Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/257

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 255 —


O Salver benniget, renit nan hebken var ar gristenien vad n’o deuz morse troet kein d’e-Hoc’h, mes ive war ar vugale prodig o deuz Ho tilezet. Grit d’ar re-ma distrei buan da di ho Zad, evit miret ne varfent gant an dienez hag an naoun.

Renit war an dud touellet gant mennoziou faoz, pe ne fell ket d’ezho plega da zenti penn-da-benn ouz an Iliz. Ho digasit a-nevez war an hent mad, unanet er gwir feiz, evit ne vezo mui dizale nemed eur rummad denved hag eur pastor hebken.

Renit erfin war gement hini a zo c’hoaz evel sebeliet e tenvalijen fals-kredennou ar baianed ; plijit gan-e-Hoc’h ho digas d’ar sklerijenn ha da Rouantelez Doue.

O Jezus, Hor Mestr, diouallit Hoc’h Iliz, roit d’ezhi ar peoc’h hag ar frankiz. Roit d’an holl boblou ar peoc’h enn urz vad, ha grit ma vezo klevet euz an eil penn d’egile d’ar bed ar gomz-ma :

« Meuleudi d’ar Galoun Sakr, e deuz roet d’e-omp ar zilvidigez ! d’ezhi enor ha gloar da virviken ! » — Evel-se bezet great.




AN HANO SAKR A JEZUS


————


Ton: Jesu dulcis memoria


Jezus, o hano an dousa,
A ro d’ar galoun eur wir joa :
Ar zonj ac’hanoc’h hag ar gwel
A zo dousoc’h eged ar mel.