Moullerez ar "C’hourrier", 1900 (p. 114-123).
◄ Eisved kentel | Naved kentel | Dekved kentel ► |
1. — An den ourgouilluz a zo evel eur zoroc’hel vraz ne ve ket kement ha ma ’z eo anez eun nebeud avel a zo c’houezet enn-hi. Rak-tal ma tigor ha ma ’z a ar c’houez er meaz, ar zoroc’hel ne d-eo mui netra. Evel-se eo an den gant an ourgouill. An hini a gar Doue a zo izel he galoun ha petra-bennag mac’h anavez ez eo mad enn eun dra-bennag, n’en deuz tamm lorc’h nag ourgouill evit-se, rak gouzout a ra en deuz bet digant Doue kement tra vad a zo enn-han, ha nemet pèc’hed ne d-eo netra ken anezhan he-unan. Dre-ze eta seul-vui a vad en deuz bet digant Doue, seul-vui ive ez eo izel he galoun, o veza ma c’hoar ne dal ket e vije roet d’ezhan gant Doue kemend a vad evel a zo.
2. — An Aotrou-Doue, eme zantez Thereza, o komz euz ar grasou e devoa bet digant-han, « an Aotrou-Doue a ra em c’hever evel a ra an dud da eun ti a zo o vont da goueza enn he boull : skora a reont anezhan a bep tu. » Pa deu an Aotrou-Doue enn eun ene, e teu gant-han d’ar galoun eur garantez hag eun deneridigez vraz. Arabad eo neuze d’an den kredi e teufe ar garantez hag an deneridigez-se digant Doue d’ezhan evit eur vad-bennag a zo bet great gant-han ; enn enep, izellaat he galoun a dle, ha kredi er-vad, mar gra Doue kemend a stad anezhan ez eo evit he lakaat da gerzet war êeun atao gant an hent mad ; rak mar teu neuze an ourgouill da zevel enn-han enn abek da vadelesiou Doue, ha war zigarez ma servij anezhan gwelloc’h eget ar re all, an ourgouill-ze a raio d’ezhan koll grasou an Aotrou-Doue. Evit derc’hel eun ti enn he zav-soun, daou dra a ro red : an diazez hag an doen. Evel-se ive e tle beza ti ar zantèlez ; an diazez, ar gweled, a zo eur galoun doun hag izel, eur galoun a ra d’e-omp da anaout ne d-omp netra ha ne c’hellomp netra ac’hanomp hon-unan. An doen a zo nerz an Aotrou-Doue, savet a-zioc’h an diazez, evit rei d’e-omp ar fisianz a dleomp da gaout enn-han hep-ken.
3. — Pa hor beuz bet eur vad-bennag digant Doue, e tleomp muioc’h a-ze en em izellaat enn-omp hon-unan. Santez Thereza, pe deveze bet eur c’hras vad-bennag digant Doue, a lakea he fèc’hejou tremenet dirak he daoulagad, hag evel-se e teue da veza muioc’h a-unan gant Doue. Doue a ro seul-vui a c’hrasou da eun ene, seul-vui mac’h anzao an ene-ze n’en deuz great netra evit kaout anezho. Taïz, ar bèc’herez vraz, o veza distroet oc’h Doue, a izelea kement he c’haloun, ne grede ket gervel an Aotrou-Doue dre he hano, hag e-leac’h lavaret : « Va Doue », e lavare : « Va c’hrouer, bezit trouez ouz-in. » Sant Jerom, an doktor braz, a lavar e welaz eun tron kaer savet er baradoz da lakaat ar zantez-se, evit ma voa bet ken izel he c’haloun. Pe deveze santez Mac’harid a Gorton eur c’hras vraz-bennag digant Doue, e lavare : « Va Aotrou, penaos ho peuz-hu ankounac’heat petra oun-me bet ; hag evel-hen eo ec’h anavezit kemend-all a bèc’hejou am beuz great a-enep d’e-hoc’h ? » An Aotrou-Doue a lavaraz d’ezhi ec’h ankounac’ha a-grenn an holl bèc’hejou tremenet, hervez komzou ar Profet Izaï, pa deu da veza karet gant eun ene a zo gwir glac’haret. Goude-ze e tiskouezaz d’ar zantez-man an tron en devoa savet d’ezhi enn nev e-touez an arc’hèlez. Anavezomp eta peger mad eo eur galoun izel dirak Doue, gwelloc’h eo eget kaout holl binvidigesiou an douar.
