Kaloun hag a dlefe beza digor d’ezhi an holl galounou, ha penaoz ne ven-me ket, gant eur vouez krevoc’h ha kaeroc’h eget trouz ar mor, krevoc’h eget soun skiltr an holl gleier ha kroz an talmou-kurun — ha penaos ne c’hellfen-me ket rei da glèvet ha da anaout d’ar bed holl peger braz eo ho karantez oc’h an dud, peger braz eo ar madelèsiou a skuillit enn eneou a gar ac’hanoc’h-hu hep-ken gant eur wir garantez ! O va Jezus, kemerit ha kavit mad hirio an dilèz a ran ac’hanoun hag euz a gement tra am beuz etre ho taouarn da-viken ; grit mac’h anavezin ar pez a fell d’e-hoc’h a rafen, setu me oc’h ho kortoz, setu emaoun e-tal da ober kement tra a lavaroc’h, gant ma vezo ho kras santel gan-en atao oc’h va harpa !
15. - Ar gwella tra evit anaout ar pez a c’houlen an Aotrou-Doue digan-e-omp, eo senti oc’h kement hini ho deuz da welet var-n-omp. « Ar pez a fell da Zoue, eme sant Visant a Baol, ne vez great gweach ebed gwelloc’h eget pa zenter oc’h ar vistri ; » hag he lavar a zo hevel oc’h lavar ar Spered-Santel. Doue zo gwelloc’h gant-han ar zakrifis a reomp, o senti, eget an holl sakrifisou all, rak dre an aluzennou hag ar gastiz ne roomp da Zoue nemet hon tra, a zo ive he dra, e leac’h ma roomp d’ezhan, o senti hag o lakaat hor c’haloun hag hor spered dindan hon treid, e
roomp d’ezhan kement tra a zo ac’hanomp.
10