Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/173

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 171 —

jent epad an deiz. Ne voa ket c’hoaz pardaez, ma teujont holl d’he c’haout, da bedi anezhi n’ho lesje ket hiviziken enn ho roll, rak, emez-ho, n’omp bet biskoaz ken enouet.

17. — Fazia a ra piou-bennag a gred ez euz eun dra-bennag gwelloc’h dirak Doue eget na d-eo senti a galoun vad. Sant Fransèz a Zal a lavar e pella dioc’h Doue, evit heuilla he garantez he-unan, an hini ne zent ket hag a fell d’ezhan beza a-unan gant Doue o pedi, o lenn pe oc’h en em zastum enn-han he-unan. Santez Thereza a lavar ouc’h-penn : « An ene a ra eun dra-bennag a eneb ar gourc’hemen, an ene-ze a zent kentoc’h oc’h an droug-spered eget na ra oc’h Doue, rak, eme ar zantes-se, aliou an Aotrou-Doue n’int ket a-enep senti ; ar pez a c’houlen digant an ene a zo troet mad d’he garet, eo ma sento a galoun vad. » Eun dra hag a zo great hervez ar gourc’hemen, a zo gwelloc’h, eme an tad Rodrigèz, eget na d-eo n’euz forz petra-bennag all ; gwell eo, a lavar c’hoaz, sevel eur goloen diwar an douar evit senti eget epad pell-amzer pedi ac’hanomp hon-unan, pe en em gastiza kalet. » Santez Mari-Madalen a Bazzi a lavare e voa gwelloc’h gant-hi senti eget pedi a galoun, rak, emez-hi, o senti e ran er-vad ar pez a fell da Zoue, e-leac’h marteze ne ran ket oc’h ober eun dra-bennag all. An holl Dadou santel euz an Iliz a lavar ive, oc’h hor c’helenn, e talvez kalz muioc’h d’an ene lezel eun dra vad-bennag hep he ober evit senti, eget na d-eo he ober heb ar gourc’he-