4. — « Na gredit ket e vec’h eat lark gant an hent mad ha santel, eme zantez Thereza, ma na gredit ket ez oc’h ar gwasa pèc’her hag an den falla a zo war an douar, ha ma n’ho peuz ket a c’hoant e vec’h lakeat warlerc’h an divèza anezho. » Ne voa ket a-walc’h d’ar zantez-man lavaret an dra-ze, ober a rea evel a lavare, hag an holl zent evel-d-hi. Sant Fransèz Asiz, santez Mari Madalen a Bazzi hag ar re all a grede, e gwirionez, e voant ar gwasa pèc’herien a ioa, souezet ha mantret e voant o welet ne zigore ket an douar da lounka anezho. An tad Iann Avila, goude ma voa bet santel a-vihanik, a ioa o vont da vervel. Eur beleg a ioa de ut d’he welet hag a lavare d’ezhan traou kaer, o kredi e voa eur zant hag eun den gwisiek braz. An tad Avila neuze, enn eur dreï out-han, a lavaraz : « Me ho ped, va zad, pedit Doue evit va ene, pedit evel ma ven eun torfedour braz a zo barnet d’ar maro. rak ne d-oun netra ken. » Setu petra eo ar zent hed ho buez hag ive pa varvont.
5. — Evel a ra ar zent a dleomp ive da ober, mar fell d’e-omp derc’hel mad da c’hras Doue bete mervel, mar fell d’e-omp en em zavetei. Na lakeomp ket eta hor fisianz nemet e Doue hep-ken. Gant ourgouill enn he galoun, an den en deuz fisianz enn he nerz he-unan, ha neuze e tistag gwall lammou diout-han. An hini a-vad a zo izel he galoun, o veza n’en deuz ken fisianz nemet e Doue, ha pa deufe neuze d’ezhan ar gwasa temptasionou, a zalc’h penn out-ho ha ne gouez morse. Lavaret a ra : bez’ e c’hellann pep tra dre an Hini a ro nerz d’in. An droug-spered a ra d’e-omp fisiout pe disfisiout ac’hanomp hon-unan, pa lavar ez eo arabad d’e-omp kaout aoun da goueza. Neuze eo e tleomp krena muia, rak mar paouez eun tamm an Aotrou-Doue da rei he c’hras d’e-omp, neuze, siouaz ! omp kollet evit mad. Mar teu an droug-spered da lakaat ac’hanomp da goll fisianz, savomp hon daoulagad war-zu an nev, ha lavaromp gant eur fisianz ar vrasa : « Va Doue, enn-hoc’h erna va holl fisianz, ne vezin ket diskaret ha ne gollin ket ho kras da-viken. » Gant disfizianz ac’hanomp hon-unan, e tleomp beteg hon huanad divèza kaout fisianz e Doue hep-ken, enn eur bedi anezhan evit ma vezimp atao izel a galoun.
6. — Ne d-eo ket a-walc’h e ve izel hor c’haloun hag e kredfemp ne d-omp netra nemet distervez : « An hini a zo e gwirionez izel he galoun, eme Thomaz-a-Kempiz, a ra fae anezhan he-unan, hag en deuz c’hoant e ve ive disprizet gant ar re all. » Setu penaos e fell da Jezus e vemp, hervez ma ’z eo bet he-unan. « Deskit gan-en, eme-z-han, ez oun hegarad hag izel a galoun. » Ah hini a lavar ez eo ar brasa pec’her a zo er bed, hag a ia droug enn-han pa vez disprizet, hen-nez a ziskouez ez eo izel war he lavar hep-ken hag ez eo huel he galoun. Sant Thomaz-Akin a lavar : « An hini ne gar ket beza disprizet, ha pa rafe burzudou ar re vrasa, a zo c’hoaz eur pennad mad a vale dioc’h hent ar zantèlez. » Ar Werc’hez Vari e devoa kaset sant Ignaz da gelenn santez Mari Madalen a Bazzi, diwar-benn ar galoun izel, ha setu petra a lavaraz ar zant d’ezhi : « Ar galoun izel a vez laouen gant kement tra a c’hell lakaat anezhi da veza disprizet. » Taolit evez oc’h ar ger-ze laouen, rak mar d-eo eur boan d’ar c’hik beza disprizet, an dispris-se a dle lakaat hon ene hag hor spered laouen hag euruz.
