Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/54

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 52 —

sonjal enn-hoc’h, hag o pec’hi ken aliez enn hoc’h enep ? O Doue, va Zalver, n’em beuz ket kemend a geuz evit ar boan a ioa dleet d’am fec’hejou evel a c’hlac’har da veza bet dizanaoudeg enn ho kever, c’houi a zo bet ouz-in ker braz ho karantez. Poaniou Jezus, gouliou Jezus, maro Jezus, karantez Jezus, deut hag iit ken doun em c’haloun na vezo mui evit ankounac’haat ac’hanoc’h, ha ma vezo flamm atao tan ho karantez enn-hi ! O va Jezus karantezuz ha mad dreist peb tra, ho karet a ran, c’houi a zo va c’harantez ha pep tra evid-oun ; ia, ho karet a ran hag ho karet a fell d’in da-viken ! N’am list ket, me ho ped, n’am list ket d’ho tilezel ha da vont da goll, grit ma vezin d’e-hoc’h hep-ken ! Dre ho maro hag ho poaniou, e pedan ac’hanoc’h da gaout truez ouz-in. Grit eta, o va Doue, ha c’houi ive he vamm zantel, Gwerc’hez Vari, va rouanez : grit ma karin Jezus-Krist, ho Map, ha ma karin ac’hanoc’h ive, c’houi a zo va mamm ha va holl fisianz. Ar pez a c’houlennan ouz-hoc’h a c’hellit da ober, grit eta, me he ped, ma c’hellin, enn eur garet ar Map hag ar Vamm, ho meuli ho daou war an douar hag er Baradoz da-viken !


————