Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/174

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 172 —

men. Ar Werc’hez Vari a lavaraz da zantez Berc’hed : e c’hounid daou dra an hini n’en em gastiz ket, evit senti, ar mad en devije bet oc’h en em gastiza hag ar mad en deuz o senti.

An tad Fransèz Arias a ieaz eun dervez da welet an tad Iann Avila, he vignoun, hag o welet he-man nèc’het e c’houlennaz out-han perak. « Ha pegen euruz oc’h, eme an tad Avila, o veza ma vevit dindan eur mestr ha ma c’houzoc’h er-vad e rit ar pez a fell da Zoue ! Evid-oun-me, eme-z-han, ne c’houzoun ket ha plijout da Zoue a ran, o vont da brezeg euz ar gear-man d’ar gear-ze, pe o kovez ar re a zeu d’am c’haout. » An hini a-vad a zo dindan mestr, a c’hoar e ra ar pez a fell da Zoue, hag ez eo kavet mad gant-han kement tra a ra. Ha petra zo kaeroc’h d’an ene !

18. — Evit senti er-vad ez eo red d’an den plega he galoun hag he spered, red eo senti a galoun vad hep na ve izomm d’hor gourdrouz na d’hor c’hastiza, evel bugale. Red eo plega ar spered, da lavaret eo, senti oc’h hor mistri hep sellet na perak nag evit petra e roont d’e-omp ar gourc’hemen. War gement-man e lavare santez Mari-Madalen : evit senti er-vad, kaout eun ene hep spered a zo red. Sant Filip Neri a lavar c’hoaz ez eo red senti hep klask abek d’ar gourc’hemen, o veza ma tleer gouzout ez eo gwelloc’h senti, eget na d-eo ober netra all e-bed, ha pa ve zo-ken ar pez a fell d’e-omp da ober gwelloc’h kalz da welet.

19. — Setu penaos e tle senti ar gristenien