Moullerez ar "C’hourrier", 1900 (p. 199-210).
◄ Pemzekved kentel | C’houezekved kentel | Seitekved kentel ► |
1. — Ar fisianz e Doue a gresk ar garantez hag ar garantez a gresk ar fisianz e Doue. Ar fisianz e madelez an Aotrou-Doue a gresk ar garantez ouz Jezus-Krist. Pa hon devez fisianz e vezo great vad d’e-omp gant eun den-bennag, e teuomp da garet an den-ze. An Aotrou-Doue ne fell ket d’ezhan e lakafemp hor fisianz enn traou krouet, hag he valloz a daol war an hini a zo he fisianz enn den, o veza ne fell ket d’ezhan e teufemp da garet netra a gement a zo krouet. Sant Visant a Baol ne falveze ket d’ezhan ec’h harpje den war zen, gant aoun, eme-z-han, na z-aje neuze an Aotrou-Doue diouz-omp. Seul-vui ez eo braz hor fisianz enn Aotrou-Doue, seul-vui ive e kresk hor c’harantez out-han. Hag hen a gerz buan enn hent ar zantelez an hini a zo he galoun digor ledan gant ar fisianz e Doue ! Ne d-eo ket redek, nijal eo a ra diwar boez diouaskel ar fisianz hag ar feiz ; dre ar fisianz en deuz e Doue, e teu d’an ene nerz euz an nev. An er, roue al laboused, a ia war nij war-zu an heol, hag evel-d-han, an ene en deuz fisianz e Doue a zistag dioc’h an douar hag a ia war nij da veza unan gant Doue dre ar garantez.
2. — Evel ma ’z eo mad ar fisianz da greski hor c’harantez ouz Doue, evel-se ive ar garantez a gresk hor fisianz. Dre ar garantez omp deuet da veza bugale da Zoue. Hervez lezen ar reiz ez omp labour he zaouarn, hag hervez lezen ar c’hras ez omp bet great bugale da Zoue hag e talc’homp a wenn Doue, hag evel pa lavarfemp, ez omp ganet anezhan. Pa ’z omp eta dre ar garantez deut da veza bugale Doue, ar garantez ive a ro d’e-omp perz ha gwir e rouantelez an nevou, rak d’ar vugale eo choum e ti ho zad ha d’ar perc’hen kaout he dra ; ar garantez, dre-ze, a gresk ar fisianz e vezo d’e-omp mad an nev da viken. Dre ’n abek-ze, an eneou a gar Doue, e gwirionez, ne baouezont da lavaret d’ezhan enn ho fedennou ; ho rouantelez deuet d’e-omp.
3. — Doue a gar an hini en deuz karantez out-han. Grasou a-leiz a ro d’an hini a glask anezhan ha dre-ze, seul-vui e karer Doue, sel-vui ive e tleer kaout fisianz enn-han. Ar fisianz-ze eo a zigas d’ar zent eur peoc’h braz-meurbed, eur peoc’h a choum enn ho ene e-kreiz ar c’hlenvejou hag ar poaniou brasa, rak dre ma karont Doue ha mac’h anavezont peger mad eo e-kever ar re a gar anezhan, e lakeont enn-han ho holl fisianz hag e kavont ho feoc’h enn-han. Setu perak, Pried ar ganaouen zantel a ioa, koulz lavaret, war neun e-kreiz eur mor a zudi. O veza ne gare nemet he muia-karet, ec’h en em harpe warn-ezhan hep-ken. dre ma c’hwie er-vad e voa he garantez da neb her c’hare, ha neuze e veze e peoc’h hag enn eul levenez vraz ; Tro en devoa eta ar fur Salomon da lavaret en devoa bet pep tra dre ar garantez.
4. — Ar c’henta tra a glask fisianz eur c’hristen mad da gaout eo mont gant Doue d’an nev. Arabad eo kredi eta e ve ar fisianz hor beuz da gaout Doue enn nev evit miret ouz-omp da gaout ar wir garantez war an douar. Ne c’hell an eil anezho mont heb e-ben. Ar garantez a zo an tenzor kaer-ze a laka ac’hanomp da veza mignouned da Zoue. Ar vignounach a laka ar madou ha pep vad war zaou-hanter etre ar re en em gar, anez, ne ve mignounach vad e-bed. Jezus-Krist en deuz lavaret d’he ziskiblien e tiskouezo d’ezho kemend vad en doa, o veza ma voant he vignouned.
