Mont d’an endalc’had

Pevarzekved kentel

Eus Wikimammenn
Alfonso Maria de Liguori
troet gant Gab Milin
Moullerez ar "C’hourrier", 1900 (p. 169-194).
◄   Diwar-benn senti Pevarzekved kentel Pemzekved kentel   ►



PEVARZEKVED KENTEL


————


An hini a gar Jezus-Krist a c’houzanv pep tra dre garantez evit Jezus-Krist, ha dreist pep tra ar boan, ar c’hlenvejou, ar baourentez hag an dismeganz.


————


1.— Eur ger-bennag zo bet lavaret er bemped kentel diwar-benn gouzanv ar boan hep klemm. Setu ama darn euz ar poaniou a zo gwella da c’houzanv a galoun vad.

An tad Alvarez a lavar ez eo arabad da eur c’hristen kredi e ve eat pell enn hent ar mad, hag e ve bet netra talvouduz d’he ene, ma n’en deuz ket gouzanvet hep klemm ha gant karantez ar boan-gorf, ar baourentez hag an dismeganz, dre anaoudegez evit ar poaniou skrijuz en deuz bet gouzanvet Jesus-Krist evit-han. Ar poaniou-korf hag ar c’hlenvejou gouzanvet hep klemm a denn war-n-omp euz an nev eun taol braz a vadelèsiou. Sant Visant a Baol a lavar mac’h anavesfemp peger braz eo an tenzor a c’hrasou a den d’an den dre ar c’hlenvejou, e vemp ker laouen pa deufent da staga ouz-omp evel pa her be bet ar brasa mad. Ar zant-ma, e kreiz gloasiou eur c’hlenved braz ha paduz en devoe, ne glemme morse tamm, atao e voa ker laouen ma vije lavaret, oc’h he welet, n’en devoa poan e-bed. Hag hen a zo kaer gwelet an den klanv o c’houzanv he boan evel-se ! Sant Fransèz a Zal, pa goueze klanv, goude diskouez d’ar medisin e pe leac’h edo he boan, a gemere heb an distera klemm, al louzou a roet d’ezhan, peger c’houero-bennag e voa. Eur gentel eo d’ar re a glever o klemm oc’h an holl evit an distera poan ho deuz ; karet a rafent gwelet atao ho c’herent hag ho mignouned war ho zro, o klemm ive gant truez out-ho. Santez Thereza a lavare d’he c’hoarezed : « Deskit gouzanv eur boan-bennag dre garantez oc’h Jezus-Krist, hep na c’houezo den nemed-hoc’h. » An tad Loiz Dupont, dre eur c’hras vraz euz an nev, a zirollaz war-n-ezhan, da wener ar groaz, eur gaouad poaniou ker skrijuz m’ho devoa he izili pep-hini anezho he boan. Her lavaret a reaz da unan euz he vignouned, ha rak-tal en devoe keuz hag e reaz le da c’holo hiviziken he boaniou oc’h an holl.

2. — Lavaret zo en devoe ar gaouad-ze dre c’hras Doue, o veza ma kav d’ar zent ez eo kaout kalz a c’hrasou digant Doue, pa den d’ezho klenvejou ha poaniou all a-leiz. Sant Fransèz Asiz a ioa eun dervez klanv braz war he wele ; an hini a ioa gant-han a lavaraz : « Va zad, pedit an Aotrou-Doue d’ho tiboania ha da denna he zourn diwar-n-hoc’h. » Dioc’h-tu ma her c’hlevaz, ar zant a lammaz en meaz euz he wele, hag en em strinkaz d’an daoulin evit trugarekaat Doue euz ar poaniou en devoa, ha gaude e lavaraz d’he vreur : «  Ma na c’houfen ket ez eo hep droug ho peuz lavaret ar pez ho peuz, ne garfen ket gwelet mui ac’hanoc’h. »

