ar re zantel ; ar re-man a garfe e ve anavezet ho zèchou fall gant an holl hag ive e vent lakeat dirak an re all, tud ken dister ha ma ’z int ho-unan, a gav d’ezho ; ar mad a reont a garfent a ve anavezet gant Doue hep-ken, d’ezhan hep-mui-ken e fell d’ezho plijout. Setu perak ne garont kement mont en distro ha beza kuzet oc’h an dud, nemet dre ma fell d’ezho senti oc’h he Zalver a lavar stard d’e-omp ober an aluzen ha pedi e kuz.
19. — Red eo dreist pep tra d’an den en em zistaga diout-han he-unan, da lavaret eo, dioc’h kement tra a fell d’ezhan. An hini a zo evit en em drec’hi he-unan, ne vezo ket diez d’ezhan dont a-benn euz an traou all. Hon-nez eo ar gentel a roe aliesa sant Fransèz Zavier, o veza m’en deuz lavaret hor Zalver Jezus-Krist : « An nep a fell d’ezhan dont d’am heul a dle en em zilèzel he-unan. » Setu an hent a dleomp mont dre-z-han evit beza santel : en em zilèzel hon-unan ha choum heb ober ar pez a fell d’e-omp. Sant Fransèz Asiz a lavar ez eo ar brasa mad a c’hellfet da gaout digant Doue. « Mar karfe an dud choum heb ober dioc’h ho deuz c’hoant, eme zant Bernard, ne ve den daonet e-bed. » An oberou mad a ia da fall, dre ma stag out-ho ar pez a fell d’e-omp, setu ama penaos. Mar fell da eur c’hristen ober eur binijen-bennag hep gourc’hemen nag ali he dad-kovesour, ar binijen-ze a zo fall hag a ia da goll, o veza ma ’z eo deut euz a garantez an den out-han he-unan. Gwaz a-ze e vezo d’an den a zo dindan dalc’h he galoun hag he spered ! c’hoant kaout kalz a draou en devezo, hep gellout ho c’haout, dre-ze e vezo red d’ezhan gouzanv meur a dra ziez ha poaniuz. Ar c’hik a zo hon enebour kenta ; miromp out-han eta na gavo an dro d’hor gwaska, dalc’homp war hon daoulagad : en em lakeomp etre daouarn Doue hag e paouezo ar brezel ; an eil enebour hor beuz a zo ar c’hoant da zestum madou : karomp ar baourentez hag e paouezo ar brezel ; an trede enebour hag ar gwasa zo-ken eo hor c’haloun hag hor c’hoantegez hon-unan : en em lakeomp etre daouarn Doue hag e paouezo ar brezel. Sant Bernard a lavar pa en deuz an den nèc’h hag enkrez ez eo dre na c’hell ket ober hervez he c’hoantegez hag he ziviz he-unan. An Aotrou-Doue en em glemme diwar-benn an dra-man oc’h santez Mari Madalen a Bazzi, o lavaret : « Bez’ ez euz eneou hag a garfe e teufe d’ezho va spered, hag o veza mar fell d’ezho kaout anezhan dioc’h ho giz hag enn doare ma karont, dre-ze ne gemeront ket an dro vai da gaout anezhan. »
20. — Red eo karet Doue ha karet anezhan evel ma fell d’ezhan e ve, ne d-eo ket a-vad evel ma fell d’e-omp hon-unan. Doue a fell d’ezhan e ve an ene distak dioc’h pep tra, evit ma c’hello he lakaat a-unan gant-han hag he garga gant he garantez. Santez Thereza a lavar war gement-se : « Pedi evit beza a-unan gant Doue ne d-eo ket eun dra dishevel dioc’h beza maro mad da draou ar bed, evit beza da Zoue hep-ken. » Eun dra hag a zo gwir eo, seul-vui ma en em zistagomp dioc’h an traou krouet dre garantez ouz Doue, seul-vui ive e kargo hon ene a garantez hag e vezo a-unan gan-e-omp. A-leiz a dud a garfe e vent holl a-unan gant Doue, hogen evit gouzanv an enebiez, ar c’hlenved, ar baourentez hag ar poaniou all, ne fell tamm e-bed d’ezho, ha koulskoude epad na vezint ket en em lakeat dindan dourn Doue, ne c’hellint ket beza e gwirionez a-unan gant-han. Santez Katharina a Jèn a lavar ez eo red kaout poaniou evit beza a-unan gant Doue. An Aotrou-Doue a zigas ar poaniou-ze d’e-omp evit kas an tèchou fall er meaz euz hor c’haloun hag euz hor c’horf. Dre-ze, beza disprizet ha goapeat, beza klanv ha paour, beza temptet a zo holl traou red mad d’an den da gaout, evit stourm oc’h he wall-ioulou, evit trèc’hi anezho holl hag evit mouga, dre nerz ar c’hras, kement a zav enn-han a-enep lezen Doue. Keit ha ma vezo eta diez d’e-omp gouzanv ar poaniou dre garantez ouz Doue, ne vezimp ket evit beza a-unan gant-han.
21. — Sant Iann ar Groaz a lavar ez eo red kastiza ar c’horf hag ar galoun e-kever kement tra a fell d’ezho, evit beza e gwirionez a-unan gant Doue. Kastiza ar c’horf, da lavaret eo, distrei dioc’h-tu dioc’h kement tra a gafemp mad evid-omp hag a ve a-enep da c’hloar hor Zalver Jezus-Krist, evel ma ’z eo a-wechou ar c’hoant hor beuz da welet pe da glèvet eun dra-bennag hon distrofe dioc’h beza a-unan gant Doue. Neuze, ez eo red lezel an traou-ze, hag evit ar galoun hag ar c’hoantegèsiou, enebi out-ho o klask ar pez diesa zo, a gav d’e-omp, da ober ha da c’houzanv, oc’h en em lakaat, enn eur ger, da garet ar boan hag an dispriz. Da lavaret eo, an hini a gar Jezus-Krist a goll pep karantez ouz traou ar bed, klask a ra en em zistaga dioc’h pep tra, evit beza skanvoc’h a ze da vont da Jezus-Krist hag evit beza gwelloc’h a-unan gant-han ; he galoun hag he spered a zo troet atao war-zu Jezus, evit Jezus ema bepred oc’h huanadi, hag e peb amzer, e peb leac’h hag e pep tra e fell d’ezhan plijout da Jezus. Evit pignat ken huel-ze er zantelez ez eo red goullonderi bemdez ha bepred ar galoun euz a hep karantez ne d-eo ket evit Doue. Ha petra zo red eta d’an den da ober evit en em rei holl da Zoue ? Da genta, tèc’het dioc’h kement tra a zisplij da Zoue hag ober ar pez a blij muia d’ezhan ; d’an eil, digemeret a galoun vad kement tra a zigas Doue, peger poaniuz ha pegen diez-bennag e ve da c’houzanv ; d’an trede, kaout gwell atao ar pez a fell da Zoue eget ar pez a fell d’e-omp hon-unan. Setu penaos e vez an den holl da Zoue.
Va Doue ha va holl vad, c’houi a zo d’in pep tra, hag her gouzanv a ran er-vad, pegement-bennag ma ’z oun dizanaoudek ha dievez enn ho kever ; gwelet a ran ne baouezit d’am gervel evit rei d’in ho karantez. Setu me ama diraz-hoc’h : hiviziken ne harzin mui ouz-hoc’h. Lezel pep tra a ran ha me va unan ive evit beza d’e-hoc’h-hu hep-ken. Petra zo ha n’ho pe c’houi ket great dre garantez ouz-in hag evit beza karet gan-en ? Karet ac’hanoc’h a ran brema ha va ene a zo c’houezet enn-han tan flamm ho karantez. O va Jezus, war-zu enn-hoc’h ec’h huanadan ! Penaos e c’hellfen-me beva hep ho karet, goude beza gwelet ac’hanoc’h o vervel e-kreiz eur mor a boaniou evit va zilvidigez ? Penaos e c’hellfen-me gwelet ac’hanoc’h astennet war ho kroaz sakr, ha choum hep ho karet a-greiz va c’haloun ? Ia, ho karet a ran euz a greiz va ene ha n’em beuz c’hoant all ebed nemet d’ho karet er bed-man hag er bed-all da viken, o va Doue, va c’harantez, va fisianz, va nerz ha va dizoan ! Grit ma vezin atao gan-e-hoc’h, Sklerait va spered, evit mac’h anavezin al louzou fall a zo red d’in da zisc’hrisienna euz va c’haloun, ha roit d’in ive an nerz da ober ar pez a zo red evit ho karet, rak c’hoant-am beuz da zenti ouz-hoc’h e pep tra. Pried va ene, d’e-hoc’h, o va Doue, ec’h en em ginnigan hag ec’h en em roan holl, evit ma vezin e c’hiz ma fell d’e-hoc’h hag evit ma c’helloc’h easoc’h a-ze beza unan gan-en ha me unan gan-e-hoc’h. Deut eta, va Jezus, deut da veza perc’henn da gement zo ac’hanoun, lakit da drei ouz-hoc’h-hu hep-ken va spered ha va c’haloun ha kement tra a den anezho. A-vrema ne fell d’in kaout c’hoant all e-bed, dizoan e-bed digant den, rak c’houi hep-ken a zo a-walc’h d’am c’haloun ; roit d’in ar c’hras ma vezo atao va spered troet war-zu enn-hoc’h, hep war-zu netra ken, grit n’am bezo ken c’hoant nemed-hoc’h ha na labourin nemed evid-hoc’h-hu, va Doue, va c’harantez ha pep tra ! Ha c’houi ive, Gwerc’hez Vari, Mamm va Doue, grit d’in ar c’hras da genderc’hel beteg ar maro e karantez Jezus, ho Map.
1. — Ar pez a vir ouz-omp na d-a droug enn-omp, pa vez eun dra pe eun den-bennag oc’h ober poan d’e-omp, a ziskouez anat hor beuz eur spered eaz ha mad. Er c’henteliou a-raok euz bet lavaret petra zo mad da ober e-kever beza hegarad ha mad, ha setu ama c’hoaz eun darn kelennou all diwar-benn hevelep tra, kelennou int hag a zo ive mad-meurbed da heuilla.
2. — Kaout eur galoun izel hag eur spered eaz a voe ar pez a garaz muia Jezus-Krist. Dre-ze eo e lavar d’e-omp deski dioud he skouer kaout eur spered eaz ha beza izel a galoun. Hor Zalver a voe hanvet oan, ken evit sakrifis ar groaz, ken evit an doare ma vevaz ha ma tremenaz he vuez war an douar, ha dreist-holl evit an doare ma varvaz. E ti Gaïfaz, pa voe roet eur javedad d’ezhan ha lakeat eun den dievez, Jezus ne reaz nemet lavaret : « Mar em beuz komzet fall, diskouezit d’in penaos, ha mar em beuz komzet mad, perak e skoit-hu gan-en ? » Jezus evel-se a c’houzanvaz bete mervel pep poan hep klemm biskoaz. Pa voe stag oc’h ar groaz, ar Juzevien a doue diwar he-benn, oc’h ober goab anezhan, ha Jesus, Oan Doue, a bede evelato he Dad da lakaat anezho didamall.
3. — Jezus a gar kalz muioc’h eget na c’houfet lavaret ar re a zo izel ho c’haloun, ar re a zo mad hag a c’houzanv ar gwall-gomzou, ar goaperez, an droug-prezeg, an heskinou, an taoliou hag ar gouliou, hep n’ho deuz droug oc’h ar re a wall-gas anezho hag a sko gant-ho. Peden ar galoun a c’hoar gouzanv pep poan er c’his-se hep klemm, a zo atao mad dirak Doue, da lavaret eo, a-zo atao klèvet gant-han. Jezus a lavar e vezo dreist pep tra ar baradoz d’ar re a zo mad hag hegarad. An tad Alvarèz a lavar ive ez eo an nev bro ar re a zo er bed-man disprizet ha gwall-gaset, o veza ne d-eo ket d’an den zo enoret ha prizet mad gant ar bed ez eo miret gant Doue ar rouantelez a bado da viken. « War-henn ma ’z aint diwar an douar, eme ar roue David, ar re vad hag hegarad a vezo eüruz da viken, hag er bed-man zo-ken e vezint c’hoaz enn eur peoc’h braz. » Ar zent ne zalc’hont kas na droug e-bed oc’h ar re ho deuz great poan d’ezho, ho c’haret muioc’h a reont eget na reant diagent, hag evit beza gouzanvet ho foan hep klemm, an Aotrou-Doue a gresk ar peoc’h enn ho c’haloun. « Pa lavar unan-bennag droug ac’hanoun, eme zantez Thereza, e kav d’in e kresk va c’harantez out-han. » Evit beza karet gant-hi ne voa nemet kana gwall-gomzou d’ezhi. Evit dont da veza ker mad-ze, ez eo red e ve ken izel kaloun an den bete lakaat e gwirionez ez eo ar falla euz an dud, ha kredi ez eo da veza disprizet gant an holl. Perak e vez droug atao enn den a zo rok ha brasoniuz ? O veza ma ra stad anezhan he-unan, ha ma kav d’ezhan ez eo red e ve enoret gant an holl.
4. — Red eo eta mervel enn Aotrou-Doue evit beza eüruz hag evit kaout, a-vrema war an douar, an tanva euz an eurusted gwirion n’ema nemet enn nev. An eurusted-ze, petra-bennag ma ’z eo eun tamm mad disteroc’h eget eurusted Doue, a zo evelato brasoc’h evit an holl zudiou a c’heller da gaout war an douar, eme an Abostol sant Paol d’he ziskibien. Evit kaout ar peoc’h bras-se hag evit beza euruz e-kreiz ar poaniou hag an droug-prezegèrez, ez eo red eta, eur weach c’hoaz, beza maro enn Aotrou-Doue. An neb a zo maro n’en deuz skiant e-bed euz an droug a reer d’ezhan ; evel-se ive an hini a zo hegarad a spered hag a galoun, evel eun den maro, ne wel na ne glèv berad, gouzanv a ra pep dismeganz hep klemm morse. An hini a gar Jezus-Krist, gant eur gwir garantez, a diz eaz ar stad-ze rak neuze o veza en em lakeat holl etre daouarn Doue, e laka hevel-hevel an droug hag ar mad a reer d’ezhan, ar boan hag an dudi, ar c’homzou mad evel an droug-komzou. Evel-se e voa an abostol sant Paol pa lavare : « War neun emaoun gant levenez enn eur mor a enkresiou. » Euruz an hini a c’hell dont d’ar stad vad-se ! Neuze ar peoc’h a vezo enn he ene a dalvezo kalz muioc’h eget holl vadou ar bed-man. Sant Fransèz a Zal a lavare : « Ha petra dalvez ar bed-holl e-skoaz peoc’h ar galoun ? » Hag e gwirionez, da betra eo mad holl denzoriou hag holl enoriou ar bed evit an hini a zo nèc’het atao, evit an hini n’ema ket he galoun e peoc’h ?
5. — Evit beza atao evel unan gant Jezus-Krist, ez eo red e ve atao ar peoc’h enn ene, hep na ve tenvaleat ar spered morse gant poan e-bed, a be-leac’h-bennag e teufe. An Aotrou-Doue ne choum ket enn eur galoun denval ha nèc’het. Selaouomp war gement-man an aliou a ro d’e-omp sant Fransès a Zal : « Arabad ez afe, eme-z-han, droug e-bed enn-hoc’h ; prennit kloz dor ho kaloun, pe zigarez-bennag a lavarfe, rak eur weach ma vez an droug ebarz, n’omp mui evit kas anezhan kuit nag evit miret out-han d’en em ziroll. » Ar pez zo d’an den da ober da genta, eo eta trèc’hi war ar vuanegez, oc’h he c’has kuit diout-han dioc’h-tu, o tevel hag o lakaat he spered da drei oc’h eun dra-bennag all ; d’an eil, evel an Ebestel pa weljont ar mor o sevel gant eur gaouad diroll, gervel d’ho c’haout an Aotrou-Doue, rak d’ezhan hep-ken eo terri kaouajou ar galoun ; d’an trede, mar d-oc’h bet reuzeudik a-walc’h evit lezel an droug da vont diabarz hoc’h ene, lakiit neuze hoc’h holl nerz d’en em drec’hi, da choum sioul hag e peoc’h ; gwaskit war-n-hoc’h hoc’h-unan, plegit stum ho kaloun, na vezit ket rok na dichek ha komzit mad ha gant karantez oc’h an hini zo savet droug enn-hoc’h out-han. Neuze, torret war-n-hoc’h, ar pez a lavaroc’h a vezo gwelloc’h, mar taolit evez ez eo red lezel ar gouli da giga hag an droug da dremen. Sant Fransèz a Zal a lavare en devoa bet kalz a boan o trec’hi daou dèch fall en devoa, daou dech hag a ioa ho grisiou kroget doun enn he galoun, me lavar ar vuanègez pe an droug hag ar garantez ouz traou an douar. E-kever an tèch kenta, rankout e voa bet d’ezhan, hen he-unan her lavar, evit he drec’hi hag he zisc’hrisienna, stourm out-han epad daouzek vloaz hed da hed. An eil a zistroaz da vad, o tistaga he galoun dioc’h an traou krouet hag o lakaat anezhi da garet Doue hep-ken. Diwar neuze ar zant-se en devoe eur peoc’h ker braz enn he ene ma voa, koulz lavaret, a wel an diabarz anezhan hag ouc’h-penn ker reiz ha ker laouen hag an diaveaz.
6. — Pa c’houez ar galoun gant an droug, evit diskarga ar gor-ze anezhi, tud zo hag a gred ez eo red leuskeul an teod da vont hag en em ziboella gant difre. Er c’his-se, siouaz ! ne rear nemet kreski ar gaouad fall. Evit beza atao e peoc’h, arabad eo en defe an droug pleg e-hed da c’houeza na da zevel. Mar teu evelato eur weach-bennag da gaout an tu da vont er galoun, evit en em zic’haoui diout-han ha kas anezhan kuit, ne d-eo ket fall tamm e-bed lenn eul levr mad, kana eur ganaouen zantel, pe diviz gant eun all diwar-benn eun dra gaer-bennag. Ar spered-Santel a lavar : « An droug n’ema he gear nemet e kaloun an diskiant en deuz nebeud a garantez ouz Jezus-Krist ; eno e choum pell amzer. » Evit kaloun an den zo fur, e gwirionez, mar d-a an droug dre laer enn-hi eur weach-bennag, ne vezo ket pell hep beza bannet er meaz. An ene a gar Jezus-Krist gant karantez ne vez morse droug enn-han, rak o veza ne fell d’ezhan nemet ar pez a fell da Zoue, en deuz atao ar pez a gar hag ez ema atao e peoc’h. Neb a ra ar pez a fell da Zoue a dorr krenn nerz an droug, e kement poan a c’hoarvez gant-han, hag evel-se ez eo, epep leac’h hag e peb amzer, mad hag hegarad e-kever an holl. Hogen, anez karet a greiz ar galoun, ne d-euz den evit kaout ar vadèles-se e-kever an nesa. An dud a dle gwelet er-vad dioc’h kement-man ne garer morse muioc’h ar re all, eget pa garer ive Jezus-Krist gant karantez ha teneridigez.
7. — An deneridigez hag ar garantez-man, o veza ne vezont ket atao beo buezek enn-omp, ez eo red d’e-omp, dre ar beden a galoun, en em lakaat a du hag e doare vad da c’houzanv kement poan a c’hellfe koueza pe skei war-n-omp. Evel-se ho deuz great ar zent, hag ez int en em gavet atao e doare da gaout ha da c’houzanv hep klemm pep dismeganz hag an holl boaniou. Ma n’en em grevaomp ket evel-se, a-raok ma tiroll ar gaouad, ne vezimp birviken evit dont a-benn d’en em drèc’hi, pa zavo enn hon enep ; ha neuze an droug, o ren hor c’haloun, a lavaro d’e-omp ober poan evit poan. An droug zo c’houezet e kaloun hon nesa, ha mouget e vezo gant eur gomz dichek ha tearuz ? Tra, biken ! rak kement-se a zo teuler keuneud enn tan evit lakaat anezhan da grègi gwasoc’h-gwasa. Unan-bennag a lavaro marteze : nemet diskiant e ve, piou a choumfe sioul hag e peoc’h, piou a ve hegarad, enn eur ger, e-kever eun den hag a ra poan hep kaout abek ebed ? Sant Fransèz a Zal a gelen evel-hen war gement-man : « Red eo beza mad e-kever an holl, pe ho deuz digarez da ober poan, pe n’ho deuz ket. »
8. — Neuze eta, evel ma ’z eo desket d’e-omp, ez eo red e komzfemp mad atao : ne d'euz gwelloc’h tra evit mouga an droug, pa strink he c’hwasa tan, rak mar d-eo krog an tan-ze enn hor c’haloun, tevel a zo kalz gwelloc’h. Lagad an droug a zo dall, ne wel mui nemet ar pez a zo fall ha gaou, golei a ra hon daoulagad gant eur goc’hen ken tenval ma laka enn eun douez lealded ha dislealded. Dre-ze ez eo red e rafemp, evel Sant Fransèz a Zal, eur marc’had gant hon teod, evit ma choumo skoulmet ha stag, dioc’h-tu ma klasko an droug dont da c’hwiri enn hor c’hreiz.
9. — Evelato, eme unan-bennag c’hoaz, ez eo red a-wechou komz huel evit stanka ho genou da dud dizuj ha divergount zo ; rak ar roue David a lavar : « Eat droug enn-hoc’h ha na bec’hit ket. » Evel-se e c’hell mont droug a-wechou enn dud gant na bèc’hint ket. Eno eo ema an dalc’h hag ar pez a zo diez ; ebad eo lavaret. Da welet, a-wechou ez eo deread komz kre oc’h tud a zo, evit lakaat anezho da zont enn-ho ho-unan ; hogen, komz evel-se stard ha dibèc’h a-walc’h a zo, a gredan, gwall ziez d’an den. Ar wella tra da ober neuze eo, mar geller, rei eur gentel-bennag, komz mad atao ha beza war evez oc’h an droug, war-benn ma teuio. Sant Fransèz a Zal a anzave ne voa morse bet eat droug enn-han, hep n’en devije bet keuz goude. Greomp hor mad diwar he goust, ha pa welomp ez a droug enn-omp, tavomp ha gortozomp ken na vezimp deuet adarre war hon tu.
10. — Pa vezomp skandalet gant ar re ho deuz da welet var-n-omp, pe difaziet gant hor mignouned, neuze e tleomp dreist pep tra diskouez eur spered eaz. Sant Fransèz a Zal a lavar : « An hini a bleg hep poan d’ar gentel, a ziskouez, dre-ze, e kar ar mad n’en deuz ket great, ar mad ma ’z eo kelennet diwar he benn ; diskouez a ra ive e pign kalounek dre zeresiou an nev. » Red eo c’hoaz e vemp mad enn hor c’hever hon-unan. An droug-spered a ro d’e-omp da gredi ez eo da veza meulet an droug hor beuz ouz-omp hon-unan, goude pèc’hi. Ar spered troidellus-se a fell neuze d’ezhan lakaat ac’hanomp da veza nec’het hag enkrezet, ha miret ouz-omp dre-ze na vemp evit ober ar mad. War gement-man setu a lavare sant Fransèz a Zal : « Kredit er-vad an holl sonjou a nec’h ac’hanoc’h ne deuont ket digant Doue, Doue a zo roue ar peoc’h ; dont a reont digant an droug-spered, euz ar garantez ho peuz evid-hoc’h hoc’h-unan, pe euz ar stad a rit ac’hanoc’h. » Setu an tri benn kenta euz an nec’h hag euz an enkrez ho peuz. Pa zilamm eta sonjou ar seurt-se enn hor spered, ez eo red ho c’has kuit dioc’h-tu hag ober fae anezho.
11. - N’hor beuz morse muioc’h a izomm da gaout eur spered eaz, eget pa vez red d’e-omp skandalat ar re all, rak neb a zo c’houero ha trenk he gomzou pa gelen, a ra muioc’h a zroug eget a vad ; dreist holl mar d-eo poaniet an hini a zo red da gelenn : gortoz ma vezo enn-han he-unan a zo mad. Arabad eo d’e-omp ive klask difazia den, epad 'ma vez droug enn-omp, rak neuze neb en deuz great fall, o welet e komzer re gre out-han, ne raio nemet nebeud a van euz ar pez a glevo. Ar pez a lavarer ama a zo evit mad an nesa ; evid-omp-ni, diskouezomp e karomp Jezus-Krist, o c’houzanv laouen evit-han ar gwall-gomzou ha pep dismeganz all.
Va Jezus, tad tener ha mad, levenez va ene, c’houi a zo bet goapeat, disprizet ha gwall-gaset gant an dud, grit, dre ho skouer, ma kavimp eaz gouzanv poaniou ha dismeganz ar bed ; dre garantez ouz-hoc’h e fell d’in gouzanv pep tra hiviziken ; roit d’in an nerz da ober evel a lavaran : grit mac’h anavezin ha ma rin penn-da-benn ar pez a fell d’e-hoc’h. Va Doue, er meaz ac’hanoc’h, c’houi a zo ar mad dreist pep mad, ne fell d’in klask netra all e-bed. C’houi a zo bemdez o klask va mad e pep tra, grit n’am bezo ken aked nemet da blijout d’e-hoc’h, grit na zonjo va spered nemet da bellaat ha da dec’het dioc’h kement tra a rafe poan d’e-hoc’h ; grit na c’hoantain nemet ho karet ha plijout d’e-hoc’h ! Kasit diouz-in kement a c’hellfe va zistrei dioc’h ho karet, d’e-hoc’h-hu ec’h en em roan holl ha kement zo ac’hanoun, ho karet a ran, mad dreist pep mad, he karet a ran bete gweled va c’haloun, c’houi zo va muia-karet, Verb en em c’hreat den, ho karet a ran muioc’h evit n’en em garan va-unan, bezit truez ouz-in ha pareit, me he ped, ar gouliou a zo great em ene gant ar pec’hed. En em lakaat a ran etre ho taouarn, o va Jezus, d’e-hoc’h hep-ken e fell d’in beza, hag enn eur c’houzanv pep tra evid-hoc’h, ne fell d’in mad e-bed nemed-hoc’h. Gwerc’hez santel, Mamm va Zalver ha va mamm ive, Mari, ho karet a ran hag enn- hoc’h ema va fisianz ; astennit d’in ho tourn trugarezuz, epad ma vezin o vale dre hentchou poaniuz ar vuez-man.
