Mont d’an endalc’had

Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/214

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 212 —



Diwar-benn an temptasionou


2. — Evit eun ene hag a gar Jezus-Krist, ne d-euz poan vrasoc’h e-bed eget an demptasion. Ar poaniou all a laka anezhan da dostaat muioc’h oc’h Doue, pa vezont kemeret hep klemm hag a berz an Aotrou-Doue. An temptasionou a laka peb ene mad war an hent da guitaat Jezus-Krist, ha dre-ze a zo poaniusoc’h d’ezhan eget kement poan all a zo. Red eo evelato gouzout er-vad ne deu an temptasionou nemet a berz an droug-spered pe a berz ar c’hik. An Aotrou-Doue a lez a-wechou an eneou a gar muia da veza ive temptet gwasa, evit mac’h anavezint gwelloc’h a-ze ez int sempl hag ho deuz izomm bepred euz he c’hras evit miret na bec’hfent. Pa deu joaiou digant Doue d’an ene, neuze e kav d’ezhan ez eo kre a-walc’h evit herzel oc’h aliou an droug-spered hag evit ober pep tra da c’hloar Doue. Hogen, rak-tal ma teu war-n-han an demptasion, rak-tal e wel diraz-han punz an ifern digoret gant he béc’hed ha neuze, tost da goueza, neuze hep-ken e wel pegen dinerz eo hag ec’h anavez ne d-eo evit herzel, nemet Doue a ve enn enn tu gant-han. Evel-se ac’hoarvezaz gant an abostol sant Paol. Lavaret a ra he-unan e lezaz an Aotrou-Doue eun demptasion a berz ar c’hik da ziroll war-n-han, evit miret oc’h an ourgouill da zevel enn he galoun, enn abek d’ar madelesiou braz ha d’an dudiou en devoa bet digant Doue.

3. — Doue a lez ac’hanomp da veza temptet,