Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/162

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 160 —

douar, ma ve hor c’haloun troet atao war-zu enn-hoc’h, e vemp abred er penn divèza euz hon hent. Hogen siouaz ! koueza a reomp aliez ! ha goude koueza, e krenomp war hon treid hag e faziomp pep gammed, dre na zellomp ket piz a-walc’h oc’h hon hent. Dre-ze hor spered hag hor c’haloun, ha kement a ia anezho, me lavar c’hoant ha pedennou, a dle beza troet atao da blijout da Zoue, rak an bout a gaso ac’hanomp war-êeun d’ar stad santel a zo ober pep tra dioc’h ma fell da Zoue.

4. — An Aotrou-Doue a fell d’ezhan e ve karet a galoun gant pep hini ac’hanomp, hogen ne garer Jezus-Krist a-greiz ar galoun, nemet pa lavarer d'ezhan gant gwirionez evel an Abostol : « Aotrou, grit mao’h anavezin ar pez a fell d’e-hoc’h a rafen, setu me ama diraz-hoc’h. » Kredomp er-vad, pa fell d’e-omp ar pez a fell da Zoue, neuze eo e klaskomp gwella hor mad, rak Doue na fell d’ezhan nemet ar pez zo gwella d’e-omp. Sant Visant a Baol a lavare : « Ober e pep tra ar pez a fell da Zoue a zo tenzor eur c’hristen hag eul louzou mad oc’h pep droug, rak eno ema an dilèz a ra an den anezhan he-unan, karantez Doue ha pep mad. » Setu e berr gomzou ar stad wella ha santela. Hor Zalver a lavar ne gouez ket eur vleven euz hor penn hep na fell da Zoue, evit diskouez e tigollo mad ac’hanomp euz a gement tra a raimp peeuz a gement droug a c’houzanvimp hep klemm, gant ma vezo great ar pez a fell d’ezhan hag evit plijout d’ezhan.