1. — Ar garantez a zo atao gant ar Wirionez ; gouzout a ra ez eo Doue ar mad ne d-euz nemet-han, hag ec’h argarz an droug a zo a-enep da Zoue ha ne blij netra d’ezhi kement hag ober ar pez a fell da Zoue. Dre-ze, an den a gar Doue ne ra forz euz ar pez a lavarer anezhan, ne zonj nemet da blijout d’an Aotrou-Doue. Ne d-euz den hag a ve ker karet gant Doue ha ma ’z eo an hini a zo he aked kerzet gant hent ar wirionez, ha ne ra van nag euz ar pez a lavar pe a grad an dud diwar he benn, nag euz av pez a reont d’ezhan.
2. — Lavaret ez euz bet ama diaraok ar wella stad hag ar zantela evit eun ene a zo en em zilèzel a-grenn he-unan hag ober pep tra dioc’h ma fell da Zoue ; gwelomp brema penaos. Mar fell d’e-omp e vemp santel, arabad eo e rafemp ar pez a fell d’e-omp, greomp hep-ken ar pez a fell da Zoue, rak gourc’hemennou hag aliou an Aotrou-Doue a zo ober ha gouzanv kement tra a fell da Zoue hag enn doare ma kar. Pedomp an Aotmu ma roio d’e-omp ar frankiz a spered ha ma karimp ar pez a blij da Jezus-Krist, pegen diez-bennag e ve d’ar garantez hor beuz ouz-omp hon-unan pe d’an douj hor beuz evit ar bed. Karantez Jezus-Krist a laka hevel-hevel ar westl hag ar mel ; hag an den a zo ar gwir garantes-se enn he galoun, ne fell d’ezhan netra nemet plijout da Zoue a rafe. Poania a ra ker kalounek ha ker laouen gant traou zo diez ha braz evel gant ar re a zo bihan hag eaz, ha nemet e plijo he labour da Zoue, mad eo neuze.
3. — Sant Augustin a lavar : karit Doue ha grit a gerroc’h. An hini a gar Doue e gwirionez ne glask netra ken nemet plijout d’ezhan, hag eun dudi eo d’an ene mad servicha an Aotrou-Doue. « An hini ne glask nemet lakaat laouen hag euruz he vuia karet, eme zantez Thereza, a zo atao he galoun douget d’ar mad hag atao o klask an tu d’he ober. » Ker kre eo nerz ar gwir garantez ma teu da lakaat an den d’en em ankounac’haat a-grenn he-unan e pep tra, evit dastum a bep tu gloar, enor ha mad d’an hini a zo karet gant-han. Ar gwasa a zo, siouaz ! o va Doue, eo n’oc’h ket karet a-walc’h hag e kement tra a reomp war an douar, ma ve hor c’haloun troet atao war-zu enn-hoc’h, e vemp abred er penn divèza euz hon hent. Hogen siouaz ! koueza a reomp aliez ! ha goude koueza, e krenomp war hon treid hag e faziomp pep gammed, dre na zellomp ket piz a-walc’h oc’h hon hent. Dre-ze hor spered hag hor c’haloun, ha kement a ia anezho, me lavar c’hoant ha pedennou, a dle beza troet atao da blijout da Zoue, rak an bout a gaso ac’hanomp war-êeun d’ar stad santel a zo ober pep tra dioc’h ma fell da Zoue.
4. — An Aotrou-Doue a fell d’ezhan e ve karet a galoun gant pep hini ac’hanomp, hogen ne garer Jezus-Krist a-greiz ar galoun, nemet pa lavarer d'ezhan gant gwirionez evel an Abostol : « Aotrou, grit mao’h anavezin ar pez a fell d’e-hoc’h a rafen, setu me ama diraz-hoc’h. » Kredomp er-vad, pa fell d’e-omp ar pez a fell da Zoue, neuze eo e klaskomp gwella hor mad, rak Doue na fell d’ezhan nemet ar pez zo gwella d’e-omp. Sant Visant a Baol a lavare : « Ober e pep tra ar pez a fell da Zoue a zo tenzor eur c’hristen hag eul louzou mad oc’h pep droug, rak eno ema an dilèz a ra an den anezhan he-unan, karantez Doue ha pep mad. » Setu e berr gomzou ar stad wella ha santela. Hor Zalver a lavar ne gouez ket eur vleven euz hor penn hep na fell da Zoue, evit diskouez e tigollo mad ac’hanomp euz a gement tra a raimp peeuz a gement droug a c’houzanvimp hep klemm, gant ma vezo great ar pez a fell d’ezhan hag evit plijout d’ezhan. « War gement-man, eme zantez Thereza, an Aotrou-Doue ne zigas morse poan e-bed d’e-omp hep rei da zigoll anezhi eur vad all-bennag. »
5. — Ober ar pez a fell da Zoue a zo en em rei d’ezhan bepred hag e pep leac’h, hep derc’hel netra enn tu diouz-omp. Setu ar penn huela euz a skeul ar zantelez ; war-zu eno eo e tle sevel atao hor labour, hor c’hoant hag hon holl bedennou. Pa lennomp ez eo bet douget santez Thereza dre he spered enn nev koulz ha sant Filip Neri ha kalz a zent all, e teu c’hoant d’e-omp ive da gaout hor lod euz eun dudi ker braz. Ar c’hoant-se, pa ne zao ket euz eur galoun izel, a dle beza bannet kuit gan-e-omp. Sent e vezimp mar d-omp santel ha ma d-eo hor c’haloun hag hon ene, e pep tra a reont, a-unan gant an Aotrou-Doue. « Trei a ra diwar ar gwir hent ha fazia kalz, eme zantez Thereza, an nep a gred e vcz a-unan gant Doue, pa vez douget dre he spered enn nev, ha pa danva eun dudi vraz enn he galoun. » Beza a-unan gant Doue a zo suja a galoun vad da Zoue ha d’ar pez a fell d’ezhan ; neuze ez eo mad-meurbed hor sujidigez, pa vez hon ene distag dioc’h pep tra hag a-unan hep-ken gant Doue, enn hevelep doare m’ema Doue, e kement tra a reomp, o lakaat ac’hanomp da ober ar pez a fell d’ezhan. Setu hep-ken hag e gwirionez beza a-unan gant Jezus ; n’em beuz ken c’hoant ha goulen a ran ma vezin atao a-unan evel-se gant an Aotrou-Doue. Lavaret a rear : « Aotrou, d’e-hoc’h e roan kement am beuz c’hoant da ober, ne fell d’in nemet ar pez a fell d’e-hoc’h », ha rak-tal ma teu eun dra-bennag da stourm oc’h an den, ne c’hoar ket en em lakaat dindan dourn Doue ; klemm a ra ez eo re vraz he loden boaniou, hag evelse ez eo reuzeudik epad he vuez.
6. — Pleget dindan ar beac’h poaniou a zo war-n-omp, mar en em lakafemp e gwirionez da vont dre zourn Doue ha mar grafemp a galoun ar pez a fell d’ezhan, neuze e teufemp da veza santel ha sent hag an dud eurusa a ve. Poaniomp eta ha bezomp aketuz e pep tra a c’hoarvez gan-e-omp, da blega da Zoue ha da c’hoantaat ar pez a fell d’ezhan ; eun ali eo hag a zo met d’e-omp gant ar Spered-Santel. Tud zo hag a dro ken aliez hag an avel : laouen ha mad int, epad ma ’z a an traou dioc’h ho dere hag ho c’hoant ; dioc’h-tu a-vad ma stok ha ma stourm an distera tra out-ho, dioc’h-tu ho deuz poan hag e klemmont. Ar seurt tud-se ne bignint birviken bete stad kaer ar zantèlez, hag bed he buez e vezint reuzeudik, o veza ma ’z eo ar boan er bed-man stankoc’h eget an dudi. Santez Dorote a lavare : « Kemeret euz a greiz ar galoun kement tra a zeu digant Doue, a zo eun doare vad evit derc’hel ar peoc’h enn ene. » An tadou koz euz an dezerz ne veze morse droug enn-ho ; atao e vezent laouen, dre ma kemerent a galoun vad hag a berz Doue ar pez a c’hoarveze gant-ho. Euruz eo an hini a zo en em lakeat da ober ar pez a fell da Zoue ; ne c’houez ket he galoun enn he greiz evit eun dra vad-bennag a ra, ne vez ket trec’het morse gant ar boan na gant an enkrez, rak gonzout er-vad a ra e teu d’ezhan kement-se holl euz a zourn Doue ; ar pez a fell da Zoue a gas hag a Pen c’hoantegesiou he galoun ; ne fell d’ezhan netra nemet ar pez a fell da Zoue ; ne glask ket ober kalz-a draou, klask ober gwella ma c’hell eo a ra ; ar pez a c’hoar a vezo kavet mad dirak Doue. Dre-ze e kav gwelloc’h en em rei d’an traou bihana ha distera euz he stad eget d’ar re vrasa, dre ma wel e teufe ar garantez en deuz out-han he-unan da gregi er re-man ha da lamet anezho digant-han. Fur eo e kement-se, rak oc’h ober ar pez a zo gourc’hemennet gant he stad e c’hoar er-vad e ra hervez ma fell da Zoue.
7. — Euruz e vezimp, mar karomp beza a galoun vad dindan dourn Doue e pep tra a zigas d’e-omp, hep sellet tamm pe ez int hervez ma fell d’e-omp pe ne d-int ket. « Pe goulz e teuimp-ni a-benn, eme zantez Janned a Gantal, da veza laouen o kemeret kement poan a c’hoarvez gan-e-omp, oc’h evesaat e teuont digant Doue a zigas ar glao hag an heol pep eil, ar boan hag an dudi, dre garantez ouz-omp hag evit hor brasa mad ? Pe goulz e vezo an deiz m’en em daolimp-ni etre divreac’h an Aotrou-Doue a gar kement ac’hanomp, hag e lezimp-ni etre he zaouarn hon eneou ha kement zo ac’hanomp, o terc’hel gan-e-omp hep-ken zu- c’hoant d’he garet ha da blijout d’ezhan mui-oc’h-mui ? » Mignouned sant Visant a Baol a lavare aliez : « An Aotrou Visant a ioa Visant atao, o veza ma voa laouen ha mad e pep leac’h hag e pep tra. » Ha perak kement-se ? O veza ma voa en em lakeat holl etre daouarn Doue, dre n’en devoa aoun rak netra e-bed, ha ne falveze d’ezhan netra nemet ar pez a blije da Zoue. « Oc’h en em lezel evel-se gant Doue, eme zantez Thereza, e teu ar spered da gaout ar frankiz vraz ho deuz bet an eneou mad, ar frankiz-se e deuz lakeat anezho da veza ken euruz ha ma c’heller beza war an douar, rak pa na vez aoun rak netra, pa na vez c’hoant euz a netra a gement zo er bed, neuze ive e vezer perc’hen da bep tra. »
8. — A-leiz a dud enn enep a wisk ar zantèlez
dioc’h ma tro ho mennoz ; mar d-eo
tenval ho spered, e klaskont beza ho-unan ;
mar d-int tear hag ampart, ho gweler o prezeg,
o vont hag o tont gant difre ; mar d-int
sperejou rust, ec’h on em gastizont hag e
reont pinijen galet ; mar karont al largentez,
e roont an aluzen. Setu aze evit darn anezho ;
darn all a lavar kalz pedennou a c’henou, a ia
da bardouna hag enn holl draou-ze a reont,
pep hini anezho a gav ema ar zantelez. An
oberou-ze a ziaveaz, pa vezont great mad,a zo
ar frouez euz a garantez Doue, ne d-int ket a-vad
ar wir garantez, rak an den en deuz karantez,
n’ema ket e poan gant-han he-unan, en em
zilezel holl a ra evit ober dioc’h ma fell da
Zoue ; klask a rear neuze ar pez a blij muia
da Zoue, ha kement-se o veza ma ’z eo eun
dr'a dleet d’ezhan evit he vadèlez.
9. — Kalz a lavar : me fell d’in servicha Doue gant ma vezin el leac’h-ma ’l leac’h, er garg-ma ’r garg, gant he-man pe gant hen-hont ; gant ma vezin eaz hag hervez va c’hoant a ve koulz da lavaret dioc’h-tu, rak anez ne d-euz den evit kaout netra vad digan-e-omp, anez e tilesfemp ar mad, pe n’her grafemp nemet laosk atao. Evit an doare-ze ar spared ne d-eo mui dilui, evel hualet eo gant ar garantez en deuz out-han he-unan ; ar mad a den neuze d’an den ne d-eo na braz na pounner ; atao ema dindan nèc’h, o veza ma kar ober ar pez a fell d’ezhan he-unan ha ma kav diez mont da heul Jezus-Krist. Ar re a gar Jezus-Krist gant eur wir garantez, ar re-ze a-vad ne garont nemet ar pez a blij d’ezhan hag o veza ma plij d’ezhan ; he garet a reont e peb amzer, e peb leac’h hag enn doare ma fell gant Jezus-krist e ve karet, pe hi a zo enn eur garg dister pe enn eur garg huel. Setu eno ar frouez mad a zav war garantez Jezus, ar garantes-se eo a zo red d-eomp da gaout kousto pe gousto, o trec’hi war-n-omp hon-unan ha war hor c’harantez hon-unan ; ne fell dezhi ober nemet ar pez a zo kaer ha dioc’h he c’hoant. Ha da betra, lavarit, ez eo mad kaout er bed-man kargou huel, enoriou ha madou a-leiz, ma ne fell ket da Zoue her be anezho ? « Gwell e ve gan-en, eme an den euruz Herri, beza eur prenv iskiz, gant ma plijin da Zoue, eget beza eun arc’hel ac’hanoun va-unan. »
10. — Deiz ar varn kalz a lavaro : « Aotrou, ha n’hor beuz-ni ket prezeget enn hoc’h hano,
kaset kuit an droug-sperejou ha great eun
taal-braz a vurzudou ? » An Aotrou neuze, o
tistrei out-ho, a lavaro : « Pellait diouz-in,
n’oc’h bet biskoaz va diskibien, rak n’ho peuz
ket great ar pez a felle d’in, great he peuz
hep-ken ar pez a felle d’e-hoc’h. » Dre gement-se
eo anat ez eo red d’an den evit dont d’ar
stad santela, da genta, en em zisprizout he-unan ;
d’an eil, en em zistaga a-grenn dioc’h
c’hoantegesiou he galoun ; d’an trede, en em
lakaat da ober pep tra dioc’h ma fell da Zoue.
Piou-bennag ne d-a ket dre an teir deres-se a
skoio atao a-biou an hent mad, a-biou hent ar
zantelez. Eur servicher braz da Zoue a lavare
aliez e voa gwelloc’h d’an den, e pep tra a rea,
ober atao ar pez a fell da Zoue, eget klask
he c’hloar, rak neb a ra ar pez a fell da Zoue,
a glask ive he c’hloar dre-ze. « Evit an
hini, eme-z-han, ne labour war he vennoz
nemet evit gloar Doue, a fazi aliez, dre ma
ra ar pez a fell d’ezhan he-unan war zigarez
ober evit gloar Doue. » Sant Fransèz a
Zal en deuz taolet evez oc’h kalz a dud a
lavar da Zoue : « Aotrou, en em rei a
ran d’e-hoc’h holl ha kement zo ac’hanoun. »
Enn ho zouez, eme ar zant-se, nebeud a zo hag
a ra ar pez a lavaront. An dilez-vraz-se euz
an den etre daouam Doue a zo o kemeret hevel
hag hevel, koulz lavaret, kement a zigas an
Aotrou-Doue d’e-omp ; ar poaniou, an ankrez,
an dismeganz, ar c’hlenved, an enor, ar c’hloar
hag ar ièc’hed.
11. — E-kreiz ar poaniou hag an anken, eo ec’h anavezer dreist holl an ene a gar Jezus-Krist gant eur gwir garantez. Hen-nez ne gar ket Jezus-Krist a galoun vad, nep piou-bennag eo, ne fell ket d’ezhan gouzanv netra dre garantez oc’h Jezus hag a zo gwelloc’h gant-han mont e pep tra da heul he benn. An hini a-vad, eme an tad Alvarez, a c’houzanv he boaniou hep klemm hag a zo laouen gant-ho, hen-nez a red buan enn hent ar zantelez. Hag hen zo eun eurusted vrasoc’h eget gouzout e plijer da Zoue ? Hogen, morse ne c’hoar an den gwelloc’h e plij da Zoue eget pa grog a dro-vriad ha kalounek er c’hroasiou a zigas Doue d’ezhan. Doue a gar beza trugarekeat evit he vadelèsiou, hag an nebeud geriou-ma : Doue ra vezo meulet, lavaret a galoun e-kreiz eur boan-bennag, a zo kalz gwelloc’h dira-z-han eget na d-eo an holl meuleudiou roet gant eun ene a zo leun a zudi, eget an holl bedennou a ve great ida drugarekaat anezhan e-kreiz ar joa hag ar vad en em gav.
12. — Ne d-eo ket a-walc’h kemeret a galoun vad ar poaniou a hep seurt a zeu d’e-omp digant Doue, evel ma ’z eo ar c’hlenvejou, nebeud a spered pe a skiant, pe ar c’hollou, red eo d’e-omp ive gouzanv hep klemm ar poaniou hor beuz a berz an dud, evel an dismeganz, an droug-prezegerez, al laeronsiou. Ar re-man hag ar re-ze a zeu d’e-omp holl dre zourn Doue. Semei a wall-gomzaz oc’h David hag a daolaz mein out-han. Ar bobl a falveze d’ezhan he lakaat d’ar maro, hogen David a lavaraz : list-hen, an Aotrou-Doue a fell d’ezhan e lavarfe hag e rafe kement-se d’in, enn abek d’am fèc’hejou.
13. — Santez Mari-Madalen a Bazzi a lavare e tlie hon holl bedennou goulenn atao digant Doue ar c’hras da ober e pep tra ar pez a fell d’ezhan. Darn zo ha ne glaskont dre ho fedennou nemet kaout ha fanva atao dudi an nev mar gellfent. Evit ar re a zo kre ho feiz hag ho c’harantez, ar re ne c’hoantaont e gwirionez nemet beza holl da Zoue, ar re-ze ne glaskont netra nemet anaout ar pez a c’houlen Doue digant-ho, nemet kaout an nerz da oher penn da benn ar pez a fell d’ezhan a rafent. Evit dont da garet Doue gant eur wir garantez, ez eo red d’e-omp suja d’ar pez a fell d’ezhan. « Na gredit ket, eme zant Fransèz a Zal, ho pe ar wir garantez epad n’ema ket ho kaloun hag ho spered o vont laouen da ober ar pez a fell da Zoue », ha pa ve zo-ken al labouriou ma ’z oc’h muia dic’hoant da ober, rak, eme zantez Thereza, « ar pez a ginnigimp hep-ken a galoun vad da Zoue eo a ra d’ezhan trei ouz-omp ha beza a-unan gan-e-omp. » Dre-ze eo e lavarer ne c’houfe den beza a-unan gant Doue, nemet war bouez pedi bepred ha c’hoantaat kalounek beza holl da Jezus-Krist.
14. — Kaloun vad va Zalver, kaloun leun a garantez ouz an dud ! Pa ’z eo gwir e karit ac’hanomp gant eun deneridigez ker braz ! Kaloun hag a dlefe beza digor d’ezhi an holl galounou, ha penaoz ne ven-me ket, gant eur vouez krevoc’h ha kaeroc’h eget trouz ar mor, krevoc’h eget soun skiltr an holl gleier ha kroz an talmou-kurun — ha penaos ne c’hellfen-me ket rei da glèvet ha da anaout d’ar bed holl peger braz eo ho karantez oc’h an dud, peger braz eo ar madelèsiou a skuillit enn eneou a gar ac’hanoc’h-hu hep-ken gant eur wir garantez ! O va Jezus, kemerit ha kavit mad hirio an dilèz a ran ac’hanoun hag euz a gement tra am beuz etre ho taouarn da-viken ; grit mac’h anavezin ar pez a fell d’e-hoc’h a rafen, setu me oc’h ho kortoz, setu emaoun e-tal da ober kement tra a lavaroc’h, gant ma vezo ho kras santel gan-en atao oc’h va harpa !
15. - Ar gwella tra evit anaout ar pez a c’houlen an Aotrou-Doue digan-e-omp, eo senti oc’h kement hini ho deuz da welet var-n-omp. « Ar pez a fell da Zoue, eme sant Visant a Baol, ne vez great gweach ebed gwelloc’h eget pa zenter oc’h ar vistri ; » hag he lavar a zo hevel oc’h lavar ar Spered-Santel. Doue zo gwelloc’h gant-han ar zakrifis a reomp, o senti, eget an holl sakrifisou all, rak dre an aluzennou hag ar gastiz ne roomp da Zoue nemet hon tra, a zo ive he dra, e leac’h ma roomp d’ezhan, o senti hag o lakaat hor c’haloun hag hor spered dindan hon treid, e roomp d’ezhan kement tra a zo ac’hanomp. Mar taolomp evez mad e welimp ne d-eo ar madou hag ar gastiz nemet hep-ken eul loden ac’hanomp ; hogen Doue o kaout hor c’haloun hag hor spered, en deuz kement tra a c’houlen. Pa lavaromp eta da Zoue : « Aotrou, va Doue, grit d’in anaout war boez senti, ar pez a fell d’e-hoc’h hag a c’houlennit digan-en, ha me her graio dioc’h-tu ; » neuze ne choum mui netra da ginnig ha da rei d’ezhan.
16. — An den eta, hag a zo en em lakeat a-zevri da zenti e pep tra, a dle beza distag mad dioc’h kement a gar pe a gred. Pep hini a c’hell kaout he greden he-unan e-kever meur a dra zo, eme zant Fransèz a Zal, rak an dra-ze ne d-eo ket tamm e-bed a-enep ar mad hag ar zantelez ; ar pez a zo enn ho enep eo beza ker stag oc’h he greden, ker stag ma voar koulz lavaret hualet gent-hi. Hogen, ne d-euz siouaz ! netra diesoc’h d’an den eget en em zistaga evel-se diout-han he-unan, ha dre-ze ez eo bihan an niver euz ar re en em ro holl da Zoue, o veza ma ’z eo dibaot ar re a bleg da zenti a galoun vad. Tud a zo hag a gar kement ober pep tra dioc’h ma ’z eo lakeat enn ho fenn, ha pa gafent mad ober ar pez a lavarer d’ezho, mar d-eo red senti oc’h eun all-bennag, an dra-ze neuze a den da veza diez ha poaniuz d’ezho ; ha kement-se dre ne garont mont nemet da heul ho fenn. Ar zent n’ho den; ket bevet evel-se, ha war bouez senti ed ez mt bet atao euruz hag e peoc’h. Santez Janned a Gantal a lavaraz eun dervez d’ar c hoarezed euz he breuriez ober ar pez a garjent epad an deiz. Ne voa ket c’hoaz pardaez, ma teujont holl d’he c’haout, da bedi anezhi n’ho lesje ket hiviziken enn ho roll, rak, emez-ho, n’omp bet biskoaz ken enouet.
17. — Fazia a ra piou-bennag a gred ez euz eun dra-bennag gwelloc’h dirak Doue eget na d-eo senti a galoun vad. Sant Fransèz a Zal a lavar e pella dioc’h Doue, evit heuilla he garantez he-unan, an hini ne zent ket hag a fell d’ezhan beza a-unan gant Doue o pedi, o lenn pe oc’h en em zastum enn-han he-unan. Santez Thereza a lavar ouc’h-penn : « An ene a ra eun dra-bennag a eneb ar gourc’hemen, an ene-ze a zent kentoc’h oc’h an droug-spered eget na ra oc’h Doue, rak, eme ar zantes-se, aliou an Aotrou-Doue n’int ket a-enep senti ; ar pez a c’houlen digant an ene a zo troet mad d’he garet, eo ma sento a galoun vad. » Eun dra hag a zo great hervez ar gourc’hemen, a zo gwelloc’h, eme an tad Rodrigèz, eget na d-eo n’euz forz petra-bennag all ; gwell eo, a lavar c’hoaz, sevel eur goloen diwar an douar evit senti eget epad pell-amzer pedi ac’hanomp hon-unan, pe en em gastiza kalet. » Santez Mari-Madalen a Bazzi a lavare e voa gwelloc’h gant-hi senti eget pedi a galoun, rak, emez-hi, o senti e ran er-vad ar pez a fell da Zoue, e-leac’h marteze ne ran ket oc’h ober eun dra-bennag all. An holl Dadou santel euz an Iliz a lavar ive, oc’h hor c’helenn, e talvez kalz muioc’h d’an ene lezel eun dra vad-bennag hep he ober evit senti, eget na d-eo he ober heb ar gourc’hemen. Ar Werc’hez Vari a lavaraz da zantez Berc’hed : e c’hounid daou dra an hini n’en em gastiz ket, evit senti, ar mad en devije bet oc’h en em gastiza hag ar mad en deuz o senti.
An tad Fransèz Arias a ieaz eun dervez da welet an tad Iann Avila, he vignoun, hag o welet he-man nèc’het e c’houlennaz out-han perak. « Ha pegen euruz oc’h, eme an tad Avila, o veza ma vevit dindan eur mestr ha ma c’houzoc’h er-vad e rit ar pez a fell da Zoue ! Evid-oun-me, eme-z-han, ne c’houzoun ket ha plijout da Zoue a ran, o vont da brezeg euz ar gear-man d’ar gear-ze, pe o kovez ar re a zeu d’am c’haout. » An hini a-vad a zo dindan mestr, a c’hoar e ra ar pez a fell da Zoue, hag ez eo kavet mad gant-han kement tra a ra. Ha petra zo kaeroc’h d’an ene !
