Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/161

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 159 —

en em zilèzel a-grenn he-unan hag ober pep tra dioc’h ma fell da Zoue ; gwelomp brema penaos. Mar fell d’e-omp e vemp santel, arabad eo e rafemp ar pez a fell d’e-omp, greomp hep-ken ar pez a fell da Zoue, rak gourc’hemennou hag aliou an Aotrou-Doue a zo ober ha gouzanv kement tra a fell da Zoue hag enn doare ma kar. Pedomp an Aotmu ma roio d’e-omp ar frankiz a spered ha ma karimp ar pez a blij da Jezus-Krist, pegen diez-bennag e ve d’ar garantez hor beuz ouz-omp hon-unan pe d’an douj hor beuz evit ar bed. Karantez Jezus-Krist a laka hevel-hevel ar westl hag ar mel ; hag an den a zo ar gwir garantes-se enn he galoun, ne fell d’ezhan netra nemet plijout da Zoue a rafe. Poania a ra ker kalounek ha ker laouen gant traou zo diez ha braz evel gant ar re a zo bihan hag eaz, ha nemet e plijo he labour da Zoue, mad eo neuze.

3. — Sant Augustin a lavar : karit Doue ha grit a gerroc’h. An hini a gar Doue e gwirionez ne glask netra ken nemet plijout d’ezhan, hag eun dudi eo d’an ene mad servicha an Aotrou-Doue. « An hini ne glask nemet lakaat laouen hag euruz he vuia karet, eme zantez Thereza, a zo atao he galoun douget d’ar mad hag atao o klask an tu d’he ober. » Ker kre eo nerz ar gwir garantez ma teu da lakaat an den d’en em ankounac’haat a-grenn he-unan e pep tra, evit dastum a bep tu gloar, enor ha mad d’an hini a zo karet gant-han. Ar gwasa a zo, siouaz ! o va Doue, eo n’oc’h ket karet a-walc’h hag e kement tra a reomp war an