Mont d’an endalc’had

Pemzekved kentel

Eus Wikimammenn
Alfonso Maria de Liguori
troet gant Gab Milin
Moullerez ar "C’hourrier", 1900 (p. 194-198).
◄   Pevarzekved kentel Pemzekved kentel C’houezekved kentel   ►



PEMZEKVED KENTEL


————


An hini a gar Jezus-Krist a gred kement tra en deuz lavaret


————


1. — Eun den, pa gar eun all-bennag, a gred kement tra a lavar d’ezhan. Evel-se a dleomp da ober ive e-kever Doue, rak seul-vui e vez doun karantez Jezus-Krist enn eun ene, seul-vui e vez he feiz beo, kre ha paduz. Al laer deou o welet ez edo Jezus o vervel hep beza great droug e-bed, o welet anezhan o c’houzanv kemend-all a c’hloasiou hep klemm, — al laer deou a zigoraz he galoun da garet Jezus. Dre ar garantes-se, hag he spered o tent enn-han sklerijen an nev, e teuaz da anaout ha da gredi e voa e gwirionez Jezus-Krist Map Doue. Neuze gant eur fisianz vraz e pedaz hor Zalver da gaout sonj aneznan pa vije eat d’he rouantelez.

2. — Hervez a welomp ama dre skouer al laer deou, ar feiz a zigas d’ar garantez hag ar garantez d’he zro a laka ar feiz da greski. An hini en deuz ar muia karantez ouz Doue, en deuz ive ar feiz kreva. Ar garantez a laka feiz er spered hag e kement tra a fell d’an den da ober. Ar re ne reont nemet kredi, hep na fell d’ezho ober netra hervez ar feiz ho deuz, ar re-ze a zo ar bec’herien. Anaout a reont gwirionesiou ar feiz, ne fell ket d’ezho a-vad beva hervez gourc’hemennou Doue ; ho feiz ne d-eo na beo na kre. Ma vije beo ho feiz, pa c’houzont ha pa gredont ez eo ar c’hras ar brasa mad, hag ar pèc’hed ar brasa droug, ho buez neuze a ve kalz gwelloc’h evit na d-eo. Hogen, siouaz ! o veza ma reont muioc’h a stad euz a vadou dister an douar eget na reont euz a Zoue, e c’heller lavaret n’ho deveuz ket a feiz, pe ez eo dister diana. An hini a-vad a gred, e gwirionez, hag a ra herez ma kred, dre ma kar kredi ar pez a zo desket gant Doue, ha dre ma kar Doue ive, hen-nez e gwirionez a zo beo he feiz hag a laka he vuez da veza, muia ma c‘hell, hervez reiz ar gwirionesiou a gred.

3. — Ma n’ho deuz ket a feiz ar bec’herien, arabad eo tamall da denvalijen ar feiz, rak petra-bennag ma ’z eo bet falvezet gant Doue ne vije ket he wirionesiou anavezet sklear hag anat gant an dud, evel mac’h anavez anezho he-unan, evit ma vije hor mad kredi anezho, evelato ar feiz a zo ker gwirion dre ar merkou anat a zo bet roet d’e-omp, ma vemp tud diskiant o choum hep kredi. Buez fall an den a ra d’ar feiz mont war zemplaat. An hini a zispriz karantez Doue, evit en em vaga gant joaiou ar bed, a garfe ne ve lezen e-bed da viret an dra-ze out-han, ne ve poan e-bed da gastiza anezhan ; klask pellaat he spered a ra dioc’h gwirionesiou ar feiz. dioc’h sonj ar maro, ar varn, an ifern, dioc’h kement a den, enn eur ger, da spounta anezhan e-kreiz he zudiou, a zo neuze dre-ze c’houero-meurbed d’he galoun ; klask kredi a ra ne d-euz nag ene, na Doue, nag ifern evit gellout heva ha marvel evel eul loen n’en deuz na feiz na reiz.

4. — Ar vuezègez direiz eo a laka da zevel kemend-all a levriou fall, kemend-all a dennou faoz e-touez an dud. Darn zo hag a nac’h e ve eun Doue, darn all a lavar Doue ne wel netra euz a gement en deuz great : goude kroui an dud, Doue, eme-z-ho, n’ema mui e poan gant-ho, ha ne ra forz pe e vezint salvet pe zaonet. Re all zo c’hoaz hag a lavar ez eo Doue didruez pa ra an eneou evit mont d’an ifern, pa zoug anezho da bèc’hi, evit ma vezint kollet ha ma tèvint e-kreiz an tan da viken.