18. — Evit senti er-vad ez eo red d’an den plega he galoun hag he spered, red eo senti a galoun vad hep na ve izomm d’hor gourdrouz na d’hor c’hastiza, evel bugale. Red eo plega ar spered, da lavaret eo, senti oc’h hor mistri hep sellet na perak nag evit petra e roont d’e-omp ar gourc’hemen. War gement-man e lavare santez Mari-Madalen : evit senti er-vad, kaout eun ene hep spered a zo red. Sant Filip Neri a lavar c’hoaz ez eo red senti hep klask abek d’ar gourc’hemen, o veza ma tleer gouzout ez eo gwelloc’h senti, eget na d-eo ober netra all e-bed, ha pa ve zo-ken ar pez a fell d’e-omp da ober gwelloc’h kalz da welet.
19. — Setu penaos e tle senti ar gristenien oc’h ho zad-kovesour, ha talvoudek braz e ve
d’ho ene heuilla, e pep tra, ar gourc’hemen
hag an aliou mad a vez roet d’ezho e kador ar
binijen ; oc’h ober kement-se e raint pep tra
evit ho brasa mad. Sant Filip Neri a lavare :
« Ar re a fell d’ezho kerzet ha bale skanv gant
hent an nev, a dle kaout fisianz enn enn
tad-kovesour mad ha senti out-han evel oc’h Doue
he-unan. » Mar greont kement-se, ne vezo ket
diez d’ezho displega ho c’houstianz d’an Aotrou-Doue,
pa vezo red d’ezho mervel. Red eo kredi
an tad-kovesour, rak an Aotrou-Doue a viro
out-han da fazia enn hor c’hever. Ne d-euz
netra hag a lakafe an droug-spered ken abaf
enn he droidellou, evel heuilla, evit ar mad,
kelenn tad an ene hag ober hervez ma fell
d’ezhan. A hent all, ne d-euz ive netra gwasoc’h
eget na d-eo en em ren an-unan. Sant
Fransèz a Zal, o komz diwar-benn tad an ene,
a lavar : « Evit bale rag-êeun enn hent an
nev, ne d-euz gwelloc’h all da rei eget kelenn
ar gristenien da zelaou mad ho zad-kovesour,
ha da ober evel a lavaro d’ezho. » — « Klaskit
el leac’h ma karoc’h, eme an tad Avila, birviken
ne anavezoc’h kerkoulz ar pez a fell da
Zoue a rafac’h, evel mac’h anavezoc’h o senti
gant eur galoun izel. » Dre an hent-se, a lavar
an holl dud a skiant d’e-omp da heuilla, ho
deuz kerzet ar zent enn hor raok. Ar gentel-ze
a zo roet d’e-omp c’hoaz gant sant Bernard,
sant Bernardin a Zien, sant Antonin, sant
Iann ar Groaz, santez Thereza, Jerson hag an
holl dud gwisiek e lezen Doue. Sant Iann ar Groaz a lavar zo-ken ez eo tost da ziskredi
euz ar feiz nep ne ra ket ar pez a lavar he
dad-kovesour d’ezhan, hag ema enn ene an
den paour-ze an ourgouill o vouga ar feiz.
Etouez lavariou kaer sant Fransèz a Zal, an
daou-man warlerc’h a zo mad da denna a
boan ar re a zo re dost d’ho c’houstianz, pe a
zo nec’het diwar-benn eun dra bennag a zell
oc’h ar feiz. « Da genta, eme ar zant-se, biskoaz
den e-bed ne d’eo bet eat da goll o senti
a wir galoun ; d’an eil, pa lavar eun tad-kovesour
da eun ene ema war an hent mad, a zo
a-walc’h d’ezhan, hep n’en deuz izomm mui
da glask gouzout penaos hag e pe zoare. »
Kalz a deolojianed, me lavar tud santel ha
gwisiek e komzou hag e lezennou Doue, ho
deuz lavaret ez eo red ha red mad d’ar re
skrupuluz mont a e-nep d’an nec’h ho deuz
gant aoun na rafe, gweach a vez, gaou oc’h
ho ene hag oc’h ho c’horf, evel ma ve o lakaat
anezho da goll ho skiant pe ho iec’hed. Ar re
eta a zo aounik a goustianz a dle krena kentoc’h
pa ne zentont ket oc’h ho zad-kovesour.
Evit peur-lavaret, setu ama warlerc’h e petra
ema santelez an den : da genta, en em zilèzel he-unan
a galoun hag a spered ; d’an eil, ober e
pep leac’h hag e pep tra ar pez a fell da Zoue ;
d’an trede, pedi hep paouez an Aotrou-Doue
da rei d’e-omp an nerz da gas da benn an
daou labour-ze, a zo digoret gan-e-omp hag
hor beuz lavaret a raimp.
Jezus, tad karantezuz, va Doue ha Salver va ene, pa ’z oc’h deut euz an nev war an douar d’en em rei holl d’in-me, petra a glaskin d’am zro war an douar hag enn nev nemed hoc’h-hu, va Doue, c’houi a zo mad dreist pep mad, ar mad ne d-euz nemet-han mad da veza karet ? Deut eta, c’houi hep-ken, deut da veza Roue war va c’haloun ! Grit ma vezo ho tra ha grit ive na garo va ene nemed-hoc’h ; grit na zento nemed ouz-hoc’h ha na glasko plijout nemet d’e-hoc’h-hu hep-ken ! Ne c’hoantaan tamm madou an douar, c’houi hep-ken eo a fell d’in, c’houi a zo hag a vezo va zenzor er bed-man hag er bed-all da viken. Rei a ran d’e-hoc’h, va Jezus, va c’haloun ha va spered : gwechall e savent a-enep d’e-hoc’h, evit brema ez int stag ouz-hoc’h gant liamm ar garantez. Grit mac’h anavezin ar pez a c’houlennit digan-en, ar pez a fell d’e-hoc’h, setu me ama o vont da ober kement a lavaroc’h d’in, gant ma vezo ho kras oc’h harpa ac’hanoun. Grit ac’hanoun eta hag euz a gement tra zo d’in, grit anezho holl ar pez a fell d’e-hoc’h ; e leac’h klemm, e tigemerin a galoun vad pep tra a zigasoc’h d’in ! O va Doue, mad ha karantezuz-meurbed, karet ho peuz ac’hanoun bete mervel evid-oun, me ho kar ive muioc’h eged-oun va-unan, hag etre ho taouarn e lakaan va ene. Dilèzel a ran a-vrema pep karantez ouz ar bed, dilezel a ran kement zo krouet, evit; en em rei holl d’e-hoc’h-hu, va Doue, va C’hrouer ha va Zalver. Dre ar poaniou hag ar gloaziou ho peuz gouzanvet o vervel evid-oun war ar groaz, va digemerit enn ho kaloun zakr, ha grit ma vezin enn-hi bete ma ’z in diwar ar bed-ma. Hiviziken, o va Jezus, ne fell d’in beva nemed evid-hoc’h, ne fell d’in karet nemed-hoc’h, ne fell d’in klask netra nemet ar pez a garit ; roit d’in ho kras, me ho ped, ha c’houi ive, Gwerc’hez Vari, c’houi a zo va fisianz enn-hoc’h, astennit ho tivreac’h d’am diwall ha d’am harpa.
1.— Eur ger-bennag zo bet lavaret er bemped kentel diwar-benn gouzanv ar boan hep klemm. Setu ama darn euz ar poaniou a zo gwella da c’houzanv a galoun vad.
An tad Alvarez a lavar ez eo arabad da eur
c’hristen kredi e ve eat pell enn hent ar mad,
hag e ve bet netra talvouduz d’he ene, ma
n’en deuz ket gouzanvet hep klemm ha gant
karantez ar boan-gorf, ar baourentez hag an dismeganz, dre anaoudegez evit ar poaniou
skrijuz en deuz bet gouzanvet Jesus-Krist
evit-han. Ar poaniou-korf hag ar c’hlenvejou
gouzanvet hep klemm a denn war-n-omp euz
an nev eun taol braz a vadelèsiou. Sant Visant
a Baol a lavar mac’h anavesfemp peger braz
eo an tenzor a c’hrasou a den d’an den dre ar
c’hlenvejou, e vemp ker laouen pa deufent da
staga ouz-omp evel pa her be bet ar brasa
mad. Ar zant-ma, e kreiz gloasiou eur c’hlenved
braz ha paduz en devoe, ne glemme
morse tamm, atao e voa ker laouen ma vije
lavaret, oc’h he welet, n’en devoa poan e-bed.
Hag hen a zo kaer gwelet an den klanv o
c’houzanv he boan evel-se ! Sant Fransèz
a Zal, pa goueze klanv, goude diskouez d’ar
medisin e pe leac’h edo he boan, a gemere heb
an distera klemm, al louzou a roet d’ezhan,
peger c’houero-bennag e voa. Eur gentel eo
d’ar re a glever o klemm oc’h an holl evit an
distera poan ho deuz ; karet a rafent gwelet
atao ho c’herent hag ho mignouned war ho
zro, o klemm ive gant truez out-ho. Santez
Thereza a lavare d’he c’hoarezed : « Deskit
gouzanv eur boan-bennag dre garantez oc’h
Jezus-Krist, hep na c’houezo den nemed-hoc’h. »
An tad Loiz Dupont, dre eur c’hras
vraz euz an nev, a zirollaz war-n-ezhan, da
wener ar groaz, eur gaouad poaniou ker skrijuz
m’ho devoa he izili pep-hini anezho he
boan. Her lavaret a reaz da unan euz he vignouned,
ha rak-tal en devoe keuz hag e reaz
le da c’holo hiviziken he boaniou oc’h an holl.
2. — Lavaret zo en devoe ar gaouad-ze dre c’hras Doue, o veza ma kav d’ar zent ez eo kaout kalz a c’hrasou digant Doue, pa den d’ezho klenvejou ha poaniou all a-leiz. Sant Fransèz Asiz a ioa eun dervez klanv braz war he wele ; an hini a ioa gant-han a lavaraz : « Va zad, pedit an Aotrou-Doue d’ho tiboania ha da denna he zourn diwar-n-hoc’h. » Dioc’h-tu ma her c’hlevaz, ar zant a lammaz en meaz euz he wele, hag en em strinkaz d’an daoulin evit trugarekaat Doue euz ar poaniou en devoa, ha gaude e lavaraz d’he vreur : « Ma na c’houfen ket ez eo hep droug ho peuz lavaret ar pez ho peuz, ne garfen ket gwelet mui ac’hanoc’h. »
3. — Unan-bennag a lavaro marteze : « Ne ket va foan a nec’h muia ac’hanoun, o veza eo ne c’hellan ket mont d’an iliz da bedi, da goumunia, da glevet an oferen , hag ive o veza n’oun ket ken nebeud evit pedi a galoun nag evit ober netra vad all e-bed. » Perak, lavarit d’in, e fell d’e-hoc’h-hu mont d’an iliz, perak e fell d’e-hoc’h koumunia ha klevet an oferen, hag evit plijout da Zoue eo ? Ia, eme c’houi. Mad ! Doue ne fell ket d’ezhan ez afac’h d’an iliz, e klefac’h an oferen nag e koumunifac’h ; choum enn ho kwele ha gouzanv hep klemm ar poaniou a zigas d’e-hoc’h, setu ar pez a fell da Zoue. Daoust da ze, ez oc’h nec’het atao : ne glaskit ket eta ar pez a fell da Zoue, hogen, ar pez a fell d’e-hoc’h hoc’h-unan. An tad Avila a skrife d’eur belek diwar-benn an dra-man : « Va mignoun ker, na zonjit ket brema er pez a rafac’h ma vec’h iac’h, sonjit da choum klanv keit ha ma plijo gant Doue. Mar fell d’e-hoc’h ober ar pez a blij da Zoue, petra ra-ze pe c’houi a vezo klanv pe iac’h ? »
4. — N’oc’h ket evit pedi a galoun, eme c’houi ? Ha ne c’hellit-hu ket ken nebeud en em lakaat etre daouarn an Aotrou-Doue evit ober ar pez a fell d’ezhan ? Hag eur beden-bennag zo hag a ve kaeroc’h d’e-hoc’h da lavaret, eget na ve kemeret a galoun vad ar groaz hag ar boan a zigas Doue d’e-hoc’h ? Grit evel-se hag e vioc’h hevel oc’h sant Visant a Baol; pa voa gwall-glanv ar zant-ma, en em lakea, muia ma c’helle, dirak Doue hag hep kreski tamm he boan e save gweach he galoun da garet Doue, gweach da gaout fisianz enn-han, gweach all d’he drugarekaat, oc’h en em lakaat hepred etre he zaouarn, dreist holl pa c’hwasea d’ezhan ha pa greske he boaniou. Sant Fransèz a Zal a lavare ez eo skrijuz ar poaniou dre-z-ho ho-unan, dudiuz ha mad pa vezont kemeret a galoun vad euz a zaouarn Doue. N’oc’h ket, eme c’houi, evit pedi ? Ha kaeroc’h peden zo eget sellet oc’h ar groaz peb enn amzer ha lakaat, e-kichen treid hor Zalver, ar poaniou a c’houzanver, oc’h ho meska gant an anken vraz en devoe Jezus-Krist war he groaz ?
5. — Eur zantez e devoa eur boan griz ha kalet : unan-bennag a lakeaz dira-z-hi kroaz Jezus enn eur lavaret : « Pedit an Aotrou-Doue da lamet ho poan diwar-n-hoc’h. » — « Petra, eme-z-hi, c’houi a fell d’e-hoc’h ec’h en em zizamfen euz va c’hroaz, epad ma Welan ama va Doue stag oc’h he hini ? Nan, birviken ! Bez’ e fell d’in gouzanv dre garantez ouz Jezus en deuz gouzanvet evid-oun poaniou a zo kalz brasoc’h evit va re-me. » Evel-hen eo e gwirionez e komzaz Jezus-Krist he-unan oc'h santez Thereza eun dervez ma voa kouezet gwall-glanv. Jezus, oc’h en em ziskouez d’ezhi goloet a c’houliou, a lavaraz : « Sellit, va merc’h, setu am beuz gouzanvet evid-hoc’h, gwelit brema petra eo ho poaniou e-skoaz va-re-me ? » Abaoe neuze, ar zantez-ma, pep gweach ma tigweze eur boan-bennag gant-hi, a lavare : « Pa zonjan er poaniou a bep seurt en deuz bet Jezus, hag hen evel eun oan, penaos e c’hellfen-me klemm evit an distera gloaz am beuz ? » Santez Liduvina e devoe klenvejou a-leiz epad eiz vloaz ha tregont : tersièn, urlou enn he zreid hag enn he daouarn, koenv enn he gouzoug ha gouliou enn he holl izili. Evelato e veze laouen hag euruz epad ma wele dirak he daoulagad ar poaniou skrijuz en devoa het Jezus-Krist da c’houzanv. Sant Joseph Fransiskan a dlie beza trouc’het eun ezel diout-han ; unan-bennag a c’houlennaz araok ha ne felle ket d’ezhan e vije staget, gant aoun na deuje da flach ha d’en em zifreta gant ar boan. Kemeret ar Grusifi a reaz hag e lavaraz : setu ama an hini am stag hag a raio d’in gouzanv va foaniou hep klemm dre garantez out-han »; hag epad ma tigoret he gik d’ezhan, ne reaz ket eur glemmaden zomui-ken. Sant Jonaz, merzer, lakeat noaz beo e-kreiz ar skourn epad eun nosvez, a lavaraz da c’houlou deiz ne voa bet nosvez e-bed ken eaz, o veza ma voa bet atao dirak he spered Jezus-Krist stag oc’h ar groaz, ha ma voa he boan eun dudi, eme-z-han, e skan ma voa bet poaniou Jezus-Krist.
6. — Hag a c’hrasou a c’hell an den da zastum pa c’houzanv he boan hep klemm ! An Aotrou-Doue a ziskouezaz eun deiz d’an tad Alvarez ar c’hloar e devije eul leanez evit eur c’hlenved e devoa bet hag e doa gouzanvet hep klemm. Lavaret a reaz d’ezhan e doa dastumet muioc’h a c’hrasou d’he ene, epad eur miz klenved hep-ken, eget n’ho devoa great al leanezed all epad meur a vloavez. An anken hag ar boan, pa vezont kemeret hep klemm, a beur-c’hra kurunen an nev. Kement-se a voe lavaret da zantez Liduvina. Goude gouzanv an holl boaniou a zo bet hano anezho a-raok, ar zantez-ma e devoa c’hoant da veza merzeriet evit Jezus-Krist. Eun dervez ma c’houlenne ar c’hras-se gant huanadou e welaz eur gurunen gaer ha ne voa ket peur-c’hreat c’hoaz. Dont a reaz da anaout e voa evit-hi ar gurunen-ze. Evit ma vije eta peur-echuet tro-war-dro, e pedaz an Aotrou-Doue da greski he foaniou. Doue a glevaz he feden, ha soudarded o tont, goude kana d’ezhi pep seurt komzou fall, a skoaz gant-hi hag he lezaz hanter-varo. Goude-ze, e welaz eun eal ha gant-han eur gurunen peur-echu ha kaer-meurbed ; lavaret a reaz d’ezhi ho doa he foaniou diveza staget ar vein kaer a wele ouz he c’hurunen, ha nebeud amzer goude e varvaz.
7. — Ar poaniou hag an dismeganz a zo c’houek ha mad d’an eneou a gar Jezus-Krist gant eur wir garantez. Ar garantes-se eo a rea d’ar verzerien gouzanv hep klemm beza dispennet e beo gant ivinou houarn, beza devet ha lakeat d’ar maro. Sant Prokop, epad ma verzeriet anezhan, a lavaraz d’an tirant : « Gra d’in ar muia poan a c’helli, ha desk ne d-euz netra hag a ve ker mad d’an hini a gar Jezus-Krist evel ma ’z eo gouzanv ha kaout poan dre garantez out-han. » Ar merzer, sant Gordian a lavaraz ive d’an hini a c’hourdrouze he lakaat da vervel : « Va lakaat d’ar maro a ri, eme-de, ha me a garfe mervel nousped gweach dre garantez ouz Jezus-Krist, va Zalver. » Ar zent a gomze evel-se marteze o veza ne voa ket ar boan evit kregi enn-ho, pe dre ma voa kollet ho skiant gant-ho ? Nag an eil nag egile, eme zant Bernard, ne gomze ar zent enn doare ma reant, nemet dre ma c’hwient er-vad e vije talvouduz-meurbed d’ezho koll pep tra, gouzanv pep poan, hag ar maro zo-ken dre garantez ouz Doue.
8. — Epad ma vezomp klanv eo e tleomp en em lakaat e doare da vervel, ha da vervel e c’hiz ma plijo gant Doue. Red eo mervel : eur c’hlenved pe glenved a vezo an diveza, ha ne c’houzomp ket pehini e vezo, nag e pe vare. Dre-ze eta e tleomp, pep klenved a stag ouz-omp, beza krog er stur, me lavar, beza e stad vad da vervel. Unan-bennag an lavaro : kalz a bèc’hejou am beuz great hep tamm pinijen e-bed ; ha karet beva a rafen evit paea evit-ho, a-raok mervel, ar boan zo dleet da Zoue. Ha gonzout a rit-hu pe e reoc’h pinijèn pe ne reoc’h ket, mar choumit beo ? Marteze e teuoc’h da bec’hi gwasoc’h eget diagent. Brema eta pa c’hellit kaout fisianz ez eo lamet ho pec’hejou gant Doue, pe binijen zo kaeroc’h eget digèri a galoun vad ho. tivreac’h d’ar maro, mar fell da Zoue e varvfac’h ? Sant Loiz Gonzag a varvaz da dri bloaz war-n-ugent, enn eur lavaret : « Brema em beuz fisianz hag e kredan ema gras Doue gan-en ; ne c’houzoun ket ha me a vezo atao er stad vad-ma, mar choumfen beo, rak mervel a ran a galoun vad, pa blij gant an Aotrou-Doue va zenna brema diwar ar bed.» An tad Iann Avila a grede e tle, pa vez unan-bennag e stad vad, ia e tle neuze kaout c’hoant da vervel, evit gellout tec’het dioc’h kemend-all a draou a laka an dud keiz da bèc’hi ha da goll gras Doue.
9. — Lavaret a c’heller ouspenn : o veza ker sempl ha ma ’z omp, n’omp ket evit beva hep pèc’hi kalz pe nebeud. Kement-man a zo a-walc’h evit lakaat ac’hanomp da gaout c’hoant ma teuio ar maro da viret na bèc’himp mui. Enn eur ger, mar karomp Doue gant eur gwir garantez, e tleomp ive kaout c’hoant da welet anezhan evel m’ema, ar c’henta ar gwella, rak kaer zo, birviken kaloun an den ne d-eo war an douar evit karet Doue evel ma karer anezhan enn nev. Anez ar maro o tont da zigèri d’e-omp an nor, anez ne dafemp ket d’an nev, d’ar vro-ze a garantez. Sant Augustin a lavare : « Aotrou-Doue, grit d’in mervel, rak, eme-z-han,ne d-euz nemet ar maro evit lakaat ac’hanoun euruz oc’h ho kwelet a ziraz-oun, evit va lakaat d’ho karet da viken er baradoz.
10. — Bez’ e tleomp c’hoaz gouzanv ar baourentez ha dioueret pep tra hep klemm. Sant Augustin a lavar : « An hini n’ema ket Doue gant-han n’en deuz netra, an hini zo Doue gant-han en deuz kement-zo. » — Ha gwir ! rak an hini a gar Doue hag a zo he galoun hag he spered a-unan gant Doue, a gav an holl vadou gant Doue. Sellit oc’h sant Fransèz : bale diarc’hen a ra, eur zac’h enn dro d’ezhan, n’en deuz netra ha dre ma lavar : « Va Doue zo kement am beuz », ez eo pinvidikoc’h evit an holl rouanez euz ar bed. Den n’eo paour nemet an hini en deuz avi ha c’hoant da gaout ar madou n’en deuz ket. Evit an den n’en deuz c’hoant a netra hag a zo laouen gant he zienez, an den-ze a zo pinvidik-mor, a lavaran. Euz an eneou-ma eo e komz an abostol sant Paol, pa lavar : « Ar re a gar Doue e gwirionez n’ho deuz netra hag o deuz pep tra, rak lavaret a reont p’ho deuz dienez : Va Jezus, gan-e-hoc’h em beuz a-walc’h, ha neuze e teu d’ezho digant Doue dizoan ha laouenedigez. » Ar zent n’ho deuz ket kep-ken gouzanvet ar baourentez hep klemm, dilèzet ho deuz c’hoaz ho madou hag ho danvez, evit beva hep-ken e Doue, gant Doue hag evit Doue. Ma n’hor beuz ket a c’hoant da zilezel madou an douar, da vihana, bezomp laouen gant ar pez hor beuz hag er stad ma ’z omp lakeat gant Doue, na glaskomp ket anaout madou a dremen, klaskomp madou gwelloc’h, madou a bado da viken. Lakeomp stard ha doun enn hor spered ar pez a lavare santez Thereza : « Seul-vihanoc’h e vezo bet hon tra er bed-man, seul-vrasoc’h e vezo hor lod enn nev. »
11. — Sant Bonavantur a laka ez eo ar madou hraz euz ar bed-man hevel oc’h pok a vir oc’h an ene da nijal war-zu Doue. Sant Iann Klimak a lavar, a bent all, ez a dre ar baourentez an ene rag-êeun da Zoue. Jezus-Krist a lavar d’he dro : « Euruz ar re baour a galoun, rak d’ezho e vezo rouantelez Doue. » Evit ar seiz eurusded all a gomz Jezus-Krist anezho, ne lavar ket rei d’ezho an nev, nemet pa vezo deut an amzer. « Ar re baour a-vad, eme-z-han, ho devezo dudi an nev, a-vrema, enn ho c’haloun, eun tanva dudiuz euz ar baradoz war an douar, gant na c’hoantaint ket madou ar bed ha ma vezint laouen, o kaout a-walc’h gant ho boed hag ho gwisk. » O paourentez euruz, eme zant Lauranz Justinien, gant-hi an den n’en deuz netra ha n’en deuz aoun rak netra, gant-hi laouen atao, pep tra zo-ken a zo founnuz d’ezhan, o veza ma ’z eo mad ha talvouduz d’an ene pep tra a ra poan hag a zo diez d’an den. An den piz a zo evel eur c’hlasker, dare gant an naoun : seul-vui en deuz, seul-vui e karfe kaout, ne d-eo ket evit karga he galoun. Ar paour a-vad, laouen gant he dra, a zo atao enn he eaz, rak dre n’en deuz c’hoant a netra, en deuz ive pep tra.
12. — Jezus-krist a lavaraz eun dervez d’ar
verc’h euruz Anjelina Foligno : « Ma na vije
ket bet mad ar baourentez, ma na vijen ket
bet ganet ha marvet paour, neuze me n’am
bije ket bet lezet anezhi d’ho lod gant va diskibien
ha gant ar re am beuz dibabet hag a
garan. » Paourentez Jezus-Krist e deuz lakeat
ar zent da garet kement ar baourentez : klask
kaout danvez ha rastellat madou a gas da goll
eneou a vagadou. Evit dastum madou a vern,
madou a dremen evel moged, e koller Doue,
ar mad dreist pep mad, ar mad a bado da
viken. Ha pegen diskiant eo an dud ! Sant
Bazil, merzer, a voa fur a-vad : pedet e voe
gant an Impalaer Lisinius da nac’h he Zoue,
evit beza lakeat da velek braz war beleien an
doueou faoz, hag e lavaraz : « Ha pa rofac’h
d’in ho rouantelez holl, n’am digollfac’h ket,
na tost zo-ken, euz ar pez a gemerfac’h, ma
lakafac’h ac’hanoun da goll va Doue. » Gant
Doue e tleomp kaout a-walc’h, bevomp gant
an nebeud a re d’e-omp, bezomp laouen e-kreiz
hor paourentez ha gant an diouer a zo oc’h
he heul, oc’h ober kement-se, e raimp hor
mad. Kalz a dud a zo paour, hag o veza ma
fell d’ezho beza pinvidik, ne dennont vad
e-bed war he ene, Pak, eme zant Bernard, ar
mad a den euz ar baourentez n’ema ket o
veza paour, hogen o karet ar baourentez.