3. — Unan-bennag a lavaro marteze : « Ne ket va foan a nec’h muia ac’hanoun, o veza eo ne c’hellan ket mont d’an iliz da bedi, da goumunia, da glevet an oferen , hag ive o veza n’oun ket ken nebeud evit pedi a galoun nag evit ober netra vad all e-bed. » Perak, lavarit d’in, e fell d’e-hoc’h-hu mont d’an iliz, perak e fell d’e-hoc’h koumunia ha klevet an oferen, hag evit plijout da Zoue eo ? Ia, eme c’houi. Mad ! Doue ne fell ket d’ezhan ez afac’h d’an iliz, e klefac’h an oferen nag e koumunifac’h ; choum enn ho kwele ha gouzanv hep klemm ar poaniou a zigas d’e-hoc’h, setu ar pez a fell da Zoue. Daoust da ze, ez oc’h nec’het atao : ne glaskit ket eta ar pez a fell da Zoue, hogen, ar pez a fell d’e-hoc’h hoc’h-unan. An tad Avila a skrife d’eur belek diwar-benn an dra-man : « Va mignoun ker, na zonjit ket brema er pez a rafac’h ma vec’h iac’h, sonjit da choum klanv keit ha ma plijo gant Doue. Mar fell d’e-hoc’h ober ar pez a blij da Zoue, petra ra-ze pe c’houi a vezo klanv pe iac’h ? »

4. — N’oc’h ket evit pedi a galoun, eme c’houi ? Ha ne c’hellit-hu ket ken nebeud en em lakaat etre daouarn an Aotrou-Doue evit ober ar pez a fell d’ezhan ? Hag eur beden-bennag zo hag a ve kaeroc’h d’e-hoc’h da lavaret, eget na ve kemeret a galoun vad ar groaz hag ar boan a zigas Doue d’e-hoc’h ? Grit evel-se hag e vioc’h hevel oc’h sant Visant a Baol; pa voa gwall-glanv ar zant-ma, en em lakea, muia ma c’helle, dirak Doue hag hep kreski tamm he boan e save gweach he galoun da garet Doue, gweach da gaout fisianz enn-han, gweach all d’he drugarekaat, oc’h en em lakaat hepred etre he zaouarn, dreist holl pa c’hwasea d’ezhan ha pa greske he boaniou. Sant Fransèz a Zal a lavare ez eo skrijuz ar poaniou dre-z-ho ho-unan, dudiuz ha mad pa vezont kemeret a galoun vad euz a zaouarn Doue. N’oc’h ket, eme c’houi, evit pedi ? Ha kaeroc’h peden zo eget sellet oc’h ar groaz peb enn amzer ha lakaat, e-kichen treid hor Zalver, ar poaniou a c’houzanver, oc’h ho meska gant an anken vraz en devoe Jezus-Krist war he groaz ?

5. — Eur zantez e devoa eur boan griz ha kalet : unan-bennag a lakeaz dira-z-hi kroaz Jezus enn eur lavaret : « Pedit an Aotrou-Doue da lamet ho poan diwar-n-hoc’h. » — « Petra, eme-z-hi, c’houi a fell d’e-hoc’h ec’h en em zizamfen euz va c’hroaz, epad ma Welan ama va Doue stag oc’h he hini ? Nan, birviken ! Bez’ e fell d’in gouzanv dre garantez ouz Jezus en deuz gouzanvet evid-oun poaniou a zo kalz brasoc’h evit va re-me. » Evel-hen eo e gwirionez e komzaz Jezus-Krist he-unan oc'h santez Thereza eun dervez ma voa kouezet gwall-glanv. Jezus, oc’h en em ziskouez d’ezhi goloet a c’houliou, a lavaraz : « Sellit, va merc’h, setu am beuz gouzanvet evid-hoc’h, gwelit brema petra eo ho poaniou e-skoaz va-re-me ? » Abaoe neuze, ar zantez-ma, pep gweach ma tigweze eur boan-bennag gant-hi, a lavare : « Pa zonjan er poaniou a bep seurt en deuz bet Jezus, hag hen evel eun oan, penaos e c’hellfen-me klemm evit an distera gloaz am beuz ? » Santez Liduvina e devoe klenvejou a-leiz epad eiz vloaz ha tregont : tersièn, urlou enn he zreid hag enn he daouarn, koenv enn he gouzoug ha gouliou enn he holl izili. Evelato e veze laouen hag euruz epad ma wele dirak he daoulagad ar poaniou skrijuz en devoa het Jezus-Krist da c’houzanv. Sant Joseph Fransiskan a dlie beza trouc’het eun ezel diout-han ; unan-bennag a c’houlennaz araok ha ne felle ket d’ezhan e vije staget, gant aoun na deuje da flach ha d’en em zifreta gant ar boan. Kemeret ar Grusifi a reaz hag e lavaraz : setu ama an hini am stag hag a raio d’in gouzanv va foaniou hep klemm dre garantez out-han »; hag epad ma tigoret he gik d’ezhan, ne reaz ket eur glemmaden zomui-ken. Sant Jonaz, merzer, lakeat noaz beo e-kreiz ar skourn epad eun nosvez, a lavaraz da c’houlou deiz ne voa bet nosvez e-bed ken eaz, o veza ma voa bet atao dirak he spered Jezus-Krist stag oc’h ar groaz, ha ma voa he boan eun dudi, eme-z-han, e skan ma voa bet poaniou Jezus-Krist.

