An douar a zo eur vro el leac’h m’emaor evit gounit madou braz d’an ene, ha setu perak ez eo eur vro a boaniou. N’omp ket evit beza euruz e gwirionez, nemet hep-ken enn nev a zo hor bro ; eno eo e tiskuizimp evit mad. Berr eo an amzer a dremenomp er bed-man, hag an nebeud deisiou-ze a zo leun a boaniou. Ne d-euz den war an douar na dle gouzanv eur boan-bennag, hag eun dra red eo, d’ar re vad koulz ha d’ar re fall, dougenn eur groaz pe enn all. An hini a zougen he groaz kalounek, hag heb en em glemm, a vezo salvet ; an hini a-vad a zougen anezhi a-enep d’ezhan hag oc’h en em glemm, siouaz d’ezhan ! a zo war an hent da vont da goll. « Ar poaniou, hag hi hevel, eme zant Augustin, a gas eun darn dud zo d’ar baradoz, hag eun darn all d’an ifern. E-kreiz fournèz ar poaniou, eme-z-han c’hoaz, eo ec’h anavezer ar c’holo dioc’h ar greun enn Ilis kristen. » An hini a izella he galoun, pa gouez ar boan war-n-ezhi, hag a bleg he ene dindan dourn Doue, hennez a zo enn-han greun mad da vont d’ar baradoz ; evit an hini a stourm hag a zalc’h penn oc’h Doue, enn eur zilèzel anezhan, hen-nez a zo ar c’holo a vezo stlapet da zèvi enn ifern.