Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/57

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 55 —


4. — An hini a gar Doue, hag a c’houzanv hep klemm an holl boaniou en deuz, a c’hounid e diou c’hiz evit mont d’ar Baradoz. Sant Visant a Baol a lavare e voa eur gwall-dra da eun den choum hep kaout poan e-bed er bed-man, ha c’hoaz : « An hini a zo enn eur vreuriez-bennag heb an distera poan hag a zo meulet gant an holl, ne vezo ket pell amzer hep kaout eur gwall-lamm. » Sant Fransèz-Asiz, pa veze eun dervez hed-da-hed hep kaout eur boan-bennag, a lavare en devoa aoun na vije ankounac’heat gant Doue. Sant Krizostom a lavar pa ro an Aotrou-Doue ar c’hras da unan-bennag da gaout poan, e ro eur c’hras vrasoc’h eget na ve gellout lakaat ar re varo da zont da veo, rak o c’hober ar burzudou-ze, an den a zo dleour da Zoue, e leac’h ma en em laka an Aotrou-Doue dindan dle an den er poaniou en deuz digant-han. An hini a c’houzanv hep klemm eun dra-bennag evit Doue, he garantez a ve tost da veza digollet a-walc’h evit he boan ha p‘a n’en defe digant Doue netra vad-all e-bed ken. Ar zant-man a lavare c’hoaz e kave gwelloc’h ar c’hras en devoa bet sant Paol da veza bet karget a chadennou evit Jezus-Krist, eget na doa ar c’hras da veza bet douget a spered beteg an huela euz an nevou.

5. — Ne d-euz netra kerkoulz dirak Doue hag eun ene a c’houzanv pep poan hep klemm, hag a zo atao e peoc’h hag hen e-kreiz ar c’hroasiou a den d’ezhan euz an nev. Ar garantez a laka an hini a gar da veza hevel oc’h an hini a zo karet. Sant Fransèz a Zal a lavare e klè-