13. — Karet ar baourentez a zo red dreist pep tra d’ar re a zo eat euz ar bed evit en em rei da Zoue, me lavar d’ar re holl a zo en em c’hwestlet da veza paour. Kalz a zo enn ho zouez hag a fell d’ezho beza paour, ne fell ket d’ezho avad dioueret an distera tra : enn hevelep doare, evel a lavar sant Fransèz a Zal, ma karont enor ar baourentez hep gallout gouzanv he dienez. An neb a fell d’ezhan heza paour, hag a glemm evit eun diouer-bennag en deuz, a laka an elez hag an dud da c’hoarzin goab d’ezhan. Ar gwir relijiuzed a gar muioc’h ar baourentez evit ar pinvidigèsiou. Merc’h an Impalaer Maksimilian, leanez santez Klèra, he hano c’hoar Mac’harid ar Groaz, a en em gavaz eun dervez dirak he breur, Albert, eur zae benseliet gant-hi ; hag hen souezet oc’h he gwelet enn doare-ze, a lavaraz d’ezhi : « Ne zeree ket oud eul leanez a-wenn huel evel-d-hi, beza gwisket ken dister ha ma voa. » « Gouezit er-vad, va breur, eme al leanez vad, ez oun laouenoc’h gant an tamm pillou-man enn dro d’in, eget na d-eo ar rouanez gant ho gwiskamanchou skarlek. » Euruz eo an eneou, eme santez Mari Madalen à Bazzi, a zo distag dre ar baourentez dioc’h kement tra a zo ; lavaret a c’hellont : va Doue, c’houi hep-ken a zo vra za ha va holl zenzor. Santez Thereza e devoa bet meur a aluzen digant eur marc’hadour; lakaat a reaz lavaret d’ezhan e voa skrifet he hano e levr ar vuez, hag evit diskouez e voa gwir a lavare, e kollje a-barz nemeur, eme-z-hi, ar madou en devoa er bed. Evel-se a c’hoarvezaz hep dale gant ar marc’hadour ; rankout e voe d’ezhan dilezel kement tra en doa evit paea he zle, ha goude-ze e voe paour, bete ma varvaz. Sant Loiz Gonzaga lavare ive ne voa netra evit rei da anaout gwelloc’h e voa eun den galvet da veza euruz, evit gwelet anezhan o kenderc’hel da gaout doujanz Doue e-kreiz ar c’hollou hag an ankeniou.
14. — Eun dienez eo ive hag evel eur baourentez an diouer a vez euz ar gerent hag euz ar vignouned, pa varvont. Dre-ze, ez eo arabad d’e-omp klemm, pa gollomp anezho, red eo d’e-omp enn enep lakaat neuze a galoun vad hon doan etre daouarn Doue. Eun darn dud zo ha pa varv unan-bennag euz ho c’herent pe euz ho mignouned, ne d-euz den e-bed evit ho dizoania nag ho dic’hlac’hari ; pellaat a reont dioc’h an holl, ken doun eo ho glac’har, n’int neuze evit gouzanv netra, ha diez eo zo-ken da dud ho zi beva gant-ho. Goulenn a ran out-ho ha da biou e fell d’ezho plij out e gwirionez, oc’h ober evel a reont ? Hag hen a ve da Zoue ? — Doue a fell d’ezhan e ve kavet mad ar pez a ra. Ha plijout a raint-hi d’an eneou emaint bemdez o ouela war ho lerc’h ? Mar d-ema an eneou-ze enn ifern, ho deuz kasoni hag heuz ouz-hoc’h hag ouz ho taelou ; mar d-emaint er baradoz, e karfent kentoc’h gwelet trugarekaat an Aotrou-Doue, ha mar d-emaint er purgator ez eo gwelloc’h pedennou evit daelou d’ezho. Er purgator, an eneou a gar gwelet e peder evit-ho hag ec’h en em lakear evit-ho da garet ar pez. a zo karet gant Doue, da labourat evit dont da veza santel hag evit ma c’hellint ho gwelet eun deiz enn nev. Da betra eta ez eo mad an daelou ? An tad Joseph Karaksiolo, deut war an oad, oc’h en em gavout eun deiz e touez he dud, a ouele bemdez unan euz he vreudeur e ioa nevez maro, a lavaraz : « Dalc’homp hon daelou evit gouela maro Jezus-Krist a zo bet hon Tad, hor Breur hag hor Pried. Jezus-Krist a zo marvet dre garantez ouz-omp. Greomp dioc’h skouer Job ; pa glevaz ar c’helou e voa mare he vipien, e lavaraz hep klemm : an Aotrou en devoa roet anezho d’in, an Aotrou en deuz ho lamet digan-en ; ar pez a fell d’ezhan eo hag ar pez a fell d’in-me ive ; ra vezo bepred meulet he hano ! »
15. — Bez’ e tleomp en em lakaat da c’houzanv pep tra hep klemm ha da ziskouez hor c’harantez e-kever Doue, o choum e peoc’h daoust da c’hoaperez ha da zismeganz an dud. Pa deu eun ene d’en em rei holl da Zoue, Doue neuze a laka anezhan da veza disprizet ha gwall-gaset. Eun eal a deuaz eun dervez da gaout an den euruz Herri hag a lavaraz d’ezhan : « Herri, bete vreman ho peuz en em gastizet hoc’h-unan, evel ma kavac’h mad, hiviziken ar re all a gastizo ac’hanoc’h d’ho zro. » Antronoz, enn eur zellet dre ar prenestr, e welaz eur c’hi o trailla hag o tispenn eun tamm pillou, ha rak-tal an den euruz-man a glevaz eur vouez o lavaret d’ezhan : « Evel-se ive an dud a zispenno da vrud ha da hano mad. » Herri a ziskennaz dioc’h-tu, a gemeraz an tamm pillou hag hen dalc’haz evit en em zizoania, pa zirollje war-n-ezhan an enkrez vraz a ioa lavaret.
16. — Dudi ar zent a zo klèvet drouk-komzou ha beza gwall-gaset. Tregont vloaz a ioa ma ’z edo sant Neri e Roum o c’houzanv e ti sant Jerom a hep seurt dismeganz a berz darn euz a dud an ti, hag evelato ne vije ket eat birviken dre ’n abek-ze ac’hano da di-bedi an iliz nèvez, e leac’h ma ’z edo he ziskiblien a falveze d’ezho he gaout, panevet ma voa bet red d’ezhan senti oc’h gourc’hemen an Tad Santel ar Pap. Sant Iann ar Groaz evit fsench ear ha terri nerz ar c’hlenved a lakeaz anezhan da vervel, e leac’h mont da eur gouent a vije bet mad evit-han, hag el leac’h ma voa eun tad-priol a gare kalz anezhan, a gavaz gwell mont da eur gouent all a ioa paour ; an tad-priol euz ar gouent-ze a gave fall pep tra a rea, hag e-pad pell amzer, ha ken a voe tost da vervel, e voe eno disprizet ha gwall-gaset, bete ma voe miret zo-ken oc’h ar breudeur all da zont d’he welet. Ar zent holl a glask e vent. disprizet. Santez Thereza a lavare : « An hini en deuz c’hoant da vont d’ar zantèlez, ne dle ket lavaret : heb abek eo e rear gaou ouz-in, rak diez eo pignat d’ar zantèlez, pa ne fell ket d’an den dougenn kroaz all e-bed nemet an hini a zibab hag a gav eaz. » Sant Per, merzer, dastumet er vac’h, a glemme o lavaret ez edo eno heb abek hag heb n’en devoa great droug e-bed. Jezus-Krist a lavaraz d’ezhan : « Pe seurt droug am boa-me great, me a zo bet staget oc’h ar groaz ha lakeat d’ar maro evit savetei an dud ? » Ar zonj ouz a boaniou Jezus a ro nerz d’ar zent da c’houzanv ho foaniou. Grek sant Eleazar a c’houlennaz out-han penaos e c’helle gouzanv ken didrouz ha ma Pea ar c’homzou fall a glève gant he vevellien ? Ar zant a lavaraz d’ezhi : « Sellet a ran oc’h ar groaz hag e welan dre-z-hi ne d-eo netra ar pez a c’houzanvan e-skoaz ar poaniou en deuz bet va Zalver evid-oun, ha dre ma sellan evel-se oc’h Jezus, e teu d’in nerz da c’houzanv pep tra hep klemm. » Beza paour ha disprizet, kaout poan hag enkrez, setu an traou a bella dioc’h Doue an eneou ne garont ket anezhan. Evit eun ene hag a zo beo karantez Doue enn-han, an ene-ze a gav tro-vad, dre ar poaniou, da garet Doue muioc’h-mui ha da gaout mad he garantez. Tan flamm ar gwir garantez a gresk enn eur galoun ha ne gar nemet Doue, seul-vui ma vez braz he dismeganz, he dienez, he enkrez hag he foan, ha seul-vui ive ma teuont aliez da c’hwaska stard war-n-ezhi.
17. — Ha perak, a lavaro kalz a dud, perak e tigas an Aotrou-Doue d’e-omp kemend-all a groasiou hag a boan ? Perak e kav gwelet hor gwall-gas, hon disprizout hag hon eskina gant an dud ? Hag hevel e ve Doue ouz eun tirant kriz ne gar nemet gwelet ac’hanomp o kaout poan ? Nan, nan, Doue ne d-eo ket didruez na kriz, hag hor c’haret en deuz bete mervel evid-omp ; ma kar eta gwelet ac’hanomp o kaout poan, evit hor mad eo, rak seul-vui a boan hon devezo war an douar, seul-vihanoc’h ive e vezo ar poaniou a c’houzanvimp or bed all evit hor pèc’hejou ; bez’ e fell da Zoue e vemp distag dioc’h dudiou ar bed ; hevel eo oc’h eur vamm a fell d’ezhi dizouna he bugel hag a laka eun dra c’houero-bennag war boull he c’haloun evit miret out-han da zena. Evel-se ive a ra an Aotrou-Doue enn hor c’hever, evit ma c’hellimp diskouez d’ezhan hor c’harantez, evit ma c’houzanvimp ar poaniou a zigas d’e-omp hep klemm morse, hag evit ma tastumimp, dre ar poaniou-ze, enn tenzor braz a c’hrasou hag a c’hloar enn nev ; Setu perak, kristenien, e kar an Aotrou-Doue, dre garantez ouz-hoc’h, gwelet ac’hanoc’h o kaout poan er bed-man.
18. — Evit lavaret berr, setu ama petra eo : evit choum hep klemm morse e kreiz an enkrez hag ar poaniou, ez eo red d’an den kredi e teuont d’ezhan digant Doue pe digant an dud a berz Doue. Dre-ze ez eo red, pa deu poan hag anken da staga ouz-omp, trugarekaat an Aotrou-Doue ha kemeret anezho a-greiz hor c’haloun, pa ’z eo evit hor brasa mad ar pez a blij gant an nev digas d’eomp. Poan pe blijadur n’euz forz ! Trei a reont holl da vad d’ar re ho deuz karantez ouz Doue ? Hon holl boaniou er bed-man, mar karfemp sellet piz, a zo skanv ha nebeud a dra, e-skoaz poaniou an Ifern ; eno e vijemp brema, siouaz ! m’en divije an Aotrou-Doue skoet dioc’h-tu evit hor pec’hejou. Gwella zo eta da ober, evit gouzanv hep klemm pep poan a c’hoarvez gan-e-omp, gwella zo eo pedi gant eur galoun anaoudek. Ar c’hras a zo oc’h heul ar beden a roio d’e-omp an nerz hor heuz izomm da gaout. Evel-se ho deuz great ar Zent : galvet ho deuz ar beden d’ho c’hennerzi, ha dre-z-hi ho deuz trec’het ar poaniou hag holl enkresiou ar bed.
Aotrou-Doue, geuzout a ran er-vad ne zigor dor an nev nemet d’ar re ho deuz poan er bed-man hag a c’houzanv ho foan hep klemm. Grit eta, va Doue, ma c’houzanvin ive va foan hep klemm ha ma c’hellin lavaret gant ar roue David : « Digant Doue eo em heuz bet anezho. » Bez’ e fell d’in, evit gwir, gouzanv peb enkrez hep klemm, hogen pa c’hoarvezont, neuze siouaz ! e vezan nèc’het ha digaloun da herzel out-ho ; koll a ran ar mad am be anezho, o veza n’ho gouzanvan ket evit ho karantez. Va Jezus, evit ar poaniou ho peuz bet evid-oun war an douar, roit d’in an nerz da zougen a galoun vad pep kroaz a zigasoc’h d’in dre garantez. Ho karet a ran, o va Zalver ha va Doue, ho karet a ran euz a greiz va c’haloun ha muioc’h evit n’en em garan va-unan, c’houi a zo va Doue, va zenzor ha va c’harantez, keuz am beuz dreist pep tra da veza pec’het ha drouk-c’hreat enn ho kever ; hiviziken e fell d’in digemeret a galoun pep poan ha peb anken am bezo digan-e-hoc’h. Digan-e-hoc’h a-vad ive e c’houlennan kaout nerz da beur-ober mad ar pez a zo em spered ha dreist-holl da c’houzanv hep klemm hag evit ho karantez poaniou ar vuez ha va foaniou divèza. Gwerc’hez Vari, va rouanez ha va mamm, goulennit evid-oun, digant ho Map Jezus, ar c’hras da c’houzanv a galoun vad ar poaniou a zo rannet d’in d’am lod epad va buez hag e mare va zremenvan.
1. — Eun den, pa gar eun all-bennag, a gred kement tra a lavar d’ezhan. Evel-se a dleomp da ober ive e-kever Doue, rak seul-vui e vez doun karantez Jezus-Krist enn eun ene, seul-vui e vez he feiz beo, kre ha paduz. Al laer deou o welet ez edo Jezus o vervel hep beza great droug e-bed, o welet anezhan o c’houzanv kemend-all a c’hloasiou hep klemm, — al laer deou a zigoraz he galoun da garet Jezus. Dre ar garantes-se, hag he spered o tent enn-han sklerijen an nev, e teuaz da anaout ha da gredi e voa e gwirionez Jezus-Krist Map Doue. Neuze gant eur fisianz vraz e pedaz hor Zalver da gaout sonj aneznan pa vije eat d’he rouantelez.
2. — Hervez a welomp ama dre skouer al laer deou, ar feiz a zigas d’ar garantez hag ar garantez d’he zro a laka ar feiz da greski. An hini en deuz ar muia karantez ouz Doue, en deuz ive ar feiz kreva. Ar garantez a laka feiz er spered hag e kement tra a fell d’an den da ober. Ar re ne reont nemet kredi, hep na fell d’ezho ober netra hervez ar feiz ho deuz, ar re-ze a zo ar bec’herien. Anaout a reont gwirionesiou ar feiz, ne fell ket d’ezho a-vad beva hervez gourc’hemennou Doue ; ho feiz ne d-eo na beo na kre. Ma vije beo ho feiz, pa c’houzont ha pa gredont ez eo ar c’hras ar brasa mad, hag ar pèc’hed ar brasa droug, ho buez neuze a ve kalz gwelloc’h evit na d-eo. Hogen, siouaz ! o veza ma reont muioc’h a stad euz a vadou dister an douar eget na reont euz a Zoue, e c’heller lavaret n’ho deveuz ket a feiz, pe ez eo dister diana. An hini a-vad a gred, e gwirionez, hag a ra herez ma kred, dre ma kar kredi ar pez a zo desket gant Doue, ha dre ma kar Doue ive, hen-nez e gwirionez a zo beo he feiz hag a laka he vuez da veza, muia ma c‘hell, hervez reiz ar gwirionesiou a gred.
3. — Ma n’ho deuz ket a feiz ar bec’herien, arabad eo tamall da denvalijen ar feiz, rak petra-bennag ma ’z eo bet falvezet gant Doue ne vije ket he wirionesiou anavezet sklear hag anat gant an dud, evel mac’h anavez anezho he-unan, evit ma vije hor mad kredi anezho, evelato ar feiz a zo ker gwirion dre ar merkou anat a zo bet roet d’e-omp, ma vemp tud diskiant o choum hep kredi. Buez fall an den a ra d’ar feiz mont war zemplaat. An hini a zispriz karantez Doue, evit en em vaga gant joaiou ar bed, a garfe ne ve lezen e-bed da viret an dra-ze out-han, ne ve poan e-bed da gastiza anezhan ; klask pellaat he spered a ra dioc’h gwirionesiou ar feiz. dioc’h sonj ar maro, ar varn, an ifern, dioc’h kement a den, enn eur ger, da spounta anezhan e-kreiz he zudiou, a zo neuze dre-ze c’houero-meurbed d’he galoun ; klask kredi a ra ne d-euz nag ene, na Doue, nag ifern evit gellout heva ha marvel evel eul loen n’en deuz na feiz na reiz.
4. — Ar vuezègez direiz eo a laka da zevel kemend-all a levriou fall, kemend-all a dennou faoz e-touez an dud. Darn zo hag a nac’h e ve eun Doue, darn all a lavar Doue ne wel netra euz a gement en deuz great : goude kroui an dud, Doue, eme-z-ho, n’ema mui e poan gant-ho, ha ne ra forz pe e vezint salvet pe zaonet. Re all zo c’hoaz hag a lavar ez eo Doue didruez pa ra an eneou evit mont d’an ifern, pa zoug anezho da bèc’hi, evit ma vezint kollet ha ma tèvint e-kreiz an tan da viken.
5. — Ha peger fall ha pegen dizanaoudek eo an dud ! An Aotrou-Doue en deuz krouet anezho, dre eun drugarez ar vrasa, evit ma vezint euruz da viken ; sklerijen ha grasou en deuz skuillet war-n-ezho gant largentez, evit ma c’hellint mont gant-han d’an nevou ; prenet en deuz anezho gant he c’hoad, dre ar gwasa poaniou, dre eur garantez dreist pep karantez, hag an dud evelato a glask choum kep kredi netra. evit beva enn ho roll. Kaer ho deuz koulskoude ne vezint birviken evit tèc’het dioc’h mouez ho c’houstianz na dioc’h ar spount ho deuz rak barnedigez Doue; ha ma tilesfent ho buez fall ha direiz evit en em rei da garet Jezus-Krist, neuze e tilavarfent ar gaou hag e kredfent an oll gwirionesiou a zo desket gant Doue ha gant he Iliz.
6. — An hini a gar Jezus-Krist gant eur wir garantez a zo atao he spered troet war-zu gwirionesiou ar feiz hag a gas he vuez hervez gourc’hemennou Doue. Anaout a ra, evel ar fur, n’eo nemet moged, fank ha gaou kement tra zo war an douar ; gouzout a ra ema eurusded an ene o karet he Grouer hag oc’h ober ar pez a zo karet gant-han ; gouzout a ra ne d-eo an den netra nemet ar pez ma ’z eo dirak Doue, ha ne dalv d’ezhan netra gounid ar bed mar koll he ene, gouzout a ra ne d-eo ket madou an douar evit karga kaloun an den, nemet gant Doue e ve-hi, birviken n’e devezo a-walc’h ; enn eur ger, gouzout er-vad a ra ez eo red rei pep tra evit kaout pep tra.
7. — Kristenien zo c’hoaz ha ne d’int ket ken direiz hag ar re genta-ze hor beuz komzet anezho ; ar re-man a gred e gwirionez ; hogen ho feiz ne d-eo ket kre tamm e-bed. Kredi a reont ar misteriou hag ar gwirionesiou a zo desket d’ezho ; nemet eun darn zo enn ho zouez ha ne gredont ket, setu ama penaos. Jezus-Krist en deuz lavaret : euruz ar re baour, euruz ar re ho deuz poan hag anken, euruz ar re a zo kastizet, gwall-gaset ha milliget gant an dud. Ha kredi a reont ar pez a zo enn aviel ar re a gomzan diwar ho fenn hag a lavar : euruz neb en deuz arc’hant, nep n’en deuz poan e-bed, neb a gav dudi e pep leac’h ; reuzeudik enn enep eo an hini a zo poaniet ha gwall-gaset gant an dud. Ar re-man eta mar kredont gwirionesiou an aviel, ne d-eo nemet eun nebeud, me her lavar c’hoaz, rak an neb a gred, evel ma ’z eo dleet, a gav d’ezhan ez eo euruz o veza paour, klanv, disprizet ha goapeat gant ar bed. Setu e pe zoare e kred hag e komz an hini a zo beo-buezek he feiz, an hini, ouc’h-penn kredi, a gerz penn-da-benn gant hent an aviel, hag a gar Jezus-Krist gant eur wir garantez.
O va Jezus, buez va ene, kredi a ran ez oc’h
ar mad ne d-euz nemet-han da veza karet ;
kredi a ran ez oun karet-meurbed gan-e-hoc’h,
pa ho peuz bet ar vadèlez da c’houzanv pep
seurt poaniou hag ar maro zo-ken evit savetei
ac’hanoun. Kredi a ran ne d-euz war an douar
nag enn nev eurusded e-bed brasoc’h eget ho
karet hag ober e c’hiz ma karit ; kredi a ran
ez eo ho trugarez dreist pep trugarez ; fisianz
am beuz enn ho madèlez vraz meurbed hag ho
karet a ran ; karantez hep kemm na ment,
a zo en em roet da vervel evid-oun hag en em
roet d’in e sakramant an aoter, en em rei holl
a ran d’e-hoc’h, ouz-hoc’h ec’h en em erbedan,
va diouallit, Gwerc’hez Vari, mamm ar bèc’herien
ha va mamm-me ive,
1. — Ar fisianz e Doue a gresk ar garantez hag ar garantez a gresk ar fisianz e Doue. Ar fisianz e madelez an Aotrou-Doue a gresk ar garantez ouz Jezus-Krist. Pa hon devez fisianz e vezo great vad d’e-omp gant eun den-bennag, e teuomp da garet an den-ze. An Aotrou-Doue ne fell ket d’ezhan e lakafemp hor fisianz enn traou krouet, hag he valloz a daol war an hini a zo he fisianz enn den, o veza ne fell ket d’ezhan e teufemp da garet netra a gement a zo krouet. Sant Visant a Baol ne falveze ket d’ezhan ec’h harpje den war zen, gant aoun, eme-z-han, na z-aje neuze an Aotrou-Doue diouz-omp. Seul-vui ez eo braz hor fisianz enn Aotrou-Doue, seul-vui ive e kresk hor c’harantez out-han. Hag hen a gerz buan enn hent ar zantelez an hini a zo he galoun digor ledan gant ar fisianz e Doue ! Ne d-eo ket redek, nijal eo a ra diwar boez diouaskel ar fisianz hag ar feiz ; dre ar fisianz en deuz e Doue, e teu d’an ene nerz euz an nev. An er, roue al laboused, a ia war nij war-zu an heol, hag evel-d-han, an ene en deuz fisianz e Doue a zistag dioc’h an douar hag a ia war nij da veza unan gant Doue dre ar garantez.
2. — Evel ma ’z eo mad ar fisianz da greski hor c’harantez ouz Doue, evel-se ive ar garantez a gresk hor fisianz. Dre ar garantez omp deuet da veza bugale da Zoue. Hervez lezen ar reiz ez omp labour he zaouarn, hag hervez lezen ar c’hras ez omp bet great bugale da Zoue hag e talc’homp a wenn Doue, hag evel pa lavarfemp, ez omp ganet anezhan. Pa ’z omp eta dre ar garantez deut da veza bugale Doue, ar garantez ive a ro d’e-omp perz ha gwir e rouantelez an nevou, rak d’ar vugale eo choum e ti ho zad ha d’ar perc’hen kaout he dra ; ar garantez, dre-ze, a gresk ar fisianz e vezo d’e-omp mad an nev da viken. Dre ’n abek-ze, an eneou a gar Doue, e gwirionez, ne baouezont da lavaret d’ezhan enn ho fedennou ; ho rouantelez deuet d’e-omp.
3. — Doue a gar an hini en deuz karantez out-han. Grasou a-leiz a ro d’an hini a glask anezhan ha dre-ze, seul-vui e karer Doue, sel-vui ive e tleer kaout fisianz enn-han. Ar fisianz-ze eo a zigas d’ar zent eur peoc’h braz-meurbed, eur peoc’h a choum enn ho ene e-kreiz ar c’hlenvejou hag ar poaniou brasa, rak dre ma karont Doue ha mac’h anavezont peger mad eo e-kever ar re a gar anezhan, e lakeont enn-han ho holl fisianz hag e kavont ho feoc’h enn-han. Setu perak, Pried ar ganaouen zantel a ioa, koulz lavaret, war neun e-kreiz eur mor a zudi. O veza ne gare nemet he muia-karet, ec’h en em harpe warn-ezhan hep-ken. dre ma c’hwie er-vad e voa he garantez da neb her c’hare, ha neuze e veze e peoc’h hag enn eul levenez vraz ; Tro en devoa eta ar fur Salomon da lavaret en devoa bet pep tra dre ar garantez.
4. — Ar c’henta tra a glask fisianz eur c’hristen mad da gaout eo mont gant Doue d’an nev. Arabad eo kredi eta e ve ar fisianz hor beuz da gaout Doue enn nev evit miret ouz-omp da gaout ar wir garantez war an douar. Ne c’hell an eil anezho mont heb e-ben. Ar garantez a zo an tenzor kaer-ze a laka ac’hanomp da veza mignouned da Zoue. Ar vignounach a laka ar madou ha pep vad war zaou-hanter etre ar re en em gar, anez, ne ve mignounach vad e-bed. Jezus-Krist en deuz lavaret d’he ziskiblien e tiskouezo d’ezho kemend vad en doa, o veza ma voant he vignouned.
