Mont d’an endalc’had

Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/178

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 176 —

C’hrouer ha va Zalver. Dre ar poaniou hag ar gloaziou ho peuz gouzanvet o vervel evid-oun war ar groaz, va digemerit enn ho kaloun zakr, ha grit ma vezin enn-hi bete ma ’z in diwar ar bed-ma. Hiviziken, o va Jezus, ne fell d’in beva nemed evid-hoc’h, ne fell d’in karet nemed-hoc’h, ne fell d’in klask netra nemet ar pez a garit ; roit d’in ho kras, me ho ped, ha c’houi ive, Gwerc’hez Vari, c’houi a zo va fisianz enn-hoc’h, astennit ho tivreac’h d’am diwall ha d’am harpa.




PEVARZEKVED KENTEL


————


An hini a gar Jezus-Krist a c’houzanv pep tra dre garantez evit Jezus-Krist, ha dreist pep tra ar boan, ar c’hlenvejou, ar baourentez hag an dismeganz.


————


1.— Eur ger-bennag zo bet lavaret er bemped kentel diwar-benn gouzanv ar boan hep klemm. Setu ama darn euz ar poaniou a zo gwella da c’houzanv a galoun vad.

An tad Alvarez a lavar ez eo arabad da eur c’hristen kredi e ve eat pell enn hent ar mad, hag e ve bet netra talvouduz d’he ene, ma n’en deuz ket gouzanvet hep klemm ha gant karantez ar boan-gorf, ar baourentez hag an