5. — Sant Fransèz a Zal a lavare : ma vije eun Doue, mad enn tu all da hep mad, eun Doue ha ne vije d’ezhan nag hor c’horf nag hon ene, eun Doue, enn eur ger, n’en divije pe welje war-n-omp (ar pez ne c’hell ket beza) ha ma n’en devije netra da ober gan-e-omp na ni gant-han, mui eget estren etre-z-ho, neuze evit gwir, eme ar zant-se, e lakafemp e ve an Doue mad-ze dreist hor stad-ni hag hor befe marteze c’hoant d’he garet, hogen ne garfemp tamm anezhan, rak ar garantez a zao euz an darempred hag euz an unvaniez. Ar garantez a zo eur vignounach hag ar vignounach a deu o tarempredi hag o veza evel unan. Setu perak, war a zesk d’e-omp Sant Tomaz, oc’h heul ar garantez e vez er galoun c’hoant da gaout digoll ha pae vad an nev, hag ar bae vad-ze a zo Doue he-unan, a zo hen hep-ken, eurusded an eneou euruz enn nev. Ar vignounach a fell d’ezhi e ve ar mignoun gant he vignoun.
6. — Madou an nev a vez daou-hanteret ha rannet dre en em zarempredi, evel a lavar Pried ar ganaouen zakr. An ene en em ro holl da Zoue enn nev, ha Doue, d’he dro, en em ro holl d’an ene, dioc’h ar galloud en deuz he-man d’he zigemeret ha dioc’h ar mad a zo bet great gant-han war an douar. An ene oc’h anaout ne d-eo netra e-skoaz d’ar vadèlez vraz-meurbed a Zoue, hag ive o welet pegement e talv e ve karet an Aotrou-Doue gant-han muioc’h eget na dalv e ve karet he-unan gant Doue, an ene dre-ze a c’hoanta muioc’h ar pez a blij da Zoue eget ar pez a blij d’ezhan he-unan. Mar d-eo laouen an ene gant gloar Doue o tont d’ezhan, ne d-eo avad nemet evit kas ha distrei he c’hloar d’an Aotrou-Doue enn eur lakaat anezhi da greski muia ma c’hell. An ene, pa ’z a d’an nev ha pa wel an Aotrou-Doue, ne d-eo ket evit miret d’he garet euz he holl nerz, ha Doue ive ne d-eo ket evit kasaat an hini a gar anezhan. Ma ve Doue, ar pez ne c’houfe birviken c’hoarvezout, evit kaout kasoni oc’h eun ene en deuz karantez out-han, ha ma ve ouc’h-penn eun ene euruz evit choum hep karet Doue, e kredan lavaret heb aoun e ve gwell gant an ene-ze gouzanv holl boaniou an ifern enn eur garet Doue, ha pa na ve ket karet gant-han, eget na ve beva hep karet an AotrouDoue ha pa c’hellfe kaout, a-hent all, holl zudiou ar baradoz. Setu evit petra : an ene mad oc’h anaout e talv e ve karet Doue kalz, kalz muioc’h evit na dalvez hen he-unan, en deuz, dre-ze, muioc’h a c’hoant da garet Doue eget n’en deuz da veza karet he-unan gant Doue.
7. — Esperanz ar Gristenien, eme zant Thomaz, a zo beza war c’hed da veza euruz da virviken enn nev ; an eurusded-se a vezo ho zra, a gav d’ezho, o veza ma ’z eo Doue gwirion ha m’en deuz lavaret e roio eur vuez euruz da virviken d’he zervicherien vad er bed-man. Hogen, ar garantez, enn eur lemel ar pèc’hed, a lam ive ar pez a vir oc’h an eurusded ; dre-ze, seul-vui ez eo braz ar garantez, seul-vui ive e kresk hor fisianz, fisianz ha ne viro ket oc’h ar garantez da veza glan ha mad, rak ar garantez, eme zant Denez, a ia war nij, dre he nerz he-unan, war-zu an hini a zo karet gant-hi. Ar garantez, eme zant Augustin, a zo eul liamm aour hag a stag ker stard kaloun an hini a gar oc’h kaloun an hini a zo karet, ma laka anezho ho diou evel unan hep-ken. Al liamm-ze ne d-eo ket evit staga ar c’halounou a zo pell an eil dioc’h e-ben, rak an hini a gar a c’hoanta atao beza gant an hini a zo karet. Pried ar ganaouen zakr, o welet ez edo pell dioc’h he muia-karet, a zizèc’he war he zreid hag a bede he mignounezed da vont afo da lavaret d’ezhan peger braz e voa he doan, ha da bedi anezhan da zont buan d’he dizoania. Eun ene hag en deuz kalz a garantez ouz Jezus-Krist ne d-eo ket epad m’ema war an douar evit choum hep kaout c’hoant da vont hep dale d’an nev evit beza eno evel unan gant he vuia-karet.