5. — Sant Fransèz a Zal a lavare : ma vije eun Doue, mad enn tu all da hep mad, eun Doue ha ne vije d’ezhan nag hor c’horf nag hon ene, eun Doue, enn eur ger, n’en divije pe welje war-n-omp (ar pez ne c’hell ket beza) ha ma n’en devije netra da ober gan-e-omp na ni gant-han, mui eget estren etre-z-ho, neuze evit gwir, eme ar zant-se, e lakafemp e ve an Doue mad-ze dreist hor stad-ni hag hor befe marteze c’hoant d’he garet, hogen ne garfemp tamm anezhan, rak ar garantez a zao euz an darempred hag euz an unvaniez. Ar garantez a zo eur vignounach hag ar vignounach a deu o tarempredi hag o veza evel unan. Setu perak, war a zesk d’e-omp Sant Tomaz, oc’h heul ar garantez e vez er galoun c’hoant da gaout digoll ha pae vad an nev, hag ar bae vad-ze a zo Doue he-unan, a zo hen hep-ken, eurusded an eneou euruz enn nev. Ar vignounach a fell d’ezhi e ve ar mignoun gant he vignoun.
6. — Madou an nev a vez daou-hanteret ha rannet dre en em zarempredi, evel a lavar Pried ar ganaouen zakr. An ene en em ro holl da Zoue enn nev, ha Doue, d’he dro, en em ro holl d’an ene, dioc’h ar galloud en deuz he-man d’he zigemeret ha dioc’h ar mad a zo bet great gant-han war an douar. An ene oc’h anaout ne d-eo netra e-skoaz d’ar vadèlez vraz-meurbed a Zoue, hag ive o welet pegement e talv e ve karet an Aotrou-Doue gant-han muioc’h eget na dalv e ve karet he-unan gant Doue, an ene dre-ze a c’hoanta muioc’h ar pez a blij da Zoue eget ar pez a blij d’ezhan he-unan. Mar d-eo laouen an ene gant gloar Doue o tont d’ezhan, ne d-eo avad nemet evit kas ha distrei he c’hloar d’an Aotrou-Doue enn eur lakaat anezhi da greski muia ma c’hell. An ene, pa ’z a d’an nev ha pa wel an Aotrou-Doue, ne d-eo ket evit miret d’he garet euz he holl nerz, ha Doue ive ne d-eo ket evit kasaat an hini a gar anezhan. Ma ve Doue, ar pez ne c’houfe birviken c’hoarvezout, evit kaout kasoni oc’h eun ene en deuz karantez out-han, ha ma ve ouc’h-penn eun ene euruz evit choum hep karet Doue, e kredan lavaret heb aoun e ve gwell gant an ene-ze gouzanv holl boaniou an ifern enn eur garet Doue, ha pa na ve ket karet gant-han, eget na ve beva hep karet an AotrouDoue ha pa c’hellfe kaout, a-hent all, holl zudiou ar baradoz. Setu evit petra : an ene mad oc’h anaout e talv e ve karet Doue kalz, kalz muioc’h evit na dalvez hen he-unan, en deuz, dre-ze, muioc’h a c’hoant da garet Doue eget n’en deuz da veza karet he-unan gant Doue.
7. — Esperanz ar Gristenien, eme zant Thomaz, a zo beza war c’hed da veza euruz da virviken enn nev ; an eurusded-se a vezo ho zra, a gav d’ezho, o veza ma ’z eo Doue gwirion ha m’en deuz lavaret e roio eur vuez euruz da virviken d’he zervicherien vad er bed-man. Hogen, ar garantez, enn eur lemel ar pèc’hed, a lam ive ar pez a vir oc’h an eurusded ; dre-ze, seul-vui ez eo braz ar garantez, seul-vui ive e kresk hor fisianz, fisianz ha ne viro ket oc’h ar garantez da veza glan ha mad, rak ar garantez, eme zant Denez, a ia war nij, dre he nerz he-unan, war-zu an hini a zo karet gant-hi. Ar garantez, eme zant Augustin, a zo eul liamm aour hag a stag ker stard kaloun an hini a gar oc’h kaloun an hini a zo karet, ma laka anezho ho diou evel unan hep-ken. Al liamm-ze ne d-eo ket evit staga ar c’halounou a zo pell an eil dioc’h e-ben, rak an hini a gar a c’hoanta atao beza gant an hini a zo karet. Pried ar ganaouen zakr, o welet ez edo pell dioc’h he muia-karet, a zizèc’he war he zreid hag a bede he mignounezed da vont afo da lavaret d’ezhan peger braz e voa he doan, ha da bedi anezhan da zont buan d’he dizoania. Eun ene hag en deuz kalz a garantez ouz Jezus-Krist ne d-eo ket epad m’ema war an douar evit choum hep kaout c’hoant da vont hep dale d’an nev evit beza eno evel unan gant he vuia-karet.
8. — Kaout c’hoant eta da vont d’an nev da greski dudi an Aotrou-Doue oc’h he garet, kent eget evit kaout an dudi a vezo roet d’an ene a garo anezhan, ar c’hoant-se a zo eur garantez c’hlan hag ar santela karantez. An dudi ho deuz an eneou euruz o karet Doue ne ra gaou e-bed oc’h ar garantez c’hlan ha santel ho deuz. Eurusoc’h eo ar zent, gant ar garantez c’hlan ha santel ho deuz oc’h Doue, eget na d-int gant an dudi a gavont oc’h he garet. Unan-bennag a lavaro marteze : karantez gant c’hoant kaout digoll ne d-eo ket eur garantez wirion a-walc’h, hogen eur garantez fall. Gobr ha gobr a zo, klevit mad ! Kalz a gemm a zo etre digoll ar bed-man ha gobr ar baradoz a vezo met, a lavar an Aotrou-Doue he-unan, d’ar re a gar anezhan. Ar pez a ro an dud da c’hobr ha da zigoll a zo ho madou hep mui-ken, rak morse n’en em roont ho-unan, e leac’h ar gobr a ro Doue d’ar re euruz a zo hen he-unan. Dre-ze, kaout c’hoant da vont d’ar baradoz a zo kaout c’hoant da gaout Doue a zo ar penn euz hor buez.
9. — Ma ve lavaret a-berz Doue d’eur c’hristen ez eo lamet he hano euz a levr ar vuez, ar c’hristen-ze hag hen a dle lezel evel kent he vuez da vont enn dro, war zigarez ez eo barnet gant an Aotrou ? Ne dle ket, eme zant Thomaz, ha pèc’hi zo-ken a ra o veva evel-se, dre ma kav mad beza e stad a bèc’hed : ne ket evit ar stad-ze ez eo bet krouet gant Doue. Doue n’en deuz ket great one an den evit an ifern, el leac’h m’en devezo kasouni out-han, hogen evit ar baradoz el leac’h ne vezo ket evit en em viret d’he garet. Setu perak ne fell ket d’ezhan e varvfe ar pèc’her, hogen e teufe da zistrei out-han ha da veza salvet. Ar zant-se a lavar c’hoaz ne fell ket da Zoue e ve daonet an den, nemet dre ar pèc’hed, rak an den en em zaon he-unan laouen, dre ne fell ket d’ezhan ar pez a fell da Zoue, ha ma ’z eo gwelloc’h gant-han pèc’hi eget karet Jezus. Ma lavarfe an Aotrou-Doue da eur c’hristen ez eo barnet d’an ifern, o veza ma c’hoar er-vad e pèc’ho, ar c’hristen-ze hag hen a dle beza laouen war gement-se ha beva evel diaraok ? Ne dle ket, eme zant Thomaz, rak ar pez en deuz klèvet diwar-benn ar varn-ze a c’hell beza dislavaret, o veza ne d-eo nemet eur gourdrouz a ielo da netra, ma na gendalc’h ket ar pèc’her enn he bèc’hed.
10. — Pellaomp dioc’h hor spered sonjou ker spountuz ha ne d-int mad nemet da lakaat koll fisianz ha da ienaat hor c’haloun e-kever Doue. Karomp Jezus-Krist epad ma c’hellomp er bed-man, hirvoudomp hep paouez war-lerc’h ar mare ma ’z aïmp gant-han d’an nev d’he garet evel ma ’z eo dleet ; hon holl fisianz a dle trei da vont di ha da garet Doue euz a holl nerz hor c’haloun. An den, eme zant Thomaz, ne d-eo ket evit miret penn-da-benn ar gourc’hemen da garet Doue, ne d-euz nemet Jezus-Krist, den ha Doue, hag ive ar Werc’hez Vari, leun a c’hras ha dinam ganet, nan, ne d-euz nemet-ho hep-ken a gement ho defe miret ar gourc’hemen-ze hed-a-hed. Evid-omp-ni, bugale baour Adam, hor c’harantez ouz Doue a zao dre-z-hi atao war an douar eur strouezen fall-bennag, nemet enn nev el leac’h ma welimp Doue evel m’ema, nemet eno hep-ken ne garimp anezhan hag e vezo red d’e-omp he garet euz a holl nerz hon ene.
11. — Sonj hor spered, c’hoant hor c’haloun hag an holl fisianz hor beuz a dle beza troet war-zu mont gant Doue d’an nev, evit he garet gant karantez, evit beza euruz euz he eurusded he-unan. Dudi vrasa ar zent enn nev a zo anaout eurusded braz-meurbed ho muia-karet, rak er baradoz e karont Doue kalz muioc’h evit n’en em garont ho-unan. Ar zent holl, dre ar garantez ho deuz oc’h Doue, a rafe laouen ho eurusded hag a c’houzanvfe an holl boaniou, evit kreski eurusded an Aotrou-Doue, ma ve evit kaout eun diouer-bennag. Gwelet eta ez eo Doue euruz-meurbed hag e pado he eurusded da-viken, ar zonj-se a zo dudi ar re euruz er baradoz.
Evel-hen eo e tleer anaout ar pez a lavar an Aotrou-Doue d’an ene mad, pa zigor d’ezhan dor an nevou : it da joa ho Toue. Ne lavar ket d’ar joa, d’al levenez mont enn ene, pa ’z eo joa Doue eo a ra joa ar re euruz ; evel eo pa lavarfe mad an Aotrou-Doue he binvidigèsiou hag he eurusded a zo mad, pinvidigèsiou hag eurusded ar re zalvet.
12. — Dioc’h-tu ma tigor dor ar baradoz da eun ene, dioc’h-tu an ene a wel gloar Doue hag he vadèlez evel m’emaint, dioc’h-tu e krog enn-han tan eur garantez ker flamm ma ’z eo evel devet, ha dioc’h-tu ive ez eo kollet ha beuzet e-kreiz mor doun madèlez Doue. Neuze an ene en em ankounac’ha he-unan, neuze, evel mèzo gant garantez Doue, ne zonj nemet da garet anezhan. Eun den mezo ne zonj mui enn-han he-unan. Evel-se eo an ene euruz, ne zonj mui ken nebeud nemet da garet Doue ha da blijout d’ezhan, c’hoant en deuz d’he gaout holl ha beza en deuz anezhan holl e gwirionez, heb aoun d’her c’holl biken. C’hoant en deuz d’en em rei holl d’ezhan hag en em rei holl a ra, e gwirionez, hep paouez hag e pep mare ; Doue a ziskouez hag a ziskouezo d’ezhan he garantez da virviken.
13. — Er baradoz, an ene a zo atao unan gant Doue ha karet Doue a ra kement ha ma c’hell karet ene eun den ; her c’haret kement a ra, ma ’z eo d’ezhan eun dudi ne c’hell ket beza brasoc’h, kement ne d-eo ket evit kaout c’hoant a netra ken hag an ene neuze a zo ker leun a Zoue ha ma c’hell beza hervez ar mad en deuz great war an douar. Doue enn nev n’ema ket hep-ken unan gant an ene dre he vadèlez, dre he sklerijen, dre he garantez tener-meurbed, evel ma vez evel unan gant an ene mad er bed-man. Bez’ ema kement unan gant-han enn nev, na reont, koulz lavaret, ho daou nemet unan. Evel ma teu an houarn da veza ruz-glaou gant an tan ha da veza tan zoken, evel-se an Aotrou-Doue a dreuz an ene hag a ia kement dre-z-han, ma teu ive da veza e doare Doue he-unan hep paouez evel kent da veza ene atao. Ker harr ha kel leun eo euz a Zoue ma ’z eo beuzet enn-han, ma ’z eo koulz lavaret evel na ve mui anezhan. Setu, kristenien, petra a c’houlenne an abostol sant Paol evit he ziskiblien.
14. — An eurusded-ze a fell da Zoue rei d’e-omp holl goude buez ar bed-man a zo lakeat ken doun ar c’hoant anezhi enn hon ene paour, ne vezo birviken e peoc’h ken a vezo unan gant Doue enn nev. Evit gwir, ar re a gar Jezus-Krist a gav ar peoc’h oc’h ober ar pez a fell da Zoue ; evelato n’int ket evit kaout eur peoc’h gwirion er bed-man, rak ar peoc’h ne deu d’an den nemet goude he alanad divèza, pa’z a da welet Doue evel m’ema ha da veza beuzet enn he garantez. Ken na vezo neuze, an ene e poan hag e nec’h a glemmo hag a hirvoudo bepred.
15. — O va Doue, o c’hortoz ma teuoc’h d’am gervel david-hoc’h, emaoun e peoc’h enn draonien-man a zaelou, evelato ez eo c’houero an doan am beuz, pa zonjan pegen nebeud emaoun c’hoaz a-unan gan-e-hoc’h-c’houi a dle beza va diskuiz, va feoc’h ha va eurusded. Ar zent, hag hi dèvet ho c’haloun gant tan ar garantez, a hirvoude evel-kent war-zu ho bro euruz. Ar mad a c’hortozan a zo ker braz, eme zant Fransèz Asiz, ma ’z eo va foaniou evel eur blijadur d’in. Setu frouez eur garantez ar zantela. An huela derez euz a skeul ar garantez er bed-man a zo c’hoantaat kalounek mont da veza a-unan gant Doue enn nev, diwar an derez-ze e pigner eaz er Baradoz.
16. — Ar boan vrasa ho deuz an eneou keiz er purgator, a zo ar c’hoant ho deuz da vont gant Doue, ar boan-ze a vezo braz da eneou ar re n’ho devezo bet nemet eun nebeud c’hoant da vont d’ar baradoz. Ar c’hardinal Bellarmin a lavar ez euz er purgator eul leac’h n’ho deuz an eneou poan e-bed enn-han nemet choum hep gwelet Doue. Diwar-benn ar boan-man meur a dra zo bet lavaret gant sant Gregor, sant Visant Ferier ha santez Berc’hed. Ar boan-man ne vez ket gouzanvet er purgator evit ar pèc’hejou, hogen evit na vez ket bet a vall a-walc’h er bed-man da vont d’ar baradoz. Kalz a eneou a fell d’ezho mont d’ar zantèlez, hep koulskoude kaout c’hoant da vont diwar an douar, da vont d’an nev da veza unan gant Doue. O veza ma ’z eo ar vuez euruz eur mad, ne d-euz mad e-bed koulz hag hen, eur mad hag a zo bet gounezet d’e-omp gant Jezus-Krist o vervel war ar groaz. Doue dre-ze a re poan d’an eneou evit an nebeud a c’hoant ho deuz bet epad ho buez da vent d’he gaout d’ar Baradoz.
Va Doue, krouet ho peuz ac’hanoun evit ar
baradoz ; hag evit digeri d’in porz euruz an
nev, ho peuz va frenet euz an ifern. Evelato,
siouaz d’in ! em beuz droug-c’hreat aliez enn
ho kever ; dilezet em beuz an eurusded ho poa great evid-oun, evit mont d’en em goll, ho trugarez
vraz-meurbed e deuz lamet digan-en va
dizanaoudègez tremenet hag e deuz va zennet
aliez euz an ifern. O va Jezus, ha perak n’em
beuz-me ket karet ac’hanoc’h atao ? Perak
n’oun-me ket bet eat war ho lerc’h-c’houi hep-ken
a zo va dizoan ? Pa ho peuz roet d’in
amzer da ober va zilvidigez, ho karet a ran,
va muia karet, ho karet a ran euz a greiz va
c’haloun ha muioc’h evit n’en em garan va-unan.
Gouzout a ran e fell d’e-hoc’h e ven
salvet, evit ma ’z in d’an nev d’ho karet da
viken ; ho trugarekaat a ran evit ho madèlez
hag o pedi ive a ran da rei d’in ar c’hras d’ho
karet mui-oc’h-mui bemdez epad ma vevin,
evit ma c’hellin ho karet goude da virviken.
O va Zalver, pe goulz n’em bezo-me mui a
aoun d’ho koll hag e karin-me ac’hanoc’h gant
kement a garantez, o welet ho kened vraz-meurbed,
na vezin mui evit en em viret d’ho
karet ? Hag hen a zo eun dra vad, eun dra
euruz ha karantezuz rankout karet ac’hanoc'h
atao ! Piou a lakaio ac’hanoun da garet ac’hanoc’h
euz a holl nerz va ene ? Eur vouez zo
hag a lavar d’in koulskoude ne d-euz enn-oun
netra vad evit gellout kaout an nev ac’hanoun
va-unan, hogen dre ho trugarez-c’houi, va
Zalver ha va Doue, eo em beuz fisianz ez in
d’ar baradoz. Rouanez an nev, Gwerc’hez Vari,
erbedit evid-oun dirak ho Map, Jezus ; enn-hoc’h-hu
ive em beuz fisianz.
1. — Kaout paourentez, klenved, dismeganz
ha beza gwall-gaset gant an dud ne d-int
ket an traou diesa ho deuz da c’houzanv an
eneou a gar an Aotrou-Doue. Poaniusa tra a
gavont eo an temptasionou hag ar zèc’hor euz
ho ene. Pa en deuz eun ene doujanz ha karantez
Doue, poan, dismeganz ha gwasouniou an
dud, e-leac’h ober poan, a-zo eun dudi d’ezhan,
o veza ma kav dre-z-ho an dro da ziskouez
peger braz eo he garantez ouz an Aotrou-Doue ;
evel keuneud o kreski an tan, ar poaniou-ze
ive a gresk he garantez ouz Doue.
Hogen beza e tremar da goll ar c’hras, dre an
demptasion, pe beza enn aoun na ve kollet,
setu ar poaniou c’houero evit an ene a gar
Jezus-Krist a wir-galoun. Nemet ar garantez,
netra e-bed ken ne d-eo evit lakaat an eneou
mad da c’houzanv hep klemm ho zemptasionou
ha d’en em zerc’hel War hent ar zantèlez. Poan
an temptasionou a zo da beb ene kristen evel
eur fourn hag a laka anezho holl gwennoc’h-gwenna,
santeloc’h-santela dirak Doue.
2. — Evit eun ene hag a gar Jezus-Krist, ne d-euz poan vrasoc’h e-bed eget an demptasion. Ar poaniou all a laka anezhan da dostaat muioc’h oc’h Doue, pa vezont kemeret hep klemm hag a berz an Aotrou-Doue. An temptasionou a laka peb ene mad war an hent da guitaat Jezus-Krist, ha dre-ze a zo poaniusoc’h d’ezhan eget kement poan all a zo. Red eo evelato gouzout er-vad ne deu an temptasionou nemet a berz an droug-spered pe a berz ar c’hik. An Aotrou-Doue a lez a-wechou an eneou a gar muia da veza ive temptet gwasa, evit mac’h anavezint gwelloc’h a-ze ez int sempl hag ho deuz izomm bepred euz he c’hras evit miret na bec’hfent. Pa deu joaiou digant Doue d’an ene, neuze e kav d’ezhan ez eo kre a-walc’h evit herzel oc’h aliou an droug-spered hag evit ober pep tra da c’hloar Doue. Hogen, rak-tal ma teu war-n-han an demptasion, rak-tal e wel diraz-han punz an ifern digoret gant he béc’hed ha neuze, tost da goueza, neuze hep-ken e wel pegen dinerz eo hag ec’h anavez ne d-eo evit herzel, nemet Doue a ve enn enn tu gant-han. Evel-se ac’hoarvezaz gant an abostol sant Paol. Lavaret a ra he-unan e lezaz an Aotrou-Doue eun demptasion a berz ar c’hik da ziroll war-n-han, evit miret oc’h an ourgouill da zevel enn he galoun, enn abek d’ar madelesiou braz ha d’an dudiou en devoa bet digant Doue.
3. — Doue a lez ac’hanomp da veza temptet, evit dre-ze ma vezimp distag gwelloc’h dioc’h traou an douar, hag evit ma c’hoantaimp kalounekoc’h mont d’he welet d’ar baradoz. An eneou mad o welet e sko an temptasionou war-n-ezho a hep tu hag hep paouez, a den da skuiza war an douar. Neuze ec’h huanadont ken a vez ar mare ma c’hellont lavaret : torret eo va liamm, setu me distag evit mad ! An eneou-ze a garfe nijal war-zu Doue, siouaz d’ezho ! stag int c’hoaz gant eul liamm oc’h an douar, el leac’h m’emaint dindan dalc’h an temptasionou, bete ma ’z aint diwar ar bed. Setu perak an eneou a gar Jezus-Krist a zo atao o c’hervel ar maro, evit na vezint mui enn aoun da goll an Aotrou-Doue.
4. — Doue a lez ag’hanomp da veza temptet c’hoaz evit lakaat da greski ar mad hon devezo great. Evel-se a reaz an Aotrou-Doue e-kever Tobiaz. Pa vezomp temptet eta, e-leac’h kaout aoun na vemp ket karet gant Doue, e tleomp enn enep kaout fisianz enn he garantez. An aerouant evit lakaat da fazia eun darn sperejou aounik zo, a ro d’ezho da gredi e pec’hont pep gweach ma vezont temptet. Ar sonjezounou fall hor beuz ne raint ket d’e-omp koll gras Doue, gant ma savimp enn ho enep : pegement-bennag e vemp aliet gant an droug-spered, peger fall-bennag e ve an traou a laka a zirazomp, mac’h enehomp out-ho, e-leac’h louza hon ene, e teuio neuze da veza dirak Doue gwennoc’h ha kaeroc’h eget na d-oa araok. Sant Bernard a lavar e c’hounezomp eur gurunen nèvez pep gweach ma tréc’homp an demptasion. Ha pa gendalc’hfe eur zonj fall-bennag da zont enn hor spered ha da ober poan d’e-omp, arabad eo hor be nèc’h, diana mar d-eo kasauz d’e-omp, ha mar klaskomp he fellaat diouz-omp, enn eur zonjal e traou all.
5. — An Aotrou-Doue, dre ma ’z eo leal
ha mad, ne c’houzanv ket e vemp temptet enn
tu all d’hon nerz. An hini eta a zalc’h penn
oc’h an demptasion, e-leac’h koll, a c’hounid
kalz a vadou. Setu perak e lez aliez an Aotrou-Doue
ar re a zo muia karet gant-han da gaout
ar gwasa temptasionou, evit ma testumint eun
taol braz a vadou d’ho ene hag eur c’hloar
vrasoc’h er baradoz. An dour zac’h a ia buan
da fall, hag an ene hep temptasion a ia d’en
em goll, o veza ma sao enn-han louzou fall, an
ourgouill, pe a hent all kalz a strouez, diwar
ar stad vraz a ra anezhan he-unan ; o kredi
ez eo pignet huel e skeul ar zantèlez, e paouez
da gaout aoun, e ton he galoun da iena ha da
bedi nebeutoc’h-nebeuta bemdez ; ha neuze,
dallet gant re a fisianz, ne labour nemet a-nebeudou
evit he zilvidigez. An dra-ma ne c’hoarvez
ket gant an demptasion : epad ma c’hwask
an demptasion war an ene paour ha ma wel
ema e-tal da bèc’hi, neuze e sao a galoun war-zu
an Aotrou-Doue hag etrezek he Vamm-Zantel ;
neuze e lavar ez eo gwell gant-han
mervel eget pèc’hi ; neuze pleget dindan he
zempladurez en em daol etre divreac’h trugarez
an Aotrou-Doue. Gwelet a dleer eta
brema e teu, dre an demptasion, nerz an ene
da greski, hag an ene dre-ze da veza tostoc’h
oc’h Doue ha muioc’h a-unan gant-han.
6. — Arabad eo e kement-se kaout c’hoant da veza temptet, red eo kentoc’h pedi an Aotrou-Doue da bellaat pep temptasion diouz-omp, dreist-holl ar re a lakafe marteze ac’hanomp da bèc’hi. An dra-man a c’houlennomp bemdez, pa lavaromp ar Bater. Pa fell da Zoue a-vad e vemp temptet, n’en em nèc’homp ket diwar-benn ar sonjezounou fall a zao enn hor spered, dalc’homp hor fisianz e Doue, goulennomp nerz out-han, hag e teuio d’hon harpa e poent hag enn amzer. En em lakeomp etre daouarn an Aotrou-Doue ha n’hor bezet aoun e-bed, rak mar fell d’ezhan e vemp dalc’het da gaout temptasionou, ne bellaïo ket diouz-omp enn aoun na deufemp da goueza.
7. — Gwelomp brema petra dleomp da ober evit trèc’hi an temptasionou. E meur a zoare e c’heller beza treac’h d’ezho, eme Tadou ar vues kristen, evelato ar gwella tra a zo eo pedi, rak ar beden, ouc’h-penn ma ’z eo red, a zo c’hoaz an hent êeuna hag easa da drèc’hi pep temptasion. Pa vezomp tempet eta, en em erbedomp oc’h Doue ha lavaromp d’ezhan, gant eur galoun izel ha leun a fisianz : « Aotrou, va Doue, roit nerz d’in, roit d’in nerz dioc’h-tu ! » Ar beden-ze a zo a-walc’h evit lakaat ac’hanomp da drèc’hi, ha pa ve an ifern zo-ken savet holl enn hon enep, rak Doue a zo kalz krevoc’h evit na d-eo an holl zroug-sperejou. Doue a c’hoar e c’hellomp herzel oc’h an temptasionou, rak pa vezomp o vont da gosteza gant an droug, Doue neuze a zo red d’ezhan digas d’e-omp nerz a-walc’h evit beza treac’h, mar goulennomp digant-han diana.
