Mont d’an endalc’had

Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/160

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 158 —

ho taouarn, o va Jezus, d’e-hoc’h hep-ken e fell d’in beza, hag enn eur c’houzanv pep tra evid-hoc’h, ne fell d’in mad e-bed nemed-hoc’h. Gwerc’hez santel, Mamm va Zalver ha va mamm ive, Mari, ho karet a ran hag enn- hoc’h ema va fisianz ; astennit d’in ho tourn trugarezuz, epad ma vezin o vale dre hentchou poaniuz ar vuez-man.





TRIZEKVED KENTEL


————


An hini a gar Jezus-Krist ne fell d’ezhan netra all e-bed nemet ar pez a fell da Jezus.


————


1. — Ar garantez a zo atao gant ar Wirionez ; gouzout a ra ez eo Doue ar mad ne d-euz nemet-han, hag ec’h argarz an droug a zo a-enep da Zoue ha ne blij netra d’ezhi kement hag ober ar pez a fell da Zoue. Dre-ze, an den a gar Doue ne ra forz euz ar pez a lavarer anezhan, ne zonj nemet da blijout d’an Aotrou-Doue. Ne d-euz den hag a ve ker karet gant Doue ha ma ’z eo an hini a zo he aked kerzet gant hent ar wirionez, ha ne ra van nag euz ar pez a lavar pe a grad an dud diwar he benn, nag euz av pez a reont d’ezhan.

2. — Lavaret ez euz bet ama diaraok ar wella stad hag ar zantela evit eun ene a zo