Moullerez ar "C’hourrier", 1900 (p. 123-129).
◄ Naved kentel | Dekved kentel | Unnekved kentel ► |
An hini a gar Jezus-Krist, ne c’houlen kaout nemet Jezus-Krist |
1. An hini a gar Jezus-Krist, ne glask ket beza karet gant an dud ; n’en deuz ken c’hoant nemet e ve deuet mad gant an Aotrou-Doue ; he garantez a zoug atao war-zu Doue. Sant Iler a lavar ez eo enor ar bed tra an droug-spered. An enebour-ze a laka he boan da greski danvez an ifern, o tougen an ene da c’hoantaat beza kavet mad hag enoret gant an dud, rak neuze avel fall an ourgouill o tont ; da c’houeza er galoun, an den paour, evel eur vag a zo war ar mor hep rouenv na stur, a gerz gant an hent a sko war ar c’herrek, gant an hent a gas da goll. Sant Jakez a lavar ouc’h-penn ema atao an Aotrou-Doue oc’h astenn he zourn d’an den a zo izel he galoun hag o terc’hel penn oc’h an hini a zo c’houezet grant an ourgouill ; Doue a ve fae gant-han selaou he beden. An ourgouill a laka ar galoun da gaout c’hoant da veza kavet mad gant an dud ; an ourgouill a gar an enor hag al lorc’h.
2. — Piou a ve evit lenn hep skrija gant spount ar pez a c’hoarvezaz gant Justin euz a urz sant Fransèz, o veza ne vougaz enn he galoun ar c’hoant en devoa da veza enoret gant an dud. Deuet e voa da veza ker santel, ma voe galvet da gaout an Tad Santel ar Pab, Eujèn pevare. Digemeret e voe gant-han gant enor ; ha goude poket d’ezhan, ar Pab a lakeaz anezhan da azeza enn he gichen. Justin dioc’h-tu, evit an enor bras-se, a zavaz kemend a ourgouill enn-han, ma lavaraz d’ezhan sant Iann Kapistran, pa voe distro : o vont ac’han e voac’h eun eal, o tont enn dro ez oc’h eun droug-spered. Ourgouill Justin a ieaz war gresk bemdez ; falvezout a reaz d’ezhan e vije great eur stad vraz anezhan, ha, war-benn an dro, e lazaz unan euz he vreudeur gant enn taol kountel. Goude dilèzel he urz, ez eaz da Naplez, hag eno e reaz kemend a dorfejou, ma varvaz hep sakramant e-kreiz ar chadennou. Ne d-eo ket eta heb abek e lavare eur servicher da Zoue : « Pa glever trouz ar gwez braz o koueza, evel ma voe gwechall goz Salomon, Tertullien ha re all a ioa lakeat, hag hi beo, sent gant an holl, ez eo anat n’ho devoa ket ar re-ze en em roet holl da Zoue, hag ez int kouezet, o veza ma voa an ourgouill o c’hwiri enn ho c’haloun. » Krenomp eta, ni tud keiz, krenomp rak-tal ma welomp o sevel enn hor c’haloun an distera c’hoant da veza karet hag enoret. Pa ra ar bed eur stad-bennag ac’hanomp, diwallomp na stagfe ouz hon ene netra a gement a lavar, rak neuze, siouaz d’e-omp ! he gomzou kaer a lakafe ac’hanomp marteze da vont da goll.
3. — Diwallomp ive na vemp kintuz e-kever hon enor, da lavaret eo, na zalc’hfemp war gement-se re a stad ac’hanomp. Santez Thereza a lavare : « Piou-bennag a zo kizidik evel-se ne vezo birviken e gwirionez douget da draou ar spered. Kalz a dud a ia dindan an ursiou hag er c’houenchou, ha war ho meno a zo distag dioc’h holl draou ar bed ; n’int ket distag a-vad diout-ho ho-unan. Tud vad int evit ho gwelet, hag e-kreiz ho c’haloun ema atao e gor ar c’hoant ho deuz da Veza meulet evit pep tra a reont. Pa ne vezont meulet gant den e-bed, ec’h en em veulont ho-unan ; enn eur ger, bez’ e fell d’ezho e vent kavet kalz gwelloc’h eget ar re fall, Dioc’h-tu ma krog an teodou da flemma anezho eun draik, dioc’h-tu int nèc’het hag e tilezont ar gommunion hag ar pedennou, ha neuze n’ho deuz peoc’h nag ehan e-bed, ken a vezont adarre deuet mad grant an dud. Ne d-eo ket evel-se eo a ra ar re a gar Doue gant eur gwir garantez, rak ouc’h-penn ma pellaont dioc’h kement tra a denn war-n-ezho meuleudiou ar bed, ar meuleudiou-ze a ra poan d’ezho, ha nemet pa vezont disprizet, neuze hep-ken eo e vezont laouen.
4. — « Ne d-oun netra, eme zant Fransèz Asiz, nemet ar pez ma ’z mm dirak Doue. » Ha petra dalvez d’an den beza karet, meulet hag enoret gant tud all evel d-han, mar d-eo disprizet gant Doue ? Pe forz zo d’e-omp-ni hag e vemp disprizet ha kaseet gant ar bed, mar d-omp karet gant Doue ? Meuleudiou an dud n’int ket evit lamet diwar-n-omp pouez hor pèc’hejou nag ar boan a zo dleet d’ezho, nag ho dismeganz ive ne gemero ket ar pez a zo dleet d’e-omp evit hor madoberou. « N’euz forz e-bed, eme zantez Thereza, pe ni a zo tamallet ha disprizet gant an dud, mar d-omp mad ha dibèc’h a ziraz-hoc’h-hu, o va Doue ! » Ar zent n’ho devoa ket brasoc’h c’hoant eget beza dianavezet ha disprizet. Hag eur c’holl braz eo d’e-omp-ni e ve kavet eun abek-bennag enn-omp gant an dud ? Pep den a ve red d’ezhan en em damall he-unan, rak bez’ e tleomp gouzout er-vad ez omp tud fall ; evit petra eta hor be-ni c’hoant goude da veza kavet mad gant ar re all ?