6. — Hag a c’hrasou a c’hell an den da zastum pa c’houzanv he boan hep klemm ! An Aotrou-Doue a ziskouezaz eun deiz d’an tad Alvarez ar c’hloar e devije eul leanez evit eur c’hlenved e devoa bet hag e doa gouzanvet hep klemm. Lavaret a reaz d’ezhan e doa dastumet muioc’h a c’hrasou d’he ene, epad eur miz klenved hep-ken, eget n’ho devoa great al leanezed all epad meur a vloavez. An anken hag ar boan, pa vezont kemeret hep klemm, a beur-c’hra kurunen an nev. Kement-se a voe lavaret da zantez Liduvina. Goude gouzanv an holl boaniou a zo bet hano anezho a-raok, ar zantez-ma e devoa c’hoant da veza merzeriet evit Jezus-Krist. Eun dervez ma c’houlenne ar c’hras-se gant huanadou e welaz eur gurunen gaer ha ne voa ket peur-c’hreat c’hoaz. Dont a reaz da anaout e voa evit-hi ar gurunen-ze. Evit ma vije eta peur-echuet tro-war-dro, e pedaz an Aotrou-Doue da greski he foaniou. Doue a glevaz he feden, ha soudarded o tont, goude kana d’ezhi pep seurt komzou fall, a skoaz gant-hi hag he lezaz hanter-varo. Goude-ze, e welaz eun eal ha gant-han eur gurunen peur-echu ha kaer-meurbed ; lavaret a reaz d’ezhi ho doa he foaniou diveza staget ar vein kaer a wele ouz he c’hurunen, ha nebeud amzer goude e varvaz.

7. — Ar poaniou hag an dismeganz a zo c’houek ha mad d’an eneou a gar Jezus-Krist gant eur wir garantez. Ar garantes-se eo a rea d’ar verzerien gouzanv hep klemm beza dispennet e beo gant ivinou houarn, beza devet ha lakeat d’ar maro. Sant Prokop, epad ma verzeriet anezhan, a lavaraz d’an tirant : « Gra d’in ar muia poan a c’helli, ha desk ne d-euz netra hag a ve ker mad d’an hini a gar Jezus-Krist evel ma ’z eo gouzanv ha kaout poan dre garantez out-han. » Ar merzer, sant Gordian a lavaraz ive d’an hini a c’hourdrouze he lakaat da vervel : « Va lakaat d’ar maro a ri, eme-de, ha me a garfe mervel nousped gweach dre garantez ouz Jezus-Krist, va Zalver. » Ar zent a gomze evel-se marteze o veza ne voa ket ar boan evit kregi enn-ho, pe dre ma voa kollet ho skiant gant-ho ? Nag an eil nag egile, eme zant Bernard, ne gomze ar zent enn doare ma reant, nemet dre ma c’hwient er-vad e vije talvouduz-meurbed d’ezho koll pep tra, gouzanv pep poan, hag ar maro zo-ken dre garantez ouz Doue.

