Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/56

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 54 —


2. — Barnet e vezo da-viken pep-hini ac’hanomp eun deiz ; mar fell d’e-omp e vemp neuze kavet mad da vont da c’hloar an nev, ez eo red d’e-omp a-raok lakaat hor buez hevel oc’h buez Jezus-Krist. Map Doue, Jezus, a zo diskennet war an douar evit deski d’e-omp, dre he skouer, gouzanv, heb en em glemm, ar c’hroasiou a den d’e-omp euz an nev. Jezus-Krist en deuz gouzanvet heb en em glemm, evit rei d’e-omp nerz da c’houzanv ive hor poaniou. Hag eur boan-bennag a zo war an douar ha n’en deuz ket bet Jezus-Krist he lod anezhi ? Ar profed Izaï a lavar eo Jezus an den diveza e-touez an dud, an den a boaniou, o veza ne d-eo bet he vuez penn-da-benn nemet poaniou stag-oc’h-stag.

3. — Evel m’en deuz great Doue, an Tad, e-kever he Vap muia karet, evel-se Jezus a ra ive e-kever ar re a zo karet gant-han hag a zo he vugale. Jezus-Krist a lavaraz eun dervez da zantez Thereza : « Gwezit er-vad, va merc’h, an eneou a zo muia-karet gant va Zad a zo ar re ho deuz ar gwasa poaniou war an douar. » Rak-se ar zantez-ze a lavare, pa veze enn anken, ne roje ket he foan evit holl vadou ar bed. En em ziskouez a reaz,goude he maro, da unan euz he c’hoarezed, hag e lavaraz d’ezhi e voa braz he dudi enn nev, ha kalz brasoc’h evit ar poaniou e devoa gouzanvet bed he buez, dre garantez oc’h Doue, brasoc’h e voant evit kement vad all e devoa bet great ; ma vije bet neuze evit kaout c’hoant da zistrei war an douar, ne vije bet, eme-z-hi, nemet evit gellout gouzanv muioc’h a boan evit Doue, eget ne devoa bet gouzanvet a-raok.