Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/179

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 177 —

dismeganz, dre anaoudegez evit ar poaniou skrijuz en deuz bet gouzanvet Jesus-Krist evit-han. Ar poaniou-korf hag ar c’hlenvejou gouzanvet hep klemm a denn war-n-omp euz an nev eun taol braz a vadelèsiou. Sant Visant a Baol a lavar mac’h anavesfemp peger braz eo an tenzor a c’hrasou a den d’an den dre ar c’hlenvejou, e vemp ker laouen pa deufent da staga ouz-omp evel pa her be bet ar brasa mad. Ar zant-ma, e kreiz gloasiou eur c’hlenved braz ha paduz en devoe, ne glemme morse tamm, atao e voa ker laouen ma vije lavaret, oc’h he welet, n’en devoa poan e-bed. Hag hen a zo kaer gwelet an den klanv o c’houzanv he boan evel-se ! Sant Fransèz a Zal, pa goueze klanv, goude diskouez d’ar medisin e pe leac’h edo he boan, a gemere heb an distera klemm, al louzou a roet d’ezhan, peger c’houero-bennag e voa. Eur gentel eo d’ar re a glever o klemm oc’h an holl evit an distera poan ho deuz ; karet a rafent gwelet atao ho c’herent hag ho mignouned war ho zro, o klemm ive gant truez out-ho. Santez Thereza a lavare d’he c’hoarezed : « Deskit gouzanv eur boan-bennag dre garantez oc’h Jezus-Krist, hep na c’houezo den nemed-hoc’h. » An tad Loiz Dupont, dre eur c’hras vraz euz an nev, a zirollaz war-n-ezhan, da wener ar groaz, eur gaouad poaniou ker skrijuz m’ho devoa he izili pep-hini anezho he boan. Her lavaret a reaz da unan euz he vignouned, ha rak-tal en devoe keuz hag e reaz le da c’holo hiviziken he boaniou oc’h an holl.