Moullerez ar "C’hourrier", 1900 (p. 263-270)
Aotrou, o pet truez ouz-omp.
Jesus-Krist, o pet truez ouz-omp.
Aotrou, o pet truez ouz-omp.
Santez Mari. — Pedit evit-han (pe evit-hi).
Holl Elez hag Arc’helez.
Sant Abel.
Holl eneou santel.
Sant Abraham.
Sant Iann-Badezour.
Sant Jozef.
Holl Batriarched ha Profeted.
Sant Per.
Sant Paol.
Sant Andreo.
Sant Iann.
Holl Ebestel hag Avielerien santel.
Holl Ziskibien Hor Zalver.
Holl Innosanted santel.
Sant Stefan.
Sant Lorans.
Holl Verzerien santel.
Sant Silvestr.
Sant Gregor.
Sant Aogustin.
Holl Eskibien ha Kovesored santel.
Sant Benead.
Sant Fransez.
Sant Kamill.
Sant Iann Doue.
Holl Venec’h hag Ermited santel.
Santez Mari-Madalen.
Santez Lusia.
Holl Gwerc’hezed hag Itanvezed santel.
Holl Zent hag holl Zentezed Doue.— Pedit evit-han (pe evit-hi.)
Dre ho madelez. — Pardounit d’ezhan, Aotrou (pe d’ezhi.)
Dre ho madelez. — He ziouallit, Aotrou (pe he diouallit.)
Ouz he puanegez.
Ouz ankeniou ar maro.
Ouz eur maro fall.
A boaniou an ifern.
Ouz peb droug.
Ouz galloud an droug-spered.
Dre ho kinivelez.
Dre ho kroaz hag ho pasion.
Dre ma ’z oc’h bet maro ha sebeliet.
Dre ma ’z oc’h deuet a varo da veo.
Dre ma ’z ec’h pignet enn nev.
Dre c’hras madelezuz ar Spered-Santel.
Da zeiz ar varn.
Pec’herien ma ’z omp, ni ho ped, hor selaouit.
Da gaout truez out-han (pe out-hi) ; ni ho ped, hor selaouit.
Aotrou Doue, o pet truez ouz-omp.
Jezus-Krist, o pet truez ouz-omp.
Aotrou Doue, o pet truez ouz-omp.
It euz ar bed-ma, ene kristen, enn hano
Doue an Tad holl-c’halloudek, en d-euz ho
krouet, enn hano Jezus-Krist en d-euz ho
prenet dre he varo, enn hano ar Spered-Santel,
a zo diskennet war-n-hoc’h ; enn hano
an Elez hag an Arc’helez, enn hano an nao
rumm Elez an nev, enn hano ar Batriarched
hag ar Brofeted, enn hano an Ebestel hag an
Avielerien, enn hano ar Verzerien hag ar Govesored,
enn hano ar Venec’h hag an Ermited
santel, enn hano holl Zent ha Sentezed an
Aotrou Doue. Ra viot enn eul leac’h a beoc’h :
ra ’z eot da Jeruzalem an nev. — Evel-se bezet great !
Peden. — Va Doue, leun a drugarez, va Doue, leun a vadelez, digor ato ho kaloun d’an druez evit roi ar pardoun d’ar re o deuz glac’har d’ho fec’hejou, hag evit lamet diwar-n-ho betek an diveza euz ho fec’hejou tremenet : sellit gant madelez, ni ho ped, ouz ho servicher X… (pe servicherez) ; pardounit d’ezhan (pe d’ezhi) he holl bec’hejou (pe he holl fec’hejou) ; ho anzao a ra ha goulenn a ra truez. O tad madelezuz, renevezit enn he ene ar pez a zo bet saotret pe gollet dre ar zempladurez, ha dre fallagriez ha gevier an droug-spered. Grit ma vezo unan euz bugale hoc’h Iliz enn nev, pa ’z eo gwir oc’h euz he brenet dre ho maro. Lezit ho kaloun da veza tenereat gant he glemmou hag he zaelou ; hag evel n’en d-euz fisianz nemed enn ho madelez, plijit gan-e-hoc’h he zigemeret enn ho rouantelez. — Evel-se bezet great !
Peden. — Va breur ker, (pe va c’hoar ger), ho kinnik a ran da Zoue holl-c’halloudek, ho lakaat a ran etre daouarn ho Krouer, evit ma c’hellot, goude beza paet, dre ar mare, dle pep den er bed-ma, distrei da gaout an Hini en deuz great ac’hanoc’h euz eun tamm pri.