8. — Kaout c’hoant eta da vont d’an nev da greski dudi an Aotrou-Doue oc’h he garet, kent eget evit kaout an dudi a vezo roet d’an ene a garo anezhan, ar c’hoant-se a zo eur garantez c’hlan hag ar santela karantez. An dudi ho deuz an eneou euruz o karet Doue ne ra gaou e-bed oc’h ar garantez c’hlan ha santel ho deuz. Eurusoc’h eo ar zent, gant ar garantez c’hlan ha santel ho deuz oc’h Doue, eget na d-int gant an dudi a gavont oc’h he garet. Unan-bennag a lavaro marteze : karantez gant c’hoant kaout digoll ne d-eo ket eur garantez wirion a-walc’h, hogen eur garantez fall. Gobr ha gobr a zo, klevit mad ! Kalz a gemm a zo etre digoll ar bed-man ha gobr ar baradoz a vezo met, a lavar an Aotrou-Doue he-unan, d’ar re a gar anezhan. Ar pez a ro an dud da c’hobr ha da zigoll a zo ho madou hep mui-ken, rak morse n’en em roont ho-unan, e leac’h ar gobr a ro Doue d’ar re euruz a zo hen he-unan. Dre-ze, kaout c’hoant da vont d’ar baradoz a zo kaout c’hoant da gaout Doue a zo ar penn euz hor buez.
9. — Ma ve lavaret a-berz Doue d’eur c’hristen ez eo lamet he hano euz a levr ar vuez, ar c’hristen-ze hag hen a dle lezel evel kent he vuez da vont enn dro, war zigarez ez eo barnet gant an Aotrou ? Ne dle ket, eme zant Thomaz, ha pèc’hi zo-ken a ra o veva evel-se, dre ma kav mad beza e stad a bèc’hed : ne ket evit ar stad-ze ez eo bet krouet gant Doue. Doue n’en deuz ket great one an den evit an ifern, el leac’h m’en devezo kasouni out-han, hogen evit ar baradoz el leac’h ne vezo ket evit en em viret d’he garet. Setu perak ne fell ket d’ezhan e varvfe ar pèc’her, hogen e teufe da zistrei out-han ha da veza salvet. Ar zant-se a lavar c’hoaz ne fell ket da Zoue e ve daonet an den, nemet dre ar pèc’hed, rak an den en em zaon he-unan laouen, dre ne fell ket d’ezhan ar pez a fell da Zoue, ha ma ’z eo gwelloc’h gant-han pèc’hi eget karet Jezus. Ma lavarfe an Aotrou-Doue da eur c’hristen ez eo barnet d’an ifern, o veza ma c’hoar er-vad e pèc’ho, ar c’hristen-ze hag hen a dle beza laouen war gement-se ha beva evel diaraok ? Ne dle ket, eme zant Thomaz, rak ar pez en deuz klèvet diwar-benn ar varn-ze a c’hell beza dislavaret, o veza ne d-eo nemet eur gourdrouz a ielo da netra, ma na gendalc’h ket ar pèc’her enn he bèc’hed.
10. — Pellaomp dioc’h hor spered sonjou ker spountuz ha ne d-int mad nemet da lakaat koll fisianz ha da ienaat hor c’haloun e-kever Doue. Karomp Jezus-Krist epad ma c’hellomp er bed-man, hirvoudomp hep paouez war-lerc’h ar mare ma ’z aïmp gant-han d’an nev d’he garet evel ma ’z eo dleet ; hon holl fisianz a dle trei da vont di ha da garet Doue euz a holl nerz hor c’haloun. An den, eme zant Thomaz, ne d-eo ket evit miret penn-da-benn ar gourc’hemen da garet Doue, ne d-euz nemet Jezus-Krist, den ha Doue, hag ive ar Werc’hez Vari, leun a c’hras ha dinam ganet, nan, ne d-euz nemet-ho hep-ken a gement ho defe miret ar gourc’hemen-ze hed-a-hed. Evid-omp-ni, bugale baour Adam, hor c’harantez ouz Doue a zao dre-z-hi atao war an douar eur strouezen fall-bennag, nemet enn nev el leac’h ma welimp Doue evel m’ema, nemet eno hep-ken ne garimp anezhan hag e vezo red d’e-omp he garet euz a holl nerz hon ene.
