Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/159

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 157 —

nemet nebeud a van euz ar pez a glevo. Ar pez a lavarer ama a zo evit mad an nesa ; evid-omp-ni, diskouezomp e karomp Jezus-Krist, o c’houzanv laouen evit-han ar gwall-gomzou ha pep dismeganz all.


Peden a Garantez


Va Jezus, tad tener ha mad, levenez va ene, c’houi a zo bet goapeat, disprizet ha gwall-gaset gant an dud, grit, dre ho skouer, ma kavimp eaz gouzanv poaniou ha dismeganz ar bed ; dre garantez ouz-hoc’h e fell d’in gouzanv pep tra hiviziken ; roit d’in an nerz da ober evel a lavaran : grit mac’h anavezin ha ma rin penn-da-benn ar pez a fell d’e-hoc’h. Va Doue, er meaz ac’hanoc’h, c’houi a zo ar mad dreist pep mad, ne fell d’in klask netra all e-bed. C’houi a zo bemdez o klask va mad e pep tra, grit n’am bezo ken aked nemet da blijout d’e-hoc’h, grit na zonjo va spered nemet da bellaat ha da dec’het dioc’h kement tra a rafe poan d’e-hoc’h ; grit na c’hoantain nemet ho karet ha plijout d’e-hoc’h ! Kasit diouz-in kement a c’hellfe va zistrei dioc’h ho karet, d’e-hoc’h-hu ec’h en em roan holl ha kement zo ac’hanoun, ho karet a ran, mad dreist pep mad, he karet a ran bete gweled va c’haloun, c’houi zo va muia-karet, Verb en em c’hreat den, ho karet a ran muioc’h evit n’en em garan va-unan, bezit truez ouz-in ha pareit, me he ped, ar gouliou a zo great em ene gant ar pec’hed. En em lakaat a ran etre