Mont d’an endalc’had

Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/213

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 211 —



SEITEKVED KENTEL


————


An hini a gar Jezus-Krist gant eur wir garantez ne baouez morse d’he garet, e-kreiz an temptasionou hag ar zèc’hor vraz euz he galoun.


————


1. — Kaout paourentez, klenved, dismeganz ha beza gwall-gaset gant an dud ne d-int ket an traou diesa ho deuz da c’houzanv an eneou a gar an Aotrou-Doue. Poaniusa tra a gavont eo an temptasionou hag ar zèc’hor euz ho ene. Pa en deuz eun ene doujanz ha karantez Doue, poan, dismeganz ha gwasouniou an dud, e-leac’h ober poan, a-zo eun dudi d’ezhan, o veza ma kav dre-z-ho an dro da ziskouez peger braz eo he garantez ouz an Aotrou-Doue ; evel keuneud o kreski an tan, ar poaniou-ze ive a gresk he garantez ouz Doue. Hogen beza e tremar da goll ar c’hras, dre an demptasion, pe beza enn aoun na ve kollet, setu ar poaniou c’houero evit an ene a gar Jezus-Krist a wir-galoun. Nemet ar garantez, netra e-bed ken ne d-eo evit lakaat an eneou mad da c’houzanv hep klemm ho zemptasionou ha d’en em zerc’hel War hent ar zantèlez. Poan an temptasionou a zo da beb ene kristen evel eur fourn hag a laka anezho holl gwennoc’h-gwenna, santeloc’h-santela dirak Doue.