Ra zeui an Elez skeduz da gerc’hat hoc’h ene, pa ’z ai euz ar c’horf ; ra viot digemeret. mad gant an Ebestel a dle beza ive barnèrien ; ra zeui ar Verzerien gloriuz d’ho kerc’hat ; ra vezo ar Govesored ken santel enn-dro d’e-hoc’h, evit hoc’h enori ; ra zeui ar Gwerc’hezed ken laouen d’ho tigemeret enn nev ; ra zeui ar Batriarched santel da ziskouez ho levenez abalamour ma viot erruet e joa ar Baradoz !
Goulenn a ran ma teui hor Zalver Jezus-Krist he-unan d’en em ziskouez d’e-hoc’h, gant madelez, evit ho lakaat enn he gichenn, e-touez ar re a dle choum bepred gant-han. Goulenn a ran ma ne ouezot morse pegen spountuz eo an denvalijen, pegen skrijuz an tan, pegen glac’haruz an oll boaniou-ze. Ra zeui an droug-spered hag he holl vevelien da anzao ez oc’h treac’h d’ezhan, da grena gant ar gounar ha da dec’hat pell, betek strad an ifern, e-kreiz an noz eternel, pa welo ac’hanoc’h o tont, asambles gant an Elez.
Savit, va Doue, ha diskarit hoc’h enebourien ; lakit ar re o deuz kasouni ouz-hoc’h da vont da netra, evel ar moged enn avel, evel ar c’hoar dirak an tan; ha roit joa ha levenez d’an eneou just a ia dira-z-hoc’h. Ra vezo eta an droug-sperejou trec’het ha diskaret, evit na c’hellint mui stanka ouz-hoc’h, ene kristen, hent ar Baradoz. Ra zeui Jezus-Krist, hag en deuz gouzanvet evid-hoc’h, d’ho tiouall ouz pep poan er bed-all hag ouz ar mare eternel, pa en d-euz bet ar vadelez da vervel evid-hoc’h. Goulenn a ran ma teui ar Pastor mad d’ho tigemeret evel unan euz he zenved, ha da mi d’e-hoc’h eur plas kaer enn he Varadoz. Ra zeui da lakaat hoc’h ene da veza gwen evel an erc’h, evit ma c’hellot azeza e-touez ar Zent, a zeou da Zoue. Goulenn a ran ma welot Hor Zalver dira-z-hoc’h, ha ma viot euruz e-kreiz ar sklerijenn gwirion. Kemerit eta ho renk e-touez ar Zent, hag ho lodenn el levenez dispar ne vez kavet nemed enn nev dirak Doue. — Evel-se bezet great !
Digemerit, va Doue, ho servicher (pe ho servijerez), el leac’h m’en deuz bet esperans da erruout abalamour d’ho madelez. — Evel-se bezet great !
Pellait, va Doue, dioc’h ho servicher an ifern ken spountuz, ar poaniou a c’hellfe he waska, hag an oll drubuillou. — Evel-se bezet great !
Diouallit, va Doue, ene ho servicher, evel m’oc’h euz diouallet Enok hag Eliaz ouz ar maro a sko an holl. — Evel-se bezet great !
Diouallit, va Doue, ene ho servicher, evel m’oc’h euz diouallet Noe ouz an diluj. — Evel-se bezet great !
Va Doue, tennit a boan ene ho servicher, evel m’oc’h euz tennet Abraham euz a vro ar Galdeaned. — Evel-se bezet great !
Va Doue, tennit a boan ene ho servicher, evel m’oc’h euz tennet an den santel Job euz he boaniou. — Evel-se beset great !
Va Doue, tennit a boan ene ho servicher, evel m’oc’h euz tennet Izaak a zaouarn he dad, a oa o vont d’he ginnik da Zoue e sakrifis. — Evel-se bezet great !
Va Doue, diouallit ene ho servicher, evel m’oc’h euz diouallet Loth pa goueze ar glao soufr ha tan war Sodom. — Evel-se bezet great !
Va Doue, tennit a boan ene ho servicher, evel m’oc’h euz tennet Moizes a zaouarn Pharaon. — Evel-se bezet great !
Va Doue, diouallit ene ho servicher, evel m’oc’h euz diouallet Daniel e-touez al leoned — Evel-se bezet great !
Va Doue, tennit a boan ene ho servicher evel m’oc’h euz tennet sant Per ha sant Paul euz ar prizoun. — Evel-se bezet great !
Hag evel m’oc’h euz tennet santez Tekla guerc’hez ha merzerez, euz tri seurt poaniou skrijus meurbed, plijit gan-e-hoc’h tenna ive a boan ene ho servicher (pe ho servicherez) evit he gas gan-e-hoc’h da gemeret perz e joa ar Baradoz. — Evel-se bezet great !
