Seitekved kentel

Eus Wikimammenn
Alfonso Maria de Liguori
troet gant Gab Milin
Moullerez ar "C’hourrier", 1900 (p. 211-215).
◄   C’houezekved kentel Seitekved kentel Penaos trec’hi an demptasion   ►




SEITEKVED KENTEL


————


An hini a gar Jezus-Krist gant eur wir garantez ne baouez morse d’he garet, e-kreiz an temptasionou hag ar zèc’hor vraz euz he galoun.


————


1. — Kaout paourentez, klenved, dismeganz ha beza gwall-gaset gant an dud ne d-int ket an traou diesa ho deuz da c’houzanv an eneou a gar an Aotrou-Doue. Poaniusa tra a gavont eo an temptasionou hag ar zèc’hor euz ho ene. Pa en deuz eun ene doujanz ha karantez Doue, poan, dismeganz ha gwasouniou an dud, e-leac’h ober poan, a-zo eun dudi d’ezhan, o veza ma kav dre-z-ho an dro da ziskouez peger braz eo he garantez ouz an Aotrou-Doue ; evel keuneud o kreski an tan, ar poaniou-ze ive a gresk he garantez ouz Doue. Hogen beza e tremar da goll ar c’hras, dre an demptasion, pe beza enn aoun na ve kollet, setu ar poaniou c’houero evit an ene a gar Jezus-Krist a wir-galoun. Nemet ar garantez, netra e-bed ken ne d-eo evit lakaat an eneou mad da c’houzanv hep klemm ho zemptasionou ha d’en em zerc’hel War hent ar zantèlez. Poan an temptasionou a zo da beb ene kristen evel eur fourn hag a laka anezho holl gwennoc’h-gwenna, santeloc’h-santela dirak Doue.


Diwar-benn an temptasionou


2. — Evit eun ene hag a gar Jezus-Krist, ne d-euz poan vrasoc’h e-bed eget an demptasion. Ar poaniou all a laka anezhan da dostaat muioc’h oc’h Doue, pa vezont kemeret hep klemm hag a berz an Aotrou-Doue. An temptasionou a laka peb ene mad war an hent da guitaat Jezus-Krist, ha dre-ze a zo poaniusoc’h d’ezhan eget kement poan all a zo. Red eo evelato gouzout er-vad ne deu an temptasionou nemet a berz an droug-spered pe a berz ar c’hik. An Aotrou-Doue a lez a-wechou an eneou a gar muia da veza ive temptet gwasa, evit mac’h anavezint gwelloc’h a-ze ez int sempl hag ho deuz izomm bepred euz he c’hras evit miret na bec’hfent. Pa deu joaiou digant Doue d’an ene, neuze e kav d’ezhan ez eo kre a-walc’h evit herzel oc’h aliou an droug-spered hag evit ober pep tra da c’hloar Doue. Hogen, rak-tal ma teu war-n-han an demptasion, rak-tal e wel diraz-han punz an ifern digoret gant he béc’hed ha neuze, tost da goueza, neuze hep-ken e wel pegen dinerz eo hag ec’h anavez ne d-eo evit herzel, nemet Doue a ve enn enn tu gant-han. Evel-se ac’hoarvezaz gant an abostol sant Paol. Lavaret a ra he-unan e lezaz an Aotrou-Doue eun demptasion a berz ar c’hik da ziroll war-n-han, evit miret oc’h an ourgouill da zevel enn he galoun, enn abek d’ar madelesiou braz ha d’an dudiou en devoa bet digant Doue.

3. — Doue a lez ac’hanomp da veza temptet, evit dre-ze ma vezimp distag gwelloc’h dioc’h traou an douar, hag evit ma c’hoantaimp kalounekoc’h mont d’he welet d’ar baradoz. An eneou mad o welet e sko an temptasionou war-n-ezho a hep tu hag hep paouez, a den da skuiza war an douar. Neuze ec’h huanadont ken a vez ar mare ma c’hellont lavaret : torret eo va liamm, setu me distag evit mad ! An eneou-ze a garfe nijal war-zu Doue, siouaz d’ezho ! stag int c’hoaz gant eul liamm oc’h an douar, el leac’h m’emaint dindan dalc’h an temptasionou, bete ma ’z aint diwar ar bed. Setu perak an eneou a gar Jezus-Krist a zo atao o c’hervel ar maro, evit na vezint mui enn aoun da goll an Aotrou-Doue.

