evit dre-ze ma vezimp distag gwelloc’h dioc’h traou an douar, hag evit ma c’hoantaimp kalounekoc’h mont d’he welet d’ar baradoz. An eneou mad o welet e sko an temptasionou war-n-ezho a hep tu hag hep paouez, a den da skuiza war an douar. Neuze ec’h huanadont ken a vez ar mare ma c’hellont lavaret : torret eo va liamm, setu me distag evit mad ! An eneou-ze a garfe nijal war-zu Doue, siouaz d’ezho ! stag int c’hoaz gant eul liamm oc’h an douar, el leac’h m’emaint dindan dalc’h an temptasionou, bete ma ’z aint diwar ar bed. Setu perak an eneou a gar Jezus-Krist a zo atao o c’hervel ar maro, evit na vezint mui enn aoun da goll an Aotrou-Doue.
4. — Doue a lez ag’hanomp da veza temptet c’hoaz evit lakaat da greski ar mad hon devezo great. Evel-se a reaz an Aotrou-Doue e-kever Tobiaz. Pa vezomp temptet eta, e-leac’h kaout aoun na vemp ket karet gant Doue, e tleomp enn enep kaout fisianz enn he garantez. An aerouant evit lakaat da fazia eun darn sperejou aounik zo, a ro d’ezho da gredi e pec’hont pep gweach ma vezont temptet. Ar sonjezounou fall hor beuz ne raint ket d’e-omp koll gras Doue, gant ma savimp enn ho enep : pegement-bennag e vemp aliet gant an droug-spered, peger fall-bennag e ve an traou a laka a zirazomp, mac’h enehomp out-ho, e-leac’h louza hon ene, e teuio neuze da veza dirak Doue gwennoc’h ha kaeroc’h eget na d-oa araok. Sant Bernard a lavar e c’hounezomp eur gurunen nèvez pep gweach ma tréc’homp an dempta-