Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/169

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 167 —


11. — E-kreiz ar poaniou hag an anken, eo ec’h anavezer dreist holl an ene a gar Jezus-Krist gant eur gwir garantez. Hen-nez ne gar ket Jezus-Krist a galoun vad, nep piou-bennag eo, ne fell ket d’ezhan gouzanv netra dre garantez oc’h Jezus hag a zo gwelloc’h gant-han mont e pep tra da heul he benn. An hini a-vad, eme an tad Alvarez, a c’houzanv he boaniou hep klemm hag a zo laouen gant-ho, hen-nez a red buan enn hent ar zantelez. Hag hen zo eun eurusted vrasoc’h eget gouzout e plijer da Zoue ? Hogen, morse ne c’hoar an den gwelloc’h e plij da Zoue eget pa grog a dro-vriad ha kalounek er c’hroasiou a zigas Doue d’ezhan. Doue a gar beza trugarekeat evit he vadelèsiou, hag an nebeud geriou-ma : Doue ra vezo meulet, lavaret a galoun e-kreiz eur boan-bennag, a zo kalz gwelloc’h dira-z-han eget na d-eo an holl meuleudiou roet gant eun ene a zo leun a zudi, eget an holl bedennou a ve great ida drugarekaat anezhan e-kreiz ar joa hag ar vad en em gav.

12. — Ne d-eo ket a-walc’h kemeret a galoun vad ar poaniou a hep seurt a zeu d’e-omp digant Doue, evel ma ’z eo ar c’hlenvejou, nebeud a spered pe a skiant, pe ar c’hollou, red eo d’e-omp ive gouzanv hep klemm ar poaniou hor beuz a berz an dud, evel an dismeganz, an droug-prezegerez, al laeronsiou. Ar re-man hag ar re-ze a zeu d’e-omp holl dre zourn Doue. Semei a wall-gomzaz oc’h David hag a daolaz mein out-han. Ar bobl a falveze d’ezhan he lakaat d’ar maro, hogen David a