5. — Ha peger fall ha pegen dizanaoudek eo an dud ! An Aotrou-Doue en deuz krouet anezho, dre eun drugarez ar vrasa, evit ma vezint euruz da viken ; sklerijen ha grasou en deuz skuillet war-n-ezho gant largentez, evit ma c’hellint mont gant-han d’an nevou ; prenet en deuz anezho gant he c’hoad, dre ar gwasa poaniou, dre eur garantez dreist pep karantez, hag an dud evelato a glask choum kep kredi netra. evit beva enn ho roll. Kaer ho deuz koulskoude ne vezint birviken evit tèc’het dioc’h mouez ho c’houstianz na dioc’h ar spount ho deuz rak barnedigez Doue; ha ma tilesfent ho buez fall ha direiz evit en em rei da garet Jezus-Krist, neuze e tilavarfent ar gaou hag e kredfent an oll gwirionesiou a zo desket gant Doue ha gant he Iliz.

6. — An hini a gar Jezus-Krist gant eur wir garantez a zo atao he spered troet war-zu gwirionesiou ar feiz hag a gas he vuez hervez gourc’hemennou Doue. Anaout a ra, evel ar fur, n’eo nemet moged, fank ha gaou kement tra zo war an douar ; gouzout a ra ema eurusded an ene o karet he Grouer hag oc’h ober ar pez a zo karet gant-han ; gouzout a ra ne d-eo an den netra nemet ar pez ma ’z eo dirak Doue, ha ne dalv d’ezhan netra gounid ar bed mar koll he ene, gouzout a ra ne d-eo ket madou an douar evit karga kaloun an den, nemet gant Doue e ve-hi, birviken n’e devezo a-walc’h ; enn eur ger, gouzout er-vad a ra ez eo red rei pep tra evit kaout pep tra.

7. — Kristenien zo c’hoaz ha ne d’int ket ken direiz hag ar re genta-ze hor beuz komzet anezho ; ar re-man a gred e gwirionez ; hogen ho feiz ne d-eo ket kre tamm e-bed. Kredi a reont ar misteriou hag ar gwirionesiou a zo desket d’ezho ; nemet eun darn zo enn ho zouez ha ne gredont ket, setu ama penaos. Jezus-Krist en deuz lavaret : euruz ar re baour, euruz ar re ho deuz poan hag anken, euruz ar re a zo kastizet, gwall-gaset ha milliget gant an dud. Ha kredi a reont ar pez a zo enn aviel ar re a gomzan diwar ho fenn hag a lavar : euruz neb en deuz arc’hant, nep n’en deuz poan e-bed, neb a gav dudi e pep leac’h ; reuzeudik enn enep eo an hini a zo poaniet ha gwall-gaset gant an dud. Ar re-man eta mar kredont gwirionesiou an aviel, ne d-eo nemet eun nebeud, me her lavar c’hoaz, rak an neb a gred, evel ma ’z eo dleet, a gav d’ezhan ez eo euruz o veza paour, klanv, disprizet ha goapeat gant ar bed. Setu e pe zoare e kred hag e komz an hini a zo beo-buezek he feiz, an hini, ouc’h-penn kredi, a gerz penn-da-benn gant hent an aviel, hag a gar Jezus-Krist gant eur wir garantez.


Peden a Garantez


O va Jezus, buez va ene, kredi a ran ez oc’h ar mad ne d-euz nemet-han da veza karet ; kredi a ran ez oun karet-meurbed gan-e-hoc’h, pa ho peuz bet ar vadèlez da c’houzanv pep seurt poaniou hag ar maro zo-ken evit savetei ac’hanoun. Kredi a ran ne d-euz war an douar nag enn nev eurusded e-bed brasoc’h eget ho karet hag ober e c’hiz ma karit ; kredi a ran ez eo ho trugarez dreist pep trugarez ; fisianz am beuz enn ho madèlez vraz meurbed hag ho karet a ran ; karantez hep kemm na ment, a zo en em roet da vervel evid-oun hag en em roet d’in e sakramant an aoter, en em rei holl a ran d’e-hoc’h, ouz-hoc’h ec’h en em erbedan, va diouallit, Gwerc’hez Vari, mamm ar bèc’herien ha va mamm-me ive,