8. — Epad ma vezomp klanv eo e tleomp en em lakaat e doare da vervel, ha da vervel e c’hiz ma plijo gant Doue. Red eo mervel : eur c’hlenved pe glenved a vezo an diveza, ha ne c’houzomp ket pehini e vezo, nag e pe vare. Dre-ze eta e tleomp, pep klenved a stag ouz-omp, beza krog er stur, me lavar, beza e stad vad da vervel. Unan-bennag an lavaro : kalz a bèc’hejou am beuz great hep tamm pinijen e-bed ; ha karet beva a rafen evit paea evit-ho, a-raok mervel, ar boan zo dleet da Zoue. Ha gonzout a rit-hu pe e reoc’h pinijèn pe ne reoc’h ket, mar choumit beo ? Marteze e teuoc’h da bec’hi gwasoc’h eget diagent. Brema eta pa c’hellit kaout fisianz ez eo lamet ho pec’hejou gant Doue, pe binijen zo kaeroc’h eget digèri a galoun vad ho. tivreac’h d’ar maro, mar fell da Zoue e varvfac’h ? Sant Loiz Gonzag a varvaz da dri bloaz war-n-ugent, enn eur lavaret : « Brema em beuz fisianz hag e kredan ema gras Doue gan-en ; ne c’houzoun ket ha me a vezo atao er stad vad-ma, mar choumfen beo, rak mervel a ran a galoun vad, pa blij gant an Aotrou-Doue va zenna brema diwar ar bed.» An tad Iann Avila a grede e tle, pa vez unan-bennag e stad vad, ia e tle neuze kaout c’hoant da vervel, evit gellout tec’het dioc’h kemend-all a draou a laka an dud keiz da bèc’hi ha da goll gras Doue.

9. — Lavaret a c’heller ouspenn : o veza ker sempl ha ma ’z omp, n’omp ket evit beva hep pèc’hi kalz pe nebeud. Kement-man a zo a-walc’h evit lakaat ac’hanomp da gaout c’hoant ma teuio ar maro da viret na bèc’himp mui. Enn eur ger, mar karomp Doue gant eur gwir garantez, e tleomp ive kaout c’hoant da welet anezhan evel m’ema, ar c’henta ar gwella, rak kaer zo, birviken kaloun an den ne d-eo war an douar evit karet Doue evel ma karer anezhan enn nev. Anez ar maro o tont da zigèri d’e-omp an nor, anez ne dafemp ket d’an nev, d’ar vro-ze a garantez. Sant Augustin a lavare : « Aotrou-Doue, grit d’in mervel, rak, eme-z-han,ne d-euz nemet ar maro evit lakaat ac’hanoun euruz oc’h ho kwelet a ziraz-oun, evit va lakaat d’ho karet da viken er baradoz.


Ar Baourentez


10. — Bez’ e tleomp c’hoaz gouzanv ar baourentez ha dioueret pep tra hep klemm. Sant Augustin a lavar : « An hini n’ema ket Doue gant-han n’en deuz netra, an hini zo Doue gant-han en deuz kement-zo. » — Ha gwir ! rak an hini a gar Doue hag a zo he galoun hag he spered a-unan gant Doue, a gav an holl vadou gant Doue. Sellit oc’h sant Fransèz : bale diarc’hen a ra, eur zac’h enn dro d’ezhan, n’en deuz netra ha dre ma lavar : « Va Doue zo kement am beuz », ez eo pinvidikoc’h evit an holl rouanez euz ar bed. Den n’eo paour nemet an hini en deuz avi ha c’hoant da gaout ar madou n’en deuz ket. Evit an den n’en deuz c’hoant a netra hag a zo laouen gant he zienez, an den-ze a zo pinvidik-mor, a lavaran. Euz an eneou-ma eo e komz an abostol sant Paol, pa lavar : « Ar re a gar Doue e gwirionez n’ho deuz netra hag o deuz pep tra, rak lavaret a reont p’ho deuz dienez : Va Jezus, gan-e-hoc’h em beuz a-walc’h, ha neuze e teu d’ezho digant Doue dizoan ha laouenedigez. » Ar zent n’ho deuz ket kep-ken gouzanvet ar baourentez hep klemm, dilèzet ho deuz c’hoaz ho madou hag ho danvez, evit beva hep-ken e Doue, gant Doue hag evit Doue. Ma n’hor beuz ket a c’hoant da zilezel madou an douar, da vihana, bezomp laouen gant ar pez hor beuz hag er stad ma ’z omp lakeat gant Doue, na glaskomp ket anaout madou a dremen, klaskomp madou gwelloc’h, madou a bado da viken. Lakeomp stard ha doun enn hor spered ar pez a lavare santez Thereza : « Seul-vihanoc’h e vezo bet hon tra er bed-man, seul-vrasoc’h e vezo hor lod enn nev. »