7. — Ha penaos e c’hell eun den hag a gar Jezus-Krist gwelet ar poaniou hag an dismeganz en deuz bet, ha choum evelato hep karet ar poaniou hag an dismeganz ? Evit deski d’e-omp beza izel a galoun eo ez eo bet falvezet gant Jezus e vije lakeat war an aoteriou stag oc’h he groaz, evit ma welche eno hon daoulagad e pe stad poaniuz ha mezuz e c’houzanvaz evid-omp. Pa zonje ar zent er stad-ze euz a Jezus e trident gant dudi, o veza disprizet dre garantez out-han. Jezuz-Krist en em ziskouezaz eun deiz, war he groaz, da zant Iann ar Groaz, ha Iann ar Groaz a lavaraz d’ezhan : « Aotrou, va Zalver, pa ’z oc’h bet ken disprizet dre garantez ouz-in, ne c’houlennan netra digan-e-hoc’h nemet ma reoc’h d’in beza disprizet ha gouzanv pep seurt poan dre garantez ouz-oc’h. »
8. — Sant Fransèz a Zal a lavare : « Gouzanv
ar poaniou hep klemm a zo eur merk
anat euz eur galoun izel hag euz ar zantèlez. »
Mar teu unan-bennag a zo enn eur vreuriez
d’en em rei d’ar beden a galoun, da goumunia
aliez, da iun ha d’en em gastiza, hep gellout
gouzanv an distera tra, nag eur ger trenk
hep-ken, petra vezo an den-ze, me her goulen ?
Hevel oc’h eur pod goullo, he galoun ne d-euz
vertuz na santelez e-bed enn-hi. Ha petra
c’hoar da ober eun ene kristen a gar Jezus-Krist,
eun ene ne d-eo evit gouzanv beza disprizet
dre garantez oc’h Jezus-Krist, oc’h
Jezus en deuz gouzanvet kemend-all a boaniou
evit-han ? Ar pez a ra ne d-eo netra, ha
mar d-eo evelse hoc’h ene, ez eo anat n’oc’h
ket c’hoaz mare d’ar bed, ne d-eo ket izel ho
kaloun ha ne heuillit ket skouer Jezus-Krist,
ho Salver. Ma ne gavomp tro e-bed da veza
gloazet ha poaniet evit Jezus, gouzanvomp da
vihana eur gomz dister-bennag ha kement tra
a raio poan d’e-omp.
9. — Falla skouer d’ar gristenien, an den a ia aliez da gommunia, hag a ia ive droug enn-han evit an distera ger a glev lavaret diwar he benn. Eur skouer mad ha kaer eo a-vad ar c’hristen ne vez divarc’het tamm evit klevet komzou trenk, evit beza drouk-prezeget ha tamallet e-gaou. An den-ze a zo sioul ha laouen atao. Sant Iann Krizostom a lavar : « An den karantek hag izel he galoun a zo mad enn he gever he-unan hag e-kever ar re all ive dre ar skouer mad a ro, o choum heb lavaret ger, evit-han da veza disprizet gant an dud. » Levr Jezus-Krist, skouer ar gristenien, a ro meur a skouer evit deski an doare da veza izel a galoun. Lavaret a ra : « Ar pez a c’houlenno ar re all a vezo roet d’ezho, c’houi a-vad n’ho pezo ket ar pez a c’houlennoc’h ; ar re all a vezo great stad anezho gant an holl, ac’hanoc’h-hu a-vad ne vezo great stad e-bed ; ar re all a vezo roet kargou d’ezho, ha c’houi ne viot kavet mad da netra. » Setu ar pez a zigas an Aotrou-Doue da eur servicher mad, evit gouzout hag hen a vezo evit en em drèc’hi he-unan hag evit choum e peoc’h. Kement-se, evit gwir, a vezo poaniuz d’an den, evelato kalz a vad a dalvezo d’ezhan, mar gouzanv an traou-ze holl hep klemm.
10. — « An hini a zo e gwirionez izel he galoun, eme zantez Jannet a Gantal, en em izella seul ma vez disprizet hag izeleat, dre ma kaf d’ezhan ne vez ket disprizet kement ha ma ve dleet e ve. » Ar re a ra evel-se a zo galvet tud euruz gant Jezus-Krist he-unan ; ne lavar ket a-vad e ve euruz ar re a rear stad anezho, ar re a zo enoret ha meulet dre ma ’z int a c’hwenn vad, o veza ma ’z int tud gwisiek ha galloudek. Euruz eo hep-ken, emezhan, ar re a zo kaseat, gwall-gaset, droug-prezeget gant an dud, o veza ma vezo braz an digoll a roio Doue d’ezho, mar gouzanvont an holl boaniou-ze heb en em glemm.