Peden. — Selaouit, o va Doue, ar pedennou
a reomp d’e-hoc’h evit ene ho servicher
(pe servicherez) ; ni ho ped, Jezus, Salver ar
bed, da gaout ar vadelez da lakaat an ene-man
e-touez ar Batriarched santel, rak evit-han
ez oc’h deuet war an douar, dre drugarez.
Anavezit ama, o Jezus, an hini oc’h euz krouet
rak an ene-man a zo d’e-hoc’h; n’eo ket bet
great gant doueou all, hogen, nemed gan-hoc’h-hu
hoc’h-unan, Doue gwirion hag eternel, rak
n’euz Doue nemed-hoc’h, ha c’houi hep-ken a
c’hell ober ar pez a rit. Kargit a joa an ene
paour-ma, o tigeri d’ezhan ho Paradoz.
Ankounac’hait he zempladurez tremenet hag ar
pec’hejou eo bet lakeat da ober gant ar speded
fall : rak evit-han da veza kouezet er pec’hed,
n’en deuz goulskoude nac’het nag an Tad, nag
ar Mab, nag ar Spered-Santel ; kredet en d-eus
servichet en d-euz Doue, hag adoret he Grouer.
Evel-se bezet great !
Peden. — Ankounac’hait, va Doue, pec’hejou he iaouankiz hag an droug en d-euz great, hep gouzout kalz petra ’rea, hag abalamour d’ho trugarez hep muzul, o pet sonj out-han, euz ho Paradoz. Digorit d’ezhan an nev, ra zeui an Elez da gemeret perz enn he levenez. Roit eur plas, enn ho rouantelez, d’an hini oc’h euz krouet. Ra zeui sant Mikeal, mestr armeou an nev d’hen digemeret ; ra zeui Elez Doue d’he gerc’hat evit he zougen da Jeruzalem an nev. Ra vezo digemeret mad gant an abostol euruz sant Per, a zo roet d’ezhan alc’houeziou ar Baradoz ; ra vezo sikouret gant an abostol Paol, en deuz sentet ker mad ouz mouez an Aotrou Doue. Ra vezo difennet mad gant sant Iann, abostol karet Jezus, a zo bet roet da anaout d’ezhan misteriou an nev. Ra zeui an holl Ebestel, hag o d-euz bet ar galloud da liamma ha da ziliamma an eneou, da bedi evit-han. Ra zeui an holl eneou santel, hag o d-euz gouzanvet war an douar evit hano Jezus, d’her pedi evit-han. Ha neuze, distaget dioc’h he gorf, en devezo an eur-vad da erruout e gloar ar Baradoz, dre c’hras hor Zalver Jezus-Krist, a vev hag a ren gant Doue. an Tad ha gant ar Spered-Santel, a-viskoaz da virviken. — Evel-se beget great !
Holl Zent an nev, roit sikour d’an ene a ia diwar an douar-ma. Elez Doue deuit d’he gerc’hat, evit mont gant-han dirak an Holl-C’halloudek.
Ra zeui Jezus-Krist, en deuz ho kalvet, da ober d’e-hoc’h, ene kristen, eun digemer mad. Ra viot lakeat gant an Elez, e-kichenn Abraham, evit beza euruz gant-han.
Roit d’ezhan, va Doue, ar repos eternel, e-kreiz ar sklerijenn a bado da viken.
Va Doue, o pet truez ouz-omp.
Jezuz-Krist, o pet truez ouz-omp.
Va Doue, o pet truez ouzomp.
Hon Tad pehini ’zo enn nev, etc…
℣. Ha n’hon lezit ket da goueza enn demptasion. — ℟. Mes hon dilivrit a bep droug.
℣. Roit d’ezhan, va Doue, an diskuiz eternel. — ℟. Er sklerijen a bado da viken.
℣. Va Doue, dioc’h dor an ifern. — ℟. Pellait he ene !
℣. Ra vezo e peoc’h. — ℟. Evel-se bezel great !
℣. Va Doue, selaouit va feden. — ℟. Ra zavo va mouez beteg enn-hoc’h !
Peden. — Ni ho ped, va Doue, da gaout truez ouz ene ho servicher (pe servicherez), a zo o kuittaat ar bed-ma, evit ma vevo gan-e-hoc’h brema. Goulenn a reomp, gant holl nerz hor c’haloun, ma teui ho trugarez ken madelezuz da bardouni d’ezhan an oll bec’hejou en deuz great, dre he zempladurez, war an douar. — Evel-se bezet great !