11. — Sant Bonavantur a laka ez eo ar madou hraz euz ar bed-man hevel oc’h pok a vir oc’h an ene da nijal war-zu Doue. Sant Iann Klimak a lavar, a bent all, ez a dre ar baourentez an ene rag-êeun da Zoue. Jezus-Krist a lavar d’he dro : « Euruz ar re baour a galoun, rak d’ezho e vezo rouantelez Doue. » Evit ar seiz eurusded all a gomz Jezus-Krist anezho, ne lavar ket rei d’ezho an nev, nemet pa vezo deut an amzer. « Ar re baour a-vad, eme-z-han, ho devezo dudi an nev, a-vrema, enn ho c’haloun, eun tanva dudiuz euz ar baradoz war an douar, gant na c’hoantaint ket madou ar bed ha ma vezint laouen, o kaout a-walc’h gant ho boed hag ho gwisk. » O paourentez euruz, eme zant Lauranz Justinien, gant-hi an den n’en deuz netra ha n’en deuz aoun rak netra, gant-hi laouen atao, pep tra zo-ken a zo founnuz d’ezhan, o veza ma ’z eo mad ha talvouduz d’an ene pep tra a ra poan hag a zo diez d’an den. An den piz a zo evel eur c’hlasker, dare gant an naoun : seul-vui en deuz, seul-vui e karfe kaout, ne d-eo ket evit karga he galoun. Ar paour a-vad, laouen gant he dra, a zo atao enn he eaz, rak dre n’en deuz c’hoant a netra, en deuz ive pep tra.

12. — Jezus-krist a lavaraz eun dervez d’ar verc’h euruz Anjelina Foligno : « Ma na vije ket bet mad ar baourentez, ma na vijen ket bet ganet ha marvet paour, neuze me n’am bije ket bet lezet anezhi d’ho lod gant va diskibien ha gant ar re am beuz dibabet hag a garan. » Paourentez Jezus-Krist e deuz lakeat ar zent da garet kement ar baourentez : klask kaout danvez ha rastellat madou a gas da goll eneou a vagadou. Evit dastum madou a vern, madou a dremen evel moged, e koller Doue, ar mad dreist pep mad, ar mad a bado da viken. Ha pegen diskiant eo an dud ! Sant Bazil, merzer, a voa fur a-vad : pedet e voe gant an Impalaer Lisinius da nac’h he Zoue, evit beza lakeat da velek braz war beleien an doueou faoz, hag e lavaraz : « Ha pa rofac’h d’in ho rouantelez holl, n’am digollfac’h ket, na tost zo-ken, euz ar pez a gemerfac’h, ma lakafac’h ac’hanoun da goll va Doue. » Gant Doue e tleomp kaout a-walc’h, bevomp gant an nebeud a re d’e-omp, bezomp laouen e-kreiz hor paourentez ha gant an diouer a zo oc’h he heul, oc’h ober kement-se, e raimp hor mad. Kalz a dud a zo paour, hag o veza ma fell d’ezho beza pinvidik, ne dennont vad e-bed war he ene, Pak, eme zant Bernard, ar mad a den euz ar baourentez n’ema ket o veza paour, hogen o karet ar baourentez.

