Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/172

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 170 —

Mar taolomp evez mad e welimp ne d-eo ar madou hag ar gastiz nemet hep-ken eul loden ac’hanomp ; hogen Doue o kaout hor c’haloun hag hor spered, en deuz kement tra a c’houlen. Pa lavaromp eta da Zoue : « Aotrou, va Doue, grit d’in anaout war boez senti, ar pez a fell d’e-hoc’h hag a c’houlennit digan-en, ha me her graio dioc’h-tu ; » neuze ne choum mui netra da ginnig ha da rei d’ezhan.

16. — An den eta, hag a zo en em lakeat a-zevri da zenti e pep tra, a dle beza distag mad dioc’h kement a gar pe a gred. Pep hini a c’hell kaout he greden he-unan e-kever meur a dra zo, eme zant Fransèz a Zal, rak an dra-ze ne d-eo ket tamm e-bed a-enep ar mad hag ar zantelez ; ar pez a zo enn ho enep eo beza ker stag oc’h he greden, ker stag ma voar koulz lavaret hualet gent-hi. Hogen, ne d-euz siouaz ! netra diesoc’h d’an den eget en em zistaga evel-se diout-han he-unan, ha dre-ze ez eo bihan an niver euz ar re en em ro holl da Zoue, o veza ma ’z eo dibaot ar re a bleg da zenti a galoun vad. Tud a zo hag a gar kement ober pep tra dioc’h ma ’z eo lakeat enn ho fenn, ha pa gafent mad ober ar pez a lavarer d’ezho, mar d-eo red senti oc’h eun all-bennag, an dra-ze neuze a den da veza diez ha poaniuz d’ezho ; ha kement-se dre ne garont mont nemet da heul ho fenn. Ar zent n’ho den; ket bevet evel-se, ha war bouez senti ed ez mt bet atao euruz hag e peoc’h. Santez Janned a Gantal a lavaraz eun dervez d’ar c hoarezed euz he breuriez ober ar pez a gar-