11. — Sonj hor spered, c’hoant hor c’haloun hag an holl fisianz hor beuz a dle beza troet war-zu mont gant Doue d’an nev, evit he garet gant karantez, evit beza euruz euz he eurusded he-unan. Dudi vrasa ar zent enn nev a zo anaout eurusded braz-meurbed ho muia-karet, rak er baradoz e karont Doue kalz muioc’h evit n’en em garont ho-unan. Ar zent holl, dre ar garantez ho deuz oc’h Doue, a rafe laouen ho eurusded hag a c’houzanvfe an holl boaniou, evit kreski eurusded an Aotrou-Doue, ma ve evit kaout eun diouer-bennag. Gwelet eta ez eo Doue euruz-meurbed hag e pado he eurusded da-viken, ar zonj-se a zo dudi ar re euruz er baradoz.
Evel-hen eo e tleer anaout ar pez a lavar an Aotrou-Doue d’an ene mad, pa zigor d’ezhan dor an nevou : it da joa ho Toue. Ne lavar ket d’ar joa, d’al levenez mont enn ene, pa ’z eo joa Doue eo a ra joa ar re euruz ; evel eo pa lavarfe mad an Aotrou-Doue he binvidigèsiou hag he eurusded a zo mad, pinvidigèsiou hag eurusded ar re zalvet.
12. — Dioc’h-tu ma tigor dor ar baradoz da eun ene, dioc’h-tu an ene a wel gloar Doue hag he vadèlez evel m’emaint, dioc’h-tu e krog enn-han tan eur garantez ker flamm ma ’z eo evel devet, ha dioc’h-tu ive ez eo kollet ha beuzet e-kreiz mor doun madèlez Doue. Neuze an ene en em ankounac’ha he-unan, neuze, evel mèzo gant garantez Doue, ne zonj nemet da garet anezhan. Eun den mezo ne zonj mui enn-han he-unan. Evel-se eo an ene euruz, ne zonj mui ken nebeud nemet da garet Doue ha da blijout d’ezhan, c’hoant en deuz d’he gaout holl ha beza en deuz anezhan holl e gwirionez, heb aoun d’her c’holl biken. C’hoant en deuz d’en em rei holl d’ezhan hag en em rei holl a ra, e gwirionez, hep paouez hag e pep mare ; Doue a ziskouez hag a ziskouezo d’ezhan he garantez da virviken.
13. — Er baradoz, an ene a zo atao unan gant Doue ha karet Doue a ra kement ha ma c’hell karet ene eun den ; her c’haret kement a ra, ma ’z eo d’ezhan eun dudi ne c’hell ket beza brasoc’h, kement ne d-eo ket evit kaout c’hoant a netra ken hag an ene neuze a zo ker leun a Zoue ha ma c’hell beza hervez ar mad en deuz great war an douar. Doue enn nev n’ema ket hep-ken unan gant an ene dre he vadèlez, dre he sklerijen, dre he garantez tener-meurbed, evel ma vez evel unan gant an ene mad er bed-man. Bez’ ema kement unan gant-han enn nev, na reont, koulz lavaret, ho daou nemet unan. Evel ma teu an houarn da veza ruz-glaou gant an tan ha da veza tan zoken, evel-se an Aotrou-Doue a dreuz an ene hag a ia kement dre-z-han, ma teu ive da veza e doare Doue he-unan hep paouez evel kent da veza ene atao. Ker harr ha kel leun eo euz a Zoue ma ’z eo beuzet enn-han, ma ’z eo koulz lavaret evel na ve mui anezhan. Setu, kristenien, petra a c’houlenne an abostol sant Paol evit he ziskiblien.
14. — An eurusded-ze a fell da Zoue rei d’e-omp holl goude buez ar bed-man a zo lakeat ken doun ar c’hoant anezhi enn hon ene paour, ne vezo birviken e peoc’h ken a vezo unan gant Doue enn nev. Evit gwir, ar re a gar Jezus-Krist a gav ar peoc’h oc’h ober ar pez a fell da Zoue ; evelato n’int ket evit kaout eur peoc’h gwirion er bed-man, rak ar peoc’h ne deu d’an den nemet goude he alanad divèza, pa’z a da welet Doue evel m’ema ha da veza beuzet enn he garantez. Ken na vezo neuze, an ene e poan hag e nec’h a glemmo hag a hirvoudo bepred.
