Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/177

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 175 —



Peden a Garantez


Jezus, tad karantezuz, va Doue ha Salver va ene, pa ’z oc’h deut euz an nev war an douar d’en em rei holl d’in-me, petra a glaskin d’am zro war an douar hag enn nev nemed hoc’h-hu, va Doue, c’houi a zo mad dreist pep mad, ar mad ne d-euz nemet-han mad da veza karet ? Deut eta, c’houi hep-ken, deut da veza Roue war va c’haloun ! Grit ma vezo ho tra ha grit ive na garo va ene nemed-hoc’h ; grit na zento nemed ouz-hoc’h ha na glasko plijout nemet d’e-hoc’h-hu hep-ken ! Ne c’hoantaan tamm madou an douar, c’houi hep-ken eo a fell d’in, c’houi a zo hag a vezo va zenzor er bed-man hag er bed-all da viken. Rei a ran d’e-hoc’h, va Jezus, va c’haloun ha va spered : gwechall e savent a-enep d’e-hoc’h, evit brema ez int stag ouz-hoc’h gant liamm ar garantez. Grit mac’h anavezin ar pez a c’houlennit digan-en, ar pez a fell d’e-hoc’h, setu me ama o vont da ober kement a lavaroc’h d’in, gant ma vezo ho kras oc’h harpa ac’hanoun. Grit ac’hanoun eta hag euz a gement tra zo d’in, grit anezho holl ar pez a fell d’e-hoc’h ; e leac’h klemm, e tigemerin a galoun vad pep tra a zigasoc’h d’in ! O va Doue, mad ha karantezuz-meurbed, karet ho peuz ac’hanoun bete mervel evid-oun, me ho kar ive muioc’h eged-oun va-unan, hag etre ho taouarn e lakaan va ene. Dilèzel a ran a-vrema pep karantez ouz ar bed, dilezel a ran kement zo krouet, evit; en em rei holl d’e-hoc’h-hu, va Doue, va