Mont d’an endalc’had

Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/216

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 214 —

sion. Ha pa gendalc’hfe eur zonj fall-bennag da zont enn hor spered ha da ober poan d’e-omp, arabad eo hor be nèc’h, diana mar d-eo kasauz d’e-omp, ha mar klaskomp he fellaat diouz-omp, enn eur zonjal e traou all.

5. — An Aotrou-Doue, dre ma ’z eo leal ha mad, ne c’houzanv ket e vemp temptet enn tu all d’hon nerz. An hini eta a zalc’h penn oc’h an demptasion, e-leac’h koll, a c’hounid kalz a vadou. Setu perak e lez aliez an Aotrou-Doue ar re a zo muia karet gant-han da gaout ar gwasa temptasionou, evit ma testumint eun taol braz a vadou d’ho ene hag eur c’hloar vrasoc’h er baradoz. An dour zac’h a ia buan da fall, hag an ene hep temptasion a ia d’en em goll, o veza ma sao enn-han louzou fall, an ourgouill, pe a hent all kalz a strouez, diwar ar stad vraz a ra anezhan he-unan ; o kredi ez eo pignet huel e skeul ar zantèlez, e paouez da gaout aoun, e ton he galoun da iena ha da bedi nebeutoc’h-nebeuta bemdez ; ha neuze, dallet gant re a fisianz, ne labour nemet a-nebeudou evit he zilvidigez. An dra-ma ne c’hoarvez ket gant an demptasion : epad ma c’hwask an demptasion war an ene paour ha ma wel ema e-tal da bèc’hi, neuze e sao a galoun war-zu an Aotrou-Doue hag etrezek he Vamm-Zantel ; neuze e lavar ez eo gwell gant-han mervel eget pèc’hi ; neuze pleget dindan he zempladurez en em daol etre divreac’h trugarez an Aotrou-Doue. Gwelet a dleer eta brema e teu, dre an demptasion, nerz an ene da greski, hag an ene dre-ze da veza tostoc’h oc’h Doue ha muioc’h a-unan gant-han.