8. — Penaos e c’hellfemp-ni kaout aoun na deufe ket Jezus-Krist da gennerzi ac’hanomp, goude kement en deuz lavaret : « Ha gwasket stard oc’h gant an demptasion, eme an Aotrou-Doue, deuet david-oun ha me ho tenno er meaz a boan ; hag enebourien a zo enn dro d’e-hoc’h, galvit ac’hanoun, emez-han, hag e teuin hag e tennin ac’hanoc’h euz ho daouarn, hag e veuloc’h ac’hanoun goude. » Neuze e c’halvoc’h an Aotrou-Doue da rei skoaz d’e-hoc’h hag an Aotrou-Doue a glevo ac’hanoc’h ; krial a reoc’h war-zu enn-han : « Aotrou, roit nerz d’in buan. Aotrou, roit nerz d’in ! » Hag e lavaro d’e hoc’h : « Setu me o vont, setu emaoun enn eun tu gan-e-hoc’h. » Ha den e-bed en deuz pedet biskoaz an Aotrou-Doue hep na ve bet selaouet he beden ? Ar roue David a anaveze ker mad e vije dre ar beden treac’h d’he enebourien, ma lavare : « Gervel a rin an Aotrou hag e kaso kuit va enebourien diouz-in. » Gouzout er-vad a rea ema atao an Aotrou-Doue e-kever an hini a bed anezhan. Sant Paol ive a lavar ez eo mad an Aotrou-Doue e-kever ar re a bed anezhan.
9. — Mar pedfet atao an Aotrou-Doue pa vezer temptet, ne bec’hfet ket morse, hogen ar gwasa zo, siouaz ! eo ma fell d’an den en em rei d’he c’hwall dèchou ha ma kav gwelloc’h eun dra-bennag a blij d’ezhan eget na d-eo Doue, ar mad dreist pep mad. Setu penaos e pèc’h an den, dre ma fell d’ezhan pèc’hi, rak eun dra hag a anavez an holl : an hini a bed an Aotrou-Doue ne bèc’h ket, e-leac’h e pec’h atao an hini ne bed ket anezhan ; dreist-holl pa vez temptet gant ar c’hik. Salomon ar fur a lavare ne voa ket evit beza gwenn ha glan he ene hep gras Doue ha dre-ze, eme-z-han, e c’halvje Doue d’he gaout, pa vije temptet. Pa vezer temptet gant ar c’hik, pe a-enep ar feiz, arabad eo klask stourm a-benn kaer oc’h an demptasion, hogen, dioc’h-tu ma sao, ez eo red he c’has kuit, o sonjal enn eun dra-bennag all, a ve mad da rei labour d’ar spered, evel ma ve sevel hor c’haloun war-zu Doue hag en em c’hlac’hari diwar-benn hor pec’hejou tremenet. Rak-tal eta ma teu d’e-omp eur zonj fall-bennag ez eo red he c’has er meaz, ha koulz lavaret, prenna an nor out-hi hep choum da zellet petra eo ; red eo, enn eur ger, oher evel a rafet ma kouesfe eur c’hlaouen dan war-n-omp.
10. — Mar e deuz lezet an demptasion he roudou enn hor spered hag enn hor c’haloun, neuze ez eo red goulenn nerz digant an Aotrou-Doue, enn eur lavaret an hanvou santel Jezus ha Mari. An daou hano sakr-se a zo kre-meurbed oc’h an temptasionou. Eur bugel, pa wel eur bleiz, a red dioc’h-tu da guzet etre divreac’h he dad hag he vamm, hag eno n’en deuz aoun e-bed mui. Greomp evel-d-han, eme zant Fransèz a Zal ; dioc’h-tu ma welimp an demptasion o sevel, redomp a-benn-err da gaout Jezus ha Mari, hep choum da zellet na da glask gouzout pe seurt eo. Sant Pakom a glevaz eun dervez an droug-spered o lavaret, lorc’h enn-han, en devoa lakeat eur manac’h a ioa da bèc’hi, dre zelaou re anezhan epad an demptasion, ha dre n’en devoa ket en em erbedet raktal oc’h Doue. Klevet a reaz ive eun droug-spered all o klemm dre ne voa ket bet evit dont a-benn da lakaat eur manac’h all da bèc’hi, petra-bennag ma tempte anezhan gwasa ma c’helle, hag, eme an droug-spered-ze, treac’h e vez d’in atao, o veza ma ped an Aotrou-Doue, dioc’h-tu ma wel ac’hanoun.
11. — Mar kendalc’h an demptasion da badout, arabad eo d’e-omp beza nec’het ha mont droug enn-omp, rak an droug-spered a c’hellfe, dre an hent-se, kaout an dro d’hor lakaat da bèc’hi ; hogen neuze en em lakeomp izel a galoun, etre daouarn an Aotrou-Doue a lez war-n-omp an demptasion ; lavaromp d’ezhan : « Aotrou, va Doue, ar pèc’hejou am beuz great, siouaz ! a zo penn-kaoz d’in da gaout eur seurt temptasion ; me ho ped, roit nerz d’in evit na bèc’hin ket. » Endra bad ar gaouad, na baouezomp ket eta da lavaret : « Jezus ha Mari. » Eun dra vad c’hoaz neuze, zo en em lakaat a-nèvez e stad da c’houzanv pep seurt poaniou, hag ar maro zo-ken, kent eget pèc’hi, hep paouez evelato d’en em erbedi oc’h Doue. Pa vez an demptasion ker kre, ma vez tost d’e-omp beza trec’het, pedomp, pedomp kalounek war hon daoulin dirak ar zakramant, dirak ar grusifi, pe dirak ar Werc’hez ; gouelomp, huanadomp, goulennomp nerz digant an nev. Eur wirionez eo ema an Aotrou-Doue atao e-tal da glèvet ouz hor peden. Evelato, ne d-eo ket evit hon ijin hon unan, digant an Aotrou-Doue a zo douget mad enn hor c’hever eo e tleomp kaout nerz da herzel oc’h an demptasion. An Aotrou-Doue a fell d’ezhan a-wechou e poanfemp hon-unan da veza treac’h, ha pa wel ez omp sempl ha toc’hor, neuze e teu hag e laka ac’hanomp da drec’hi mad hon enebour.
12. — Epad ma vezomp temptet, e tleomp ober aliez sin ar groaz war hon tal ha war hor c’haloun, ha mont ouc’h-penn da gaout an tad kovesour. Sant Filip Neri a lavare : « Eun demptasion, pa vez anavezet, a zo hanter drèc’het. » An darn vuia euz ar veleien a gred pa vez bet reizet mad hed ar weach buez ar gristenien, pa vezont nèc’het diwar-benn gouzout pe hi o deuz pèc’het, pe n’o deuz ket, enn eun demptasion-bennag, ar gristenien-ze a dle kredi neuze n’o deuz ket kollet gras Doue, rak, eme-z-ho,ne c’hell ket eun ene zo bet douget d’ar mad hed ar weach, dont enn eun taol da drei d’an droug, heb anaout en deuz pèc’het e gwirionez. Ar pèc’hed marvel a zo eun dra ken heuzuz ne d-eo ket evit mont enn ene en deuz bet kasouni out-han epad keid-all a amzer, hep na vez gwezet er-vad gant an den. Santez Thereza a lavare : « Den e-bed n’en em goll hep gouzout d’ezhan, ha den e-bed ne fazi ha ne bèc’h hep na fell d’ezhan. »
13. — Ar re a zo kizidik ho c’houstianz ha kre ho feiz, hag evelato a zo enn aoun hag e nec’h gant an temptasionou o deuz a-berz ar c’hik pe a-eneb ar feiz, ar re-ze a zo mad e ve miret out-ho gant ho zad-kovesour na lavarfent ger diwar-benn ho zemptasionou, rak an eneou-ze o tiskenn enn ho c’houstianz hag oc’h evesaat piz oc’h ar pez o deuz great, a c’hellfe, dre gement-se, beza douget da greski ho nec’h hag ho enkrez ha, dre-ze, o defe muioc’h da ziouall out-ho ho-unan. A-walc’h eo eta d’an tad-kovesour gouzout er-vad n’o deuz ket an eneou-ze selaouet aliou an droug-spered, evit lakaat anezho da zenti out-han ha da choum hep komz euz ho zemptasionou. Evel-se a reaz santez Janned a Gantal. Temptasionou braz hag a-leiz anezho e devoa bet epad meur a vloaz, hep gouzout e devoa pèc’het, hag hep biskoaz diskuilla anezho d’he zad-kovesour, hervez ar gelen e devoa bet digant-han. Ar zantez-ze a lavare : n’em beuz morse anavezet er-vad em be selaouet temptasion e-bed, evit diskouez e doa evel aoun diwar ho fenn hag e voa ive e peoc’h, pa voa bet miret out-hi gant he zad-kovesour na gomzche ket anezho d’ezhan. Mad eo e kement-se komz anezho, ha pep kristen a dle da genta lavaret d’he dad-kovesour an temptasionou en deuz bet, nemet miret e ve out-han goude-ze.
14. — Ar gwella tra hag ar pez zo red zo-ken evit trèc’hi an demptasion, eo, me her lavar c’hoaz, kenderc’hel da bedi endra bad, hag epad ma c’hwask war-n-omp. Lakaat a ra aliez an Aotrou-Doue ne vezimp treac’h, nemet goude ar genta, an eil, an drede, pe ar bederved peden, evit na baouezimp da bedi anezhan e pep mare. Bez’ e tleomp gouzout er-vad ema hor mad er beden ; e teuomp dre ar beden da drei oc’h Doue ha Doue ouz-omp, e vezimp dre-z-hi treac’h d’an demptasion, e vezimp karet gant Doue, e vezo ouc’h-penn santel hon ene hag e kendalc’himp er zantèlez bete mervel, bete ma vezimp salvet ; o c’houzout kement-se e tleomp pedi atao, pedi stard ha kalounek.
15. — Arabad e ve den souezet o klevet lavaret ken aliez pedi, o klèvet ez eo ker mad ar beden hag ez eo eun dra hag a zo red ouc’h-penn. An droug-spered a zo noz-deiz enn dro d’e-omp o klask lakaat ac’hanomp da goueza, hogen dre n’omp ket evit herzel out-han hep gras Doue gan-e-omp, ez eo red e kemerfemp armou Doue, evel a reaz an abostol sant Paol. Ha petra eo an armou-ze, nemet ar pedennou karantezuz ha kalounek ; gant-ho ha drez-ho hep-ken e teuomp a-benn da ziskar hon enebour. Doue he-unan, er skritur sakr, euz an eil penn d’egile, a zesk d’e-omp pegement or beuz izomm euz ar beden. « Galvit ac’hanoun, eme-z-han, ha me he tenno a boan ; kriit war-zu enn-oun, ha me a glèvo ho peden. Red eo pedi atao, pedi heb ehana. Goulennit hag e vezo roet d’e-hoc’h. Taolit evez ha pedit, pedit hep paouez. » Hervez a lennomp hag a welomp eta, ne c’houfe kristen e-bed pedi re na re aliez.
16. — Ar veleien er gador-brezek hag e kador ar binijen, koulz hag ar re anezho a ra levriou santel, a dle dreist-holl kelenn ar gristenien da bedi. Ar beden a zo boed an ene hag hep-d-hi ne d-eo evit beva euz a vuez ar c’hras. Prezeg, kommunia, kaout poan, rei an aluzen a zo traou mad holl, pa vezont great evit Doue, den e-bed n’her nac’hfe ; evelato n’int ket holl evit miret ouz-omp da goueza gant an demptasion, ma ne c’halvomp ket an Aotrou-Doue dre ar beden. Pedomp eta mar fell d’e-omp en em zavetei, pedomp pa vezomp temptet, goulennomp oc’h hor Zalver ma plijo gant-han rei d’e-omp nerz da drèc’hi an droug-spered, ma plijo gant-han hor c’henderc’hel enn he c’hras ha ma pedimp anezhan bete mervel. Galvomp ive ar Werc’hez-Vari enn hor pedennou ; dre-z-hi e tiskenn grasou Doue war ar bed, ha sant Bernard a lavar ; heb aoun e fell da Zoue e teufe he c’hrasou d’an holl dre zaouarn he Vamm zantel, ar Werc’hez-Vari.
Jezus, va Zalver ha va Doue, fisianz am beuz e vezo taolet diwar-n-oun va fec’hejou dre ho trugarez hag ho madelez, hag ez in gan-e-hoc’h d’an nev d’ho trugarekaat ha d’ho karet da-viken. Anaout a ran er-vad em beuz pec’het, ha pec’het aliez, o veza n’am beuz ket goulennet a-walc’h ouz-hoc’h ar c’hras da genderc’hel er mad. Brema, o va Doue, e c’houlennan ar c’hras-se, n’am list ket da bellaat diouz-hoc’h morse, dreist-holl pa vezin temptet, rak neuze eo em bezo muioc’h izomm ac’hanoc’h. Gwerc’hez-Vari, va rouanez ha va mamm, ho pedi a ran, dre ar garantez vraz o peuz bet ouz ho Map, grit d’in ar c’hras m’en em erbedin atao oc’h Jezus hag ouz-hoc’h-hu bete mervel.
17. — Fall a rear, eme zant Fransèz a Zal, lakaat ar feiz hag ar zantèlez dioc’h ma vez bihan pe vraz an dudi a gaver e servich Doue. Ar wir zantèlez a zo beza douget da ober ar pez a fell da Zoue : dre ar zec’hor eo e teu an Aotrou-Doue da lakaat da starda out-han gant karantez an eneou a gar muia. Ar pez a vir muia ouz-omp da veza a-unan gant Doue, eo dre ma ’z omp douget d’hon techou fall ha direiz. Pa fell da Zoue lakaat eun ene mad d’he garet a wir galoun, e klask da genta an doare da zistaga anezhan dioc’h pep karantez oc’h madou an douar. Neuze e lam digant-han, nebeud-a-nebeud, joaiou, madou hag enoriou ar bed, he vignouned, he gerent, he ièc’hed, ha dre an diouer euz an traou-ze holl, e tistag anezhan dioc’h kement zo krouet, evit ma teuio da garet Doue hep-ken.
18. — Doue neuze, evit lakaat an ene da garet madou an nev, a skuill enn-han, da genta dudiou ker braz ma red euz an daoulagad daelou stank a levenez. Ker mad eo an dudiou-ze, ma tistag gant-ho. an ene dioc’h kement tra a gar, ha m’en em laka da ober pinijen, da iun ha d’en em gastiza kalet e pep giz. Da lakaat evez a zo, evelato, oc’h ar frouden a zantelez-ze, hag eun tad-kovesour mad a dle neuze derc’hel penn oc’h an ene kristen ha miret out-han, da vihana, na noasfe ar gastiz a ra oc’h ar ièc’hed. An droug-spered, pa wel ec’h en em roer da Zoue, hag e teu da genta levenez digant-han d’an ene, a re d’ezhan an ali da ober pinijen galet, evit he lakaat da goll ar ièc’hed, ha dre-ze evit miret out-han na raio divezatoc’h na pinijen, na peden, na kommunion, na netra vad all e-bed ken ; hag enn distro euz an hent-ze, e tigaso an den a-nevez da blegou ha da dechou fall he galoun. An tad-kovesour a dle neuze eta miret krenn na rafet ar seurt pinijennou-ze ; kelenn a dle an ene mad d’en em gastiza a galoun, me lavar da c’houzanv hep klemm an dismeganz, ar poaniou, da zenti oc’h he vistri, da choum hep klevet na gwelet ar pez a gare. An ene mad, o vont evel-se rag-êeun dre zourn he dad-kovesour ; pa vezo deut da veza kre a-walc’h he-unan, a c’hello goude oher pinijen gorf nebeud-a-nebeud, gant ma talc’ho evelato da gemeret kuzul eur weach enn amzer. War gement-man, arabad eo lavaret evel-kent ne dalv netra pe ne dalv kalz kastiza ar c’horf, rak pegement-bennag ma ’z eo pinijen ar galoun enn tamm brao gwelloc’h evit mont d’ar zantelez, kastiza ar c’horf ne d-eo ket fall ken nebeud. « Anez kaout poan gorf, eme c hoaz sant Visant a Baol, den ne c’hell a-grenn beza mare d’ezhan he-unan, da lavarct eo, e savo anez enn he enep, he galoun direiz hag he dèchou fall. »
19. — An ene, oc’h en em rei da Zoue hag o kaout da genta eun dudi vraz gant-han, a zilèz an traou krouet a-nebeudou hag hep kalz a boan, evit en em staga oc’h Doue. Hogen, dre ne ra kement-se nemet dre ma kav mad an dudi a danva, hep beza douget a galoun da blijout d’an Aotrou-Doue, an ene-ze a gred, er meaz a wir, e kar Doue seul-vui ma kav mad servicha anezhan. Ha petra a c’hoarvez goude ? Neuze, kristenien, pa vez red dilèzel ar beden hag an traou santel a ra, o kaout enn-ho kemend-all a zudi hag a levenez, evit rankout senti oc’h eur mestr hag ober ar pez a zo dleet d’ezhan dre he stad ; ia, neuze, e vez d’an ene eur boan vraz, neuze en deuz nec’h hag enkrez. Setu, kristenien, peger sempl ha pegen dinerz eo an den a glask e kement tra a ra ar pez a gar hag a gav mad. Goude-ze an ene paour, o welet ne gav mui e servich Doue ar joaiou a gave da genta, a zilèz pep tra vad a rea, a verra he bedennou a zeiz da zeiz hag, enn distro, ne lavar mui hini e-bed. Setu eno petra c’hoarvez gant kalz a eneou ; klevet mouez Doue a reont, mom a reont enn hent ar zantèlez, ha goude bale eur pennad dindan dudiou an nev, dioc’h-tu ma ’z eo red d’ezho dioueret grasou Doue, dioc’h-tu e troont ho c’hein hag e tistroont d’ho buez fall. Red eo eta kredi er-vad : karantez Doue hag he zantèlez n’emaint ket o tanva hep paouez frealz ha dudi gwalc’h ar galoun ; hogen, o trèc’hi ar garantez or beuz ouz-omp hon-unan, evit ober ar pez a c’houlenn Doue hep-ken. Sant Fransèz a Zal a lavar ez eo Doue ker karantezuz, pa zigas poan hag enkrez d’e-omp, evel pa zigas levenez ha dudi.
20. — Epad ma vez Doue hag he joaiou enn ene, ne vez ket diez lezel ar bed hag ar c’hik, ha gouzanv hep klemm an dismeganz hag ar poaniou ; ne d-eo ket eta dre ar garantez en deuz an ene ouz Doue, hogen dre ma ’z ema enn eur stad vad hag euruz eo e c’houzanv he boan. Doue a c’hoar er-vad petra eo an ene ha dre-ze, evit he grevaat, ez a kuit diout-han hag e lam digant-han he joa hag he frealz, evit m’en em zistago gwelloc’h diout-han he-unan. Da genta, e voa euruz ha laouen oc’h en em ginnig hag oc’h en em rei da Zoue, o tigèri he galoun gant fisianz ha gant karantez ; brema a-vad n’en deuz nemet poan ha sèc’hor ; inou en deuz o pedi, o lenn, o kommunia, o veza ne gav mui enn traou-ze nemet spount ha tenvalijen ; kaout a ra d’ezhan ez eo kollet, krena a ra atao gant aoun n’en defe ket pedet mad a-walc’h, ha nèc’het gant an aoun-ze e ped a-nevez ; ankeniet eo gant ar zèc’hor vraz a gav e-kreiz he ene, ha kredi a ra ne glev ket an Aotrou-Doue he beden.
21. — Setu ama ar pez a zo mad hag a c’hellomp da ober e-kever an traou-ze. Arabad eo distrei dioc’h an dudiou a ro Doue, kemeromp anezho gant anaoudègez vad, heb evelato choum re d’ho zanva ha d’ho zaouri, na da veza stad enn-omp gant-ho ; ar stud re vraz-ze a zo enn-omp enn lountrègez a spered, eme zant Iann ar Groaz, ne d-eo ket karet tamm gant an Aotrou-Doue. Dre-ze eta, kasomp euz hor spered ar stad-ze a zo enn-omp evit an dudiou or beuz digant Doue, ha na gredomp ket e ve an Aotrou-Doue ken douget mad evid-omp, dre ma ’z omp gwelloc’h eget ar re all. Ar zonj-ze a lakafe anezhan da vont kuit a-grenn diouz-omp, ha neuze e choumfemp hon-unan gant hor sempladurez hag ar pèc’hed. Dudiou an Aotrou-Doue a zo gwelloc’h d’an ene evit holl vadou hag holl enoriou ar bed.
Trugarekaomp Doue eta evit ar vadèlez en deuz bet da rei anezho d’e-omp, hag enn eur drugarekaat anezhan, izelaomp hor c’haloun ha diouallomp na ankounac’hafemp hor pec’hejou tremenet, sonjomp er-vad e teu d’e-omp ar grasou-ze euz a vadèlez an Aotrou-Doue, hag e tigas anezho d’e-omp evit hor lakaat gwelloc’h a-ze da c’houzanv hep klemm an holl boaniou hag an holl enkresiou a c’hoarvezo gan-e-omp. En em ginnigomp hag en em roomp eta da Zoue evit gouzanv pep seurt poaniou ar c’horf ha re ar spered, ar c’hlenved hag an dismeganz, enn eur lavaret d’an Aotrou-Doue : Setu me dira-z-hoc’h, grit ac’hanoun hag euz a gement am beuz ar pez a fell d’e-hoc’h ; roit d’in ar c’hras d’ho karet ha da ober er-vad pep tra a garit, ne c’houlennan netra ken ouz-hoc’h, va Doue.
22. — Eun ene hag a c’hoar er-vad ema gras Doue gant-han, ha n’en defe da danva netra euz a zudiou ar bed nag euz a zudiou an nev, a zo evel-kent atao e peoc’h, o veza ma c’hoar e kar Doue hag ez eo karat gant-han. An Aotrou-Doue, o falvezout d’ezhan e ve an ene gwennoc’h ha glanoc’h dira-z-han, hag e ve ivez distag mad dioc’h pep karantez ouz traou ar bed ; evit ma vezo neuze muioc’h a-unan gant-han dre ar wir garantez, Doue a-wechou a laka an ene da veza enn eur zèc’hor vraz, a re d’ezhan ar gwasa euz ar poaniou a c’hell da c’houzanv. Neuze spered an den a deu da veza goloet gant kement a denvalijen, ne d-eo mui evit anaout e pe stad ema, ha ma kav d’ezhan ne vezo mui evit kaout an Aotrou-Doue. Doue a lez ive a-wechou an ene da veza gwall-dernptet gant ar c’hik savet a-enep d’ar spered, d’ar feiz, d’ar fisianz ha d’ar garantez, savet a-enep Doue he-unan, o kredi ez eo dilèzet gant-han. Neuze, o veza ma ’z eo kre aliou an droug-spered ha sempl ar c’hik, hag a bent all, dre ne c’hoar ket an ene, petra-bennag ne fell ket d’ezhan pèc’hi, dre ne c’hoar ; ket anaout er-vad, e kreiz an denvalijen-ze, pe e talc’h penn a-walc’h oc’h an demptasion pe ne ra ket, neuze an traou-ze holl a ra d’ezhan krena gant aoun n’en defe pèc’het ha kollet gras an Aotrou-Doue. He spount war gement-se a zo ker braz, ma kred ema tost d’en em goll, ha ne d-eo mui karet gant Doue en deuz brema droug out-han. Ar zent brasa zo-ken o deuz bet, enn ho amzer, ar zèc’hor hag ar spount-se ive da c’houzanv. Santezi Thereza a lavar he-unan e deuz bet he lod anezho, hag er stad-ze a enkrez, pa veze enn tu-bennag he-unan, e kreske he foan hag e kave d’ezhi e voa ar beden a galoun eun ifern, ken diez e voa.
23. — Ar zèc’hor hag ar poaniou-ze ne dleont spounta tamm e-bed eun ene a zo karantez Doue enn-han, ha nebeutoc’h c’hoaz an tad-kovesour a ren anezhan. An temptasionou-ze a berz ar c’hik hag a-enep ar feiz a den gweach a vez euz an aoun hag euz an nèc’h zo enn ene, a-wechou ive e vezont c’houezet gant an droug-spered. Hogen, o veza ne d-euz ar galoun perz e-bed enn-ho, an temptasionou-ze ne d-int ket pec’hejou. An ene a gar Jezus-Krist, gant eur gwir garantez, a zalc’h mad hag a harz oc’h peb ali fall ; tenvalijen a-vad o veza enn-dro d’ezhan, ez eo nec’het, ha dre n’en d-euz ket digant Doue dudi he c’hras santel, e kren hag ez eo poaniet. Mar fell d’e-hoc’h anaout e pe stad ema an ene-ze, goulennit out-han, e-kreiz he vrasa sèc’hor, hag hen a rafe eur pèc’hed veniel hep-ken anezhan he-unan ; ha ma ne varc’hata ket da lavaret ez eo gwelloc’h gant-han gouzanv kant gweach ar maro kent eget ober an distera pèc’hed, neuze bezit heb aoun ha divorc’het war he stad.
24. — War gement-man setu c’hoaz : red eta lakaat kemm el leac’h ma ’zeuz, ober eur pez mad, evel ma ve trèc’hi an demptasion, kaout fisianz e Doue, karet anezhan ha goulenn ma vezo great ar pez a fell d’ezhan, ober kement-se ha gouzout e rear mad a-walc’h kement-se a zo daou : an eil anezho, me lavar an anaoudègez euz ar mad great gan-e-omp a ro joa d’e-omp ; ar mirit a-vad a zo er c’henta, da lavaret eo er mad great gan-e-omp. Doue ne c’houlen nemet ar c’henta euz an daou-ze, me lavar, ma raimp ar mad; an eil a denn digant an ene, me lavar an anaoudègez euz ar mad-ze, evit miret n’en defe joa enn-han he-unan ; ar joa-ze ne greskfe tamm e-bed talvoudègez ar vad great, hag an Aotrou-Doue a gar gwell or befe mirit evit or befe joa. Setu ama petra skrive sant Iann ar Groaz evit diboania eun ene a ioa er stad-ze, « Biskoaz, eme-z-han, ne d-eo bet gwelloc’h stad hoc’h ene, rak biskoaz n’oc’h bet ken izeleat na distaget kerkoulz diouz-hoc’h hoc’h-unan evel ma ’z oc’h brema ; biskoaz n’o peuz en em glasket nebeutoc’h evit na rit brema. » Enn eur ger, arabad eo kredi e vemp karet muia gant Doue epad m’ema brasa saour an Aotrou-Doue enn hon ene, rak ar zantèlez n’ema ket o kaout frealz ha dudi digant Doue, bez’ ema oc’h en em zisprizout hon-unan hag o lakaat hor c’haloun hag hor spered da veza evel ma fell da Zoue e vent.