11. — Red eo dreist holl beza izel a galoun pa gav ar re ho-deuz da welet war-n-omp, pe re all, abek d’hon tamall diwar-benn eun dra fall-bennag hor beuz great. Tud zo hag a zo hevel oc’h avalaouerien ; epad na stok netra e-hed out-ho ez int sioul, ha mad da welet ; rak-tal avad ma teu eur mignoun pe eur mestr-bennag da lavaret netra diwar-benn an dra-man pe an dra-hont, dioc’h-tu e weler anezho oc’h en em zastum hag oc’h en em c’houeza, goloet a zrein ; nac’h a reont ar pez ho deuz great, pe ma ne nac’hont ket e lavaront ho doa abek da ober ar pez he deuz great. Neuze, piou-bennag a gelenn anezho, ne d-eo ket mignoun d’ezho, hag hevel int oc’h eun den klanv en deuz droug oc’h an hini a laka eul louzou war he c’houli. « An hini a zo santel hag izel he galoun, eme zant Krizostom, en em zispriz seul-vui ma vez kastizet ; hirvoudi a ra o c’houzout ez eo faziet. » An den a zo ourgouill enn he galoun a hirvoud ive, o veza ma ’z eo bet anavezet he bec’hed ; evit-se eo en deuz enkrez hag en deuz droug out-han he-unan hag oc’h an hini a gelen anezhan. « An hini a fell d’ezhan beza santel e gwirionez, eme zant Filip a Neri, ne dle morse klask digarez ha pa ve gaou ar pez a damaller d’ezhan, nemet da skouer fall e ve ar pez a lavarer. » Ha pegement e teu da dalvezout dirak Doue an den a zo tamallet e gaou, pa c’hoar tevel ha choum hep klemm ! Santez Thereza a lavare ez ear buanoc’h war hent ar mad, o choum hep klask digarez, eget na d-ear o klèvet dek prezegen ; rak o choum hep kaout he zigarez, an den a deu da veza frank a spered ha n’ema mui e poan gant ar pez a lavarer anezhan, pe ez eo gwir, pe ez eo gaou.
Verb Doue en em c’hreat den, dre ar madelesiou e deuz tennet war-n-omp ho Kaloun Zakr, oc’h en em izelaat evid-omp, o kemeret kemend-all a vez, kemend-all a zismeganz hag a boaniou dre garantez ouz-omp, grit, me ho ped, ma ’z ai an ourgouill er meaz euz va c’haloun, ha ma vezo-hi hevel oc’h ho kaloun-c’houi, o kemeret he lod euz ho tismeganz. Penaos e c’hellfen-me klemm evit eur gomz trenk-bennag a glevan, pa ’z oun bet ken aliez a-weach war-nez-taol da vont d’an ifern, dre va fèc’hejou ? O va Jezus, dre ar madelesiou euz ho mare poaniuz, grit d’in ar c’hras da veva ha da vervel gant eur galoun an izela, evel ma ho peuz-hu bevet ha ma ’z oc’h maro war ar groaz. Dre garantez ouz-hoc’h e karfen beza disprizet ha dilezet gant an holl ; hogen, hep ho kras, Aotrou, va Doue, ne d-oun ket evit ober netra vad, Siouaz ! Ho karet a ran, o va Doue, ho karet a ran, c’houi muia-karet va ene, ha bez’ e fell d’in, dre nerz ho kroaz santel, gouzanv, dre garantez ouz-hoc’h, beza gwall-gaset, drouk-prezeget ha dilèzet, kaout poan hag anken, enn eur ger, kement-so, gant ma teuoc’h d’am harpa, karantez va ene ! Na list morse ac’hanoun da bellaat diouz-hoc’h, grit m’am bezo c’hoant atao da blijout d’e-hoc’h, digorit va c’haloun, ha lakiit ma strinko anezhi eun eienen a garantez, eur garantez ker kre ma vezin e peoc’h e-kreiz va foaniou, ha na glemmin biken, n’euz forz petra a enebo ouz-in. O va Doue, bezit truez ouz-in, ne dalan netra, ne d-oun mad da netra, evelato enn-hoc’h ema va fisianz, pa ho peuz prenet ac’hanoun gant ho koad-zakr. Gwerc’hez Vari, va rouanez ha va mamm, mamm drugarezuz an holl bec’herien, enn-hoc’h ive ema va fisianz !