13. — Karet ar baourentez a zo red dreist pep tra d’ar re a zo eat euz ar bed evit en em rei da Zoue, me lavar d’ar re holl a zo en em c’hwestlet da veza paour. Kalz a zo enn ho zouez hag a fell d’ezho beza paour, ne fell ket d’ezho avad dioueret an distera tra : enn hevelep doare, evel a lavar sant Fransèz a Zal, ma karont enor ar baourentez hep gallout gouzanv he dienez. An neb a fell d’ezhan heza paour, hag a glemm evit eun diouer-bennag en deuz, a laka an elez hag an dud da c’hoarzin goab d’ezhan. Ar gwir relijiuzed a gar muioc’h ar baourentez evit ar pinvidigèsiou. Merc’h an Impalaer Maksimilian, leanez santez Klèra, he hano c’hoar Mac’harid ar Groaz, a en em gavaz eun dervez dirak he breur, Albert, eur zae benseliet gant-hi ; hag hen souezet oc’h he gwelet enn doare-ze, a lavaraz d’ezhi : « Ne zeree ket oud eul leanez a-wenn huel evel-d-hi, beza gwisket ken dister ha ma voa. » « Gouezit er-vad, va breur, eme al leanez vad, ez oun laouenoc’h gant an tamm pillou-man enn dro d’in, eget na d-eo ar rouanez gant ho gwiskamanchou skarlek. » Euruz eo an eneou, eme santez Mari Madalen à Bazzi, a zo distag dre ar baourentez dioc’h kement tra a zo ; lavaret a c’hellont : va Doue, c’houi hep-ken a zo vra za ha va holl zenzor. Santez Thereza e devoa bet meur a aluzen digant eur marc’hadour; lakaat a reaz lavaret d’ezhan e voa skrifet he hano e levr ar vuez, hag evit diskouez e voa gwir a lavare, e kollje a-barz nemeur, eme-z-hi, ar madou en devoa er bed. Evel-se a c’hoarvezaz hep dale gant ar marc’hadour ; rankout e voe d’ezhan dilezel kement tra en doa evit paea he zle, ha goude-ze e voe paour, bete ma varvaz. Sant Loiz Gonzaga lavare ive ne voa netra evit rei da anaout gwelloc’h e voa eun den galvet da veza euruz, evit gwelet anezhan o kenderc’hel da gaout doujanz Doue e-kreiz ar c’hollou hag an ankeniou.

14. — Eun dienez eo ive hag evel eur baourentez an diouer a vez euz ar gerent hag euz ar vignouned, pa varvont. Dre-ze, ez eo arabad d’e-omp klemm, pa gollomp anezho, red eo d’e-omp enn enep lakaat neuze a galoun vad hon doan etre daouarn Doue. Eun darn dud zo ha pa varv unan-bennag euz ho c’herent pe euz ho mignouned, ne d-euz den e-bed evit ho dizoania nag ho dic’hlac’hari ; pellaat a reont dioc’h an holl, ken doun eo ho glac’har, n’int neuze evit gouzanv netra, ha diez eo zo-ken da dud ho zi beva gant-ho. Goulenn a ran out-ho ha da biou e fell d’ezho plij out e gwirionez, oc’h ober evel a reont ? Hag hen a ve da Zoue ? — Doue a fell d’ezhan e ve kavet mad ar pez a ra. Ha plijout a raint-hi d’an eneou emaint bemdez o ouela war ho lerc’h ? Mar d-ema an eneou-ze enn ifern, ho deuz kasoni hag heuz ouz-hoc’h hag ouz ho taelou ; mar d-emaint er baradoz, e karfent kentoc’h gwelet trugarekaat an Aotrou-Doue, ha mar d-emaint er purgator ez eo gwelloc’h pedennou evit daelou d’ezho. Er purgator, an eneou a gar gwelet e peder evit-ho hag ec’h en em lakear evit-ho da garet ar pez. a zo karet gant Doue, da labourat evit dont da veza santel hag evit ma c’hellint ho gwelet eun deiz enn nev. Da betra eta ez eo mad an daelou ? An tad Joseph Karaksiolo, deut war an oad, oc’h en em gavout eun deiz e touez he dud, a ouele bemdez unan euz he vreudeur e ioa nevez maro, a lavaraz : « Dalc’homp hon daelou evit gouela maro Jezus-Krist a zo bet hon Tad, hor Breur hag hor Pried. Jezus-Krist a zo marvet dre garantez ouz-omp. Greomp dioc’h skouer Job ; pa glevaz ar c’helou e voa mare he vipien, e lavaraz hep klemm : an Aotrou en devoa roet anezho d’in, an Aotrou en deuz ho lamet digan-en ; ar pez a fell d’ezhan eo hag ar pez a fell d’in-me ive ; ra vezo bepred meulet he hano ! »

