Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/170

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 168 —

lavaraz : list-hen, an Aotrou-Doue a fell d’ezhan e lavarfe hag e rafe kement-se d’in, enn abek d’am fèc’hejou.

13. — Santez Mari-Madalen a Bazzi a lavare e tlie hon holl bedennou goulenn atao digant Doue ar c’hras da ober e pep tra ar pez a fell d’ezhan. Darn zo ha ne glaskont dre ho fedennou nemet kaout ha fanva atao dudi an nev mar gellfent. Evit ar re a zo kre ho feiz hag ho c’harantez, ar re ne c’hoantaont e gwirionez nemet beza holl da Zoue, ar re-ze ne glaskont netra nemet anaout ar pez a c’houlen Doue digant-ho, nemet kaout an nerz da oher penn da benn ar pez a fell d’ezhan a rafent. Evit dont da garet Doue gant eur wir garantez, ez eo red d’e-omp suja d’ar pez a fell d’ezhan. « Na gredit ket, eme zant Fransèz a Zal, ho pe ar wir garantez epad n’ema ket ho kaloun hag ho spered o vont laouen da ober ar pez a fell da Zoue », ha pa ve zo-ken al labouriou ma ’z oc’h muia dic’hoant da ober, rak, eme zantez Thereza, « ar pez a ginnigimp hep-ken a galoun vad da Zoue eo a ra d’ezhan trei ouz-omp ha beza a-unan gan-e-omp. » Dre-ze eo e lavarer ne c’houfe den beza a-unan gant Doue, nemet war bouez pedi bepred ha c’hoantaat kalounek beza holl da Jezus-Krist.


Peden


14. — Kaloun vad va Zalver, kaloun leun a garantez ouz an dud ! Pa ’z eo gwir e karit ac’hanomp gant eun deneridigez ker braz !