Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/53

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 51 —

holl vadou d’ar re baour, ha pa c’houzanvfemp beza merzeriet a galoun vad, an traou-ze holl ne dalont netra heb ar garantez ha ma na reomp ket anezho evit plijout da Zoue. Goude-ze sant Paol a ziskouez hag a zesk d’eomp petra eo ar wir garantez evit mac’h anavezimp ha ni hor beuz karantez Doue, evel ma ’z eo dleet d’e-omp he c’haout, hag ive evit deski pe seurt mad a dleomp dreist-holl da ober evit kenderc’hel da gaout ar garantez-se, ha lakaat anezhi da greski bemdez enn hor c’haloun.


Peden a Garantez


Kaloun Jezus karantezuz-meurbed, gwaz a-ze d’an hini ne gar ket ac’hanoc’h ! Marvet oc’h, o va Doue, e-kreiz ar poaniou brasa evit silvidigez an holl dud ; penaos eta e c’hellont-hi c’hoaz ankounac’haat ho madelesiou ? O va Doue, re vraz eo bet ho karantez ouz-omp, hag hor c’halounou-ni re zizanaoudeg enn ho kever ! Pec’herien ma ’z omp, sellomp oc’h Oan-Doue ; evid-omp eo e varv war ar groaz ; mervel a ra evit paea da Zoue, he Dad, ar pez a ioa dleet evit hor pèc’hejou ; mervel a ra evit beza karet gan-e-omp. Setu penaos e ped he Dad da deurel diwar-n-omp hor pèc’hejou ; ha soudi a rafemp-ni sellet goude out-han hep dont d’he garet ! O va Zalver, peger hihan eo an niver euz ar re a gar ac’hanoc’h ! Ah ! me an den reuzeudik ma ’z oun ! ponaos em beuz-me gellet tremen kemend a vloavesiou hep