15. — O va Doue, o c’hortoz ma teuoc’h d’am gervel david-hoc’h, emaoun e peoc’h enn draonien-man a zaelou, evelato ez eo c’houero an doan am beuz, pa zonjan pegen nebeud emaoun c’hoaz a-unan gan-e-hoc’h-c’houi a dle beza va diskuiz, va feoc’h ha va eurusded. Ar zent, hag hi dèvet ho c’haloun gant tan ar garantez, a hirvoude evel-kent war-zu ho bro euruz. Ar mad a c’hortozan a zo ker braz, eme zant Fransèz Asiz, ma ’z eo va foaniou evel eur blijadur d’in. Setu frouez eur garantez ar zantela. An huela derez euz a skeul ar garantez er bed-man a zo c’hoantaat kalounek mont da veza a-unan gant Doue enn nev, diwar an derez-ze e pigner eaz er Baradoz.
16. — Ar boan vrasa ho deuz an eneou keiz er purgator, a zo ar c’hoant ho deuz da vont gant Doue, ar boan-ze a vezo braz da eneou ar re n’ho devezo bet nemet eun nebeud c’hoant da vont d’ar baradoz. Ar c’hardinal Bellarmin a lavar ez euz er purgator eul leac’h n’ho deuz an eneou poan e-bed enn-han nemet choum hep gwelet Doue. Diwar-benn ar boan-man meur a dra zo bet lavaret gant sant Gregor, sant Visant Ferier ha santez Berc’hed. Ar boan-man ne vez ket gouzanvet er purgator evit ar pèc’hejou, hogen evit na vez ket bet a vall a-walc’h er bed-man da vont d’ar baradoz. Kalz a eneou a fell d’ezho mont d’ar zantèlez, hep koulskoude kaout c’hoant da vont diwar an douar, da vont d’an nev da veza unan gant Doue. O veza ma ’z eo ar vuez euruz eur mad, ne d-euz mad e-bed koulz hag hen, eur mad hag a zo bet gounezet d’e-omp gant Jezus-Krist o vervel war ar groaz. Doue dre-ze a re poan d’an eneou evit an nebeud a c’hoant ho deuz bet epad ho buez da vent d’he gaout d’ar Baradoz.
Va Doue, krouet ho peuz ac’hanoun evit ar baradoz ; hag evit digeri d’in porz euruz an nev, ho peuz va frenet euz an ifern. Evelato, siouaz d’in ! em beuz droug-c’hreat aliez enn ho kever ; dilezet em beuz an eurusded ho poa great evid-oun, evit mont d’en em goll, ho trugarez vraz-meurbed e deuz lamet digan-en va dizanaoudègez tremenet hag e deuz va zennet aliez euz an ifern. O va Jezus, ha perak n’em beuz-me ket karet ac’hanoc’h atao ? Perak n’oun-me ket bet eat war ho lerc’h-c’houi hep-ken a zo va dizoan ? Pa ho peuz roet d’in amzer da ober va zilvidigez, ho karet a ran, va muia karet, ho karet a ran euz a greiz va c’haloun ha muioc’h evit n’en em garan va-unan. Gouzout a ran e fell d’e-hoc’h e ven salvet, evit ma ’z in d’an nev d’ho karet da viken ; ho trugarekaat a ran evit ho madèlez hag o pedi ive a ran da rei d’in ar c’hras d’ho karet mui-oc’h-mui bemdez epad ma vevin, evit ma c’hellin ho karet goude da virviken. O va Zalver, pe goulz n’em bezo-me mui a aoun d’ho koll hag e karin-me ac’hanoc’h gant kement a garantez, o welet ho kened vraz-meurbed, na vezin mui evit en em viret d’ho karet ? Hag hen a zo eun dra vad, eun dra euruz ha karantezuz rankout karet ac’hanoc'h atao ! Piou a lakaio ac’hanoun da garet ac’hanoc’h euz a holl nerz va ene ? Eur vouez zo hag a lavar d’in koulskoude ne d-euz enn-oun netra vad evit gellout kaout an nev ac’hanoun va-unan, hogen dre ho trugarez-c’houi, va Zalver ha va Doue, eo em beuz fisianz ez in d’ar baradoz. Rouanez an nev, Gwerc’hez Vari, erbedit evid-oun dirak ho Map, Jezus ; enn-hoc’h-hu ive em beuz fisianz.