15. — Bez’ e tleomp en em lakaat da c’houzanv pep tra hep klemm ha da ziskouez hor c’harantez e-kever Doue, o choum e peoc’h daoust da c’hoaperez ha da zismeganz an dud. Pa deu eun ene d’en em rei holl da Zoue, Doue neuze a laka anezhan da veza disprizet ha gwall-gaset. Eun eal a deuaz eun dervez da gaout an den euruz Herri hag a lavaraz d’ezhan : « Herri, bete vreman ho peuz en em gastizet hoc’h-unan, evel ma kavac’h mad, hiviziken ar re all a gastizo ac’hanoc’h d’ho zro. » Antronoz, enn eur zellet dre ar prenestr, e welaz eur c’hi o trailla hag o tispenn eun tamm pillou, ha rak-tal an den euruz-man a glevaz eur vouez o lavaret d’ezhan : « Evel-se ive an dud a zispenno da vrud ha da hano mad. » Herri a ziskennaz dioc’h-tu, a gemeraz an tamm pillou hag hen dalc’haz evit en em zizoania, pa zirollje war-n-ezhan an enkrez vraz a ioa lavaret.

16. — Dudi ar zent a zo klèvet drouk-komzou ha beza gwall-gaset. Tregont vloaz a ioa ma ’z edo sant Neri e Roum o c’houzanv e ti sant Jerom a hep seurt dismeganz a berz darn euz a dud an ti, hag evelato ne vije ket eat birviken dre ’n abek-ze ac’hano da di-bedi an iliz nèvez, e leac’h ma ’z edo he ziskiblien a falveze d’ezho he gaout, panevet ma voa bet red d’ezhan senti oc’h gourc’hemen an Tad Santel ar Pap. Sant Iann ar Groaz evit fsench ear ha terri nerz ar c’hlenved a lakeaz anezhan da vervel, e leac’h mont da eur gouent a vije bet mad evit-han, hag el leac’h ma voa eun tad-priol a gare kalz anezhan, a gavaz gwell mont da eur gouent all a ioa paour ; an tad-priol euz ar gouent-ze a gave fall pep tra a rea, hag e-pad pell amzer, ha ken a voe tost da vervel, e voe eno disprizet ha gwall-gaset, bete ma voe miret zo-ken oc’h ar breudeur all da zont d’he welet. Ar zent holl a glask e vent. disprizet. Santez Thereza a lavare : « An hini en deuz c’hoant da vont d’ar zantèlez, ne dle ket lavaret : heb abek eo e rear gaou ouz-in, rak diez eo pignat d’ar zantèlez, pa ne fell ket d’an den dougenn kroaz all e-bed nemet an hini a zibab hag a gav eaz. » Sant Per, merzer, dastumet er vac’h, a glemme o lavaret ez edo eno heb abek hag heb n’en devoa great droug e-bed. Jezus-Krist a lavaraz d’ezhan : « Pe seurt droug am boa-me great, me a zo bet staget oc’h ar groaz ha lakeat d’ar maro evit savetei an dud ? » Ar zonj ouz a boaniou Jezus a ro nerz d’ar zent da c’houzanv ho foaniou. Grek sant Eleazar a c’houlennaz out-han penaos e c’helle gouzanv ken didrouz ha ma Pea ar c’homzou fall a glève gant he vevellien ? Ar zant a lavaraz d’ezhi : « Sellet a ran oc’h ar groaz hag e welan dre-z-hi ne d-eo netra ar pez a c’houzanvan e-skoaz ar poaniou en deuz bet va Zalver evid-oun, ha dre ma sellan evel-se oc’h Jezus, e teu d’in nerz da c’houzanv pep tra hep klemm. » Beza paour ha disprizet, kaout poan hag enkrez, setu an traou a bella dioc’h Doue an eneou ne garont ket anezhan. Evit eun ene hag a zo beo karantez Doue enn-han, an ene-ze a gav tro-vad, dre ar poaniou, da garet Doue muioc’h-mui ha da gaout mad he garantez. Tan flamm ar gwir garantez a gresk enn eur galoun ha ne gar nemet Doue, seul-vui ma vez braz he dismeganz, he dienez, he enkrez hag he foan, ha seul-vui ive ma teuont aliez da c’hwaska stard war-n-ezhi.