25. — Epad ma vez an ene er zèc’hor, ne dle ket selaou an droug-spered o lavaret d’ezhan ez eo brema dilèzet gant an Aotrou-Doue, arabad eo ken nebeud e paouesfe da bedi. Ali an aerouant a zo fall ha troidelluz, rak neuze ema o klask kas an ene da goll. « Dre ar zèc’hor hag an temptasionou, eme zantez Thereza, eo ec’h anavez an Aotrou-Doue ar re a gar anezhan. » Ha pa ve an ene er zèc’hor, epad m’ema war ar bed, ne dle ket, evit kement-se, choum tamm e-bed hep pedi Doue, rak ar poaniou-ze a vezo digollet ha paet mad, amzer a vezo. Red eo eta d’an den en em izelaat a galoun, enn eur gredi stard ez eo dleet d’ezhan ar poaniou en deuz evit he bèc’hejou tremenet hag e tle neuze ive en em lakaat holl etre daouarn an Aotrou-Doue, o lavaret d’ezhan : « Setu me ama, Aotrou, mar fell d’e-hoc’h e ven enn doan hag er zèc’hor er bed-man hag er bed-all, roit d’in ho kras hag ho nerz, grit ma karin ac’hanoc’h, ha goude-ze ive grit ac’hanoun ar pez a blijo gan-e-hoc’h da viken.
26. — Arabad eo d’e-hoc’h en em nèc’hi nag en em enkrezi muioc’h-mui diwar-benn gouzout pe c’houi a zo pe n’emaoc’h ket er stad a c’hras : ar boan o peuz ne d-eo nemet evit rei da anaout petra oc’h ha petra dalit dirak Doue ; ne zilèz ket ac’hanoc’h, rak ma ne fell ket d’ezhan e c‘houfac’h kement-se, ez eo evit ho prasa mad ; bez’ ez eo ive evit izelaat ho kaloun, evit ma pedoc’h muioc’h anezhan ha ma kresko muioc’h-mui ho fisianz enn he drugarez. Bez’ e fell d’e-hoc’h gwelet, ha Doue ne fell ket d’ezhan e welfac’h. Sant Fransèz a Zal a lavar : « An hini a zo en em lakeat da viret he ene dioc’h pep péc’hed a ziskouez, dre-ze, ema e gras Doue. » Kement-man evelato ne c’hell ket beza anavezet mad, pa vez braz-meurbed ar zèc’hor, rak arabad eo neuze d’an den klask anaout sklear e pe stad ema he ene ; a-walc’h eo klask anaout ar stad-ze diwar nij, koulz lavaret, hag en em lezel da vont holl etre daouarn an Aotrou-Doue. Kaout eur fisianz vraz pa vez tenvalijen e-kreiz an ene a vez kavet mad-meurbed gant an Aotrou-Doue. Lakeomp eta hor fisianz e Doue, pa gar ac’hanomp, eme zantez Thereza, kalz muioc’h evit n’en em garomp hon-unan.
27. — En em laouenait, eneou karet gant
Doue, pa ’z oc’h e gwirionez en em roet d’ezhan
a d'he garet ; petra-bennag ma o peuz
poan hag anken da c’houzanv, ho poan hag
hoc’h anken a ziskouez anat ez oc’h karet
ive meurhet gant Doue , en deuz great
evid-hoc’h eur gador gaer er Baradoz, e
leac’h ma pado ho tudi da virviken. Anavezit
er-vad seul-vui e vezo bet braz hoc’h :
anken war an douar, seul-vui ive e vezo braz
ho tigoll hag ho levenez enn nev. Santez Janned
a Gantal a voe enkrezet game an ifern epad
eur bloaz ha daou-ugent ; bez’ e devoe da
c’houzanv temptasionou a bep seurt, bez’ e voe
enn aoun ne divije kollet gras Doue ha na
vije dilèzet gant han ; he enkresiou a ioa hep
distag e-bed ha ker braz ma lavare e voa sonj
ar maro hep-ken eo a easea gwella anezhi
enn he foaniou. « Va enebour a lam var-n-oun,
eme-z-hi, gant kement a nerz, ne c’houzan
mui e pe du trei ; kaout a ra d’in ne
vezin mui evit gouzanv poan e-bed hep dale,
hag emaoun o vont da goll ha da zilezel pep
tra vad ; va zemptasionou a zo ker kre, ma
rofen va buez a galoun vad evit beza kuit
diout-ho. Kement e wall-gasont ac’hanoun,
n’oun ket aliez evit dibri tamm nag evit kousket
berad gant-ho. »
28. — Temptasionou ar zantez-ze a greskaz c’hoaz epad an eiz pe nao bloaz diveza euz he buez hag ho gouzanv a voe d’he c’haloun eur verzerenti ne baoueze na noz na deiz, kaer e doa pedi, labourat pe ehana. Eun truez e voa gwelet anezhi ; temptet e veze e pep tra, nemet gant ar c’hik ; an droug-spered a lakea anezhi da veza nec’het hag enkrezet e pep doare evit he zemplaat er mad muia ma c’helle. A-wechou ive an Aotrou-Doue a lame he sklerijen digant-hi, bete ma kave d’ezhi zo-ken gwelet anezhan e drouk out-hi, oc’h he c’has kuit diout-han. Neuze spountet holl, santez Janned a droe he daoulagad enn tu-bennag all evit en em zizoania, hag o veza ne gave dizoan e-bed, e tistroe a-nevez da zellet oc’h an Aotrou-Doue ha d’en em lakaat etre he zaouarn. Kaout a rea d’ezhi ez ea bepred d’en em rei d’an demptasion, ha petra-bennag ma ’z edo an Aotrou-Doue oc’h he harpa bepred, sec’hor he ene a gave ker braz, ma sonje d’ezhi e voa dilezet gant-han, dre n’e devoa nep joa o pedi, o lenn, o kommunia nag oc’h ober kement vad a rea, ha ma veze enn eneb enouet atao hag atao enn dizec’h. Neuze, er stad poaniuz ha truezuz-ze, ec’h en em lakea da zellet oc’h an Aotrou-Doue ha da lezel anezhan da ober ar pez a gare enn he c’hever.
29. — Santez Janned a Gantal a lavare c’hoaz, diwar-benn sèc’hor he ene : « Kaout a ra d’in ez eo va stad a vuez eur groaz all d’in, hag o veza n’oun ket evit ober netra vad, va c’hroaz a ia pouneroc’h-pounera. » Hevel e voa, a gave d’ezhi, oc’h eun den klanv ne dorr tamm ebed nerz he boan, ne d-eo evit trei na distrei e nep tu war he vele, ne d-eo evit lavaret e pe leac’h ema he boan, nag evit gwelet pe ez eo fall pe vad al louzou a zigaser d’ezhan ! Lavaret a rea neuze, enn eur skuilla daelou leiz he daoulagad : « Kaout a ra d’in n’em beuz na feiz, na fisianz, na karantez Doue. » Evelato, e voa laouen atao hag e komze oc’h an holl gant kalz a vadelez : sevel a rea hep paouez he daoulagad war-zu Doue hag enn he galoun sakr hep-ken eo e kave peoc’h ha diskuiz. Sant Fransèz a Zal, he zad-kovesour, a anaveze er-vad e voa kaer he ene dirak Doue ; lavaret a rea, o komz euz ar zantes-ze, « e voa he ene evel eur c’haner kaer ha bouzar : O veza ne glev berad, eme-z-han, kaer en deuz kana dudiuz, ne gav levenez e-bed enn he ganaouen. » Setu ama petra a skrivaz d’ar zantes-ze : « Bez’ e tleit servicha ho Salver dre garantez hep-ken evit ar pez a fell d’ezhan, pegement-bennag ez eo braz sèc’hor ha diouer hoc’h ene, petra-bennag m’emaoc’h e kreiz eur mor a anken hag a spount ; An hini a ra evel-se a gerz hag a ia d’ar zantelez. »
Evel a lavar an Iliz, ar zent a zo evel ar
vein benerez, labouret kaer gant ar morzol ha
gant ar gizel, da lavaret eo, gant temptasionou,
gant spount ha gant nec’h, evit beza mad
goude-ze da veza lakeat da harpa tron an
Aotrou-Doue e rouantelez ar Baradoz.
Va Jezus, va fisianz ha va c'harantez, ne dalan ket ar boan em be frealz ha dudi digan-e-hoc’h ; roit anezho d’an eneou glan o deuz karet ac’hanoc’h a-viskoaz Evid-oun-me, pèc’her ma ’z oun, ne c’houlennan ket kaout anezho digan-e-hoc’h. Ar pez a c’houlennan eo ho karet bepred hag ober ar pez a fell d’e-hoc’h hag ar pez a garit ; evelato, grit em c’hever ar pez a blijo gan-e-hoc’h ; d’e-hoc’h ez oun en em roet holl. Va fèc’hejou tremenet o deuz destumet d’in poaniou hag enkresiou brasoc’h evit ar re am beuz bet digan-e-hoc’h ; an ifern am beuz gounezet hag anez ho trugarez em c’hever, e vijen enn-han brema, o ouela da-viken e-kreiz ar poaniou grisie hep gallout dont d’ho karet morse.
O va Doue, choum hep ho karet a zo ar gwasa euz an holl boaniou, rak evit ober mad ez eo red e vec’h karet hep kemm na ment. Dre ho madèlez em c’hever, o peuz great ma ’z eo red d’in ho karet, hag hiviziken na vezin evit beva hep ho karantez nag hep ho karet. Ia, ho karet a ran euz a greiz va c’haloun ha muioc’h evit n’en em garan va-unan. Ar c’hoant-se am beuz d’ho karet a zo deut d’in euz ho kras santel ; kasit enn-oun ho labour da benn, harpit ac’hanoun bete mervel ha n’am list ket da vont war-lerc’h ar pez a garan va-unan. Roit d’in an nerz da drec’hi an temptasionou, dreist-holl d’en em drèc’hi va-unan. hag evit m’en em drèc’hin er-vad, grit ma c’halvin ac’hanoc’h hep paouez dre ar beden ; d’e-hoc’h-hu e fell d’in beza holl, d’e-hoc’h e roan va c’horf, va ene ha kement tra a zo em spered hag em c’haloun ; ne fell mui d’in beva nemet evid-hoc’h hag evid-hoc’h-hu hep-ken, va C’hrouer ha va Zalver, va c’harantez ha va holl vad ! Kousto pe gousto e fell d’in beza santel, ha fisianz am beuz e vezin, dre ho kras hag ho madèlez. Grit d’in kaout poan hag enkrez a bep seurt, hogen, roit d’in bepred ho kras hag ho karantez. Gwerc’hez Vari, fisianz ar bèc’herien, enn-hoc’h ive ema va fisianz ! Kement tra a c’houlennit digant Jezus, ho Map, a vez roet d’e-hoc’h gant-han ; erbedit evid-oun dira-z-han, ha dre ar garantez o peuz ouz Jezus-Krist, grit d’in kaout nerz evit ma ’z in rag-êeun war ho lerc’h da borz euruz ar baradoz !
1. — Red eo gouzanv hep klemm holl enkresiou ar vuez-ma ; ar c’hlenvejou, ar poaniou, ar baourentez. koll ar madou, maro ar gerent, an dismeganz hag, enn eur ger, kement tra a stourm ouz-omp. Anken ar vuez a ziskouez d’e-omp ez omp karet gant Doue hag e fell d’ezhan e vemp salvet ; ar boan a zigas an nev d’e-omp a vez kavet gwelloc'h gant an Aotrou-Doue eget kement tra vad-all a reomp hon-unan evit en em gastiza.
2. — Pa vezomp klanv, en em lakeomp holl etre daouarn an Aotrou-Doue : kement-se a blij muioc’h d’ezhan eget kement tra vad-all a c’hellfemp da ober. Ma n’omp ket neuze evit pedi a galoun, sellomp oc’h kroaz hor Zalver ha kinnigomp d'ezhan hor poaniou, evit ma vezint a-unan gant ar re a c’houzanvaz evid-omp war ar groaz. Mar lavarer d’e-omp emomp o vont da vervel, kemeromp an ali-ze e peoc’h ha greomp da Zoue a galoun vad ar zakrifis euz hor buez, evit marvel laouen hag evit plijout da Jezus-Krist. Enn eur c’hoantaat mervel. pa falveze da Zoue, eo e kreskaz mad ho maro da eneou ar verzerien. Lavaromp eta da Zoue : Aotrou, setu me a zira-z-hoc’h ! pa garoc'h e rin ar pez a fell d’e-hoc’h, pa garoc’h e c’houzanvin ar poaniou a zigasoc’h d’in, pa garoc’h e varvin, setu me dira-z-hoc‘h ! Arabad eo d’e-omp kaout c‘hoant da choum beo c‘hoaz evit ober pinijen; ar gaera pinijen a zo mervel hep klemm, pa fell da Zoue.
3. — En em lakeomp ive etre daouarn an Aotrou-Doue, mar d-omp paour ha diantek, mar or beuz riou ha naoun, mar d-omp skuiz, mar or beuz mez ha dismeganz da c’houzanv.
4. — Na glemmomp ket evit koll hor madou, hor c’herent, hor mignouned, en em voazomp da lavaret e-kreiz hon holl boaniou : bez’ e fell da Zoue, ha d‘in e fell ive. Pa varv unan-bennag euz hor c’herent, e-leac’h koll an amzer da ouela hep vad e-bed, pedomp muia ma c’hellimp evit an eneou or beuz karet, ha kinnigomp da Jezus-Krist, evit mad an anaoun, ar boan or beuz da veza ho c’hollet, an diènez hag an diouer or beuz anezho.
5. — Gouzanvomp hep klemm hag e peoc’h an dismeganz hag ar gwall-gomzou, na lavaromp netra pe gomzomp sioul ha gant madèlez oc’h an hini a zo rog ouz-omp. Ma verv hor goad eun dra-bennag, ez eo gwell d’e-omp tevel ken na vezo deut hor spered war he du. Arabad eo d’e-omp klemm oc’h ar re all diwar-benn ar pez zo bet great d’e-omp, hogen kinnigomp kement-se da Jezus-Krist en deuz bet gouzanvet kemend a boan evid-omp.
6. — Bezomp mad e-kever an holl, e-kever hor mistri hag e-kever ar re or beuz da welet war-n-ho, pe ez int bihan pe vraz, kerent pe diavezidi ; dreist-holl, bezomp mad e-kever ar re baour, ar re glanv hag ive e-kever hon enebourien.
7. — Pa reomp eur gourdrouz-bennag eo red e ve great hep beza droug enn-omp ; neuze hep-ken eo e tougo frouez mad. Rak-se, arabad eo d’e-omp kelenn ar re-all, pa vez droug enn-omp hon-unan, hor c’homzou neuze a ve c’houero, kaer or be ; arabad eo ive kelenn eun all a zo droug enn-han, rak oc’h he gastiza neuze, e-leac’h he lakaat da zont enn-han he-unan, e kreskfe an droug a zo enn-han.
8. — N’or bezet avi e-bed oc’h ar madou, an enoriou, ar c’hargou huel nag oc’h meuleudiou an dud ; traou int ha ne dalont netra. C’hoantaomp hep-ken karet Jezus-Krist evel ar re a gar muia anezhan ; ar re-man a zo laouenoc’h gant karantez Doue eget rouanez ar bed gant kement tra o deuz. Trugarekaomp Doue evit m’en deuz great d’e-omp anaout ne d-eo netra madou an douar, rak ar re-man a gas a steiou an eneou da goll.
9. — E pep tra a reomp hag a lavaromp. na glaskomp ket ar pez a fell d’e-omp hon-unan, klaskomp plijout da Zoue hep-ken ; dre-ze n’or bezet enkrez e-bed evit kement tra a stourm ouz-omp, ha mar deu eun dra-bennag gan-e-omp da vad, na glaskomp ket kaout evit-ho meuleudi nag anaoudègez vad an dud. Mar droug-komzer diwar hor penn. na reomp van. ne d-eo ket d’an dud, da Zoue eo e fell d’e-omp plijout.
10. — Ar pez a zo gwella d’e-omp da ober evit mont d’ar zantèlez, zo da genta, miret na rafemp ac’hanomp hon-unan an distera pec’hed zo-ken ; hogen, mar or beuz pec’het enn eur c’hiz pe c‘hiz, siouaz d’e-omp ! arabad eo or be droug ouz-omp hon-unan, red eo neuze kaout keuz ha glac’har hep enkrez, sevel ar galoun da garet Jezus-Krist ha lavaret d’ezhan ne bec’himp mui, dre nerz he c’hras santel.
11 — D’an eil, c’hoantaat beza santel evel ar zent, ha gouzanv pep tra evit plijout da Jezus-Krist, pe, ma n’ema ket ar c’hoant vad-ze enn hor c’haloun, pedi an Aotrou-Doue da lakaat anezhi da zevel enn-omp, rak hep eur c’hoant gwirion da veza santel, ne c’hellimp birviken kerzet buan gant hent ar zantèlez.
12. — D’an trede, lakaat stard enn hor penn ez aimp hag e pignimp d’ar zantèlez. Hen-nez eo an hent ma trec’himp dre-z-han kement tra a har-zo ouz-omp, bete zo-ken an dic’halloudègez hag an diegi or beuz ; anez ober kement-se, an ene, laosk atao, a goues pep tro ma stok oc’h an distera tra.
13. — D‘ar pevare, ober bemdez ar beden a galoun epad eun heur da vihana, ha pegement-bennag e vemp enouet, peger braz-bennag e ve ar zèc’hor hag an enkrez or beuz o pedi, derc’hel da bedi atao, nemet red e ve e gwirionez dilézel ar beden-ze evit senti.
14. — D’ar pemped, kommunia meur a weach er zizun, gant ali an tad-kovesour, rak arabad eo e kommunifemp, ma na lavar ket d’e-omp. Evel-se ive a dleer da ober e-kever kastiza ar c’horf, iun ha dougenn eur siliz ; anez senti, ar c’hastizou-ze, e-leac’h ober vad, a rafe gaou oc’h ar iec’hed, hag a ve d’an ene abek marteze da gaout ourgouill. Rak-se eta ez eo red enn traou-ze senti atao oc‘h an tad-kovesour, a reno ac’hanomp evit ar gwella.
15. — D’ar c’houec’hved, red eo pedi hep paouez, goulenn oc’h an Aotrou-Doue kement tra or beuz izomm, pedi ive hon eal mad, hor zant-paeroun, ha dreist-holl ar Verc‘hez santel, a dremen dre he daouarn an holl grasou a ro Doue d’an dud.
Dioc’h ar beden e teu he zilvidigez d‘an den. Setu ama petra dleomp dreist-holl da c’houlenn oc’h Doue enn eur bedi :
Kenderc’hel da gaout he c’hras santel. An hini a c’houlenn ar c‘hras-se en deveuz anezhi. hag an hini n’he goulenn ket a choum hep he c’haout hag a ia da goll.
Goulenn c’hoaz a dleomp kaout karantez Jezus-Krist ha beza a du gant-han evit kement tra a falvezo d‘ezhan da ober enn hor c’hever, o lakaat evez da bedi atao enn hano Jezus-Krist. An traou-ze a dleomp da c’houlenn enn hor pedennou dioc’h ar mintin, epad ar beden a galoun, pa gommuniomp, pa vezomp dirak ar zakr ha dioc’h an noz pa ziskennomp goulou hor spered enn hon ene, da welet pe zroug or beuz great epad an deiz.
Pa ziroll war-n-omp eun demptasion-bennag, neuze e tleomp dreist-holl goulenn oc’h Doue an nerz or beuz izomm da gaout evit nerzel out-hi ha beza treac’h d’an droug-spered, mar laka traou louz da zevel dira-z-omp. Lavaromp neuze aliez an daou hano santel Jezus ha Mari. An hini a bed a vez treac’h, an hini ne bed ket a vez trèc‘het.
16. — Bez’ e tle beza izel hor c’haloun : arabad eo or be ourgouill evit ar madou, an enoriou, ar spered nag evit netra vad all e-bed or beuz. Nebeutoc’h a ourgouill a dleomp da gaout c’hoaz evit madelesiou all an Aotrou-Doue e-kever hon ene ; bez’ e tleomp enn-enep en em lakaat hon-unan evel tud fall euz ar re falla. ha karet dre-ze e vemp disprizet gant an holl. Arabad eo eta e vemp hevel oc’h ar re a zo fall e gwirionez hag a fell d’ezho e vent kavet gwelloc’h evit an hall. Mar c’hoarvez d’e-omp beza gourdrouzet pe gastizet, na glaskomp digarez e-bed ha pa vemp zo-ken tamallet e gaou, izelaomp hor c’haloun ha digemeromp mad ar gastiz hag ar boan a rear d’e-omp, gant na vezimp ket eur skouer fall. Evit miret oc’h an dra-ze hep-ken ez eo red en em zidamall.
17. — Miromp n’or be c’hoant da veza karet hag enoret gant an dud. N’ankounac’haomp ket lavar kaer sant Fransèz : « N’omp netra nemet ar pez ma ’z omp dirak Doue. » Ar gwella kristen hag an hini a zo izela he galoun a gar ive muia beza disprizet ha goapeet gant ar bed.
18. — Distagomp hor c‘haloun dioc‘h an traou krouet. Ne vezo den birviken evit nijal war-zu Doue ha beza e gwirionez a-unan gant-han, epad ma vezo stag oc’h an distera tra krouet a zo.
19. — Bannomp dreist-holl euz hor c’haloun ar garantez direiz or beuz ouz hor c’herent. Sant Filip a Neri, a lavare : « Seul-vui e karomp an traou krouet, seul-nebeutoc’h a-ze e karomp Doue. » Evit kemeret eur stad a vuez, diouallomp ouz ar pez a fell d’hor c‘herent ; muioc’h e klaskont ho mad ho-unan eget mad hon ene-ni. Ne zellomp ket oc’h ar pez a lavar an dud diwar hor penn. oc’h ar stad a reont ac’hanomp, nag ive ken nebeud oc’h ar stad a reomp ac‘hanomp hon-unan. Red eo dilezel pep tra evit kaout pep tra, eme Thomaz a Kempiz.
20. — Arabad eo ez afe droug enn-omp, n'euz forz petra c’hoarvez gan-e-omp. Mar deu hor gwad da virvi eur weach-bennag, tavomp dioc’h-tu, ken a velimp e vezo torret var-n-omp. Rak-se ez eo mad ec‘h en em lakafemp araok, dre ar beden a galoun, da ziarbenn an droug a c’hellfe mont enn-omp divezatoc’h, ha war gement-man or bezet sonj euz ar pez a lavare sant Fransèz a Zal : « Pep gweach ma voa bet eat droug enn-han, pep gweach, emez-han, en devoa bet keuz. »
21. — Ar zantèlez hall a zo o karet Doue ha karantez Doue a zo oc’h ober ar pez a fell d’ezhan. Bez’ e tleomp eta en em lakaat etre daouarn an Aotrou-Doue ha digemeret a galoun kement tra, fall pe vad, a blijo gant-han digas d’e-omp. Enn hor pedennou, goulennomp eta bemdez ar c’hras da ober ar pez a fell da Zoue. Evit anaout er-vad e reomp ar pez a fell da Zoue, sujomp d’hor mistri ha da gement hini en deuz da welet war-n-omp, dreist-holl d’hon tad-kovesour, rak, eme zant Filip a Neri, « kuit e vezimp da anzavout da Zoue ar pez on devezo great evit senti, gant na vezo ket sentet evit pèc’hi. »
22. — Daou dra zo evit trèc’hi an demptasion :
pedi hag en em lakaat etre
daouarn Doue. En em lakaat etre daouarn
Doue, rak n’eo ket Doue eo a zigas an
demptasion da bèc’hi ; lezel hon tempti
a ra a-wechou evit hor mad, arabad eo
evit-se e ve droug enn-omp, pegen diez
ha peger poaniuz-bennag e ve hon temptasionou ;
izelaomp hor c’haloun dindan
dourn Doue, hag evit beza treac’h,
kemeromp armou ar beden ; an armou
kreva ha galloudusa int evit enebi oc’h
an droug-spered ha rei lamm d’ezhan.
Ar sonjezounou fall ne d-int ket pèc’hejou,
ma ne bleg ket ar galoun d’ezho.
Galvomp Jezus ha Mari, ha ne vezimp
trèc’het birviken. Pa deu an demptasion,
ez eo mad lavaret : guell’ eo gan-en
mervel kentoc’h eget pèc’hi. Mad eo
ive neuze ober aliez sin ar groaz, kemeret
dour benniget ha lavaret d’an tad-kovesour
pe seurt temptasion or beuz.
Evelato, ar wella tra, an dra a zo red
muia evit trèc’hi an demptasion a zo
pedi kalounek hag en em erbedi oc’h
Jezus hag oc’h Mari.
23. — Pa vez sèc’hor hag enkrez enn ene, e tleomp izelaat hor c’haloun enn eur lavaret n’or beuz nemet ar pez or beuz gounezet ; en em lakaat a dleomp ive etre daouarn an Aotrou Doue, oc’h ober gant levevez ar pez a fell d’ezhan. Pa zigas an Aotrou-Doue joa ha dudi d’hon ene, en em lakeomp e doare vad da gaout enkrez hep dale, rak poan ha dudi a zo an eil warlerc’h e-ben ; p’on deuz a-vad anken gwalc'h hor c’haloun, plegomp hor penn dindan breac’h an Aotrou-Doue hag hor poaniou a vezo talvoudusoc’h d’e-omp eget an holl joaiou.