4. — Doue a lez ag’hanomp da veza temptet c’hoaz evit lakaat da greski ar mad hon devezo great. Evel-se a reaz an Aotrou-Doue e-kever Tobiaz. Pa vezomp temptet eta, e-leac’h kaout aoun na vemp ket karet gant Doue, e tleomp enn enep kaout fisianz enn he garantez. An aerouant evit lakaat da fazia eun darn sperejou aounik zo, a ro d’ezho da gredi e pec’hont pep gweach ma vezont temptet. Ar sonjezounou fall hor beuz ne raint ket d’e-omp koll gras Doue, gant ma savimp enn ho enep : pegement-bennag e vemp aliet gant an droug-spered, peger fall-bennag e ve an traou a laka a zirazomp, mac’h enehomp out-ho, e-leac’h louza hon ene, e teuio neuze da veza dirak Doue gwennoc’h ha kaeroc’h eget na d-oa araok. Sant Bernard a lavar e c’hounezomp eur gurunen nèvez pep gweach ma tréc’homp an demptasion. Ha pa gendalc’hfe eur zonj fall-bennag da zont enn hor spered ha da ober poan d’e-omp, arabad eo hor be nèc’h, diana mar d-eo kasauz d’e-omp, ha mar klaskomp he fellaat diouz-omp, enn eur zonjal e traou all.

5. — An Aotrou-Doue, dre ma ’z eo leal ha mad, ne c’houzanv ket e vemp temptet enn tu all d’hon nerz. An hini eta a zalc’h penn oc’h an demptasion, e-leac’h koll, a c’hounid kalz a vadou. Setu perak e lez aliez an Aotrou-Doue ar re a zo muia karet gant-han da gaout ar gwasa temptasionou, evit ma testumint eun taol braz a vadou d’ho ene hag eur c’hloar vrasoc’h er baradoz. An dour zac’h a ia buan da fall, hag an ene hep temptasion a ia d’en em goll, o veza ma sao enn-han louzou fall, an ourgouill, pe a hent all kalz a strouez, diwar ar stad vraz a ra anezhan he-unan ; o kredi ez eo pignet huel e skeul ar zantèlez, e paouez da gaout aoun, e ton he galoun da iena ha da bedi nebeutoc’h-nebeuta bemdez ; ha neuze, dallet gant re a fisianz, ne labour nemet a-nebeudou evit he zilvidigez. An dra-ma ne c’hoarvez ket gant an demptasion : epad ma c’hwask an demptasion war an ene paour ha ma wel ema e-tal da bèc’hi, neuze e sao a galoun war-zu an Aotrou-Doue hag etrezek he Vamm-Zantel ; neuze e lavar ez eo gwell gant-han mervel eget pèc’hi ; neuze pleget dindan he zempladurez en em daol etre divreac’h trugarez an Aotrou-Doue. Gwelet a dleer eta brema e teu, dre an demptasion, nerz an ene da greski, hag an ene dre-ze da veza tostoc’h oc’h Doue ha muioc’h a-unan gant-han.

6. — Arabad eo e kement-se kaout c’hoant da veza temptet, red eo kentoc’h pedi an Aotrou-Doue da bellaat pep temptasion diouz-omp, dreist-holl ar re a lakafe marteze ac’hanomp da bèc’hi. An dra-man a c’houlennomp bemdez, pa lavaromp ar Bater. Pa fell da Zoue a-vad e vemp temptet, n’en em nèc’homp ket diwar-benn ar sonjezounou fall a zao enn hor spered, dalc’homp hor fisianz e Doue, goulennomp nerz out-han, hag e teuio d’hon harpa e poent hag enn amzer. En em lakeomp etre daouarn an Aotrou-Doue ha n’hor bezet aoun e-bed, rak mar fell d’ezhan e vemp dalc’het da gaout temptasionou, ne bellaïo ket diouz-omp enn aoun na deufemp da goueza.