5. — Beva e kuz ha distro diouz ar bed a dalvez kalz a-vad d’ar re a fell d’ezho karet Jezus a wir-galoun. Jezus he-unan a zo bet ar skouer evit-se. Epad tregont vloaz ez eo bet dianavezet e ti eur c’halvez. Ar zent ive, evit miret na vijent enoret gant an dud, a zo bet eat da choum enn dezerchou. Sant Visant a Baol a lavare : « Ar c’hoant hor beuz e ve komzet mad ac’hanomp, e ve meulet hor buez hag e ve lavaret e reomp mad peb tra, ar c’hoant-se a zo eun dra ker fall, ma laka ac’hanomp da ankounac’haat hon Doue, ma stlabez kement vad a reomp ha ma vir ouz-omp da gerzet êeun gant hent an nev.
6. — Mar fell d’e-omp eta lakaat karantez Jezus-Krist da greski enn hor c’haloun, ez eo red d’e-omp mouga ar garantez hor beuz ouz-omp hon-unan. Ha penaos, a lavaro unan-bennag ? Selaouomp santez Mari Madalen a Bazzi : « Ar c’hoant en deuz an den da veza karet hag enoret gant an dud, ar c’hoant-se a zo beo-buezek, emez-hi, epad ma vez an den kavet mad gant ar re all, maro-mik eo a-vad pa ’z a an den da guzet evit ma vezo dianavezet gant an holl. » Keid eta ha ma vezo an den beo, me lavar, keid ha ma vezo douget he galoun da garet ar bed, birviken ne vezo gwir zervicher da Zoue. 7. — Mar fell d’e-omp beza kavet mad dirak Doue, ez eo red e vresemp gant hon treid war gement tra a zoug ac’hanomp da glask plijout d’ar re all, ha dreist holl war ar c’hoant hor beuz da lakaat an dud dindan hon dalc’h. Santez Thereza a ioa gwelloc’h gant-hi gwelet an tan-gwall o tevi he c’houent hag oc’h he dèvi he-unan gant he holl leanezed, kent eget gwelet ar c’hoant milliget-se o vont diabarz eur galoun hep-ken. Lavaret a rea e kave gwell e vije kaset kuit euz he c’houent, pe dalc’het kloz ha dastumet evit mad eul leanez hag e divije c’hoant da veza lakeat da ren ar re all. Santez Mari Madalen a Bazzi a lavare ive beza lakeat er renk izela ha kaout aoun da veza kavet gwelloc’h eget ar re all, a zo an enor a dle kaout eun ene a gar Doue. Ar pez a dle c’hoantaat peb ene mad, eo kaout eur galoun izeloc’h evit peb-unan, hervez komzou an Abostol sant Paol : Bezit, eme-z-han, dreist an holl dre eur galoun izel ; enn eur ger, an hini a gar Doue, ne dle klask netra nemet Doue hep-ken.
Va Jezus, roït d’in c’hoant da blijout d’e-hoc’h ha grit ma teuin da ankounac’haat an holl ha me ive va-unan : Ha petra dalvesfe d’in e ven karet gant ar bed, ma n’oun ket karet gan-e-hoc’h-c’houi, holl garantez va ene ? O va Jezus, deuet oc’h war an douar evit gounit ar c’halounou. Ma n’oun-me ket eta evit rei va c’haloun d’e-hoc’h ac’hanoun va-unan, kemerit anezhi dre nerz ha kargit leun anezhi gant ho karantez. Arabad eo ez afen-me ken diouz-hoc’h ! Pèc’hi am beuz great, ha brema em beuz keuz em c’haloun, glac’har am beuz o sonjal em fèc’hejou ; ho karantez vraz-meurbed a dorr hep-ken nerz va anken, rak c’houi a zo atao digor ho kaloun evit dont da garet ar pèc’her paour a zistro ouz-hoc’h gant karantez. Va Zalver trugarezuz, holl garantez va ene, disprizet em beuz ac’hanoc’h ; evit brema ho karan muioc’h eget n’en em garan va-unan. D’e-hoc’h en em roan holl, n’em beuz ken c’hoant nemet d’ho karet ha da blijout d’e-hoc’h ; digemerit mad ar c’hoant-se, grit ma kresko bemdez ha ma vezo mouget gant-han em c’haloun holl c’hoantegèsiou an douar. Ker mad oc’h bet em c’hever, n’oun ket evit choum hep ho karet. Setu me ama, Aotrou va Doue, bez’ e fell d’in beza d’e-hoc’h hep-ken ha gouzanv, dre garantez ouz-hoc’h, kement tra a blijo gan-e-hoc’h, pa ’z oc’h maro war ar groaz dre garantez ouz-in. Bez’ e fell d’e-hoc’h e ven santel, hag ober a c’hellit ar pez a fell d’e-hoc’h ; enn-hoc’h ema va holl fisianz, hag enn-hoc’h-c’houi ive, Gwerc’hez Vari, mamm va Doue, astennit bepred ho tourn d’am harpa endra vezin war an douar.