24. — Joa ha poan, kement tra zo war an douar a dremeno. Doue hep-ken hag he c’her a bado da viken.
Ha petra dalvez d’an den beza bet holl enoriou an douar, pa ’z a da vervel ?
Kement tra a den digant Doue, dudi pe anken. kement-se holl a zo mad ha great evit hor mad.
Red eo en em zistaga dioc’h pep tra, evit kaout pep tra.
Hep Doue enn ene, an den n’en d-euz peoc’h e-bed. Nemet karantez Doue hag ar zilvidigez, ne d-euz netra red e-bed ken.
Ne d-euz da ziouall oc’h netra nemet oc’h ar pèc’hed.
Koll Doue a zo koll pep tra.
An hini ne c’hoanta kaout netra er bed a zo mestr d’ar bed holl.
War bouez pedi e vezer salvet, enn eur choum hep pedi ez ear da goll.
Gwell eo mervel eget displijout da Zoue.
Petra-bennag a ve roet evit kaout Doue, ne d-eo ket braz ar pez a roer.
Ne d-euz poan ziez e-bed d’an hini a c’hoar e tlefe beza enn ifern.
Evit karet ar boan, ne d-euz nemet sellet oc’h Jezus stag oc’h ar groaz.
Poaniuz eo pep tra pa ne vez ket great evit Doue.
An hini ne fell d’ezhan kaout nemet Doue, gant Doue a zo pinvidik a-walc’h.
Euruz eo neb a lavar da Zoue a wir-galoun : c’houi eo a c’houlennan ha netra e-bed ken.
Enn eur garet Doue e vezer laouen atao ; o choum heb he garet e vez anken hep paouez.
Gabriel MILIN.
Kyrie, eleison. |
Aotrou, bezit truez ouz-omp. |
1. Cor Jesu Filii Patris aeterni, miserere nobis. |
1. Kaloun Jezus, Mab an Tad eternel, bezit truez ouz-omp. |
11. Cor Jesu, virtutum omnium abyssus, miserere nobis. |
11. Kaloun Jezus, eienen an holl vertuziou, bezit truez ouz-omp. |
21. Cor Jesu, fons vitæ et sanctitatis, miserere nobis. |
21. Kaloun Jezus, eienen a vuez hag a santelez, bezit truez |
32. Cor Jesu, spes in Te memorientium, miserere nobis. |
32. Kaloun Jezus, esperans ar re a dremen enn ho karantez, bezit truez ouz-omp. |
OREMUS
|
PEDEN
|
Omnipotens sempiterne Deus, respice in Cor dilectissimi Filii tui et in laudes et satisfactiones, quas in nomine peccatorum tibi persolvit iisque misericordiam tuam petentibus, tu veniam concede placatus in nomine ejusdem Filii tui Jesu Christi qui tecum vivit et regnat in unitate Spiritus Sancti Deus. Per omnia sæcula sæculorum. Amen. |
Doue a-viskoaz holl-c’halloudek, taolit ho taoulagad var Galoun ho Mab muia-karet, gwelit an digoll hag ar veuleudiou a ginnig d’e-hoc’h enn hano an holl bec’herien ; ha pa c’houlennomp trugarez, pardounit d’e-omp gant madelez enn hano ar memes Jezus-Krist ho Mab, a zo Doue, a vev hag a ren gan-e-hoc’h ha gant ar Spered-Santel, a holl viskoas da virviken. Evel-se bezet great. |
O Jezus holl madelezuz, ô Jezus, Salver ar bed, taolit eur zell a drugarez war-n-omp-ni, stouet aman e-hars treid hoc’h aoter. Ni a zo hag a fell d’e-omp beza d’e-hoc’h ; hogen, evit ma c’hellimp en em starda muioc’h-mui ouz-hoc’h, e teuomp hirio, ac’hanomp hon-unan, d’en em westla d’ho Kaloun Sakr.
Eun niver braz a dud n’o deuz morse Hoc’h
anavezet, kalz re-all o deuz great dismegans
war-n-Hoc’h, o terri ho kourc’hemennou : ho
pezit truez ouz an eil rumm hag egile, ô Jezus
dous ha mad, ha sachit anezho etrezek ho
Kaloun Sakr.
O Salver benniget, renit nan hebken var ar gristenien vad n’o deuz morse troet kein d’e-Hoc’h, mes ive war ar vugale prodig o deuz Ho tilezet. Grit d’ar re-ma distrei buan da di ho Zad, evit miret ne varfent gant an dienez hag an naoun.
Renit war an dud touellet gant mennoziou faoz, pe ne fell ket d’ezho plega da zenti penn-da-benn ouz an Iliz. Ho digasit a-nevez war an hent mad, unanet er gwir feiz, evit ne vezo mui dizale nemed eur rummad denved hag eur pastor hebken.
Renit erfin war gement hini a zo c’hoaz evel sebeliet e tenvalijen fals-kredennou ar baianed ; plijit gan-e-Hoc’h ho digas d’ar sklerijenn ha da Rouantelez Doue.
O Jezus, Hor Mestr, diouallit Hoc’h Iliz, roit d’ezhi ar peoc’h hag ar frankiz. Roit d’an holl boblou ar peoc’h enn urz vad, ha grit ma vezo klevet euz an eil penn d’egile d’ar bed ar gomz-ma :
« Meuleudi d’ar Galoun Sakr, e deuz roet d’e-omp ar zilvidigez ! d’ezhi enor ha gloar da virviken ! » — Evel-se bezet great.
Jezus, o hano an dousa,
A ro d’ar galoun eur wir joa :
Ar zonj ac’hanoc’h hag ar gwel
A zo dousoc’h eged ar mel.
Nag er bed-all nag er bed-ma,
Ne ganer, ne glever netra
Ker mad ha ken c’huek d’an ene
Hag hano Jezus, Map Doue.
Jezus, esperans ar pec’her.
Ken truezuz pa ho peder ;
Da nep ho klask pa ’z oc’h ker mad,
Da nep ho kav, pebes heur-vad
Teod e-bed n’ouffe lavaret,
Nag her skriva pluen e-bed :
An nep hep-ken en deuz tanveet
A oar petra eo he garet.
Bemnoz, sarrit va daoulagad,
Hano Jezus, ha mintin-mad,
Euz va c’haloun deut em genou
Da venniga va oberou !
Dre-z-hoc’h, gwech-all, pa oan bugel,
Va mamm a zakre va c’havel ;
Jezus, pa ’z in euz ar bed-man,
En em gavit em zremenvan !
Bezit hor joa da virviken,
Pa dleit beza hor c’hurunen.
Enn env, koulz ha war an douar,
Jezus, ato bezit hor gloar !
Elez an env, deuit d’an douar,
Diskennit war menez Kalvar,
Evit ober kaon d’Hor Zalver
Pa ne fell d’ar bed hen ober.
O prederia war he boaniou,
O sonjal enn he enkreziou :
Pa ia va spered d’ar C’halvar,
E rann va c’haloun gant glac’har.
Sellit, pec’herien, ouz ho Tad,
Sellit ouz he dremm leun a c’hoad !
Eur gurunenn spern war he benn,
Hag hi eet beteg an empenn !
Sellit, maro he zaoulagad ;
Hag he zaouarn hag he zaou droad.
A zo griziet gant tachou.
Rinvet dre hon holl bec’hejou.
Sellit he gostez digoret,
Sellit he gorf holl dispennet ;
Ha ma sell ho kaloun hep keuz,
Ez eo a houarn, pa ne deuz.
An douar a zeu da grena.
Ar vein a zeu d’en em frailla ;
An heol, ar stered hag al loar
A guz ho fas gant ar glac’har.
Ha te, pec’her kriz, aheurtet,
Ne rez van na seblant e-bed
Evit gwelet maro da Roue,
Da Dad, da Zalver, da Zoue !
Gwas’ oud eged he vourrevien,
Gwasoc’h eged ar Juzevien,
Rak darn anezho a ouelaz,
Gant truez out-Han, pa varvaz.
Ar re-ze n’Hen anaient ket,
A zonje ez oa falz-profet ;
Hogen, pec’her, te oar piou e,
Te oar ez eo gwir Vap Doue.
Ken aliez pec’hed ec’h euz greet,
Ouz ar groaz ec’h euz he staget,
Ha digoret a nevez-flamm
He c’houliou, pebes estlamm !
M’ac’h euz out-Han eun tamm truez,
Chench ha dilez da wall-vuez !
Chench, den kriz, lez da bec’hejou,
Hag ec’h ehano he boaniou !
Ma ’z oc’h touchet gant he basion,
Grit abred gwir govesion,
Grit d’an holl satisfaksion,
Ha pardounit a wir galoun !
Gant iun ha gant gwir binijenn,
Grant orezon hag aluzenn,
E frealzot ho Tad Jezus,
E-kreiz he boaniou ken skrijuz.
O Jezus, va Mestr, va Doue,
Euz va c’horf pa ’z ai va ene,
Digemerit-hen, me ho ped.
D’ho meuli e-mesk an Eled !
Jezus, bepred war an aoter
E choumit dre garantez,
Evit roi d’e-omp e peb amzer
Ho krasou gant largentez.
Hogen, e leac’h beza karet
Hag enoret gant peb den,
Ez oc’h aliez disprijet,
Gant ho pugale zoken.
Gwelet on euz, o va Jezus,
An aerouant milliget
O sevel he benn ourgouilluz
War-zu ho tron benniget.
He zent a strakl gant ar gounar
Abalamour ma veuler
Krouer an env hag an douar
E sakramant an Aoter.
Nemed re ne weler bemdez
Oc’h heuilla he vannielou
Er brezel a ra hep paouez
D’e-hoc’h-hu, roue an envou.
An dud hep feiz a gerz gant-ha
Warlerc’h an heretiked ;
Kalz re all c’hoaz en em laka
E-touez he zoudarded.
Gwelet a zo bet eun amzer
Leun a vez, a dorfejou :
Lakeat e oac’h, va Zalver,
Er meaz euz hoc’h ilijou ;
Goad ho peleien a rede,
Ar c’hroasiou a oa pilet
Hag an dud vad oll a grene
Gent aoun da veza lazet.
Brema c’hoaz hoc’h enebourien,
Hep beza ken dirollet,
A garfe gwelet ho lezenn
Gant an dud holl disprijet ;
Dre ho gwall-skouer, ho goaperez,
E klaskont roi da gredi
Ne d-eo nemed eur follentez
Ho karet hag ho meuli.
Meur a judaz a zeu ivez,
Ar mel war ho muzellou,
Gant ar vrasa fallagriez
E gweled ho c’halounou,
Da zigemeret ac’hanoc’h
Diwar an daol benniget,
Evit ma c’hellint buanoc’h
Lakaat an dud d’ho c’haret.
Ni hon-unan on euz ivez
Mantret mil gwech ho kaloun,
Dre hon nebeud a garantez
Evit ar gommunion ;
Dre ar gwall-skouer on euz roet,
Enn hoc’h ilizou zoken,
Ha p’ on euz lezet hor spered
Dievez enn offerenn.
Setu perak, leun a c’hlac’har,
E teuomp betek enn-hoc’h,
Hag en em strinkomp d’an douar
Evit ho pedi gwelloc’h.
Pa welit c’hoaz tud glac’haret
Daoulinet enn ho kichenn,
Ankounac’hait ar boan spered
A ra d’hoc’h ar bec’herien.
Dister hag humbl, hor pedennou
Morse ne gredfont sevel
Evit mont da lein an envou
Betek an Dreinded santel.
Hogen, enn-hoc’h e lakeomp
Hor fisianz, o va Zalver,
Rak dre garantez evid-omp
E choumit war an Aoter.
Renit da viken, va Jezus,
Renit war ho pugale ;
Trec’hit gant o kroaz gallouduz,
Enebour braz an ene.
Evit m’o pezo an dudi
Da welet e peb amzer,
Kristenien vad oc’h ho meuli
E sakramant an aoter !
Va Jezus, gounezit ivez
Kalounou ar bec’herien,
Ha gant ar vrasa levenez
Ho meulint da virviken.
Oh ! peger kaer e ve gwelet,
Euz an huela envou,
Hoc’h hano santel anaveet
Ha meulet enn holl broiou !
Dirak Jezus, hor c’harantez,
En em westlomp, kristenien,
D’he garet epad hor buez,
D’he gavel da virviken.
Oh ! lezomp an dud dirollet
Da redek d’an ebatou :
Dirak an Aoter benniget,
E kavomp an holl joaiou !
Eled hag arc’heled Doue,
Enn-dro d’an aoter renket
Evit adori ho roue,
Enn hosti zantel kuzet :
Pedit evid-omp, pec’herien,
Evit ma c’hellimp ivez
Her meuli gan-hoc’h da viken,
E gloar he rouantelez !
Aotrou, o pet truez ouz-omp.
Jesus-Krist, o pet truez ouz-omp.
Aotrou, o pet truez ouz-omp.
Santez Mari. — Pedit evit-han (pe evit-hi).
Holl Elez hag Arc’helez.
Sant Abel.
Holl eneou santel.
Sant Abraham.
Sant Iann-Badezour.
Sant Jozef.
Holl Batriarched ha Profeted.
Sant Per.
Sant Paol.
Sant Andreo.
Sant Iann.
Holl Ebestel hag Avielerien santel.
Holl Ziskibien Hor Zalver.
Holl Innosanted santel.
Sant Stefan.
Sant Lorans.
Holl Verzerien santel.
Sant Silvestr.
Sant Gregor.
Sant Aogustin.
Holl Eskibien ha Kovesored santel.
Sant Benead.
Sant Fransez.
Sant Kamill.
Sant Iann Doue.
Holl Venec’h hag Ermited santel.
Santez Mari-Madalen.
Santez Lusia.
Holl Gwerc’hezed hag Itanvezed santel.
Holl Zent hag holl Zentezed Doue.— Pedit evit-han (pe evit-hi.)
Dre ho madelez. — Pardounit d’ezhan, Aotrou (pe d’ezhi.)
Dre ho madelez. — He ziouallit, Aotrou (pe he diouallit.)
Ouz he puanegez.
Ouz ankeniou ar maro.
Ouz eur maro fall.
A boaniou an ifern.
Ouz peb droug.
Ouz galloud an droug-spered.
Dre ho kinivelez.
Dre ho kroaz hag ho pasion.
Dre ma ’z oc’h bet maro ha sebeliet.
Dre ma ’z oc’h deuet a varo da veo.
Dre ma ’z ec’h pignet enn nev.
Dre c’hras madelezuz ar Spered-Santel.
Da zeiz ar varn.
Pec’herien ma ’z omp, ni ho ped, hor selaouit.
Da gaout truez out-han (pe out-hi) ; ni ho ped, hor selaouit.
Aotrou Doue, o pet truez ouz-omp.
Jezus-Krist, o pet truez ouz-omp.
Aotrou Doue, o pet truez ouz-omp.
It euz ar bed-ma, ene kristen, enn hano
Doue an Tad holl-c’halloudek, en d-euz ho
krouet, enn hano Jezus-Krist en d-euz ho
prenet dre he varo, enn hano ar Spered-Santel,
a zo diskennet war-n-hoc’h ; enn hano
an Elez hag an Arc’helez, enn hano an nao
rumm Elez an nev, enn hano ar Batriarched
hag ar Brofeted, enn hano an Ebestel hag an
Avielerien, enn hano ar Verzerien hag ar Govesored,
enn hano ar Venec’h hag an Ermited
santel, enn hano holl Zent ha Sentezed an
Aotrou Doue. Ra viot enn eul leac’h a beoc’h :
ra ’z eot da Jeruzalem an nev. — Evel-se bezet great !
Peden. — Va Doue, leun a drugarez, va Doue, leun a vadelez, digor ato ho kaloun d’an druez evit roi ar pardoun d’ar re o deuz glac’har d’ho fec’hejou, hag evit lamet diwar-n-ho betek an diveza euz ho fec’hejou tremenet : sellit gant madelez, ni ho ped, ouz ho servicher X… (pe servicherez) ; pardounit d’ezhan (pe d’ezhi) he holl bec’hejou (pe he holl fec’hejou) ; ho anzao a ra ha goulenn a ra truez. O tad madelezuz, renevezit enn he ene ar pez a zo bet saotret pe gollet dre ar zempladurez, ha dre fallagriez ha gevier an droug-spered. Grit ma vezo unan euz bugale hoc’h Iliz enn nev, pa ’z eo gwir oc’h euz he brenet dre ho maro. Lezit ho kaloun da veza tenereat gant he glemmou hag he zaelou ; hag evel n’en d-euz fisianz nemed enn ho madelez, plijit gan-e-hoc’h he zigemeret enn ho rouantelez. — Evel-se bezet great !
Peden. — Va breur ker, (pe va c’hoar ger), ho kinnik a ran da Zoue holl-c’halloudek, ho lakaat a ran etre daouarn ho Krouer, evit ma c’hellot, goude beza paet, dre ar mare, dle pep den er bed-ma, distrei da gaout an Hini en deuz great ac’hanoc’h euz eun tamm pri.
Ra zeui an Elez skeduz da gerc’hat hoc’h ene, pa ’z ai euz ar c’horf ; ra viot digemeret. mad gant an Ebestel a dle beza ive barnèrien ; ra zeui ar Verzerien gloriuz d’ho kerc’hat ; ra vezo ar Govesored ken santel enn-dro d’e-hoc’h, evit hoc’h enori ; ra zeui ar Gwerc’hezed ken laouen d’ho tigemeret enn nev ; ra zeui ar Batriarched santel da ziskouez ho levenez abalamour ma viot erruet e joa ar Baradoz !
Goulenn a ran ma teui hor Zalver Jezus-Krist he-unan d’en em ziskouez d’e-hoc’h, gant madelez, evit ho lakaat enn he gichenn, e-touez ar re a dle choum bepred gant-han. Goulenn a ran ma ne ouezot morse pegen spountuz eo an denvalijen, pegen skrijuz an tan, pegen glac’haruz an oll boaniou-ze. Ra zeui an droug-spered hag he holl vevelien da anzao ez oc’h treac’h d’ezhan, da grena gant ar gounar ha da dec’hat pell, betek strad an ifern, e-kreiz an noz eternel, pa welo ac’hanoc’h o tont, asambles gant an Elez.
Savit, va Doue, ha diskarit hoc’h enebourien ; lakit ar re o deuz kasouni ouz-hoc’h da vont da netra, evel ar moged enn avel, evel ar c’hoar dirak an tan; ha roit joa ha levenez d’an eneou just a ia dira-z-hoc’h. Ra vezo eta an droug-sperejou trec’het ha diskaret, evit na c’hellint mui stanka ouz-hoc’h, ene kristen, hent ar Baradoz. Ra zeui Jezus-Krist, hag en deuz gouzanvet evid-hoc’h, d’ho tiouall ouz pep poan er bed-all hag ouz ar mare eternel, pa en d-euz bet ar vadelez da vervel evid-hoc’h. Goulenn a ran ma teui ar Pastor mad d’ho tigemeret evel unan euz he zenved, ha da mi d’e-hoc’h eur plas kaer enn he Varadoz. Ra zeui da lakaat hoc’h ene da veza gwen evel an erc’h, evit ma c’hellot azeza e-touez ar Zent, a zeou da Zoue. Goulenn a ran ma welot Hor Zalver dira-z-hoc’h, ha ma viot euruz e-kreiz ar sklerijenn gwirion. Kemerit eta ho renk e-touez ar Zent, hag ho lodenn el levenez dispar ne vez kavet nemed enn nev dirak Doue. — Evel-se bezet great !
Digemerit, va Doue, ho servicher (pe ho servijerez), el leac’h m’en deuz bet esperans da erruout abalamour d’ho madelez. — Evel-se bezet great !
Pellait, va Doue, dioc’h ho servicher an ifern ken spountuz, ar poaniou a c’hellfe he waska, hag an oll drubuillou. — Evel-se bezet great !
Diouallit, va Doue, ene ho servicher, evel m’oc’h euz diouallet Enok hag Eliaz ouz ar maro a sko an holl. — Evel-se bezet great !
Diouallit, va Doue, ene ho servicher, evel m’oc’h euz diouallet Noe ouz an diluj. — Evel-se bezet great !
Va Doue, tennit a boan ene ho servicher, evel m’oc’h euz tennet Abraham euz a vro ar Galdeaned. — Evel-se bezet great !
Va Doue, tennit a boan ene ho servicher, evel m’oc’h euz tennet an den santel Job euz he boaniou. — Evel-se beset great !
Va Doue, tennit a boan ene ho servicher, evel m’oc’h euz tennet Izaak a zaouarn he dad, a oa o vont d’he ginnik da Zoue e sakrifis. — Evel-se bezet great !
Va Doue, diouallit ene ho servicher, evel m’oc’h euz diouallet Loth pa goueze ar glao soufr ha tan war Sodom. — Evel-se bezet great !
Va Doue, tennit a boan ene ho servicher, evel m’oc’h euz tennet Moizes a zaouarn Pharaon. — Evel-se bezet great !
Va Doue, diouallit ene ho servicher, evel m’oc’h euz diouallet Daniel e-touez al leoned — Evel-se bezet great !
Va Doue, tennit a boan ene ho servicher evel m’oc’h euz tennet sant Per ha sant Paul euz ar prizoun. — Evel-se bezet great !
Hag evel m’oc’h euz tennet santez Tekla guerc’hez ha merzerez, euz tri seurt poaniou skrijus meurbed, plijit gan-e-hoc’h tenna ive a boan ene ho servicher (pe ho servicherez) evit he gas gan-e-hoc’h da gemeret perz e joa ar Baradoz. — Evel-se bezet great !
Peden. — Selaouit, o va Doue, ar pedennou
a reomp d’e-hoc’h evit ene ho servicher
(pe servicherez) ; ni ho ped, Jezus, Salver ar
bed, da gaout ar vadelez da lakaat an ene-man
e-touez ar Batriarched santel, rak evit-han
ez oc’h deuet war an douar, dre drugarez.
Anavezit ama, o Jezus, an hini oc’h euz krouet
rak an ene-man a zo d’e-hoc’h; n’eo ket bet
great gant doueou all, hogen, nemed gan-hoc’h-hu
hoc’h-unan, Doue gwirion hag eternel, rak
n’euz Doue nemed-hoc’h, ha c’houi hep-ken a
c’hell ober ar pez a rit. Kargit a joa an ene
paour-ma, o tigeri d’ezhan ho Paradoz.
Ankounac’hait he zempladurez tremenet hag ar
pec’hejou eo bet lakeat da ober gant ar speded
fall : rak evit-han da veza kouezet er pec’hed,
n’en deuz goulskoude nac’het nag an Tad, nag
ar Mab, nag ar Spered-Santel ; kredet en d-eus
servichet en d-euz Doue, hag adoret he Grouer.
Evel-se bezet great !
Peden. — Ankounac’hait, va Doue, pec’hejou he iaouankiz hag an droug en d-euz great, hep gouzout kalz petra ’rea, hag abalamour d’ho trugarez hep muzul, o pet sonj out-han, euz ho Paradoz. Digorit d’ezhan an nev, ra zeui an Elez da gemeret perz enn he levenez. Roit eur plas, enn ho rouantelez, d’an hini oc’h euz krouet. Ra zeui sant Mikeal, mestr armeou an nev d’hen digemeret ; ra zeui Elez Doue d’he gerc’hat evit he zougen da Jeruzalem an nev. Ra vezo digemeret mad gant an abostol euruz sant Per, a zo roet d’ezhan alc’houeziou ar Baradoz ; ra vezo sikouret gant an abostol Paol, en deuz sentet ker mad ouz mouez an Aotrou Doue. Ra vezo difennet mad gant sant Iann, abostol karet Jezus, a zo bet roet da anaout d’ezhan misteriou an nev. Ra zeui an holl Ebestel, hag o d-euz bet ar galloud da liamma ha da ziliamma an eneou, da bedi evit-han. Ra zeui an holl eneou santel, hag o d-euz gouzanvet war an douar evit hano Jezus, d’her pedi evit-han. Ha neuze, distaget dioc’h he gorf, en devezo an eur-vad da erruout e gloar ar Baradoz, dre c’hras hor Zalver Jezus-Krist, a vev hag a ren gant Doue. an Tad ha gant ar Spered-Santel, a-viskoaz da virviken. — Evel-se beget great !
Holl Zent an nev, roit sikour d’an ene a ia diwar an douar-ma. Elez Doue deuit d’he gerc’hat, evit mont gant-han dirak an Holl-C’halloudek.
Ra zeui Jezus-Krist, en deuz ho kalvet, da ober d’e-hoc’h, ene kristen, eun digemer mad. Ra viot lakeat gant an Elez, e-kichenn Abraham, evit beza euruz gant-han.
Roit d’ezhan, va Doue, ar repos eternel, e-kreiz ar sklerijenn a bado da viken.
Va Doue, o pet truez ouz-omp.
Jezuz-Krist, o pet truez ouz-omp.
Va Doue, o pet truez ouzomp.
Hon Tad pehini ’zo enn nev, etc…
℣. Ha n’hon lezit ket da goueza enn demptasion. — ℟. Mes hon dilivrit a bep droug.
℣. Roit d’ezhan, va Doue, an diskuiz eternel. — ℟. Er sklerijen a bado da viken.
℣. Va Doue, dioc’h dor an ifern. — ℟. Pellait he ene !
℣. Ra vezo e peoc’h. — ℟. Evel-se bezel great !
℣. Va Doue, selaouit va feden. — ℟. Ra zavo va mouez beteg enn-hoc’h !
Peden. — Ni ho ped, va Doue, da gaout truez ouz ene ho servicher (pe servicherez), a zo o kuittaat ar bed-ma, evit ma vevo gan-e-hoc’h brema. Goulenn a reomp, gant holl nerz hor c’haloun, ma teui ho trugarez ken madelezuz da bardouni d’ezhan an oll bec’hejou en deuz great, dre he zempladurez, war an douar. — Evel-se bezet great !