17. — Ha perak, a lavaro kalz a dud, perak e tigas an Aotrou-Doue d’e-omp kemend-all a groasiou hag a boan ? Perak e kav gwelet hor gwall-gas, hon disprizout hag hon eskina gant an dud ? Hag hevel e ve Doue ouz eun tirant kriz ne gar nemet gwelet ac’hanomp o kaout poan ? Nan, nan, Doue ne d-eo ket didruez na kriz, hag hor c’haret en deuz bete mervel evid-omp ; ma kar eta gwelet ac’hanomp o kaout poan, evit hor mad eo, rak seul-vui a boan hon devezo war an douar, seul-vihanoc’h ive e vezo ar poaniou a c’houzanvimp or bed all evit hor pèc’hejou ; bez’ e fell da Zoue e vemp distag dioc’h dudiou ar bed ; hevel eo oc’h eur vamm a fell d’ezhi dizouna he bugel hag a laka eun dra c’houero-bennag war boull he c’haloun evit miret out-han da zena. Evel-se ive a ra an Aotrou-Doue enn hor c’hever, evit ma c’hellimp diskouez d’ezhan hor c’harantez, evit ma c’houzanvimp ar poaniou a zigas d’e-omp hep klemm morse, hag evit ma tastumimp, dre ar poaniou-ze, enn tenzor braz a c’hrasou hag a c’hloar enn nev ; Setu perak, kristenien, e kar an Aotrou-Doue, dre garantez ouz-hoc’h, gwelet ac’hanoc’h o kaout poan er bed-man.

18. — Evit lavaret berr, setu ama petra eo : evit choum hep klemm morse e kreiz an enkrez hag ar poaniou, ez eo red d’an den kredi e teuont d’ezhan digant Doue pe digant an dud a berz Doue. Dre-ze ez eo red, pa deu poan hag anken da staga ouz-omp, trugarekaat an Aotrou-Doue ha kemeret anezho a-greiz hor c’haloun, pa ’z eo evit hor brasa mad ar pez a blij gant an nev digas d’eomp. Poan pe blijadur n’euz forz ! Trei a reont holl da vad d’ar re ho deuz karantez ouz Doue ? Hon holl boaniou er bed-man, mar karfemp sellet piz, a zo skanv ha nebeud a dra, e-skoaz poaniou an Ifern ; eno e vijemp brema, siouaz ! m’en divije an Aotrou-Doue skoet dioc’h-tu evit hor pec’hejou. Gwella zo eta da ober, evit gouzanv hep klemm pep poan a c’hoarvez gan-e-omp, gwella zo eo pedi gant eur galoun anaoudek. Ar c’hras a zo oc’h heul ar beden a roio d’e-omp an nerz hor heuz izomm da gaout. Evel-se ho deuz great ar Zent : galvet ho deuz ar beden d’ho c’hennerzi, ha dre-z-hi ho deuz trec’het ar poaniou hag holl enkresiou ar bed.


Peden a Garantez


Aotrou-Doue, geuzout a ran er-vad ne zigor dor an nev nemet d’ar re ho deuz poan er bed-man hag a c’houzanv ho foan hep klemm. Grit eta, va Doue, ma c’houzanvin ive va foan hep klemm ha ma c’hellin lavaret gant ar roue David : « Digant Doue eo em heuz bet anezho. » Bez’ e fell d’in, evit gwir, gouzanv peb enkrez hep klemm, hogen pa c’hoarvezont, neuze siouaz ! e vezan nèc’het ha digaloun da herzel out-ho ; koll a ran ar mad am be anezho, o veza n’ho gouzanvan ket evit ho karantez. Va Jezus, evit ar poaniou ho peuz bet evid-oun war an douar, roit d’in an nerz da zougen a galoun vad pep kroaz a zigasoc’h d’in dre garantez. Ho karet a ran, o va Zalver ha va Doue, ho karet a ran euz a greiz va c’haloun ha muioc’h evit n’en em garan va-unan, c’houi a zo va Doue, va zenzor ha va c’harantez, keuz am beuz dreist pep tra da veza pec’het ha drouk-c’hreat enn ho kever ; hiviziken e fell d’in digemeret a galoun pep poan ha peb anken am bezo digan-e-hoc’h. Digan-e-hoc’h a-vad ive e c’houlennan kaout nerz da beur-ober mad ar pez a zo em spered ha dreist-holl da c’houzanv hep klemm hag evit ho karantez poaniou ar vuez ha va foaniou divèza. Gwerc’hez Vari, va rouanez ha va mamm, goulennit evid-oun, digant ho Map Jezus, ar c’hras da c’houzanv a galoun vad ar poaniou a zo rannet d’in d’am lod epad va buez hag e mare va zremenvan.